Mari, pa ’z oc’h Mam Breiz-Izel

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari, pa ’z oc’h Mamm Breiz-Izel.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 71-72)


N° 61. — Da Vari evit ar Vretonet divroet.
War don : Pa oan er ster, N° 61.


1. Mari pa’z oc’h Mam Breiz-Izel.
Ni ho ped da deurel eur zel
War meur a Vreton divroet
Pere genimp n’ho pedont ket.

2. An delien c’hlaz, eur wej distag
Euz ar wen he doug hag he mag,
Kaer he deus ninjal ha bale
Er poul a vreino heb dale.

3. Evel-se kals a Vretonet,
Pel euz ar gèr p’ho deuz tec’het,
A ouenv a gorf hag a galon
Hep Doue na relijion.

4. Kals a dismant hed an henchou
Pinvidiges o ineou,
Ha digare gonit arc’hant
A freg zaë wen o badeiant.

5. Gonit arc’hant, koll ar gwir Fe,
Ha gwir eürustet ar vue,
Dispris o bro hag o c’herent,
Ankouat an anaon hag ar zent !


6. Darn en arme pe war ar mor
A difen o bro gant enor,
Hag a lez hep ober brezel
D’an diaoul na d’ar pec’het marvel.

7. Kaset, o Gwerc’hes, d’ho gwelet
Unan benag euz hoc’h elet,
Unan euz ar re zo breman
Genimp endro d’ac’h o kanan.

8. Hoc’h èl a lavaro deze,
Euz ho peurs hag hon peurs ive,
Daoulinan bep mintin ha noz,
Evel ma rent en o fans.

9. Hoc’h èl a lavaro deze,
Zonjal en o famill bemde,
Klevet bep sul an oferen,
Hu tostat ouz ar Binijen ;

10. Ober goap ouz an dud dife
Hag anzav Jezus dirak-he :
Neb a n-euz mez euz e greden
N’en d-eo na Breton na kristen !

11. Hoc’h èl a lavaro deze
Bezan tom ouzoc’h, Mam Doue,
Ha distrei lies o c’halon
War zantes Anna hon Itron.

12. Ar winidel d’an neve-han
A zininj c’hoaz d’he neiz kentan :
Hec’h evnet a vezo zavet
En doen ema bet maget :

13. Digaset an ol Vretonet,
Micherourien ha zoudardet,
Mari, digaset-he d’ar gèr
Elec’h e chome o zud ker :

14. Ma vevint e-touez o breuder,
Ma varvint e peoc’h o Zalver,
Ha ma vo o c’horf interet
Etal be o mam er veret.

K. G.