Marivonnik
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marivonig.
Ann de kenta euz a viz du
’Tiskennas ’r Saozon en Dourduff [1]; (bis)
En Dourduff pa ’z int diskennet,
Ur plac’hik iaouank ’deuz laeret : (bis)
Ho deuz laeret ur plac’hik koant
Da gass gant-he d’ho batimant. (bis)
Marivonnik eo hi hano,
Ginidik e a Blougasnou. (bis)
Marivonnik a lavare,
Biou porz hi zad pa dremene : (bis)
— Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
Bikenn n’ho kwel ma daoulagad ! (bis)
Adieu, ma breur, adieu, ma c’hoar
Bikenn n’ho kwelann war ann douar ! (bis)
Adieu, keront ha mignouned,
Bikenn n’ho kwelann war ar bed ! — (bis)
Ar Varivonnik a oele,
Na gave den hi c’honzolje ; (bis)
Na gave den hi c’honzolje,
Met ’nn Angles-braz, hennes a ree :
— Marivonnik, na oelet ket,
Wit ho puhe na gollfet ket : (bis)
Wit ho puhe na gollfet ket,
Met ho enor na larann ket ! — (bis)
— Gwell eo ganin-me ma enor
Wit kement lestr ’ zo war ar mor. (bis)
Aotro ann Angles, d’in laret,
Nemet d’ac’h na vinn oblijet ? — (bis)
— D’in ma unan, d’am faotr ar gambr,
D’am martoloded p’ho do c’hoant ! (bis)
D’am martoloded, p’ho do c’hoant,
Bez’ ’ zo ’nn ez-he unann ha kant ! — (bis)
— Aotro ann Angles, d’in laret,
War ’r pont da vale am lezfet ? — (bis)
— War bont al lestr ia, baleet,
Met taolet-ewez veac’h beuzet. (bis)
Marivonnik a lavare
War bont al lestr pa bourmene : (bis)
— Gwerc’hes Vari, lavaret d’inn,
Pe me em veuz, pe me na rinn ? (bis)
Balamour d’ac’h, Gwerc’hes Vari,
N’ c’houlennann ket ho ofansi. (bis)
Mar ann er mor, me ’vo beuzet,
Ha mar chommann, me vo lazet ! — (bis)
Euz ar Werc’hes a deuz zentet
War hi fenn ’r mor eo em daolet. (bis)
Ur pesk bihan a fonz ar mor,
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour. (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
D’he verdedi eno neuze : (bis)
— Merdedi, merdedi, hastet,
Me a roïo d’ac’h pemp kant skoed ! — (bis)
Ann aotro ’nn Angles a lare
Da Varivonnik, en de-se :
— Marivonnik, c’hui ’ zo manket,
Ma karjeac’h ’vijeac’h ma fried ! —
Kanet gant Janet ar Gall — Kerarborn, 1849.
Une autre version donne ainsi la fin de cette chanson, dont l’air est charmant :
Ur pesk bihan a fonz ar mor
’Zav Marivonn war c’hore ’nn dour (bis)
Ur bar-awell a zo zavet,
’N toul porz hi zad ’n euz hi c’hasset. (bis)
— Tadik paour, digoret ho tor,
Marivonnik a c’houll digor ! — (bis)
— Ha posubl a ve, ma Doue,
Marivonnik a ve aze ! — (bis)
Ter zro d’ann ti a deveuz gret,
Ha neuze kerkent ’ eo marwet ! (bis)
- ↑ Le Dourduff (eau noire) est le nom d’une petite anse à l’embouchure de la rivière de Morlaix.