Armorica, 1935  (p. 153-155)



MARO AR C’HOUER
————


Eun nozvez a viz Mae steredennus ha splann,
En e di plouz, e-kreiz eur chapelig gwenn-kann,
Job « kréñv » zo astennet, dinerz da virviken,
E dud en dro d’eañ, divuzul o anken,
Frealzet koulskoude o soñjal ez eo bet
Penn-da-benn e amzer dén mad hag eün meurbed,
O soñjal eo aet kuit gant bennoz e Zoue
Hag eo bet e varo ken kaer hag e vuhe.

Duhont, e lein an ti, tro-war-dro d’an oaled,
Dirag ar c’hlaouiasenn gaera m’heller gwelet,
E vignoned a varn ’ tresê a vouez izel
Ar c’houer dispar, koueet vel eun dén a vrezel,
Koueet kreiz e labour, kreiz e nerz hag e vrud,
En eur stourm vit bara ha vid eurvad e dud :
« Biken, e lavaront, biken ne vo kavet
« Eur galon ken tener en eur c’horf ken kalet,
« Eur mestr ken mad d’ar paour, ken reiz ouz ar mevel,
« Eun teod ken flour da gomz ha ken fur da devel.
« E frailh a zistonê spontus war al leuriou ;
« Anveout a raemp holl e voudenn er c’hleuniou,
« E vomm havreg er park hag e dôl falc’h er prad.
« Dén a nerz, a furnez, a zorn hag a lagad,
« Skouer vad ar gristenien hag ar gwir Vrezoned,
« Job « kréñv » a chomo beo dre goun e vignoned.

« Alies e savo e gôz en nozvejou
« ’N eur vutunat etal an tan, hag a wejou,
« Tro an abardae-noz, vo gwelet marteze
« E skeud braz ha didrouz o rodal dre aze. »

Setu dispak an de lugernus ha lirzin,
Hag an heol eur wech c’hoaz a deu da vousc’hoarzin.
Ouz ar c’houer ’n eus keit all c’houezet ha labouret
Dindan mignoniez e vannou alaouret.
Berniou tud, diredet a bevar c’horn ar vro,
A gimiad gant eur pok diouz an hini maro
En eur ouéla dourek, ken ma teu an arched,
Ha setu dremm Job « kréñv » da virviken koachet.

Evit dougen e vestr e stager ouz ar c’harr
Ar marc’h vijê gantañ o trei tu d’an douar,
Hag a zeblant ive, téval ha koz e benn,
Gout a belec’h so deùt ken kañvus gouéladenn.
’N em gavet ar bêleg, e tibrader kerkent :
Rak ar vourc’h a zo pell, ha digompez an hent.
Ha kuit ar paour-kêz Job digant ar gêrig koant
Lec’h ma vevê pell zo dibreder ha dic’hoant ;
Digant e dud, digant e draou, digant e di,
Digant an édou kaer oa en zell d’o medi,
Digant ar prajou glaz leun a c’houéz-vad bleuniou,
Hag an evned a gan hed-ha-hed ar c’hleuniou.
Biken ne zistroio dre eno da vale :
Noz ha de vo breman kousket en eur gwele,
En eur be toullet don e goueled an douar,
Lec’h ma vo e-unan, dall ha mud, ha bouzar.
Hogen, dreist e gorf paour, pa vo aet en poultrenn,
Karantez ar re veo n’ehano ket da rén :
Bokedou an éñvor a zavo ’us d’e benn,
Kaeraet gant an daelou, ar gliz hag ar bedenn ;

Ha mouez kuñv ar c’hleier, gwech ha gwech o kana,
A luskello ar c’houer en e gousk diveza.

Met pa varv, unanig kollet er milierou,
Eur Breizad dianvez dre vrasder ar c’hêriou,
Vê kaset gant e dud ha daou, tri amezeg,
A-hed ar ruiou hir, dizeblant ha trouzek,
Pella ma vê gallet, lec’h ne deuio biken
D’e gaout na zon kleier, na pedenn nag anken.


————