Maro ar Soudart iaouank


Maro ar Soudart iaouank


skrivet gant Fañch an Uhel


(Sinet Fanch ar Moal)
Le Conteur Breton, 1866



Mârò ar Soudart iaoûank.


En brò-c’hall, war ar Môgérou,
(Ma holl drouk ’so deût a-c’hâné)
Eûn deiz ’klewis ar Benniou,
Eur sônik ar vrò é kâné. —

Mé stlapa ma fusuil raktal,
Ha trézeg ar sôn da rédek :
Kément-sé siouas ! oa gret fall,
Allas ! d’am mârò ’vô kiriek.

Hep-dâlé ’oûn bet kemeret,
Kasset dirag ma c’habitenn :
Mé, siouas ! ’sò eûn den kollet,
Breiz, n’as kwelin ken birwikenn !

Warc’hoas mintin e vin kasset
Dirag ar réjimant, m’hen goar,
’Wit bésan heb truez lâzet,
Daoust d’am c’heûz ha d’am holl glac’har !

Kamaraded, ma selaouet,
Eûn daou pé dri gér kent merwell :
Ar Benniou ’n eûz ma c’hollet,
Gant eur sôn ma brô Breiz-Izell !

Iannik Lagadek, ma mignon,
Kent diskenn ma c’horf en doûar,
Digor-han, ha tenn ma c’halon,
Hag hen laka ’n eur mouchouar :

Hen laka ’n eur mouchouar gwenn,
’Wit kass d’am mamik keas d’ar vrò :
Ar wreg-paour hi défo ankenn,
Siouas ! hag a skuilo daerò.

Lâr dé-z-hi ’oann eur soudart mad,

Ha penaos es oûn bet lâzet
Gant ar Saozon, en eur stourmad,
Na vô ket kément glac’haret.

Tennet-c’hui brema, pa gârfet,
N’am eûz neb aoûn ’rag ar mârò :
Eeün d’ar galon, kamaraded,
’Gâras Doué, hé vâm, hé vrò !

Roué ann ef hag ann douâr,
A bédenn bep-mintin, bep-nòz,
Mestr ann heoll, ar stéred, ar loar,
Reït d’am îné hò Paradoz !


Fanch Ar Moal

————