Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 500-530)



MARKIZES DEGANGE.
GWES KENTA.
________


I


   Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz ’zo a newez zavet,
Ur werz pitoïabl a drue,
Gret da varkizes Degange…

   Merc’h ’oa d’ann duk euz a Rohan,
Na oa nemed-hi hi unan ;
Penheres ’oa, pa na oa ken,
Heritoures d’hi holl voïenn.

   Dont ’ ra hi zud da gonklui,
’Vije red lakad hi deski
Er c’hadans hag ar c’hademi [1],
Ewit parlant gant peb-hini ;

   Er c’hademi hag ar c’hadans,
Ewit diskour gant ann noblans.
Etre daouzek vloaz ha trizek,
En Rohan ez e konkluet

   Hi dimi d’ur markiz puissant,
Markiz ann I, un den vaillant ;
Hi dimi da varkiz ann I,
Hi c’harantez hag hi holl spi.

   Tri miz anter e bet padet
Ar solennite ann eured,
Ar zonerienn, ar bal, ann dans,
Visito bemde d’ann noblans.

   Pa ’z eo ann tri miz achuet,
Ar brezell ’zo bet disklezriet ;
Ma renk ’r markiz mont d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne.

   Em gavet ’ ra ann daou arme,
Sevel ur gombat etre-z-he :
Krog-ha-krog ann daou enebour,
Allas ! ma ’z int kouezet en dour !…


II


   Radegonda ’bede Doue
Ewit hi friet, noz-ha-de,
Ewit ma vije-han miret……
Allas, siouas ! ha na ’z eo ket !

   Un de pa oa en hi fedenn,
A tigass Doue un el gwenn,
Hag a lavar d’ez-hi ’vel-henn :
— Radegond, chanjet a bedenn ;

   Pedet ewit hen delivran,
En tan ar purgator eman ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Radegonda, ’vel ma klewas,
A gouezas hag a fatikas ;
A zo kouezet ha fatiket,
Ann el gwenn ’n euz hi goureet.

   Neuze a kommer hi c’himiad,
Digant hi mamm, digant hi zad ;
Digant hi mamm, digant hi zad,
Balamour da respet ni mab.

   Dont a ra ’darre da Rohan,
(’Vel ma ’z oa manet hi unan,)
Da gondu modest hi c’hanvou,
Ha da skuill kourant hi daerou.

   Ur bloavez antier ez eo bet,
Biskoaz a oela n’eo tawet ;
Biskoaz na dawas a oela,
Gant keun d’ar priet a defoa.

   Dont ’ra d’hi darempred arre
Tud-jenntil vraz a galite,
Den puissant markiz Degange,
Un den doujet bars ar c’hontre.

   Hag hi, gant ann aoun hen fachan,
A lar bout kontant an-ezhan ;
Gant aoun da gaout he fachiri,
Konsant ’ra ’darre dimizi.

   Selebret a oa ann eured,
Gant kalz a joa hag a respet ;
Kasset da gastell Degange,
Lec’h ma finiso hi huhe.

   Ar c’houlz-se dimeuz a amzer
’Oa ur brezell kontinuel,
Ma renk arre mont d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne…


   Arru gant ’r Varkizes ’nn amzer
Ma renk pe genel, pe verwell,
Genell ar frouez d’oa konsevet,
En amzer ’r Markiz hi friet.

   Genell a ra, gant kalz a boan,
Genell daou grouadur bihan,
Daou vugel kaer evel ann erc’h,
Unan ’oa mab, un-all ’oa merc’h.

   Ar Varkizes a skriv lizer
Da gass d’hi friet, d’ar brezell,
Dont d’ober badeï he daou vugell,
Gant aoun na deufent da verwell.

   P’arruas ul lizer gant-han,
’Oa en ur gombat ar gwasa ;
Lakad ’ra war gorn all lizer,
Ober badeï ’n daou vugel.


III


   Pa ’z eo ar brezell achuët,
’R Markiz d’ar ger ’zo retornet ;
’R Markiz d’ar ger ’zo retornet,
Gant ur joa vraz en he speret.

   Ebars ar ger pa ’z arrue,
Holl dut he di a zalude,
He briet hag he vugale,
Ur joa vraz hen defoa out-he……

   Beza ’oa iwe gouarner
War ar pont braz a Bontgleïer (?)
Ma renk mont arre d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne.

   Euz ar ger pa ’z eo sortiet,
A ra ar gark euz he briet ;
A ra ar gark euz he briet
D’ur falz kulator da viret ;

   Laret taol-pled euz ann ez-hi,
’Vel pa ve-z-han er ger gant-hi ;
Euz he briet he vugale,
Beteg ann de ma retornje.


IV


   Ar falz kulator ’oa neuze,
O leal beb-noz ha bemde,
En kompagnunes ann Itron,
En despet d’hi opinion.


   Un dez a oe ken ifrontet
Da vonet d’hi c’hambr d’hi c’havet ;
Da vonet d’hi c’hambr d’hi c’haret,
(Gant an diaoul ’oa kuzuillet).

   Mont eure d’hi c’hambr d’hi c’havet,
’Vel-henn out-hi hen euz komzet :
— N’ho euz ket ho kontantamant,
Pa n’ema ar Markiz presant. —

   Radegonda ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ezhan a roas :
— Tec’h al-lec’h-se, kef milliget,
Ann ifern a t’euz meritet !

   Ma klewfe ’r Markiz, ma friet,
A ves-te bet ken ifrontet,
Ma ouife da ifrontiri,
’Vreofe did da holl izili ! —

   Sevel ’ra ar vrud dre ar vro,
Oa ’r Markiz ’tougenn ar c’hernio ;
Sevel ’ra ar vrud evel-henn,
’Ra ’r Varkizes nozweziou gwenn.

   Ar falz kulator skriv lizer
Da gass d’ar Markiz d’ar brezell,
Lakad war-n—ezhan evel-henn :
« ’R Varkizes ’ra nozweziou-gwenn !

   » Paotred ho marchosi ’zo friant,
» Hag ho pried a zo iaouank ;
» Hag ho pried a zo iaouank,
» Ha memeuz ez eo variant ! »


V


   Pa ’z eo ar brezell achuet,
Ar Markiz d’ar ger ’zo deuet.
Ebars ar ger pa arrue,
Holl dut he di a waltrete ;

   Ispisial paotred marchosi,
’Daoliou-treid ho zaole ’meaz ann ti.
Ar Varkizes a skriv lizer,
Da gass d’hi mamm da Landreger ;

   A skriv ann ez-han gant hi gwad,
Dont d’apaisi koler hi mab.
Ar vammik paour a lavare
D’hi mab ar Baron [2] p’arrue :


   — Ma mabik paour en em dalc’het,
Holl dut ho ti a waldretet ;
Holl dut ho ti a waldretet,
Ober kalz glac’har d’ho priet ! —

   — Ma mamm, ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennan ket ;
Me eo ann hini a sonj d’in,
A dle lakad urz ’bars ma zi. —

   — Ma mab, me am euz ho ganet,
’Tre ma daou gostez ho touget,
N’ho poa gret d’in kement a boan,
Ma mab, evel ma ret breman ! —

   — Ma mamm ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennann ket ;
Me eo ann hini, a sonj d’in,
A dle lakad urz-vad em zi.

   Paotred ma marchosi ’zo friand,
Ha ma groeg a zo c’hoaz iaouank ;
Radegonda a zo iaouank,
Ouspenn, ’lareur ’z eo variant. —


VI


   Hag ar Markiz a lavare
Da he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em breparet
Da gambr ann dourel da gousket ;

   Da gousket ’n kambr ann dourel-wenn,
Me iel’ iwe brema soudenn. —
Ar Varkizes, pa deuz klewet
Mont d’ gambr ann dourel da gousket,

   (Kustum da vonet na ’z oa ket),
Da gimiadi ’zo em laket :
— Adieu ’me-z-hi, holl dut ma zi,
Adieu paotred ar marchosi ;

   Adieu d’ac’h ma bugale gez,
Adieu d’ac’h, ma diou vageres !
Dalet, gouarneres, ’n alc’houezou,
Bezet ewez euz ma madou ;

   Bezet ewez euz ma madou,
Ha dreist-holl ma bugaligou ;
Gret ober mad d’am bugale,
A vo minored kent ann de !… —

   ’N aotro ’r Markiz a lavare
Na d’he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em diwisket,
En noaz am euz c’hoant ho klewet. —


   — Ma fried, n’eo ket brao gwelet
Un den ’ve en noaz diwisket ;
He n’am euz gret nep resistans,
Na rentjenn d’ac’h obeisans. —

   Radegonda, ’vel ma klewas,
War hi daoulinn en em strinkas ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Hi dillad a deuz diwisket :

   Hi dillad a deuz diwisket,
Hi maerones a deuz pedet :
— Radegonda, ma maerones,
Bezet ’wit-on avokades !

   Avokades dirag Doue,
Ewit ma c’horf hag ma ine ;
Ewit ma c’horf ha ma ine,
Ha gret m’inn d’ho kwelet d’an ee ! —

   Pa ’z eo em diwisket en noaz,
’Vout he gleze en-hi bet’ ar groaz ;
Vout he gleze en-hi bet’ ar groaz :
— Ah iaou ! ma fried, c’hui am gloaz ! —

   Hag hen, pa oa gret he dorfet,
Goull’ pardon ouz-hi hen euz gret ;
Goull’ pardon ouz-hi hen euz gret,
Med euz Doue, n’ c’houlenne ket.

   — Ma fried paour, ma fardonet,
Rag injustamant am euz gret,
Gant ann diaoul ez oann tentet ! —
Med hi a oa dija marwet !

   Med hi a oa dija marwet,
Hen respont na deuz ket gallet ;
Hen respont na deuz ket gallet,
Med hi maerones a deuz gret.

   — Tec’h al lec’h-se, den milliget,
Ann ifern a t’euz meritet ;
Te t’euz meritet en ifern
Mont da dewi, kik hag eskern ! —

   Pa ’z ee ’r Varkizes d’ann envou,
’Z ee ar re-all gant ann diaoulou ;
’Z ee ar re-all gant ann diaoulou,
Setu gwall-finn d’ar priejou !


Kanet gant Pipi Kourio, guiader.
Kerarborn, 1855.


____________


MARKIZES DEGANGE.
EIL GWES.
________


I


   Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a newez zavet ;
Ur werz ’zo a newez zavet,
Da ur varkizes ez eo gret.

   Merc’h ’oa d’ann duk euz a Rohan,
Penheres, pa oa hi unan ;
Penheres, oa pa na oa ken,
Heritoures d’hi holl voïenn.

   Kasset oe d’ Baris, da deski
Ar c’hadans hag ar c’hademi ;
Ar c’hademi hag ar c’hadans,
’Wit diskouri gant ann noblans.

   Hag en distro euz a-c’hane,
Tudjentil hi daremprede ;
Tudjentil hi daremprede,
Euz a wad uhel ar roue.

   A gement hi daremprede,
Neb-hini d’ez-hi na blije,
Ken deuas markiz Degange, [3]
D’hennes roas hi c’harante.


II


   Ur miz anter ez eo padet
Ar solennite ann euret ;
Met kement-se na bad ket pell,
Mont ’renk ar markiz d’ar brezell,

   Pa ambarke war ar mor-braz,
He enebour a rankontras ;
He enebour ’n euz rankontret,
Goull’ gourenn out-han hen euz gret.


   Ma kouezjont krog-euz-krog en dour,
Ho daou, evel daou enebour.
Set’ Radegond’ intanvezet,
Ha hi sertenn na ouie ket.

   Radegond’ doa un orator
En hi jardinn, war vord ar mor,
Hag a deue en-han bemde,
Bemde, ewit pedi Doue ;

   Wit pedi ann aotro Doue
Ma c’honeje ’r Markiz en arme ;
Ma c’honeje ’r Markiz hi fried
’R gombat war he inimied.

   Un de, pa ’oa en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’ lest ar bedenn-ze,
Beuzet ho pried ’vont d’ann arme ;

   En tan ar Purgator ema ;
Pedet Doue d’hen delivra ;
Pedet Doue d’hen delivra,
Laket oferiniou gant-han ! —


III


   Pad daou vloaz anter ez eo bet
O tougenn kanvo d’hi friet ;
O tougenn kanvo d’hi friet,
Gant kalz a enor ha respet.

   Pa ’oa un dez en hi fedenn,
’Tiskenn un el en hi c’hichenn :
— Radegond’, lest ar bedenn-ze,
Pignet ho pried gant ann ele ! —

   Redegonda, pa deuz klewet,
A-c’hane prim a zo savet ;
’Sao a-c’hane, a newez-flamm
Mont d’ar c’hastel da di hi mamm.

   P’eo bet ur pennad evel-se,
Tudjentil hi daremprede ;
Tudjentil braz daremprede,
Euz a wad huël ar Roue.

   Hogenn a gement a zeue,
Hini d’hi c’halon na blije,
Ken ’deuas markiz Deganvi,
Hennes renkas kaout anezhi.


   ’Veza ma oa un den doujet
Kredi hen refuz na ree ket ;
Na grede ket dont d’hen refuz,
Dre ma ’oa un den gallouduz.

   Daou viz anter ez e padet,
Ar solennite ann eured,
Ar zonerrienn, ar bâl, ann dans,
Vizitou bemde d’ann noblans.

   Met kement-se na bad ket pell,
Mont ’renk ar Markiz d’ar brezell ;
Ma teu lizer, ’beurz ar Roue
Da Deganvi d’ vont d’ann arme.


IV


   Ebars ur pennad goude-ze,
’C’hân daou vugel kaer ’vel an de ;
’C’hân daou vugel kaer ’vel ann de,
Mab ha merc’h ez oa anezhe.

   Ann itron a skrivas lizer,
D’ann aotro da zonet d’ar ger,
D’ lakad badeï ’n daou inosant,
Gant aoun ’varwjent hep badeziant.

   P’arruas al lizer gant-han,
’Oa en ur stourmad ar wassan :
’N em denn ’ra neuze a goste,
Ewit lenn ann tam paper-ze.

   Skriva ’ra war gorn al lizer
Lakad badeï he daou vugel ;
Lakad badeï ’n daou inosant,
Gant aoun ’varwjeut hep badeziant.

   Ha pa oa finn d’ar gombat-se,
’Retornas d’ar ger adarre :
A retornas arre d’ar ger,
Gant mall d’ wellet he bried ker.

   Holl dut he di, dre m’ho c’have,
Gant ur joa vraz ho briate ;
Gant ur joa vraz en he gâlon
’C’h antre bars en kambr ann itron.

   — Orsa eta, ma fried keaz,
C’hui n’och ket aze en ho eaz ? —
— Me n’am euz sousi gant netra,
Ma fried paour, pa ’z oc’h ama ! —


V


   Na oa ket arru mad er ger,
Ma ’zo deut d’ez-han ul lizer ;

Ma ’zo deut d’ez-han ul lizer,
Da vonet arre d’ar brezel.

Ar Markiz iaouank a oele,
Euz he bried pa gimiade :
— Adieu eta, ma fried kez,
N’ho kwelinn mui ken en buhez ! —

   Ar Markiz iaouank a oele,
’N kambr ’r vageres pa ziskenne :
— Adieu eta, ma bugale,
Bikenn n’ho kwelinn en bukez ! —

   Ar Markiz iaouank a oele,
D’he vugaligou pa boke ;
D’he vugaligou pa boke,
Ha d’ar vageres a lare :

   — Adieu eta d’ac’h, mageres,
Kommerret soign ma bugale ;
Kommerret soign euz anez-ho,
Mar deuann d’ar ger, m’ho rekompanso.

Did, breur belek, karg a roann
Ma fried da vired breman,
Ha kommer soign euz anez-ho,
Mar deuann d’ar ger, m’as rekompanso. —


VI


   N’oa ket et mad e-meaz ann ti, [4]
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ann diaoul a zo soutil bepred,
Ewit tenti an-nep hen kred,
Hen euz lakad en he galon,
Da ziskenn en kambr ann itron.

   — Na demad d’ac’h-c’hui, ma c’hoar-geaz,
C’hui n’och ket aze en ho eaz,
N’oc’h ket en ho kontantamant,
Pa n’oc’h gant ’r Markiz, ’zo ker koant :

   Ma karfac’h-c’hui, ma c’hoar-gaer gez,
Ma c’hommer diou pe der nozwez,
A greiz ma c’halon m’ho karrje,
Oh ! ia, bete finn ma buhe ! —

   Ar Varkizes, pa deuz klewet,
Ur fasad d’ez-han deuz roet :

Deuz roët d’ez-han ur fasad,
Hag hen beuzet bars en he wad :

   — Setu aze al lealded
Ho poa-c’hui touet d’am fried !
M’oufefe ’r Markiz ma fried
A vec’h-c’hui bet ken ifrontet ;

   Ho pe bet ann ifrontiri,
Da laret ar seurt komzou d’in,
A vreofe d’ac’h ho holl vemprou,
Lakad ho penn d’ c’hoari c’hillaou !

   Ar belek ez ha en koler,
A bign d’he gambr en bezr-amzer :
Skriva ’ra neuze lizerou,
Oa ’r Markiz ’tougenn ar c’herniou :

   ’N em reï a ra da dut hi zi,
Bete d’ar baotred marchosi !……
. . . . . . . . . . . . . . . . .

   P’arruas al lizer gant-han,
’Oa en ur gombat ar Wassan.
Em denn ’ra un tam a goste,
Na ewit lenn ar paper-ze.

   Dre ma lenne ar paperou,
’Efase al lizerennou ;
’Efase al lizerennou
Gant ma ree o skuila daelou.

   Ha pa oa finn d’ar gombat-se,
Retorn ’ra d’ar ger adarre,
Ha tud he di, dre m’ho c’have,
Fasad-fasad ho ziskarre.

   Ann itron, pa deuz-hi gwelet
Oa hi fried ken koleret,
A deuz hi flac’h ar gambr kasset
Ewit apezi hi fried.

   Ar plac’h ar gambr, p’eo arruet,
War hi daoulinn ’zo em strinket ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Pardon euz-han deuz goulennet.

   — Ma mestrik paour, d’in-me laret
Perag ma ’z oc’h ken koleret ?
’R gwall-deod bennag ho euz klewet,
Warbenn ’r Varkizes ho priet ? —

   ’R Markiz iaouank, pa ’n euz klewet,
Ur fasad d’ez-hi ’n euz roët ;
’N euz roët d’ez-hi ur fasad,
Ha ’n euz-hi beuzet en hi gwad.


   Ann itron, pa deuz-hi gwelet
Hi flac’h er giz-se lakaët,
A skriv ul lizer gant hi gwad
D’hi mamm-gaer, ’oa en Huelgoat !

   D’hi mamm-gaer, oa en Huelgoat,
Dont d’apezi koler hi mab ;
Donet prest wit hen apezi,
A waldrete holl dut he di.

   He vamm-gaer, pa ’z eo arruet,
War hi daoulinn ’zo em strinket ;
War hi daoulinn eo em strinket,
Pardon hi mab ’deuz goulennet.

   — Ma mab paour, d’in-me lavaret
Pez gwall-deodet ho euz klewet,
War-beun ’r Varkizes ho pried,
’Wit beza ’r giz-se koleret ? —

   — Ma mammik paour, mar am c’haret,
’N han’ Doue ouz-in em dennet ;
Wit ho skeï na c’houlenfenn ket,
Mar na dec’het, ’vinn oblijet. —

   ’N kambr ann itron a tiskennas,
Ha d’ez-hi raktall a laras :
— Gwisket-c’hui ho habit euret
M’ iefomp d’ ’r gambr euret da gousket. —

   — Ma fried paour, d’in-me laret,
Pez gwall-deodet ho euz klewet ;
Pez gwall-deodet ho euz klewet,
Ma ’z oc’h er giz-se koleret ? —

   — A-rok ann dez hen goufefet
Pe nozwez ho pezo-c’hui bet ! —……
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   ’R Varkizes iaouank a oele
Hi habit euret pa wiske ;
Hi habit euret pa wiske.
Ha d’hi mamm-gaer a lavare :

   — Ma mammik-kaer, mar am c’haret,
Sousi m’ bugale ’ gommerfet ;
’Kommerfet soign euz anez-he,
Hi vo minored bars ann de ! —

   ’N kambr ann dourel neuze ’pignas,
Ar Markiz d’ez-hi a laras :
— Diwisket ho habit euret,
Hag et er giz ma ’z oc’h ganet :

   Diwisket holl, bet’ ho rochet,
En noaz-puill ’fell d’in ho kwelet ! —

— Ma fried paour, se n’ dere ket,
Met pa lavaret ’vezo gret…… —

   Etre hi c’halon hag hi fenn,
Deuz bet seiz taol’ koutelassenn :
Ker-lies taol ha ma skoë,
He bried ouz-han ’c’houlenne : —

   — Ma fried d’in-me lavaret,
Perag ’vel-se ma c’hontellet ?
Perag ’vel-se ma c’hontellet ?
Me ’zant ar maro n’ ho reket ! —

   Muia hen lake d’ goleri,
N’oa ket ewit laza ’n ez-hi :
Ha ma krogas en bleo hi fenn,
Hi zaolas a gambr ann dourel.

   Ha d’ann douar pa ’z eo kouezet,
Hi breur-kaër belek ’zo arruet ;
Hi breur-kaër belek ’zo arruet,
Hag ’velhenn ouzhi ’n euz komzet : —

   — « Demad d’ac’h-c’hui ma c’hoar-gaer gez,
« M’ zo kiriek d’ac’h ’koll ho puhez :
« Me am euz daonet ma ine,
« Hag saovetaët ho hini —

   ’R Markiz iaouank, pa ’n euz klewet,
’N doa he bried injust lazet,
A zo bet et, a dra sertenn,
’R rest he vuhe dober pinijenn ! [5]


Kanet gant ur vaoues, en enez Batz
Miz ere, 1854.




VARIANTE.

Une troisième version présente, dans sa seconde partie, des détails assez intéressants. Je prie d’abord de remarquer ces deux vers :

D’ar c’houlz-ze ’vije ’r groage tri miz
Kent ewit monet d’ann iliz.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   D’ ’r c’houlz-ze ’vije ’r groage tri miz
Kent ewit monet d’ann iliz.
Pa oa o tont euz ann iliz,
’Kav hi breur-kaër, breur ar Markiz :

   — Markizes, c’hui n’oc’h ket kontant,
Pa n’ema ar Markiz prezant ;
Mar karet-c’hui ma fermetti,
Bikenn met ’n ho krad na varwinn ! —

   — Hounnes eo ar fidelite
’Brometjac’h d’ho preur, p’ ieaz d’ann arme ?
Ma ve ma fried euz da glewet,
D’ holl izili ’ve d’id toret !

   Toret ’ve da holl izili,
Taolet er mor-don da veuï ! —
Mont reez da skriva ul lizer,
Da gass d’he vreur, ’oa er brezel ;

   Lakad var-n-han en langaj mad ;
A oa dogan, assuret-mad ;
’Touge ar c’hernio war he benn,
’Ree ann itron nozweziou gwenn.

   Dont a reez ar Markiz d’ar ger,
Hag hen transportet gant koler ;
Dre ma rankontre tud he di,
Ho ziskarre hini ’ hini.

   Kass ’ra ’r Varkizes hi dimezell,
En esper tori he goler :
— Dimezell, ’me-z-han, em dennet,
Miret ho skeï na halfenn ket. —

   Skriva ’ra ’nn itron ul lizer
D’ gass d’hi Vamm-gaer, da Vreiz-Izel,
Da laret d’ez-hi dont timad,
Da apezi koler hi mab……

   Ar Varkizes a lavare
En Duakanje pa arrue :
— Ma mab, me ’m boa bet kalz a boan
Euz ho mezur, pa oac’h bihan ;

   Ha brema c’hui ’ro glac’har d’in,
’Tont da waltreti tud ho ti. —
— Ma mamm, ’me-z-han, en em dennet,
Rag miret ho skeï n’halfenn ket.


   Na oar nikun ar sujet-se,
Nemet markizes Dukanje ;
Nemet markizes Dukanje,
Hounnes a gollo hi buhe ! —

   Markiz Dukanje a lare,
D’ar Varkizes hag en noz-se :
— Et-c’hui da gousket d’ar gambr-wenn,
Me iel’ iwe brema-soudenn. —

   Ar Varkizes a lavare,
D’hi mates-vihan, en noz-se : —
— Gret-c’hui er-vad d’am bugale,
A vo minoro kent ann de ! —

   Santes Radegond’ ma maerones,
Ma rekommandet da Doue,
Ma rekommandet da Doue,
Me a vo maro kent ann de ! —

   Markiz Dukanje lavare
Bars ar gambr-wenn pa arrue : —
— Markizes, ’me-z-han, ma fried.
En noaz am euz c’hoant d’ho kwelet. —

   Pa oa hi diwisket en noaz,
Plant hi gleze en-hi bet’ ar groaz !
Seiz taol hen euz d’ez-hi roët,
Kent ma ’z eo d’ann douar kouezet ;

   Bep-taol ’c’houlenne digant-han
Petra ’oa ’r sujet d’hi lazan ? —
— Abalamour d’ar marc’hamon,
A oa antreet em c’halon. —

   — Mar ’pije ouzinn anzavet,
Me ’m bije ho koler toret ;
Me ’m bije ho koler toret,
Dre falz testo ho preur bélek. —

   O Markizes paour, ma fried,
Medesined a vo klasket ;
Medesined a vo klasket,
Hag ho kouliou gwellaët. —

   — Salv-ho-kraz, ’me-z-hi, ma fried,
Merwell breman a vezo red :
Er Baradoz, pe war he dro,
Mar gret ar vad, nin em gavo !……

   Eno oe klewet forz ha kri,
Gant ar servijerrienn ann ti ;
Gant ’r servijerrienn o oela,
Ar Varkizes o kimiada !


   Pa diskenne ar c’horf d’ann traon,
’Hee hi breur-kaer gant ann diaoulo ;
Pa oa hi laket bars ar c’harr,
’Hee dirag ’nn holl gant ar Gounnar !


Kanet gant ur vaouez a baroz Ploulec’h,
Tost d’ar Goz-Gueodet. — 1849.


________

  1. Ces mots cadence et académie, employés par un paysan illettré qui n’en connaissait sans doute pas la signification, doivent s’entendre dans le sens de les belles manières, les manières de la cour.
  2. Ne faudrait-il pas markiz ?
  3. Variante :
    Dont’ ra hi zad da supposi
    A vije mad hi dimizi,
    Hag hi reï d’ur markiz puissant,
    Kastelleni, un den vaillant.
  4. Il doit y avoir ici une lacune d’un vers au moins.
  5. Variante :
    — Me ha brema d’rivier Jourdenn,
    ’Wit ober eno pinijenn ;
    Me ha da ober pinijenn,
    ’N lec’h n’am gwelo den birwikenn.