Maronad (Gwerz en enor da Varc’harid Fulup)

Kroaz ar Vretoned, 1910  (p. 25/09/1910)



Maronad


Eun amzer zo bet, n’eus ket pell,
Pa raje heol, glao, pe awel,
’Vije dre henchou Breiz-Izel,
Da gat aman, da gat du-hont,
Eur vaouezig o vont, o vont.

Eur vaouez paour, eur vaouez striz,
Sonj hoc’h eus anei, Plunediz,
Gant he fas gwenvet, he bleo griz,
Ha hi treut evel eun askorn,
Hanter-vonz unan he daou dorn.

He zreid a-vad oa dishual,
Deus eur penn d’ar vro d’ar penn all,
N’e ket bale rê, met nijal,
Hag ar peurvuia dierc’hen,
He botou stag en he c’herc’hen.


Ganet e oa pelerinez,
Gout a re ’vit peseurt arwez
Oa mad pep sant ha pep santez ;
An oll sentezed, an oll sent,
A oa d’ei he nesan kerent.

He micher a oa mont bemde
Da di eur zant pe egile,
En draouien pe war ar mene ;
Hag arri mad, kredet hardi,
pa vije ’r sant ebarz ’n e di.

Dre ma tostae d’ar chapel,
Eur vured ganti ’n he godel
Evit lakat an dour santel,
Ar zantez koat pe ar zant min
A gommanse da vousc’hoarzin.

Da gat ar ger pa retorne,
Bet ganti pez a c’houlenne,
Ar belerinez a gane,
Ken ma lare tud ar meziou :
— Homan c’h ê, zur, mam ar gwerziou.

Ya, an oll werziou a ouie,
Ar re gwechall, ar re hirie,
Hag ar re drist, hag ar re gê,
Disket ganti, piou a oar penoz,
O tarempredi ar zent koz.

Skriva na lenn na ouie ket,
Ha biskoaz skol n’he devoa bet,
Nemet en hent, skol an evned,
He skiant a oa ’n he memor,
Eur memor ken don hag ar mor.

Mam ar gwerziou, te zo tawet ;
Er bed-ma ne vi ken klewet,
Mes da hano vo binniget,
O Marc’harit, keit ma sono
Ar brezoneg en hon geno.

Ni hen tou holl dirag ar be
’Deus savet d’it hon c’harante,
Da ene zo mesk an êle,
O tiski d’ê a vouez uhel
Pegen kaer eo kân Breiz-Izel.


Anatole Ar Braz.