Mari, Gwerc’hes galloudus

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, Gwerc’hez c’halloudus.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 57)


N° 48. — Maria, Mater gratiæ.
War an ton N° 48.


1. Mari, Gwerc’hes galoudus,
Mam dous ha Mam dener,
C’houi zo bepret truezus
En andret ar pec’her :
Pelleit ouzimp adversour
Hon ineou,
Dreist pebtra deut d’hon zikour,
War hon maro.

2. Enor d’ac’h, Zalver ar bed,
Gloar d’ac’h ha meulodi,
C’houi pehini zo ganet
Gant ar Werc’hes Vari :
Gloar d’an Tad, ha d’ac’h ive,
Speret-Zantel,
D’an tri Ferson en Doue,
Gloar eternel !