Marc’harit Lauranz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marc’harid Laorañs.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 210-216)



MARC’HARIT LAURANZ.
GWES KENTA.
________


I


   Tostaït, koz ha iaouank, holl omp oblijet mad,
D’ann itron zantes Anna, hag iwe d’ar Folgoat,
Balamour d’ur plac’h-iaouank bet tri dez euz ar groug,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna na deuz ket bet a zrouk !

   Balamour d’ur plac’h iaouank bet tri dez euz ’r potanz,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna n’ deuz ket bet a ofanz.
Ar c’hloaregik a lare, p’arrue ’tall ’r potanz :
— Penaoz a ra da galon, Marc’haridik Lauranz ? —

   — Na t’euz ezom, c’hloaregik, da bedi gant m’ ine,
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze ;
Me ’ zo ken dispoz aman evel ma ’z oud aze,
Met sepet, kloaregik, n’am euz ket liberte.

   Ma c’halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna hag ar Werc’hes Vari :
Nemet kerz te, kloaregik, kerz brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga d’ann traon euz ar potanz. —


II


   Ar c’hloaregik a lare, p’arrue en noblanz :
— Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz ;
Me ’zo o tont a zisput a gichenn ar potanz,
Na gant ma muia karet, Marc’haridik Lauranz. —

   — Ro peuc’h, ro peuc’h, eme-z-han, c’hloaregik ar gaouiet,
N’oufenn bikenn da gredi, o nann, bikenn er-bed !
Mar kanfe ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
Me a gredfe, marteze, kloaregik ar gaouiad ! —

   Na oa ket ar gir gant-han c’hoas peurlavaret mad,
Ma kan ar c’habon rostet, a vouez sklezr, war ar plad ;
Ma kan ar c’habon rostet war ar plad, a vouez sklezr ;
Neuze-vad a oa kredet kloaregik ar gewier.

   Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in me ma inkane, ro d’ez-han kerc’h d’ zibri ;
Dibr d’in me ma inkane, hag hen dibr-han timad,
Wit ma ’z inn da chaseal, d’ober un dro d’ar c’hoad ! —


III


   Ar Senechal a lare, p’arrue ’tall ’r potanz :
— Penaoz a ra ho kalon, Marc’haridik Lauranz ? —
— Ma c’halon a zo dispoz, bepred en meulodi,
Dre ’r c’hraz a zantes Anna hag ar Werc’hes Vari. —

   — Diskennit, Marc’haridik, ha deut ganin d’am zi,
Me lako ma c’heginer d’avan d’ac’h dijuni ;
Keit ma vefet en buhez, m’ho ped da chomm ganin,
Ha me ho graïo ouzpenn gouarneres em zi. —

   — Wit fete tam na zebrann, na banne na evann,
Ken a vinn bet er Folgoat hag en Zantes-Anna. —
— Deut ganin, Marc’haridik, war lost ma inkane,
Me ho kasso d’ar Folgoat, d’ Zantes-Anna iwe. —

   — Na inn ket war inkane, nag iwe ma daou-droad,
Nemet war ma daoulin noaz mar ghell ma c’halon pad. -
Ken buhan hag inkane ’ vije mibinn a droad,
Ez ia sur Marc’haridik etrezeg ar Folgoat.

   Ha p’arru Marc’haridik en bered ar Folgoat,
Weleur roudou hi daoulin er mein-bez bag er c’hoad ;
Weleur roudou hi daoulin dre ’r c’hoad hag ar mein-be,
Euruz ar feumeulenn a ielo di goude !

   Marc’haridik a lare, en iliz ar Folgoat :
— Bet on en Zantes-Anna, brema ’z on er Folgoat ;
Bet on en Zantes-Anna, brema ’z on er Folgoat,
Achu eo ma finijenn, me n’on ket bet ingrat ! —

   Etre chapel sant Lauranz, hag hini zant Nikolaz
Eo achuet hi buhe gant Marc’harit Lauranz !


Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
paroz Duault.


________


MARC’HARIT LAURANZ.
EIL GWES.
________


I


   Selaouet, hag a klewfet, hag a klewfet kana
Ur werz a zo bet savet a newez wit ar bloa,
Da Varc’haridik Lauranz, staget ouz ar potanz,
B’lamour d’ur c’houvert arc’hant, laeret euz ann noblanz.


II


   Ar c’hloaregik a lare, pa dremene ’r potanz :
— Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz !
Bennoz Doue war d’ine, Marc’haridik Lauranz,
Ni hon euz bet gret hon daou ’lies meur a dro danz ! —

   — N’oc’h euz ket affer, kloarek, d’ bedi war ma ine,
Me ’ zo ken euruz aman ha ma ’z oc’h-c’hui aze ;
Me ’ zo tri dez ha ter noz ama diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna n’am euz ket bet a zroug !

   It-c’hui brema kloaregik, it brema d’ann noblanz,
Da lakad ma distaga breman ouz ar potanz. —


III


   Ar c’hloaregik a lare, p’oa arru en noblanz :
— Me zo digasset ama ’beurz Marc’harit Lauranz,
’ Zo tri de ha ter nozwez duman diouz ar groug,
Met dre c’hraz zantes Anna na deuz ket bet a zrouk. —

   Ar Senechal a lare d’ar c’hloarek, en de-se :
— N’as kredinn ket, kloaregik, o laret kement-se,
Ken ’gano ’r c’habon rostet ’ zo aze war ar plad,
N’as kredinn ket m’hen tou’, kloaregik ar gaouiad ! —

   Na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret mad,
Pa gân ar c’habon rostet oa eno war ar plad ! —
Ar Senechal a lare d’he baotr ar marchosi :
— Dibr d’in-me ma inkane, m’inn d’ober ur bale ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Leall Marc’harit Lauranz, d’in-me a lavarfet
Piou hen deuz ho preservet, pa na oc’h ket marwet ? —
— Me a oa en em westlet d’ann itron ar Folgoat,
Hag a deuz laket d’in-me skabel endann ma zroad !


   Me a oa en em westlet d’ann itron a C’houlvenn,
Hag a defoa preservet ma c’houk euz ar gordenn.
Me am euz c’hoaz prometet monet da bardona,
D’ar Ieodet ha d’ar Folgoat ha da Zantes-Anna ;

   D’ar Ieodet ha d’ar Folgoat ha da Zantes-Anna,
D’ann aotro zant Matilinn prometet mad am boa. —
— Deut-c’hui ganin, Marc’harit, deut war gein ma inkane,
M’ho kasso da bardona, mar be bolante Doue. —

   — Oh ! me na vinn ket douget, kerneubeud war ma zroad,
Met war benno ma daoulinn, mar ghell ma c’halon pad. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Kriz a vije ar galon, mar n’ deuje da oela,
’Welet Marc’harit Lauranz o vont da bardona,
War benno hi daoulin-noaz, o c’heuil un inkane……
Kriz a vije ar galon, kriz kaer, mar na oelje !……[1]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant ar C’hemener bihan. — Plouaret, 1863.



———————————————————————————————————

NOTE.

Cette légende du chapon rôti qui chante sur la table du Sénéchal, ou à la broche, suivant d’autres leçons, est-elle d’origine bretonne ? Je ne sais, mais on la trouve aussi en Espagne, où elle passa de la légende de saint Dominique de La Calzada dans celle de saint Jacques de Compostelle. Des pèlerins bretons l’auront peut-être apportée de Santiago en Bretagne. Un poëte anglais, un poëte lauréat, Robert Southey, a trouvé dans cet épisode, puisé dans le Martyrologium Hispanicum de Tormaïo Salacar, le sujet d’un poëme, qui porte dans ces œuvres le titre de The Pilgrim to Compostello, et dont voici en quelques mots la fable :

Des pèlerins de France, le père, la mère et le fils, se rendant à Saint- Jacques de Compostelle, s’arrêtent à une posada, ou auberge, tenue par une femme que le poëte nous fait connaître, en disant qu’elle eut été la digne fille de Lady Putiphar. Cette femme trouve dans le plus jeune des trois pèlerins la vertu de Joseph, et, furieuse de ses refus, le dénonce comme voleur à l’alcade. L’alcade le condamne à la potence ; et il est pendu, après

  1. Une autre version se termine ainsi :

       Ar c’hloaregik a lare, p’arrue er Folgoat ;
    — Arru e Marc’haridik, eme-z-han, er Folgoat :
    Arru e Marc’haridik, eme-z-ban, er Folgoat,
    Me ’wel roudou hi daoulin er vein-bez hag er c’hoad !

       Hep alc’houez na den-bed, tigorre ’nn orojou,
    Ar c’hleïer a zoone, ha n’oa den war ho zro ! —
    Marc’haridik ’lare etal an aoter vraz :
    — Gret ’m euz ma holl zroïou, nemet da Sant-Weltas ;

       Gret ’m euz ma holl zroïou, nemet da Sant-Weltas,
    Di am euz prometet kent merwel monet c’hoas…… —