Da Franseza Nicolas « Merc’h Breiz-Izel »
Gwechall, pa oan er gêr,
Ma c’houefig gwen,
Yaouank ha dibreder,
Ma c’houefig gwen,
Gant ma mam, bep sul, bep gouel,
Levenez em c’halon a vugel,
’C’h ên d’an ofisou santel
Gant eur c’houef gwen.
War gern ar meneou,
Ma c’houefig gwen,
Gant ma denvedigou,
Ma c’houefig gwen,
Nag a bennad eürusted
’M eus bet, etouez ar brug alaouret,
O kanan ma Breiz karet
Ha ma c’houef gwen.
Epad ma yaouankiz,
Ma c’houefig gwen,
Gant enor e talc’his
D’am c’houefig gwen,
Ped gwech em eus baleet
A Gerne ar pardoniou brudet,
Gant ma brozig marellet
Ha ma c’houef gwen.
War ma hent, eun devez,
Ma c’houefig gwen,
— O dousât levenez !
Ma c’houefig gwen,
Me a gavas eur mignon,
Eun den reiz, eur Breizad a galon,
Hag a gare eveldon
Ar c’houefig gwen.
D’in-me, gant karante,
Ma c’houefig gwen,
’Lïes e lavare,
Ma c’houefig gwen :
« Abaoue pell-zo, mignonez,
« Em eus da choazet, dre ma tougez,
« En stum eur wir Vreizadez,
« Da gouefig gwen. »
Hag eun de ar gwellan,
Ma c’houefig gwen,
’Oan unanet d’ezan,
Ma c’houefig gwen,
O pegen kaer hon eured,
Endro d’imp kerent ha mignoned,
Gand tokou bourlouzennet
Ha kouefou gwen !
En zioulder ar maeziou,
Ma c’houefig gwen,
Pell diouz trouz ar c’hêriou,
Ma c’houefig gwen,
E vevan, gant levenez,
Ha, ’vel breman, ’pad ma buhegez,
Me a veulo, hep paouez,
Ar chouefig gwen.
'Veldon, Bretonezed,
Ma c’houefig gwen,
Miret, miret bepred
Ar c’houefig gwen,
Dougomp-han, hon fenn uhel,
Harzomp na deufe tog ar strinkel
Da drec’hi, ’n hon Breiz-Izel,
War ar c’houef gwen.
Ganimp, ’hed on buhe,
Ar c’houefig gwen,
Hon heuilho c’hoaz en Ne,
Ar c’houefig gwen,
Ar c’haeran vo da welet
Eno, ’touez ar poblou kurunet,
’Vo c’hoaz ar Vretonezed
Gant koefou gwen…