Maro ha kaon grek al leon

◄  Em c’hosni Maro ha kaon grek al leon Ar Barzed koz a zo maro   ►





MARO HA KAON GREK AL LEON.


————


Grek al Leon a varvaz ;
Evit an holl leoned ne voe ket eur c’holl braz.
Pep-unan, ’velato, dour war he zaoulagad,
Hervez ma voa ar c’hiz, a redaz mintin mad
Da gaout ar Roue Leon gourvezet enn he graou,
Da lavaret d’ezhan eur gerik mad pe zaou.
Eur ger mad a ra vad da glevet e glac’har,
Pa zao euz ar galoun d’ar genou her lavar.

Al Leon a laka embann,
E peb bro hag e peb bann,
Vije besiet ar Rouanez
El leac’h-ma-leac’h, enn dez-man-dez ;
Vije eno tud euz he berz
Da renka ar stal hag ar c’hanv.
Bez’ e c’hellit kredi e voe pep-unan skanv
Da zont enn deiz-se d’ar gouel berz.
Evel-se a c’hoarvez : d’ar c’haon vezer pedet,
Evit digas enor d’ar re veo zo er bed.
Evit ar re varo, ar pedennou larer
A ve diez da baka, ker berr ho divesker.
Ann intaon ivinek a laoske hirvoudou,
Ken a grene ar mogeriou ;
Hag oc’h he glevet o iudal,
Ar fistoulerien, koz chatal,
Oc’h ormida, stouet ho fenn,
A iud ivez leiz ho c’horzenn.
Ar re-ma vo ar re a lez
A zo gant-ho pep seurt arwez ;
Pep eil e c’hoarzont, e ouelont,
Hag a netra van ne reont.
Gant ma vint mad gant ar Roue,
Forz e-bed ne reont a Zoue.
Ganet a wenn ar marmousien,
Pennou avel, bombiserien,
Hed ho liven n’euz kostou bleiz,
Rak trei a reont a zeou, a gleiz,
Evel a ra eur vargodenn,
Pa vez sac’het war he neudenn.
Oc’h ho gwelet, ve lavaret
Ez int kant korf war ael, o trei gant eur spered
Evit dont d’am marvaill : ar C’haro hep-mui-ken,
E-touez al loened all, ne ouelaz beradenn.

Penaoz en devije ouelet ?
Gor he hene voa diskarget :
Ar Rouanez e doa gwechall
Debret he c’hrek kroc’hen hag all,
Hag ar mabik goude ar vamm.
Pa voa brema maro n’oa leac’h da ouela tamm.
Ne reaz zo-ken ann neuz ; ’vel ann deiz voa lirzin.
D’al Leon voe lavaret voa gwelet o c’hoarzin.
Pa vez eat drouk er Roue, dreist holl er Roue Leon,
Ann drouk-se a zo akr,
Eme ’r fur Salomon.
Ar C’haro ne voa boaz da lenn ar skritur sakr.
Al Leon a lavaraz : — « Tra fall euz ho c’hoajou ;
Te c’hoarz, heb ober van euz hon huanadou.
War da groc’hen iskiz ne lakin va c’hraban,
Enn aoun rak da stlabez : ne dalez ket ar boan ;
C’houi a-vad, bleizi kriz, deut ama hag affo
Dispennit, dre ’nn hanter, dom c’hoarzer ar C’haro. »
He-man neuze lavar : — « Klevit, m’ho ped, aotrou,
Setu deuet ann amzer da zec’ha ho taelou.
Arabad eo ho pe anken !
N’euz pell em beuz gwelet ho krek, hoc’h hanteren ;
War eur gwele bleun kaer, laouen voa azezet ;
Rak-tal ’m beuz he anavazet. »
« — Mignoun, eme-z-hi d’in, pa’z ounn eat d’ann envou,
Ez eo arabad d’id war-n-oun skuilla daelou.
E-kreiz ar baradoz me zo euruz meurbed,
O tiviz gant ar re zo evel-d-oun salvet.
Laosk ar Roue da ouela ’pad eur pennadik c’hoaz,
He welet ankeniet a ra d’in eur joa vraz. »
P’oe klevet ar c’helou gant ann holl loened mud
Dioc’h-tu, a-boez ho fenn, e lavarchont : burzud !
E leac’h beza lazet,
Ar C’haro voe meulet.

Gant ar Roue e koaniaz
Ha, mar d-eo gwir lavarer c’hoaz,
Goude he goan en doe ar groaz.

————

Setu eur gentell vad d’hoc’h-hu, c’houi tud a lez,
Roet ama gant eul loen gouez !
Dalc’hit eun tamm bevin atao oud hoc’h higenn,
Mar d-eo flour ho kevier, mar d-eo gwe ho liven,
Ar Roue, ar re vraz,
N’ho devezo ket pell ouz-hoc’h-hu kalz a gas.
Ho drouk a ia gant ar moged,
Strinket a-du oc’h ho genou ;
Gant ober eunn tamm ormidou,
Vezer abred ho mignouned,
Hag ez a ann higenn, dre greiz ho gouzougou,
Ken druz c’hoaz ma lippont tro-war-dro ho mourrou.


G. Milin.