Marc’harit Charlès

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marc’harit Charlez.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 74-86)



MARC’HARIT CHARLÈS
Kenta Kentel.
________


I


  P’hec’h a Marc’harit da vouit dour,
Hec’h a ’r forban braz d’hi zikour :
— Roït d’in ho pod ha m’hen dougo,
Gant aoun mastari ho koeffo.

  — N’ho pet ket dammant d’am c’hoeffo.
Tric’houec’h dousenn ’zo anezho ;
Tric’houec’h en lienn Hollanda,
Ha kement-all en batista.

  — Marc’harit Charlès, d’in lâret,
Ho kalon d’in-me a rofet ?
— Ma c’halon d’ac’h na roïnn ket,
Rag ewit den-fall na on ket.

  ’wit-on da vea muntreres,
Euz ma c’horf n’on ket pec’heres.
Mar an ganec’h indann ar c’hoad,
Me a renko kaout ur gobr mad ;

  Eva ur pintr bemdez a wad,
Hag a wad den, gouveet mad ;
Ur c’huitel arc’hant alaouret,
’Wit c’huitellad ma mignoned !


II


  Ma è honnont ar Charlezenn,
A c’huitelle war bouez he fenn ;
Ha na è ket ur zeblant vad
Klewet ’r Charlezenn c’huitellad.

  Ar Charlezenn na wie ket
’Oa he zad a defoa lac’het,
Ken a oa gwelet he voned,
War benn unan ar forbaned…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


  Ann otro Keraglaz a lâre
D’he bajig bihan, un dez ’oe :
— Eomp sioulig ama soudenn,
Gant aoun ’klewfe ar Charlezenn :

  Rag mar hon klew ar Charlezenn,
Ez omb maro brema soudenn.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ar Charlezenn a zo digwêt.

  — Otro Keraglaz, d’in lâret,
Pelec’h hec’h et pe ez hoc’h bet ;
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe ’man en hoc’h esper monet ?

  — O klask ur c’homper me ’zo bet,
C’hui ’vô ar gommer, mar karet ;
C’hui ’vô ar gommer mar karet,
Ma groeg ’zo ’newe gwillioudet.

  Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
He zroad war he hini ’deûz laket ;
He zroad war he hini ’lakâs,
War he inkane a bignas.

  Ar pajig bihan a lâre
D’ann otro Keraglaz neuze :
— Pa deufet diwar hoc’h inkane,
Grêt d’ar Charlezenn dont iwe ;

  Me ’m eûz hi gwelet gant un noade
O staga ho tillad ouz he re.
Ar Charlezenn a vonjoure
En Keraglaz pa arrue :

  — Demad ha joa holl en ti-ma,
Roït d’in skabel d’azea,
Serviedenn d’em dic’houeza,
Mar ben-me kommer en ti-ma.

  Ur vales vihan ’oa en ti
A oa un tammig re hardi :
— Kommer en ti-ma n’ veet ket,
C’hui na païsantes a-bed.


  Ar Charlezenn, pa deûz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet,
Ha kerkent ez eo bet tapet,
Un archer en-hi ’zo kroget.

  — M’am bije gouveet, Keraglaz,
Pa oann duhont war an hent-braz ;
Pa oann duhont war ann hent-braz,
N’oac’h ket êt dirazhon ur paz !

  ’N otro Keraglaz a lâre
D’ar Charlezenn eno, neuze :
— Lemet digant hi he c’houtelasenn
’Zo indann he c’hotillonenn ;

  Hag he c’huitel arc’hant alaouret,
A zo gant-hi en he bruchet ;
A zo gant-hi en he bruchet,
Wit c’huitellad he mignoned.


IV


  Ar Charlezenn a lavare
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— ’Wit-on da vea muntreres,
Gant ma c’horf non ket pec’heres ;

  N’am eûz ganet nemet unan,
Hag hen kuzis en kreiz ann tan.
’Tre Montroules hag al Lewe-drez,
’M eûz lac’het ter groeg dougerez ;

  Muia truez am boa out-he,
Oa unan pemzek vloaz ’oa an-he,
Hi c’hlewet ’c’houlenn d’hec’h inosant,
D’he mabig paour, ar vadeziant !

  D’he mabig paour ar vadeziant,
Hag ewit hi ar zakramant !
’Tre Montroules hag al Lew-drez,
A zo ur c’hoadig leun a drez ;

  Kerlies korf marw ’zo en-han
Hag ’zo en karnel ar gêr-man :
Hag ’zo en karnel ar gêr-man,
Poent a-walc’h è ma distruja !


Kanet gant Mari Clec’h,
Koaderes en koad Beffou. — 1868.


MARC’HARIT CHARLÈS
Eil Kentel
________


I


  — Mar deut ganimb indann ar c’hoad,
C’hui ’rinko eva ’r pintad gwad,
Ewit ma peo ar gouraj
Da lac’ha tud war ann hent-braz. —

  Ar roue Spagn, p’hen eûz klewet,
Un arme newe ’n eûz savet,
’N eûz kaset pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.

  Met n’ gredjont ket antren er c’hoad
Gant Marc’harit o c’huitellad.
Pa oant o vont gant ann hent-braz,
Hi ’rankontr ’n otro Keraglas.

  — Bonjour d’ec’h, otro Keraglaz
— Ha d’ec’h, ’mehan, kompagnones vraz,
Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?

  — Ni ’zo bet pemp kant ’n ur vandenn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn,
Met n’ gredjomp ket antren er c’hoad,
Gant ar Charlezenn ’c’huitellad.

  — Et d’ar gêr, lâret d’ar roue
’Vô duman ’benn warc’hoaz ’d greizde,
Pe me gollo m’holl vad, sec’h ha glaz,
Hag ann ti nobl a Geraglaz.


II


  Ann otro Keraglaz a lâre
Er gêr d’he itron p’arrue :
— Et, ma itron, en ho kwele,
’Vel pa vec’h en poan a vugale,


  Na kers brema, pajig bihan,
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kerz ewidon da Dremezan [1].
Da glask un inkane rouan ;

  Da glask un inkane rouan,
’N hini kaera, ha kerz buhan.
Ar pajig bihan a lâre
En Tremezan pa arrue :

  — Me ’zo deut, itron Tremezan,
Da glask hoc’h inkane rouan.
— Na pajig bihan mar euz paz (?)
Pelec’h hec’h a ’n otro Keranglaz ?

  — Ni hec’h a hon daou a ur penn
’N esper c’hoennet Koad-ann-drezenn.
— Keun ’m eûz d’am inkane newe,
D’otro Keraglaz ’m eûz iwe ;

  D’otro Keraglaz ’m eûz iwe,
Paj bihan, setu-han aze.
’N otro Keraglaz a lâre,
En Koad-ann-drezenn p’arrue :

  — Ma faj bihan, distro en dro,
Dewi ’ra m’ dillad ac’hanon.
— Re-divezad hoc’h eûz komzet,
Arru ’r Charlezenn d’ho kavet.

  — Bonjour d’hec’h, otro Keraglaz !
— D’ec’h, emezhan, Marc’harit vraz.
— Pelec’h hec’h et, pe ez hoc’h bet,
Pe hoc’h eûz esper da vonet ?

  — O klask ur c’homper hec’h on bet,
C’hui ’vô ar gommer mar karet ;
Ar roue Spagn am eûz klasket
Da dont d’hoc’h assita, mar karet.

  — Diskennet, otro, deut d’ann traon,
En Kaod-ann-drezenn c’hui leino ;
C’hui leino en Koad-ann-drezenn,
E-touez pemp kant a volerienn.


  — Ewit brema me na inn ket,
Un dro-bennag all n’ lâran ket ;
Un dro-bennag all n’ lâran ket,
Breman am eûz afer preset ;

  War-dro pemp kant skoed a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho rofe d’in ?
— E-lec’h pemp kant a c’houlennet,
Pemp mil ho peo, mar karet.

  — Me a garfe, ma c’hommer vraz,
Gwelet ho suit en keraglaz.
— Gwelet ma suit en Keraglaz
A ve d’ac’h-c’hui sur ur goust vraz.

  — En Keraglaz ’zo bara poaz,
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz ;
Ha, ma ve ezomm, a vô c’hoaz,
Deut gant ho suit da Geraglaz.

  — Diskennet, otro Keraglaz,
M’inn da vareges en ho plaz.
— Pa lakaïnn kant skoed ’n un inkane,
E dle dougenn un ’all ha me.

  ’Tre Koad-ann-drezenn ha Keraglaz
E konter a zo ter lew vraz ;
E konter a zo ter lew vraz,
Grêt ganen ’n un heur orolaj…

  En Keraglaz p’è arruet,
En dourrel uc’hella eo êt,
Da c’huitellad e komansas ;
Honnes ’c’huitelle gant kouraj !

  C’huitellad ’ree war bouez he fenn,
’Wit ma klewje ar volerienn…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Pemp fuzuil karget a vank d’in,
C’hui, ma c’hommer, ho c’havfe d’in ?

  — E-lec’h pemp fuzuil ’c’houlennet,
Pemp kant ho peo, mar karet ;
Pemp kant ho peo, mar karet.
Hag he suit a deûz disarmet.

  Neuze, pa glewas sôn ar bal,
Da assambli ar jeneral :
— Laket-ewez, otro Keraglaz,
’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj ?


’Vec’h hoc’h invanti traïtouraj,
O tigas ma suit da Geraglas.
— C’hui ’sonje d’ac’h, Marc’harit vras,
’Vijac’h kommer en Keraglas !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Neb lâre ’r gir seurt-se d’in-me,
A oa sur da goll he vuhe !…


III


  Marc’harit Charles a lâre
’R vaz uc’hella ’r skeul pa bigne :
— Penoz bikenn ober rout vad ?
Lac’het ganen ma mamm, ma zad !

  Da varo ma zad ’m eûs regret,
Da hini ma mamm n’am eûs ket…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  En Koad-ann-drezenn ’zo ur wenn
En-hi c’houec’h troatad arc’hant gwenn ;
Un’ all a zo en he c’hichenn,
En-hi eiz troatad aour melenn !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Ar werz-man a zo bet dastumet en parouz
Plouillo gant ann otro F. Daniel, hirie person
en Mur.


___________
  1. Je ne connais dans le pays aucun lieu du nom de Trémézan, car il ne s’agit certainement pas ici de Trémazan, dans le bas Léon.