Mari vo bepret Mam ar Vretonet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mari ’vo bepred Mamm ar Vretoned.
Diskan.
Mari vo bepret Mam ar Vretonet,
Tud a galon vad ha pennou kalet,
Mari war hon bro Bepret a reno,
Keit ha ma vo mor tro-war-dro !
1. Daleg an oad kentan ar bugel e Breiz
A doug hano Mari skrivet en e greiz.
2. Stank en e iaouankis, stank en e gosni,
E pign zonj e galon bete tron Mari.
3. Nag a di da Vari e Breiz a weler,
Dre-ol tud daoulinet dirak hec’h oter !
4. Nag a gân da Vari e Breiz a glever,
E kèr ha war ar mèz, dal ma chilaouer !
5. He mam zo Patrones a belzo warnomp,
He fried zant Josep ol a zervijomp.
6. Bep ma varv eur c’hristen e douar Arvor
E klever en Envou an or o tigor.
7. Tre Breiz hag an Envou ema bèr an hent,
Gant zikour ar Vam vad a garomp kement.
8. Me wel endro dezi, leiz ar Barados,
Hon tadou Bretonet, pere hon gortos.
K. G.