Mar plij gan-hec’h e selaoufet
Eur werz neve a zo-savet,
Eur werz neve a zo savet ;
Da varkiz Gwerrand ez eo gred.
An aotrou markiz zo enn Gwerand
O vont d’ober he destamant,
0 vont d’ober he destamant ;
ar varkizez zo enn Guengam.
’nn aotrou markiz zo choumet klanv,
Biken he galon joa ne ra.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ar varkizez ioa oc’h ebati,
Tud-jentil vraz a ioa gat-hi.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket al lizer digoret mad
N’oa ann dour war he daoulagad ;
N’oa ket al lizer peur-lennet
Na oa ar paper holl glepiet.
Ar varkizez a lavare
D’he fotr a goch eno neuze :
Stern pevar marc’h oc’h va c’harroz
Me rank mont da Werrand fenoz
Ar varkizez a c’houlenne
Oc’h ar beorien a dremene :
« Peorien geiz, d’in leveret,
» O welet ’r markiz c’houi ’zo bet ? »
« Itron, hon digarez refet ;
» Ni n’omp ket bet oc’h he welet ;
» Ni n’omp ket bet oc’h he welet ;
» Pedi evit-han hor beuz gret. »
Kri vije ’r galon na lenvje
Enn Gwerrand ann hini vije,
O klevet ’nn aotrou hag ann itron
Hag int ho daou o c’houl pardon :
« Pardon, emez-hi, va fried,
» Pardon, da veza ho kuitet. »
« Me, emez-han, dle goul pardon,
» P’am beuz roet abek d’hoc’h, Itron. »
« Ma fried paour, ma vec’h kontant,
» Me rae brema va zestamant. »
« Grit ann destamant a gerfet,
» Evel a lerfet a vo gret. »
Kenta testamant a eure
Kinnig he ene da Zoue,
He gorf d’ann douar benniget,
Pe d’ann iliz, pe d’ar vered.
« Kant skoet a roinn e Plegat,
» E ti ann aotrou sant Egat ;
» Kant scoet e roinn e Plogonven,
» E ti ann aotrou sant Euzen.
» Daou c’hant skoet e Lujividi,
» Me am beuz savet anez-hi ;
» Kant skoet a roinn da Ger-n-Itron,
» Hon-nez a garann. em c’halon.
» Hanter-kant ebarz e Lanmeur,
» Da zant Veler dindan ar c’heur
» Kant scoet a roinn c’hoaz e Tredrez,
» Kant all e Loumikel ann trez.
» Eunn ograou roinn da Blestiniz,
» Hag eunn all e Sant-Iann-ar-Biz. »
Ar varkizez a lavaraz
D’an aotrou markiz, p’her c’hlevaz :
« Me n’hellinn biken, ma fried,
» Gober ar pez a leveret. »
« Dalet alc’houe va c’habinet
» Seiz vloa zo ne ket digoret. »
Ann Itron en em estlammaz
Ar gabinet pa zigoraz,
o welet ’nn aour hag ann arc’hant
a zo ebarz kastel Gwerrand :
« Kalon, emez-hi, va fried ;
» Evel a lerfet a vo gret,
« Evel a lerfet a vo gret,
» Aour hag arc’hant a vo kavet. »
« Pemzek mevellien zo em zi :
» Peb abit zu d’he a roinn
» Peb abit zu da zougen kaon
» M’ho dezo sonj euz an anaon. »
« Etre Montroulez ha Gwerrand,
» M’em beuz eur varkizez ha kant ;
» Etre Gwerrand ha Pomeno,
» Em beuz kemend all tro war dro.
» Peb a gant skoet leve roinn d’he
» Hag ho po c’hoaz muioc’h vit-he
» Ma fried paour, ma em zentet,
» ’nn ospital neve vo savet ;
» Vo enn-han daouzek a beorien,
» Dalek breman da virviken ;
» Eur beleg mad d’ho c’helenn-hi,
» Ha ne vanko mann enn ho zi. »