Lajat, 1909  (p. 105-108)



Malloz an Anaon


Kinniget da gement laer Anaon a zo ’barz ar Vro.


Ar c’hlaz a zo tavet… Trouz abed dre ar vro,
Netra ken na drubuilh Spered ar Re-Varo…
Breman e c’hallont holl — evel m’ eman ar c’hiz —-
Dont da glask aluzen digant o c’henvroïz,
Hadsevel adarre eus donder o be yen,
Ha goulen truezus : eur beden, eur beden !
Siouaz ! elec’h kwitât, elec’h mont da vale,
E chomont er vered… Petra zo a neve ?
....................................................................................
Eun ezennig flour, flour a dremen er gwe braz,
Hag a zo henvel-beo ouz mouez klemmus ar c’hlaz ;
An ezen tam ha tam a zo deut da greski,
Zeblantout ra bezan mouez tud o tamanti…
Mouez tud o tamanti… Ya, mouez ar Re-Varo,
O sevel eus o be : henoz eman o zro !

Nag eo trist ha poanius !… Laret vefe klemmou,
Troc’het gant an anken, mouget gant an daerou…
— O bediz didrue, deut eta, me ho ped,
Dihunet eur pennad ha deut holl d’ar vered,
Deut da chilaou, mar plij, glac’har an Anaon,
Mar n’hoc’h ket c’hoaz yenet, e ranno ho kalon…

— « Malloz ! eme eur vouez, krenvoc’h vit ar re-all,
» Ra vezo milliget al laeron, an dud fall !
» Ra vezo da viken disprizet o hano,
» Int a chomo dalc’hmad mez o zud hag o Bro…
» … War ma gwele-maro, me am oa, emezi,
» Roet d’ar veleien peadra da bedi…
» Gant iliz ma farrouz am oa lezet leve,
» Ma vije, war ma lerc’h, pedet gant ma ine ;
» Laret am oa d’am zud, daoulinet en dro d’in :
» — Me ya dirak Doue… Oh ! bezet sonj ouzin !
» N’eus nemed ar beden, hag ar beden hepken…
» Oh ! pedet evidon… N’am dilezet biken !
» Ha ma dorn a zinas neuze eun donezon
» E roïs d’an Iliz evit an Anaon…
» Enpad eur pennadig freuz an oferennou,
» Evel eul louzou mad a dorre d’am foaniou ;
« Mes, siouaz, a greiz-holl… Ine paour dilezet !
« Dinerz dirak Doue, ma foan a oa kresket…

» Sunveziou a deue an eil warlerc’h eben
» Hep na goueze warnon gliz vad eun oferen…
» Ha me da hirvoudi, gwasoc’h evit biskoaz :
» — Pelec’h ez eo chomet an dud-se am c’haraz ?
» Ha, koulskoude du-hont pa oan ’vont da dremen,
» Holl a lavarent d’in : — N’hoc’h ankouafomp biken !
» … Pelec’h ez int chomet ?… Kerent, en han Doue,
» Eur bedennig, mar plij… Mar plij, bezet true !
» Kaer am oa damanti, oferen abed mui,
» Ar gwasan, ma Doue, oam bezo ken hini…
» Roet am oa leve, ma leve zo laeret,
» Hag evit ma ine na vezo ken pedet !
» Rag eun dornad tud fall, milliget, digalon,
» O deus, dre gasoni, laeret an Anaon…
» … Oh ! pebez tol fallakr ha pebez tra spontus,
» Laerez eun den maro zo eun torfed heuzus !
» Nac’h dimeus eun den beo e vad, e beadra,
» Kement-se zo grevus ; koulskoude n’eo netra ;
» Rag eun den en bue, da vihanan a c’hall,
» Zoken a doliou-baz stourm eneb an dud fall !
» Kichen eun den maro n’an eus ken a c’halloud,
» N’an eus ken evitan nemed poan ha hirvoud…
» Oh ! bezet milliget…! Laeron braz an Iliz,
» Hon moueziou eneb d’ac’h a zavo en peb giz !

» Klask a red digare… — Gouarnamant abed
» N’an eus gallet, en ven, flastra al Lealded !
» Klask a red lezennou… — Na barner, na lezen,
» N’o deus laret biskoaz kemer mad an estren !
» Kaer en do an nerz-goue ober d’ar Gwir plega,
» Ar Gwir a chomo Gwir… N’hallfet ket en mouga !
» Hirie ez omp laeret… Arc’hoaz ni a drec’ho,
» Doue a zo d’imp test hag a glev hon c’hlemmo !
» Na dec’het ket eta, tud lorc’hus ha diboell,
» Gant ar madou laeret, n’hallfet ket mont a bell…
» Rag dre-holl, kaer ho po, dre-holl, bemnoz, bemde,
» Malloz an Anaon a zammo ho pue ! ! »
.....................................................................................
Ar vouez a davas mik… Hag hekleo ar malloz,
A zistonas garo neuze en kreiz an noz…
— Oh ! bezet milliget ! laeron an dud varo,
Hirie ez omp gwasket… Arc’hoaz e vo ho tro !


————