Mac’harit ar C’herc’h neiz

Société de la Presse catholique, 1900  (p. 181-182)



MAC’HARIT AR C'HERC'H NEIZ


————

Ken dibreder ha tra, o vont n’ouzon pe du,
Mac’harit gouzoug-hir, gant he fenn baz-dotu,
Keit he diou firitel ha daou bao eun alar,
A bourmene var he diou c’har,
Penn-da-benn gant bordik eur ster.
Pesket a bep seurt ment, a bep seurt gobari,
A zo a strolladou, var an dour o c’hoari,
evit paka ’n’hezo n’he doa ken da ober
Nemet astenn he beg braz
Hag ho zenna eus ar waz.
Gortozomp, eme Vac’harit, ken n’am bezo naon.
Evit fenoz n’em beus ket aon
Da vont d’am c’hlud hep tamm koan.
Hep kemeret kalzik poan,
Me ’ bako pesket pa garin,
Hag ar seurt a blijo din,
Na mui na meaz. An noz a zeu
Ha Mac’harit digeri ’r jeu.
Mez ar pesked ar re vella
N’edont mui e tibourbella.

Siliou munut ha netra ken
A vel chommet c’hoaz da bourmen.
Petra ? Doubleviou !
Me drebi siliou !
Ne zrebomp kentoc’h, tamm, dioc’h-tu
Ni en tou, var baz sant Dodu !
Etre daou, an naon a gresk
Ha Mac’harit ne gav tamm pesk.
Euruz e voue abarz ar fin
Da lakaat a dreuz e’n he skin
Eur velc’hoden
Netra ken.

Beg re figuz peur liezza
A rank kaout mad ar pe falla.