Mam an Itron-Varia
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mamm an Itron Varia.
Diskan.
Mam an Itron Varia
Ha Mam ar Vretonet,
O Itron zantes Anna,
Ni ho karo bepret.
1. Hanvet oc’h bet a belzo
Patrones Breiz-Izel,
Hag a viskoaz en hon bro
D’ac’h ez omp bet fidel.
2. Vel hon zud koz bretonet,
Hon fians ar vrasa
Enoc’h a lakomp bepret,
Itron zantes Anna.
3. Zellet e-tal eur c’havel
Ar vam-ze daoulinet :
Pedi ra vit he bugel
Zantes Anna-Wenet.
4. Ar c’hlanvour, gant ar derzien
Dalc’het war e wele,
D’ac’hen deuz gret eur beden.
Hag a zo deut pare.
5. War ar mez e Breiz Izel
Pa c’hoanter diskuizan,
Ouz an Env e rer eur zel
O tont ol na ganan :
6. Selaouet war ar mene
Ar mesaer o kana :
Ho meuli a ra ive,
Itron zantes Anna.
7. Ar zoudard kez er brezel
A bed zantes Anna ;
Ha pa vezo red mervel
E tei c’hoaz da gana :
8. Setu ar mor o kreza...
Daoulinet, martolod,
Da bedi zantes Anna :
Hi ho kaso d’an od.
9. War eur mor leûn a rec’hier
Omp ziouas ! er bed-ma !
Diouallet hon bag dister,
Itron zantes Anna !
10. Bugale gez da Eva
Ni a glask hon gwir vro :
O Itron zantes Anna,
D’an Env c’houi hon reno
(40 de induljans a beurz an O Eskob. Z.-Briek.) Tennet euz Levr Bugale Mari.