Marc’hait ann Néerez

◄   Kenavo ! Marc’hait ann Néerez Iez koz hon Zado   ►


MARC’HAÏT ANN NÉEREZ.


Da Varz Laouenanik Breiz,
Milin. —


MARC’HAïT ANN NÉEREZ.


————


I.


War gwenojen ar bourk, bemdé, pa dréménan,
E welan eur plac’hik war he c’harr ò nezan,
Eur plac’hik koant ha fur, lagad dù, bleo melon,
Hag en hi zí bàlan ken zéder hi c’halon !

Atò war dreuz hi dòr e kàn ’vel eùn estik,
Eur zòn newez bennag, eur werz kòz, eur c’hantik,
Hag ò kàna zoniou ha gwerziou-kòz ar vrò,
Hi dornik skanv ken braò a gass hi c’harr en drò !

En deiz-all ’n em gùziz ’wit selaou ar plac’hik,
A-dreg eur voujenn c’hlaz, ’zò ’n kichenn hi c’hèrik,
Ha setu ar zònik a gàné hi mouez sklezr,
’Vel eul laouenanik, pé ’vel eùn alc’houeder.


II.


« Ma c’harr, ma gwerzid, ma c’heïell,
» Ha ma neùd-lin war ma c’hànell,
» Gant-ez oùzon gònid bara,
» ’Wit-zé hò c’hàran dreist peb-tra. —

» Dreist peb-tra, goudé ma mammik,
» Ma mammik paour ha ma zàdik,
» Ha goudè hon Zalwer Jezuz
» Hag ar Werc’hez madelézuz.

» Ma c’harr, té a ró d’in dillad,
» Eneb ar goanv krìz ha dìvad,
» Hag er marc’had me werz ma neud,
» Ha, d’ober krampoez, a brén bleud.

» Mé brénò c’hoas gant ma c’harik
» Eur c’hòg ruz hag eur bolezik,
» Ha martézé eùn oanik gwenn,
» Kerkoulz ha Soezik Liboudenn.


» Néomb ta, néomb kalònek,
» Kéràd ez ann neud, daou wennek
» Al livr, er marc’had dìveza…
« Ann heol n’eò ket prest da gùza.

» Foenerienn ’zò dùhont er prad,
» Treuzet gant ar c’hoez ho dillad…
» Gwelloc’h, gwelloc’h kalz eò bea
» War dreuzou ma dòr ò néa !

» Dre-holl a zò bréma bleùniou,
» Bars ar parkou, war ar c’hleuziou ;
» Bleùn bàlan, spern-gwenn ha burlu
» ’Welan en drò d’ìn, a-beb-tu.

» Ann evned a gàn uz d’am fenn,
» Er wezenn faou hag en derwenn,
» Ha pelloc’h dùhont ar goukou,
» Hag ann durzunel, er choajou.


» Eùz hò c’hlewet, ha tost ha pell,
» Mé gàn iwé a vouez huël,
» Hag al lin di-war ma c’heïell
» Ez ia en neud war ma c’hànell.

» Med kùzet èz ann heol, me gred,
» Ha war ma c’harr ez oùn bépred : —
» Bara zégal, laès ha krampoez,
» Ha setu koan ann néerez !

» Ré-all ’zò a debr bara-gwenn,
» A debr kik-bìr, ev chistr melenn,
» Ann dud pinvidik ar ré-zé, —
» N’int ket eurusoc’h, martézé. —

» ’Liès hò gwelan ò trémenn,
» Dibaot ez hò gwelet laouenn,
» Ataò ’zò eùn dra hò nec’han,
» N’hò c’hlewan morsé ò kànan.


» Mé c’houlenn eùz Zalwer ar bed
» C’heuill he c’hourc’héméno bépred,
» N’ c’hoùlennan ket pinvidigez,
» Bewan ha merwell néerez.

» Ma c’harr, ma gwerzid, ma c’heïell,
» Ha ma neùd-lìn war ma c’hànell,
» Gant-èz ouzon gònid bara,
» ’Wit-zé hô c’hàran dreist peb-tra ! » —


*