Mari, Rouanez an Nenvou

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Añjeluz.

A. Prud’homme, 1934  (p. 34)



N° XXVIII. — Anjeluz amzer bask.
Ton : O Filii, o Filiæ.


  1. Mari, Rouanez an Nenvou,
    Stankit breman ouz ho taerou,
    Ha selaouit hon c’hantigou. Alleluia !

Diskan
Alleluia, alleluia, alleluia.


  1. Ar Mab hoc’h eus gwechall douget,
    War ar maro en deus trec’het,
    Evel m’en doa hel lavaret, alleluia !

  2. Mamm Jezuz, leun a drugare(z),
    Ho pet sonj eus ho pugale,
    Hag evidomp pedit Doue, Alleluia !

Gaude et laetare, Virgo Maria, alleluia.
Quia surrexit Dominus vere, Alleluia.