Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910
Skrid a-bezh



E. CROCQ (Spern-Gwen)



MARVAILHOU


KERNE





SANT-BRIEG
Ti-moulerez Sant Gwilherm, bali Charner
————
1910



DA LENNERIEN AL LEVR-MAN


————



Setu aman eul levr hag e c’haller lavaret zo stag ouz kement pajen a zo ennan, plijadur ha dudi.

Bean zo tud, marteze, ha ne gemeront o fluen nemet pa ve ’n o c’halon tristidigez ha melkoni. Eostig Kerinek ne gan nemet pa ve laouen ; red eo kredi, zoken, e ve laouen dalc’hmat, pa weler o strinkan eus e greiz kement a c’hoarz hag a veoder.

En e varvailhou, lec’h m’eo skeudennet ken piz ha ken gwirion bue ar bobl, ar pez a gaver a gaeran c’hoaz eo al levenez-ze yac’h ha kalonek, a skuilh dudi ha koantiri war an dremmou an disteran, ken e ver souezet o welet penôs e teuont da sklerian dirak hon daoulagad.

War an niver a bennou a vale dre bajennou al levr-man, n’eus ket unan tenval, ha mar zo, n’e ket laket eno ’vit ober d’imp mouzan, mes evit ma c’hallfomp c’hoarzin diwar e goust.

Piou bennak a zigoro Marvaiihou Kerne, na pa ve trist hag enaouet, m’hen asur d’ean, ne chomo ket pell. Bean zo ennan an hevelep vertu hag a zo er jistr melen, nemet, hep skei er penn, e sedera ar galon.

Evelse e tenno warnean grasou mat kalz a lennerien hag e ray d’ar Brezoneg ober adarre eur gammed var rôk koulz en Treger evel en Kerne. Ar re goz hen lenno ha, mui c’hoaz, ar re yaouank.

Dre forz karet e Vro hag ar Vretoned, Eostig Kerinek an eus gret eul levr kaer ; dre forz karet al levr-ze, ar Vretoned a deuio mui-ouz-mui da garet o Bro.


Dir-na-Dor


————


Al Laer a zo laer


————


I.


PENÔZ KOLAÏG DORNDU A ZEUAS DA VEZA MARC’HADOUR KEZEG


N’ouzoc’h ket piou eo Kolaïg Dorndu ? — Nan ?… Mad, p’eo gwir n’ho peus ket klevet c’hoaz hano anezan, selaouït gant ho tiouskouarn, hag e klevoc’h e zoareou bremaïk. Mes peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !

Ar re vouzar hag ar re zall
A gaso kelou d’ar re all !

Emaoc’h o selaou ? Mad, neuze e stagan da zibuna ma c’hudenn.

Kolaïg Dorndu a zo eur c'houeriad diwar ar meaz, o chom en eur c’horn bennak eus ar C'hap, n’em eus ket sonj mat a-walc’h mui pe e parrez Goulien pe e hini Beuzek… An dra-ze ken nebeut n’eo ket kalz a dra. Eus hano e gear avat em eus dalc’het sonj gwelloc’h : Kernez-Vihan ez eo hanvet. Kolaïg Dorndu eo e zouar hag e gear d’ezan.

Pa oa c’hoaz pôtr yaouank, e laboure da zabatui betek re ’michanz. Evit ar wech, em eus klevet lavaret « an hini a zistag re a daoliou-mar, en eur staga gant e loden, pa vez devez bras torri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e loden-var. Setu ar pez a zo deut da wir evit Kolaïg, rak abaoue m’eo dimezet da Janig ar Gapen, ne fell ket d’ezan a-grenn kregi e benveg ebet, nemet en e skourjez.

Nemet en e skourjez, a lavaran, ha penôs kemend-all ?

— « Betek-hen, eme Kolaïg d’e wreg eur zulvez, betek-hen n’oun bet nemet eur genaoueg, nemet eul loue, met eurus eo d’in ne jommer ket loue evit atao, dalc’hmat ; selaou ac’hanon : Ar mestr-skol, (ar vistri-skol a vreman, gouzout a rez mad, a zo gwall-zesket ; n’eo ket azenned eo ez int evel re gwechall ha ne oant mat nemet da ober katekiz), en deus lavaret d’in, hirio goude an oferen, pa ’z oun bet o paea eur banne d’ezan, n’ez eus nemet koll o labourat an douar ; ha piou a dle gouzout an dra-ze gwelloc’h eget ar mestr-skol ? Ober a rin hiviziken ar pez en deus va aliet da ober : fiziout va douar en eur merour, ha mont da varc’hadour kezeg. »

— « Oh ! diwall mat, mignon Kolaïg, diouz aliou ar vistri-skol ! » eme Janig ar Gapen d’he gwaz.

— « Evit gant mestr-skol hor parrez eo deut ar wirionez, p’en deus lavaret d’in ne oa dre ar C’hap, war ar meaz, den ebet a gement a gomzfe galleg kouls ha me, Kolaïg Dorndu ! Ha perak neuze, p’eo gwir ec’h ouzoun ar galleg, ne vijen ket mat da varc’hadour kezeg ?… Me a vo, klevout a rez ac’hanon, Janig, me a rank beza marc’hadour kezeg ! »

Setu penôs, p’eo gwir en doa c’hoant ar mestr-skol, ez eo bet feurmet Kernez-Vihan d’eur merour ; Kolaïg evelkent a zalc’h gantan eur penn-ti hag ar marchosi.

Da genta, an traou a droas mad a-walc’h gant Kolaïg ; heman oa deut da anaout eun niver a droiou kamm, o tarempredi ar foariou hag ar marc’hajou. Bez’ e veze dalc’hmat e Kemper, e Pont-’n-Abad, e koste Ploneour, er Pont, e Douarnenez, e Pouldahut… ha me oar-me e pelec’h e veze c’hoaz !

II


PENÔS KOLAÏG A BRENAS EUR C’HAVR, PE EUR BIDA, EVEL MA LAVAR AR C’HAPERIEN. — MONT A RA D’HE GWERZA E FOAR BOULDAHUT.


Eun devez, tri pe bevar miz a zo abaoue, Kolaïg a yeas da foar Bloneour gant eur marc’h koz, kempennet gantan, skrifellet a-zoare, houarnet mat a barz mont eus ar gear. Dres ! ar foar a yee mat-mat war ar c’hezeg, ha Kolaïg a bakas kant skoed evit e varc’h koz.

— « Mad, eme ar C’haper ; abred an deiz eo c’hoaz ; a-raok distroï d’ar gear, deomp d’ober eun droïg da varc’had ar zaoud ! » — Ma ’z ee ker ar c’hezeg, war ar zaoud e oa eun distol souezus ; ne oa marc’hadour ebet, kouls lavaret, war-dro al loened-korn. Gouzout a rit, (pe ne rit ket), e Ploneour e vez kalz geored (gevr) er foar ; hogen war ar geored ne oa ket eun distera klask. — « Mat ar stal ganeomp ! eme Kolaïg ; mar karfen prena eur c’havr bennak aman da werza a-benn foar Bouldahud genta, me ’rafe eun tôlig brao ganto, a dra zur ! »

Ha Kolaïg prena eur c’havr, marc’had-mat-vil, ha buan d’ar gear gant e vida !…

D’ar miz war-lerc’h, d’ar gwener kenta, Kolaïg Dorndu a zav mintin, beure mat, eus e wele, evit mont da foar Bouldahut. Gwiska a ra eun dilhad, nevez c’hoaz kouls lavaret, rak e greden eo penôs e werz keroc’h eur gwerzer gwisket mat eget eur gwerzer all gwisket a druilhou. Buhan-ha-buhan, e voutou ler-goad en e dreid, eun hanter dousenn krampouez amanennet en e chakod, ha Kolaïg d’ar c’hraou, ha Janig ar Gapen war e lerc’h… Setu ar c’havr kordennet kerkent ; ar gwasa ma zo eviti, prestik eo he zermen, al loen paour ! hag he deve, kalet evel men, a-stribilh etre he gaol, a dle ober diez d’ezi da vale.

— « Set’ aze, Janig, eme Kolaïg en eur lakat eur c’horniadig butun abarz mont en hent, set’ aze hag a dalv ugent skoed pe pemp lur ha triugent d’an tôl izela : eun dornadig mat a arc’hant ! »

— « Diwal, eme Janig, aoun am eus na vefes paket eun dro bennak ! »

Digouezet int o-daou etal dor ar marchosi, ar c’havr ganto. Hep dale eo kordennet ive ar marc’h daou vloaz a dlie mont d’ar foar gant Kolaïg.

— « Set’ aze, Janig, eme heman, talvoudegez kant hanter kant skoed d’an nebeuta, pe wardro pemp kant lur ma ’z a mad ar ronsed ! Kenavo, Janig ; en abardaez-man, e weli ac’hanon o tistroï d’ar gear, eur chakotad mat a skoejou ganin. Kenvao ! »

Ha Kolaïg en hent o vutuna dre ma ’z a, e gorn-butun berr ha mogedet etre e zent, e skourjez endro d’e c’houg, e varc’h ouz e zorn deou hag e c’haor ouz e zorn kleiz...

O welet he C’holaïg a pellât, Janig, difius evel ar C’hapenned, rak emichanz e tiskred eun tammig ive war he gwaz, a hop warnan : « Hep, hep ! Kolaïg, arabad d’it dont goullo d’ar gear ! Diwall mad diouz al laer, ma den ! » Hag o veza chommet, eur pennadig, harpet e korn tal ar marchosi o sellet ouz he gwaz o pignat ar grec’hen dosta gant e loened, ez a d’an ti d’en em emellout eus he labour, eur berniad mat a draou o ruilh hag o tiruilh en he zamm penn.


III
KOLAÏG A GEMER KENTEL DIGANT KANTONIER BEUZEG HA BUGALE SKOL POULLAN.

Kolaïg Dorndu, luduet e vutun gantan, mes e gorn dalc’hmat o chakat etre e zent, a gendalc’h da vont gant an hent, e zaou loen d’ar paz war e lerc’h, hag e teu sonj d’ezan eus aliou Janig : « Petra an tanfoueltr, eme ar C’haper outan e-unan, petra he deus c’hoant va hini goz da randounat d’in, er mintin-man ? Diwall diouz al laer ! Me, Kolaïg ar marc’hadour kezeg ! Ha ! Ha ! me garfe gwelet peseurt liou en deus al laer a zo gouest a-walc’h da laerez eur spilhenn diwarnon-me !… Piou zo gwaz, satordallik ? ma n’oun-me ket ? Ha n’eo ket me a oar ar muia galleg e bro Kaperien Beg ar Raz ?… Va mestr-skol e-unan en deus lavaret an dra-ze d’in, eur sulvez p’am oa paet eur banne d’ezan… Ya, gwaz oun ! » Ha fouge ennan, e sko gant e bennad kordenn war e beultrin, ken ma ’z a e tammou hag e bruzun, en e c’henou, pao pri e gorn-butun !…

— « Ma feiz ! eme hor gwaz, pa zigouezin e bourc’h Poullan, e prenin eun all ; mes evit laeret ne vin ket !  »

En eur deuler eur zellig ouz e c’havr, e wel he deve re garget, al lez o tiverat dioutan bep ar mare.

— « Setu aze koll evidon, eme Kolaïg. Penôs diwall ma bida da verat ?… Sell, kantonier Beuzeg a zo aman o tont d’e zevez, hennez a dle gouzout penôs ober evit-se… Hep ! kantonier, ma bida aman a goll lez, penôs ne gollo ket ? »

Ar c’hantonier, pôtr fin evel an holl gantonierien, a lugern gant ar blijadur e zaoulagad bliou en e benn : « Hostaliri ar C’hoad-Pin n’ema ket pell ; ma vez eur bannig, e lavarin awalc’h da stal d’it ! »

— « Ya, ya, daou vanne zoken kentoc’h eget unan… »

Setu flipet bep a lommig ganto : « Mad ! ma den, eme neuze ar c’hantonier, setu aman evidout ha da vida : pa zigouezi e Poullan, kerz da gaout Herri, ar marichal, ha goulenn digantan eur c’hloc’hig bihan da brena, ha stag anezan ouz goug da vida : ne gollo ken a lez, pe n’eo ket me mab ma zad ! Kenavo ! »

— « Kenavo ! eme Kolaïg. » Hag hor C’haper en hent, laouen bras eus e gavaden.

Hep dale, e tigouez e bourc’h Poullan, war-dro eiz heur, hag hen dioustu da gaout ar marichal.

— « Selaou ’ta, marichal, hervez m’am eus klevet, te a werz kleier bihan ? »

— « Ya ’vat, a bep seurt ; dibabit mar plij ! »

Ha Kolaïg kemer ar brava ha staga anezan gant eur pennig korden en-dro da c’houg e c’havr.

— « Pegementad tra eo ar c’hloc’h, marichal ? »

— « Ha feiz, n’eo nemet pevar real, Kaper, p’eo gwir c’houi eo, rak kredi a ran, eun tammig meiz, eun tammig anaoudegez am eus ouzoc’h. »

— « Pevar real, eun tamm kloc’h evel-se ! N’eo ket evit netra ! » Mes Kolaïg a bae, koulskoude, hep kredi dizerra e rann. N’eus forz, sonjal a ra ennan e-unan : Arabad d’in beza paket gant laer ebet ! N’emoun ket ganti, am eus aon, o roï pevar real evit eun ourouller, eur c’hloc’hig. Ha c’hoaz, c’hoaz, ma teufe ar c’havr he bronnou da ehana berat ! »

Hag hen distroï da zellet ouz e c’havr. « Mad, emezan, gwir e rank beza ar pez en deus lavaret d’in kantonier Beuzeg ; ma bouchig ne goll mui berad lez ! Deomp breman da brena eun tamm butun hag eur c’horn nevez ! »

Great e dro gantan e ti ar butun, setu Kolaïg adarre war hent Pouldahut, e zaou loen d’e heul. Pa dremen dirak ti-skol ar bôtred, ar re-man, (o c’hoari emaint c’hoaz daoust d’an heur beza sonet pell zo), ar vugale ’ta ’zav o fenn, o klevout son skiltr ar c’hloc’hig :

— « Sell ’ta ! Eur C’haper o vont da foar Bouldahut, eur marc’h hag eur bida gantan ! »

Kolaïg n’ema ket an distera war o sonj, kement a brez a zo warnan o klask dibri krampouez ; n’eo ket hep poan avat, rak e zaou loen eo red d’ezan ive bleina. Pa n’eo ket evit ober gwelloc’h, e kemer peg en eur grampouezen a bez a stribilh ouz e c’henou, hag e chach warni betek ar penn dilosta, ar pez a lak ar bôtred da c’hoarzin, leun o beg.

— « Petra zo, marmouzien ; hag o c’hoarzin d’in-me emoc’h ? »

Unan eus ar bôtred, an tosta da Golaïg, a respont evit an holl : « N’emomp ket ’ta ; mes eus ar penn all-tre ar C’hap e rankit beza ginidik a dra zur, ma zonton, tostik d’an Enez Sûn, p’eo gwir en eur vont d’ar foar gant ho marc’h, n’ouzoc’h ket ar furnez da bignat war e gein ! » Ar vandennad krennarded a c’hoarz o gwalc’h, ha Kolaïg a anzav outan e-unan n’eo ket brao deski furnez, dreist-oll digant bugale :

— « Mar pignan war gein Laouig, emezan, petra rin eus ma bida ? »

Hep beza nec'het an distera : « Petra ? eme ar pôtrig, mes staga ar bida ouz lost ar marc’h, hag e c’helloch da c’houde kaout ho taou zorn da zibri ho krampouez ! »

— « Gwir awalc’h eo ! eme Kolaïg Dorndu » ; hag e stag ar paour kez gaor ouz lost ar marc’h, hag e pign war gein Laouig, hag ez a etrezek Pouldahut, en eur zibri krampouez, epad ma c’hoarz muioc’h-mui pôtred skol Poullan…


IV


EUL LAMPOUN O LAEREZ AR BIDA

Neuze ’ta, Kolaïg a gendalc’h da vont arok war gein Laouig, en eur chaka gwasoc’h c’hoaz war e grampouez, malisiet evel ma ’z eo ouz ar bôtred vihan. Digouezout a ra evel-se gant koajou Maner Stank. Aman ez eus eur gwall-zouben da gaout ! A drenv ar c’hleun, skoaset e-mesk an trojennou lann hir, eun den, (eul lampoun bennag eus kear, sur a-walc’h), a zo, evel pa lavarfed, o c’hortoz eun dra bennak ; tres paour a zo warnan, eun tres ken divalo hag eul laer ma ’z eo.

Skuizet o c’hedal en aner eur C’haper droch bennak da vont da foar Bouldahud, al laer a zo o vont d’en em denna kuit, pa glev eur c’hloc’hig o son : Bin, de ri din bin baon… Hag al laer da zevel e benn, ha gwelet Kolaïg o tiskoasa er c’horn tro, eur gaor ouz lost e varc’h, rak kloc’hig gaor Kolaïg eo a ziridign kemend-all !…

Eur wech m’eo tremenet Kolaïg ebiou gant e loened, setu al laer da lammat didrouzik war an hent ha da redek war-lerc’h, divoutou, evit laerez ar c’haor, ha pa ne ve ken.

Mes penôs ober an tôl hep roï netra da c’houzout d’ar perc’henn ?… Al laer a droc’h, da genta, ar c’hloc’hig diouz gouzoug ar bida hag a stag anezan a-nevez ouz lost ar marc’h ; ha goude, o veza troc’het kordenn ar bida, e kas al loen paour gantan er-meaz an hent, en eur warem elec’h ma kuz anezan etouez eur stropad strouez.

— « Mat ! eme al laer, kement-se deut eo ato : ar bida am eus paket diwar ar C’haper sod-ze ; an dra-ze a zesko d’ezan eur wech all staga geored ouz lost e ronsed da vont d’ar foar. Mes… mes… eur marc’h mat a zo gantan… ha p’eo gwir e lavarer : al laer a zo laer… red eo d’in kaout ar marc’h pe netra… »


V


AR MARC’H A YA GANT AL LAER IVEZ.

Hag al laer, a-dreuz ar parkeier, da blanta tiz ha da c’haloupa evit troc’ha arôk ar C'haper. Er c’heit-amzer-man, Kolaïg a zo ken dinec’h ha tra, dre ma klev atao ar c’hloc’hig bihan o tiridigna d’e heul, hag e holl zonj a zo, me ’gred, gant ar bempved krampoezenn ema breman o chaokat warni. Petra ’fell d’eoc’h ? Eun tammig goust a zo deut d’ezan oc’h ober hent, hag e chak, hag e lonk, hag e tebr a galon vat.

Setu Kolaïg, digouezet e-kenver Lenn-Avoa, o welet, en eun taol, eun den o tont en eur c’hoarzin a-benn ennan. Kolaïg, en eur welet anezan o c’hoarzin, a c’hoarz eveltan hag a c’houlenn digantan :

— « Plijadur ho peus, va den, p'eo gwir emaoc’h ken laouen hag all ? »

— « Ya sur, eme egile, pell zo n’em eus ket bet kement a c’houst da c’hoarzin. »

— « Neuze ’ta ? N’eo ket goulenn diganeoc’h a ran, met perak, mar plij, ho peus goust hirio da c’hoarzin ? »

— « Perak ? C’hoarzin a rankan o welet e teu bemdez gizio nevez ebarz ar vro. »

— « Ya ?… N’em eus ket klevet ger. »

— « Enpad an hanv, ne weler mui na marc’h nag azen rouz ebet anez ma vefe war glipenn e benn, resped d’eoc’h, eun tok plouz pe eun tok brouen ! »

— « N’eo ket difennet ; hag al loened, me gred, a blij d’ezo an disheol hag ar zenadurez, kement ha d’an dud. »

— « Mad, evit beza a du ganeoc’h, e lavarin ec’h intentan eun draïg bennak er c’hiz nevez-ze. Mes giziou-all a zo o tont, war ar pez a welan, ha n’ec’h intentan netra enno. Lavarit d’in, mar plij, perak e stager breman kleier bihan ouz lost ar c’hezeg ? »

— « Petra ? Ar c’hiz-ze a zo o tont breman ? eme Kolaïg, sabatuet krenn. »

— « Nema-hi ket mui da zont ; deut eo, p’eo gwir ho marc’h-c’houi zoken a zo o son e gloc’h aze gwasoc’h eget kloc’her Treboul. » (Hag evit gwir ar marc’h Laouig a strilh e lost gant nerz, hag ar c’hloc’h a zon ; mes hor C’haper ne ra van ebet o sonjal eo e c’haor an hini a ra trouz.)

— « Va marc’h deut da gloc’her ? » eme Kolaïg o tistroï e benn da zellet… Neuze ar paour kez Kaper a wel n’ema ket mui ar c’haor da heul. — « Daonet ! emezan d’egile, va gaor a zo chomet dre an hent ; distaget eo diouz lost ar marc’h, nemet m’he deus lezet he c’hloc’hig war he lerc’h… Ah ! tamm bida gornek, red eo d’in mont war e lerc’h… Sell ’ta, va den, ma n’eus ket re a brez warnoc’h, e c’hellfec’h marteze chom aman eur pennadig amzer gant Laouig, ema ma ’z in da welet ha kaout a rin Bouchig ? »

— « Gellout awalc’h a rafen chom eur pennadig, egiz ma lavarit. » Ha setu Kolaïg buhan war e giz da glask e vida ; hag al laer, o veza chommet eno, evel m’en doa roet e c’her, eur pennadig gant Laouig, a lamm war gein heman, ha pidadap ! ez a da guzet anezan e-barz koajou Kerbeoc’h !…

VI


AL LAER A GAS GANTAN ZOKEN DILHAD AR C’HAPER

Koulskoude Kolaïg, o veza baleet eur c’hart leo, eun hanter leo, ne wel, ne glev na liou na c’houez eus bida ebet. « Mad, emezan, en eur grafignat e benn, red eo kredi ez eo eat al lorgnez-ze d’ar gear ; emichanz, pa zigouezo du-hont, en Kernez-Vihan, va hini goz he devo ar skiant da staga anezi ! » − Hag hen distroï adarre ; mes ne gav mui na den na marc’h. « Del ! sell aze avat eur stal all !… Da belec’h an diaoul int eat o daou ac’halen ?… Ah ! petra a zonjan-me ’ta ? Sur awalc’h, va den, skuiz o c’hortoz ac’hanon aman, a zo eat gant Laouig betek hostaliri an Toull-Drez duze pelloc’h, da glask eur banne digant Mari Burel… Deomp da welet ! » − Ha Kolaïg d’an Toull-Drez !

Al laer, hen, goude beza deut a-benn eus ar bida ha bremaïk eus ar marc’h, en deus lavaret outan e-unan : « N’ema ket re fall an traou evel-se, ar C'haper-man a zo ken sod hag ar marc’h hag ar c’haor am eus sammet diwar e goust… C'hoari-louarn am eus great ivez, red eo lavaret !… Mes n’eo ket awalc'h kement-se. Ma dilhad war ma gorre a zo enno n’ouzoun mui pet kant toull warnugent, ha gant ar C'haper a zo eur wiskamant nevez-flamm : bragou mezer mat, ha chupenn kerkouls. Ah ! Daoult ! P’eo gwir e lavarer atô : « al laer a zo laer », red eo d’eomp troka, evit kaout peoc’h gant va c’houstianz ha pa na ve ken. Mes… penôs ober ?… Deomp atao etrezeg an Toull-Drez ; mar deu ar C'haper di, e welin petra d’ober ! » − Hag hen trezeg an hostaliri.

Eun ugent kammed bennak kent digouezout gant an hostaliri ema ar punz ; ar re a zo bet du-hont eur wech bennak o tanva ar jistr, a oar mat kement-se. Hag en eur zellet a-drenv e gein, al laer a wel piou ? Ya, piou a gav d’eoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !… Petra d’ober ? Al laer n’ema ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’ar punz, tenna e chupenn, frota eun tammig pri ouz e veg hag e vleo, ha bec’h da denna dour buana ma oar ober… − Ar C’haper a zigouez :

— « N’ho peus ket gwelet eur marc’h hag eun den o tremen aze ? »

— « Petra ? eun den hag eur marc’h ? Ah ! me zo jalet, sur breman, gant tud ha kezeg, mar goufec’h pegement ! Ah ! Aotrou Doue !…

— « Petra, da vihana, a c’hoarvez ganeoc’h ? C'houi a zeblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin eur marc’h hag eur bida… »

— « Bida, te da unan, Kaper droch ! eur stal gaer c’hoaz. Koll eur bida hag eur marc’h blevennek koz bennak. E-skoaz d’in-me ! Ah ! ya, Aotrou Doue, Doue !… »

— « Petra 'c'hoarvez ’ta ganeoc’h ? »

— « Sellit ! ne welit ket aze eur maner en tu-all, e kichen kroashent Kerroue ? Mâ ! me zo o tont alese, bet o kerc’hat dek mil skoed d’am mestr. Pa ’z oun deut aman, sec’hed d’in, ez oun en em lakeat da denna eur zailhad dour. Ha, n’ouzoun dare penôs, red eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn va ilin, ar voest, a oa va dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar punz !… »

— « Dek mil skoed ! eme Kolaïg, mes, ma den, elec’h tenna sailhadou dour, gwelloc’h e vefe mont er punz ; ha marteze, eur wech diskennet er strad, dre forz tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest. »

— « Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha sonjet em oa ivez kement-se ; mes me n’hellan ket diskenn ebarz, rak a-nevez beza bet klanv emaoun ha diskenn aze a vefe diskenn er bez hep dale. Mes c’houi, va den mat… »

— « Oh ! me n’oun ket bet klanv abaoe va nao bloaz ! »

— « Ah ! mar karfec’h diskenn ebarz, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war ma henor ha ma c’houstianz, e touan roï d’eoc’h kant skoed. » Hag ar marc’had a zo buhan great ; ha Kolaïg da denna chupenn ha bragou, boutou ha lêrou, ha pididip ! da ziskenn er punz diwar bouez ar gorden. A-boan m'eo digouezet er strad, al laer kerkent da lezel ar gorden da goueza en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C'haper, en eur lavaret outan e-unan : « Hag a dri ! Petra ’faot d’eoc’h ? Al laer a zo laer. »

Hag hen, goude beza chenchet gwiskamant ha gwelc’het ar pri diwar e veg, da glask e genta hag e eil laeradenn. Hag e sonj en e benn : « Eun devez mat hirio ! Ne faot ken nemet ar foar beza mat war ar geored hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da veva eur pennadig hep en em skuiza re, ha peadra ivez da eva eur werennadig « lagout » bennak. Oh ! Kaper droch ! Lakeat en noaz-ran ganin : Gwaz eo ze evitan ! »

Rak marteze ez oun bet dizonjet d’hel lavaret d’eoc’h, an diaoul a laer-ze en doa eun tech all a-dreist tech al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell d’in lavaret ; ne gave ket fall ar gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne dole ket an hini melen dindan e voutou, nag e-barz kennebeut !…

A-rôk mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da genta penn, penôs ema ar bed gant Kolaïg e strad e bunz.

Kolaïg Dorndu, o veza klasket mad ha piz ar c’hefig aour ha o veza ne gav netra nemed eun tok divalo hag eur c’hoz chupenn truilhennek, a ra e zonj da zout er-meaz.

— « Sach war ar gorden ! emezan. » − Den ebet ! Netra ! Ar gorden zoken, ne wel ken anezi !

— « Frap ac’hanon el lae ! » − Boud ! Netra morse !

— « Aman eo yen ! » − Den ne lavar grik !

Hag ar C’haper a ziskenn neuze ennan e-unan : « Daoust, emezan, ha me a ranko chomm aman ?… Me gred ez oun bet devet gant an tres-laer-ze, henvel-mil ouz an hini eo eat Laouig gantan… N'eo ket hep gwir, me gred, e lavare d’in Janig diwall diouz al laer. An holl a c’hell beza flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an advokad Alanig al Louarn ; « n’eus den fin n’en deus e goulz ». Abaoue ar mintin-man, pet gwech n’oun ket bet laeret ?… Oh ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet d’in diwall… keuz am eus ! »

Eun heur pe ziou goude, Mari Burel, deut ezomm d’ezi a zour (da lakaat en he gwin, sur awalc’h !) a zigouezas e-tal he funz : o klevout trouz e-barz, e c’halvas holl dud an Toull-Drez…

Dizale Kolaïg Dorndu, tennet er-meaz ganto, a lavar d’ezo petra ’zo c’hoarvezet gantan ; eun tamm dilhad koz bennak a zo klasket da lakaat en-dro d’ezan. « Ne dalv ket ar boan d’in, eme Kolaïg, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantan Bouchig, Laouig ha va dilhad ! Trugarez d’eoc’h ha mil bennoz-Doue, ha kenavo. » − Hag hor C'haper a d’ar gear war e droad.

An abardaez-ze, pa glevas an traou, Janig ar Gapenn a zemplas… Breman Kolaïg Dorndu a zo deut da labourer-douar en desped d’e vestr-skol !… Beza flemmet a ra vad awechou !

Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu aman petra eo deut da veza. Gwerza a reas e Pouldahud gaor ha marc’h Kolaïg, ha gwerza mad zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en eun tôl. E arc’hant ne jommas ket pell gantan ; bleud an diaoul a dro e brenn, gouzout a rit. Al laer, (eur rouller e oa, sonj ho peus), en em vezvas en eun hostaliri e lec’h ma oe sammet e yalc’h eus e chakod, epad ma tistage eur gwall-bennadkousked… Da zerr-noz, an hostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezan er-meaz eus e di. — « Breman eo red mont en eun tu bennak koulskoude », eme al laer hanter-gousket c’hoaz. O veza baleet eur pennadig, e tigouezas e Meill-Kervern : « Aman, emezan, n’eo ket prennet morse dor ar marchosi ; deomp ebarz ! » Dres ! er marchosi e oa eun disparti goullo, leun a blouz fresk ; ne oa nemet gourveza ebarz. N'oa ket tenn an dra-ze d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !…

War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlanchenn, sec’hed en doa, spontus ! Eur bann loar, o skedi er marchosi, a roas d’ezan da welet eur mell podez war ar prenestr dirazan, hag hen mont da welet. — « Leun eo a leaz », emezan, hag e stagas e benn da eva. Siouaz ! n’eo ket leaz e oa, met dour-raz evit gwenna ar marchosi !… Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-meaz, da ruilha er park tosta ; e vouzellou a zeve en e greiz, teurlonka, dislonka ’ree… Koulskoude ne varvas ket, met ober a reas diou sonj avat ; ha, diwar an dro-ze e tilezas ar vicher a laer a-grenn. Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piou, e kav d'eoc’h, e oa digemeret ?… E Kernez-vihan, e ti Kolaïg Dorndu !… mes evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start epad daou vloaz, hep kemer eul liard koumanant… Hirio Kolaïg hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignoniach a bado… Kenavo, lennerien, ha ma tigouez d’eoc’h eur wech bennak mont d’ar foar da werza kezeg ha geored, difiziet diouz an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaïg Dorndu : « Al laer a zo laer ! »

————


Ar pare d’ar re vouzar !
————


Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoue ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They. Ya, tri bloavez dioc’htu-dioc’htu, ha bouzar me lavar d’eoc’h, bouzar dioc’h an daou du. Ha c’hoaz, hep d’ezan gouzout doare penôs : nijet e oa ar c’hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec’h ez ee na netra, egiz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoaz evel ma tec’h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc’h ober e dro en eun tiegez bennak. Bouzar, hep doueti penôs na perak, ma n’eo ket eun druez, Aotrou Doue ! Red eo lavaret, emichanz : eur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e ziskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-meaz diouto ; hag e chomme, al loen fall anezan, da c’hoari troï-distroï, da gantreal ebarz penn Noun al Ludueg, egiz eul logoden o firbouchat a-raok mervel en eun trap logod.

Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwaz adalek an deiz kenta, nan ! Met petra verne kement-se, p'eo gwir en em astenne ar c’hlenved a vloaz da vloaz, siouaz d’ar paour kez Noun al Ludueg. Rak en em astenn a ree, ha Soaz Gamm a ouie mad ez ee diouskouarn he gwaz war izellât.

Er bloaz kenta, Noun a gleve c’hoaz trouz gant ar peziou dek gwenneg a leze Soaz da goueza a-drenv e gein ; e-pad an eil bloavez, ne gleve mui nemet trouz ar peziou eiz real ; hag abaoue dibenn an trede bloavez, pegen alies bennak ma leze Soaz he fez ugent real da goueza a-drenv e gein, Noun ne ree van ebet.

Marteze en dije klevet trouz ar peziou aour, met tiegez boutaouer-koad Sant-They ne anaveze ket ar boutoniou melen-ze, hep toull na gar ; a-boan ma oa deut o brud beteg eno.

Petra ober ? Netra ! Ha setu great e zonj gant Noun : « Arabad d’in klemm, emezan d’e hini-gamm ; an den a jomm den, evit d’ezan beza bouzar, n’eo ket gwir ? Hag a vefen gwelloc’h evit en em jala, me ? An Aotrou Doue, me ’oar mad, en deus skrivet war e leor bras, e-lec’h ma ’z eus meneg ac’hanon-me : « Noun al Ludueg, gwaz Soaz Gamm boutaouer-koad e Sant-They, a chomo bouzar betek… klevout! » ⁂

Eur zulvez, dioc’h an abardaez, war-dro mare Gouel-Yann, en eur dana e gorn-butun dre e liorz, Noun al Ludueg a welas e oa ruz ar c’herez e blenchen ar gwez. En eur zellet outo, an dour o tont en e c’henou gleb, Noun a chomas eur pennadig da zonjal. « Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzellou gwerc’hezed o c’hoarzin da bôtred yaouank. N’o c’hlevan ket, met kaout a ra d’in e lavaront : « Ne boki ket d’eomp ! Nann, ne ri ket ! Re goz out ! » — « Re goz oun, eme Noun ; tanfoeltr ! gwelet a rimp ! » Hag hen tenna boutou, tok ha chupenn, hag o pigna da gaout ar c’herez. E penn eur brankig kamm e welas eun toullad egiz o c’hoarzin goap ; ha Noun d’ezo ! Paour kez ! Emichanz e droad a risklas, e zaouarn ne oant ket krog mad a-walc’h, ha… pouloudoufez ! setu Noun al Ludueg o vont war e benn d’an traon, dre douez an deliou. — « Aotrou Sant They benniget ! e mezan en e zonj ; ema great evidon ! »

Soaz Gamm hag eun amezeg a glevas trouz al lamm ; kaout a rejont Noun astennet dindan ar wezen hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezan d’e wele. — Koulskoude al Ludueg n’edo ket maro, met eun tammig badaouet, mezevennet ; dislounka ’ree zoken bras e zaoulagad en e benn, en eur c’houlen penaos ne oa ket en em lazet.

— « En em jalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; eun taol netra eo heman, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’houezi. » Evit Soaz Gamm ne oa nemet al louzou-ze mat ouz pep klenved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichal gant ar remm pe droug sant Urlou en e zargreiz, Soaz he doa gwelleat anezan en eur ober d’ezan c’houezi. — Eun niz d’ezi, an dreuz warnan gant an derzien bep tri pevar devez, en doa ranket choucha ha chomm war e wele ; mâ, Soaz a deuas a benn da derri an derzien warnan, atô en eur ober d’ezan c’houezi. — Ha me oar, me, ped all a voe gwelleat c’hoaz ganti en doare-ze ! Beteg an aotrou person, pa dorras e c’har ; Soaz a reas d’e c’har parea, atao en eur ober d’ezan c’houezi !

Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre diou c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezan na fri, na skouarn, na bleven. — Eun heur pe ziou e chommas moredet, ha, pa zivorfilas, eur c’houezen warnan ken ma zave ar moged dioutan, oh ! burzud ! Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They, a gleve kouls pe welloc’h eget biskoaz !

— « Aotrou sant They benniget, emezan, eat eo ar bouzar diouzin ! »

— « Da zorc’hennou da vihana n’int ket eat kwit ! » eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezi. — Mes gwir edo, hag an hini goz a rankas kredi, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o koueza gant ar peziou ugent real, eiz real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken.

Hopal a ree gwasoc’h eget eun diskiant : « Gwelleat oun, Aotrou sant They, gwelleat oun ! Emaoun pare, ha va gwezen kerez eo he deus great ar burzud ! »

— « A gav d’it ? » eme Soaz Gamm.

— « Ya, ya, va gwezen kerez, ha piou ken nemeti, mar plij ? Pebeuz louzaouer am eus aze !…

Ah ! va diouskouarn, siouaz d’eoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa awalc’h kaout eul lamm diouz va gwezen kerez ! »

Ar vrud, ar wreg divalo-ze, kant genou d’ezi, a skignas buhan ar c’helou tro war dro, hag hep dale eun engroez a dud a ziredas betek Sant-They da welet gwezen-kerez ar boutaouer. Doareou ar burzud a oa zoken moulet war ar c’hazetennou, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezen : me n’ouzoun ket, me ! Ar pez a c’houzoun evit gwir eo e oa dre ar vro neuze eur Zaoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezen. Noun a felle d’ezan kaout pemp kant skoed, met ar Zaoz ne fellas ket d’ezan o roï.

Neuze eur zonj dispar a zidenvas e spered Noun al Ludueg : « Soaz, emezan, d’e hini-gamm, hor gwezen-kerez a dalv eur binvidigez. Sonj nag a dud bouzar a zo aman dre ar vro. Mâ ! Evit parea n’o deus nemet koueza eveldon-me diwar hor gwezen-kerez. Te welo, dastum a rimp leve, ha pa na rofe pep bouzar d’eomp nemet pewar real, ne gousto ket c’hoaz re ger d’ezan parea. »

D’ar zul war-lerc’h, Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennou, e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pewar real, mont da barea diwar gwezen-kerez Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They ».

Ha goude ar gousperou, meur a hini a oa digouezet da glask ar pare digant ar wezen vurzudus. Bez’ e oa eno Yan Dreboul, unan teo ha kofek etre bras ha bihan : egiz kanolier war vor en doa great e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennou kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoue e oa deut da zerc’hel hostaliri an Tri-Lounk, tost d’an Ankou. Hen ivez en dije karet gwellât, rak an hanter eus an amzer ne gleve ket petra felle d’e everien kaout.

— « Ac’hanta ! Yan Dreboul, a c’houlennas Noun digantan diou pe deir gwech, pignat a rez war ar wezen ? »

— « Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabad d’eoc’h koulskoude kredi em befe aon da goueza en traon ; nan ! mes arôk klask netra, red eo d’in moanât eun tammig ; ha goude-ze ni a welo. »

Unan bouzar all oa e hano Tin ar C'hozdanvad, ginidik eus ar C’hap-Sizun, du-hont pell.

— « Me zo o vont da bignat, emezan da Nounig ; met easoc’h e vefe d’in tenna va zaol, ma vije ledet eun dra bennak dindan ar wezen evit souplât va lamm. » — Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar c’holc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C'hozdanvad el laez gant ar wezen, hag uhel c’hoaz ; mes kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne zonjas mui, hen, en e ziouskouarn, nag en e bare hag, elec’h ober eul lamm en traon, e tiskennas war e bouezig. — Da vihana pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar boutaouer n’en doa ket a goll dioutan.

Eun trede perc’hen da ziouskouarn vouzar a zigouezas : hennez a oa Filip ar Stroalleg, diouz kostez Kerblevek e Pouldregad, laer dre vicher, rak eur c’hemener brocher-laou edo ; hag eun amziod kaer a oa dioutan, daoust d’ezan da veza kemener. N’ouzoun ket mad a-walc’h pe oad a c’helle kaout ; etre ugent ha pevar-ugent koulskoude a gav d’in edo. A-hend-all, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ker moan hag eur spanell-krampouez.

Ker skanv hag eur gwiber pe eur c’haz-koad e pignas gant ar wezen-kerez, goude beza roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traon, pa c’houlennas Noun digantan : « Ha laket e vo ar c’holc’hed dindan ? »

— « Petra ? » eme egile, pounner-klevout.

— « Laket e vo ar c’holc’hedad-pell dindanout ? »

— « Hag hi a oa dindanout-te ? »

— « N’edo ket »

— « Mâ ! kerzit holl diouz va hent ! »

Diou pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouz an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouz ar brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traon dre douez an deliou, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezas, dres, el lec’h m’edo kouezet Noun al Ludueg. — « Ac’hanta ! Filip, penôs emaout ganti ? Ac’hanta ! Stroalleg, klevout a rez ? » a hopas Noun warnan.

— « Egiz kent », emezan, en eur zevel divahagn.

— « Dont a reio ar pare, eme Soaz, met red e vo d’eoc’h mont d’ho kwele ha c’houezi e-tailh, kenta ma tigouezoc’h er gear. »

Antronoz boutaouer-koad Sant-They hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werza yer ha viou ; edont o-daou er c’hoc’hu, pa zigouezas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz d’ezo. — « N’ho peus ket mez, eme houma ? Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an an dud da derri o izili ! Pe fur pe zod oc’h ?… Hag ober paea c’hoaz ?… Da vihana ma vije bet evit netra !… Neuze c’hoaz, c’hoaz !… Ha va Filip en deus bet an derzien evit an noz ; ha, siouaz ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piou a vago ar Filiped bihan, ne ket c’houi eo ? »

Kant tra all a lavaras c’hoaz ; Nounig al Ludueg ne zizerre ket e rann. — « Petra ’fell d’eoc’h ? eme Soaz Gamm ; va Ludueg, plac’h paour, en eur goueza, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezen-kerez ; hag ho Stroalleg d’eoc’h-c’houi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal…! »

Pa deuas da Zant-They, Noun al Ludueg, en desped da Zoaz Gamm hag a gare kalz ar c’herez, a droc’has e wezen vrudet, hag a reas bouteier-koad ganti, p'eo gwir ne felle ken d’ezi roï ar pare d’ar re vouzar !


————


Yan ar Bombarder,
pe ar Gouriz-plouz
————
(Da hostizien va Bro.)


Gwechall-gwechall, nep n’en doa ket daoulagad a oa dall. D’an amzer-ze, Yan ar Bombarder a rede ar vro, brudet dre ma veze dalc’hmad o vont-dont eus an eil maner d’egile, hag a-dreist-holl eus an eil tavarn d’eben, gwech war e dreid e unan, gwech war gein eskernek eun teus a varc’h : eur marc’h Laouig ken treut ma c’houlenne an dud digant Yan penôs ne veze ket troc’het dre an hanter gant liven-gein ar marc’h !…



Yan ar Bombarder ne ree nemet pismiga an hostizien. Eur wech edo o tistaga eur roulladen en eun davarn, ha kalz a dud a deue eno d’e glevet o son ar vombard ; ha setu Yan deut mat d’an hostiz, dre ma chache dour d’ar vilin. Mes jistr an hostiz o veza trenk, an dud a nebeutaas ; an hostiz a yenaas ouz Yan hag a c’houlennas digant ar Bombarder arc’hant e voued hag e evach, pe e vije krouget.

— « Ma ! eme Yan, mont a rin d’ar groug neuze mar fell d’eoc’h, rag arc’hant n’am eus ket ; mes koulskoude eur gavaden am eus great : penôs lakât ar jistr trenk da zousaat. »

— « Dres ! eme an tavarnour, a zo mat evidon-me. Gwerz d’in da gavaden. Pegement e fell d’it kaout ? »

— « Pemp skoed war-ugent, pe netra. »

— « Emomp ebarz ; koulskoude ker eo. »

— « Ac’hanta, eme Yan, setu aman va c’havaden : red eo farda eur gorden blouz, hir ha stank ; troï anezi seiz gwech nao dro endro d’ar variken, ha div eur goude, an evach an trenka a deu da veza dous-mel. »



Hag int kerkent d’ar bern-plouz, da farda ar gorden vurzudus, an hostiz o sacha plouz diouz ar bern, Yan o kordenna dre ma tenne, hag o pellât bep an tammig. Ar Bombarder a zigouezas evel-se beteg an hent ; eno e kinnigas daou liard d’eur potrig evit troï ar gorden en e lec’h. Ar pôtr a droas, hag an hostiz a denne plouz diouz ar bern.

… Penôs ’ta ? Yan, tapet pemp skoed war-nugent gantan, a droc’has kuit en eur lavaret : « N’eo ket eun touel touella eun toueller. »

N’eo ket red lavaret e chommas trenk jistr an tavarnour. Heman avat a drenkas muioc’h-mui e spered outan, ken na droaz e dammig empenn e leaz kaouledek, pa welas e oa bet touzet gant Yan ar Bombarder.



Hag abaoue eo deut ar c’hiz dre ar Vro da lavaret eus eun hostiz, pa n’ez a ket mad an traou gantan en e stal : « Heman en deus tapet eur gouriz-plouz. »


————


NEBEUD A DRA !…


————


Nebeud a dra a vez awechou kiriek d’ar grevusa traou ; hag evelse, daoust hag eun ufenn-dan n’eo ket gouest da lakat au tân-gwall da gregi en ho ti ? Ha koulskoude eun uffennig-tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Lakomp c’hoaz ho peus droug en ho piz bihan gant eun drean, pe eur gorig bennak. Mâ ! kement-se ’zo a-walc’h evit ober d’eoc’h klemm ; ha koulskoude eun drean, eur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Kement-man a ’zo evit lavaret d’eoc’h ne vez peoc’h founnus, n’ez a klok an traou e tiez a zo, etre priejou a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell d’ezo. Anez, nebeud a dra a laka da zevel etrezo ; diwar eun netraïg e tiwan bec’h etrezo, ha re alïes, siouaz ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma na gredit ket, selaouit.

Gwech-all (hag abaoue n’eus ket ken pell-ze, rak me n’oun ket c’hoaz deut war an oad), gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. Nevez-dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoaz netra beteg enno ; en eur geriadennig distro e vevent « dizoursi-bras ha dinec’h », didrouzig hag eurus.

Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezia war ar meaz ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benzelia, da dapouna dilhajou ha kreziou.

Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evelse ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa divizet kenetrezo pa oant dimezet : penôs pep-hini d’e dro a rankje gwelc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudel da deurel eur bannig dour a dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Mâ, goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen epad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Mes hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet : « Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! » emezan.

— « Piou a zo o c’hortoz ? » a respontas Soazig.

— « Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz ! »

— « N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ? »

— « Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerez, sonj am eus re vad ! »

— « N’eo ket gwir ! » — « A zo gwir ! »

— « Nan ! » — « Eo ! » — Sellou du a rejont an eil ouz egile, mes aze e chomjont, ha gwell e oa ze. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet eat pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude.

Goude eur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa eun dra bennak.

— « Mâ, emezi, p’eo gwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu aman ar pez gwella hon deus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da genta, a lavaro ar ger kenta, hennez a welc’ho ar skudilli hag a zic’hubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket eur wech na diou wech, met evit atô, ken alïes gwech ma vo red ober. »

— « A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barz ! »

Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizdaletoc’h evit lavaret he zammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig hen, a reas da genta eun hanter-dro er meaz da… welet an noz, arôk mont da c’hourvez a-hed e hini goz. Met hini anezo ne grede tinta ger ebet, gant aoun da gaout bemnoz an traou da zic’huba diwar an daol…

Antronoz e oa ar zul : an daou bried a jommas da ober o c’housk-mintin. An heol a oa uhel hag e oant c’hoaz o voueta ar c’hoenn dindan o golc’hedou-pell… Koulskoude tud, bet en oferen-vintin, en eur dremen a-biou da di ar c’houskerien, a zouezas o welet c’hoaz prennet dor ha prenestr.

Tin-Vras, pe Mestr al Lantiked, (n’em eus ken sonj mad awalc’h, rak divemor e teuan da veza gant an oad), a buntas da genta war an nor ; hag egiz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti : « Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet ! » — « Nan, nan, kant gwech nan, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz ! »

Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yan Cheulk, daou viliner brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.

Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud : En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazell ouz kazell ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !

Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speuren, ha Paskolig e benn gantan skoachet mad dindan al linser.

— « Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato. — Paskolig a ziskuzas e benn a zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du. — « Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. — Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez : « Ac’hanta ! melfed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Satordallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, egiz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil warlerc’h egile !… »

E-barz ar gwele-kloz, hini ebet na zizerras e rann.

— « Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ? » — Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol. — « N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol. »

An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl : « Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha ne vefe ket Pol gornek, Polig lost-hir, o c’hoari e bôtr war an daou-man ? Eo, sur awalc’h, rak sellit pebeuz tres divalo ’zo gwisket warno !… »

Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a jomme nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buhan ha buhan.

— « Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? » a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud. Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzellou. Hag an aoun hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene egiz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener laer au Ti all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lerou evit redek da glask ar beleg…

Ne voe ket pell gant e dro. — « Peoc’h d’an ti-man ! » eme an aotrou person, en eur zigouezout, « bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo ! » Hag e tosteas ouz ar gwele.

— « Penôs, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ? » — Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont : — « Nan ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul zo warno !… » An aotrou person a arvestas piz outo. « Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Mâ ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !… »

Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, egiz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz. « Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad aman en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig anezo d’ar zant da c’houlen digantan evit au dud keiz-man beza pareet, pe beza da vihana diboaniet abred. » An aotrou person a gemeras viou ar zant !

Chê a oa war he daoulin o turluta en arbel all hag o turia da vad an dilhajou hag ar c’hreziou. — « Setu aman, aotrou person, emezi, eur roched madik a-walc’h, ha, mar karit gwerza anezi e profit ar zant, dalit, ema-hi aze ! » Hag an aotrou person a gemeras roched ar zant. E oa o trei da vont er-meaz gant viou ha roched, pa zilammas Soazig en he fatenn war bank he gwele.

— « Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! Restaolit d’eomp roched-eured Paskolig, ha viou va yar velen ! » Paskolig a dennas neuze e benn er-meaz hag, en eur c’hoarzin, a lavaras d’e hini-goz : « Ac’hanta ! Soazig, eur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod, gwisk dillo da zilhad ; ar jidhouarn ’zo aze war an daol ouz da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da genta, ha te an hini a ranko bemnoz skaota an traou ! »

Hag e tisplegas dirag an holl perak e oant bet mud o-daou, eur pennadig. Kement-hini a oa en ti a zailhas da c’hoarzin e walc’h, hag an aotrou person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.

Soazig a wiskas he broz, ha, mezek an tamm anezi, en em lakeas da zic’huba an daol. Da vihana, mar he doa kollet war an tu-ze, war an tu-all he doa gounezet, rak miret he doa ouz viou he yar velen ha roched eured Paskolig da vont gant ar zant.

Evel-se ema va c’honchen, lennerien ; kredit anezi ar pez a garoc’h ; mes, lavarit d’in, daoust ha n’eus ket aze kals a reuz diwar-benn « nebeud a dra ??? »



————


Amzeriou kenta ma yontr koz


————


MA YONTR KOZ, PERIG AL LAKEZ, A ZO KASET GANT E DUD DA ZESKI E VICHER A GERE E TI TONTON LAN, KERE AR GOZKER.


Arabad eo d’an dud yaouank, petra bennak ma ’z eo skanv ha distagellet mad o zeod en o beg, en em lezel da goueza e pec’hed ar merc’hed koz, ar randonenned-ze a ve klevet dalc’h-mad o konta doareou an nesa, hag a ve gwelet bec’h war o gorre, kement a reont flip, flap, flep ! o klask kaout droug awalc’h da lavaret diwar-benn ar re-all ! Mar deo fall d’eun den drouk-komz eus e nesa, gwasoc’h c’hoaz eo d’ezan dizoloï ha diskleria, d’an nep a gar selaou anezan, troiou e gerent kamm pe digamm evel ma ’z int. — Goude an dra-ze n’ez it mui da gredi e klaskfen noazout ouz brud vad ma yontr koz, Per al Lakez, an hini emoun o vont da zisplega d’eoc’h eur pennadig eus e amzer genta.

Ma yontr Per a oa eul lakez a bôtr en e genta amzer : yaouankik-flamm e oa c’hoaz, ha ne felle mui d’ezan lakat nemet bouteier-ler, sul, gouel, bemde, ha war an deveziou all. An dra-ze n’ez ea tamm ebet d’e gerent, tudigou paour ha dister a-ziwar ar maez. Setu perak, evit kaout eul louzou da barea Perig eus e glenved bouteier-ler, al Lakez bihan, dioc’h-tu ma oe echuet gantan e baskou, a oe kaset gant e dud da zeski beza kere, d’ar Gozker !

Tonton Lan, kere koz ar Gozker, a oa eun denig tagnouz meurbed ; mez tremen a ree dre ar vro evit eur micherour gouiziek. Lavaret a ree d’an holl ne oa morse chommet berr da zeski e vicher da bôtr yaouank ebet. « Dre c’hraz Doue ha sikour sant Krispin, ma faeron ker, ne jommin berr da ober eur c’here mat eus pep den yaouank a vo fiziet ennon, n’eus forz pegen hir ec’h hallfe beza e ziouskouarn. »

Hervez an doare, diouskouarn Perig al Lakez, ma yontr koz, a oa re hir, kalz hiroc’h eget re ar c’had, damdostik ken hir ha re an azen. N’eo ket lavaret gaou, mes tonton Lan a boanias bloa-hanter dioc’h-tu, epad an de-goulou, war-dro ar pôtr Per, hep ma teuas heman a-benn da zeski tacha, deread awalc’h, eur c’hoz boutou ler-goad bennak.


MA YONTR, ROET EUR FUSUILH D’EZAN GANT TONTON LAN, A DEU DA VEZA EUR CHASEOUR EUS AN DIBAB.


Eur wech, koulskoude, Perig a dremenas al « lignol » dre an toullou a oa great d’ezan gant Olier, ar mevel bras, tostik eun hanter dousen gwechou, pe war-dro, dioustu-dioustu ; hag e stagas eun tamm ler, e nebeud amzer, war beg eur voutez koz o tic’henaoui. Tonton Lan a oa kement a lorc’h hag a levenez ennan, ma paeas eur picherad chistr da Olier. Ma yontr ne eve nemet dour, ha setu aze perag e vestr a glaskas eun dra bennag all da ober plijadur d’ezan. Ne glaskas ket pell : a-us d’ar siminal, a-stribilh ouz daou dach sanket en treust mogedet, e oa eur fuzuilh koz-loued, oajet a gant vloaz d’an nebeuta, ha hi merglet ha goloet a gevnid. Tonton Lan ne gavas ket gwell eget e fuzuilh goz da roï da Berig ; n’eo ket red lavaret pegen laouen e oa heman…

Tremen a ra pep tra : levenez ken buhan hag eun devez-glao ; hag, evit gwir, al levenez ne badas ket pell er Gosker. Perig al Lakez a zeue da veza chaseour mat a zevez da zevez ; bemnoz e tigase d’ar gear pe gedon ha koulined, pe glujiri ha kefeleged, pe eun dra-bennag all. Mes evit deski e vicher a gere… e ziouskouarn a oa kalz re hir, am eus lavaret d’eoc’h.


PENÔS MA YONTR, PER AL LAKEZ, PA GREDE D’EZAN PAKA EUN HOUC’H GOUEZ, NE BAKAS NEMET BEZA KASET KUIT EUS TI TONTON LAN


Eun abardaez, e oe roet da Berig, goude e vern, eur re voutou da zresa. Perig a labouras stard war o zro ; mez e spered a oa, d’ar mare-ze, o c’haloupat bro war lerc’h eun houc’h goue. Ar mestr hag Olier, ne oa hini ebet anezo war sonj al Lakez. Heman en doa peurechuet gwriat an diou voutez an eil ouz eben, pa zavas o youc’hal a bouez-penn : « Pân ! pân ! ema ’n houc’h goue d’in ! Paket en deus va zenn en e vorzed ; kamm eo, ha gwada ’ra… Ema d’in ! »

Paour kez Perig, ma yontr paour ! Lagad tonton Lan a gouezas neuze war ar pez labour vrao en doa peurc’hreat e vicherour yaouank, da lavaret eo, kollet krenn diou voutez.

— « Kurun ! eme an tagnouz koz, ar genaoueg-ma ’zo goest mat, (Doue ra viro gant sant Krispin, ma faeron ker !) da lakaat eun den fur da goll e benn gantan hag e skiant vat d’e heul ! »

Ken buhan an tagnouz koz a gemeras e vinaoued hag a zankas anezan ken dôn e morzed Perig ma plomme ar gwad evel eur gorzen.

Perig kez a lammas da du ar mevel bras ; mes Olier, d’e dro a doullas d’ezan e vorzed all gant e vinaoued lemm…

Hep ma oe red hel lavaret d’ezan, Perig a zigoras an nor hag a zilammas er-meaz evel eur barrad avel-dro. Disken a reas e fuzuilh goz a-ziwar he zreust, hag e zac’h-ler war e gein, e lammas kuit eus an ti, o straka kement an nor war e lerc’h, ma krenas ar mogeriou. — « Ne gas ket an nor ganit ! » eme tonton Lan. — « Kenavo, paeron koz ; kenavo Olier, mevelien an diaoul ma ’z oc’h ! Mar ho kavan eus devez bennak war ma hent, gwaz a ze evidoc’h ! Ne n’ho saludin ket, mes va fuzuilh goz a lavaro d’eoc’h bep a c’her ! »


PENÔS MA YONTR, PER AL LAKEZ, A BAKAS DIOU C’HAD GANT EUR BOLED PEG.


Perig al Lakez, ma yontr koz, a gerzas gant e hent. Seiz heur hanter e oa eus an noz ; an heol hanter-varo, kollet gantan e nerz hag e wrez, a ziskenne war an dremwel evit mont da gousket. An devalijen a zirede d’an daou-lamm eus ar pellder, da c’holoï broïg Breiz-Izel.

Ma yontr a oa chommet etal ar sterig a red en tu d’an traou da Goad ar Blei-Du, evit gwalc’hi ar gwad a zirede eus e ziou vorzed. Ne oa ket echuet mat gantan en em walc’hi, pa welas eur c’had o tont a-benn d’ezan, war he fouezig…, hag e kargas e fuzuilh. Buhan, poultr, eun tamm paper ; mad ar stal ! Mes kaer en doa furchat e chakotou, an eil goude egile, ne gave na boled, na tamm ploum ebet, na draje, na tra…

D’ar fin e tennas er-meaz eus chakot e chupen, da heul e vouchouer, eur vouliennig pek, evel ma ve gant pep kere o frota ouz e lignol, — « Pa n’eus ket gwelloc’h, emezan, eo red d’in lakat houman ! »

Ar C’had, pebez mell gad ! ne oa mui nemet eun ugent kammed bennak, ha c’hoaz e kendalc’he da dostaat, pik he diouskouarn, ha savet he lost besk… Pân ! an tenn er-maez… hag ar boled peg a ya eon da stoka ha da blada war benn ar c’had : al louenig paour ! Koulskoude muioc’h a aoun en doa eget a zroug, ha hi troï kein d’ar chaseour digalon, ha d’ar red etre ar c’hoad dre eur vourrigell en em gave er c’hleun.

D’ar mare-ze, eur c’had all, spontet-maro gant trouz ar fuzuilh goz, a zirede er-maez eus ar c’hoad. Kement a diz a oa war houman, ma kerzas gant he holl nerz a benn eneb an hini genta, a oa pek war he zal, ha setu an diou c’had o ruilha o diou d’an douar, tal ouz tal hep gallout en em zistaga.

E c’hellit kredi, ma yontr koz ne oa ket pell warlerc’h : buhan ha buhan e tigouezas da zispartia an diou c’had a gendalc’he da jomm tal ouz tal, evel daou daro sod oc’h en em ganna, pe daou vaout kornek oc’h en em dourtal… Eun tolig kil dorn war goug ar gedon hag al loened a oe laket er zac’h-ler da ziskuiza, goude beza tennet eun hevelep krogad.


MA YONTR PER A BREN EUR MARC’H « LAOUIG KOZ » HAG A ZO MAT-DISPAR, DAOUST D’EZAN DA VEZA KOZ-NOE HA DAL-PUT


Perig al Lakez a yeas a-zindan an noz beteg ar Pont ; seiz lur e werzas an diou c’had, ha gant e seiz lur e c’hellas kaout poultr, draje ha boledou, evit eur frapadig adarre.

Antronoz vintin, o tistroï, e pakas dioustu eun toullad mat a goulined, ha klujiri a verniou ; d’an deveziou warlerc’h, e tistagas kalz toliou mat, kenkoulz pe welloc’h c’hoaz.

Bemde, dre ma laze gedon ha koulined, bleizi ha broc’hed, e teue da binvidikât ; hag eur miz a boan goude an abardaez m’en doa lavaret kenavo d’an tonton Lan ha d’e vouteier koz, (en doare m’am eus kontet d’eoc’h}, Perig a brenas eur marc’h bet yaouank eun devez bennak emichanz, (mes pell a oa abaoue an amzer-ze, a dra zur).

Ar paour kez marc’h ! Gwechall marteze e oa bet mat daoulagad ar marc’h Laouig ; gwechall marteze n’oa ket kailharet ar bleo dindan e gof. Ar pez a c’heller da lavaret, hep aoun da goueza e gaou ebet, ez eo ma oa neuze dall-dall Laouig koz. « An dra-man ne ra forz, eme al Lakez ; evel-se e welo ken skler en noz hag en de, hag ouspenn, n’em eus ket ezom da gaout aon e spontfe, ha pa deufe da dremen dindan e veg an Ankou eskernek, pe Pôlig kamm e-unan, Pôlig Kerniou hirr ! Gwir eo ive, e bao a-drenv, en tu d’ar maez, a zo eun tammig « boul » ; e gof a zo eun nebeudig goloet a gailhar ; kement-se a zo nebeud a dra, hag, evel-se er c’hiz m’ema, ma marc’h Laouig ne rey avi da laer ebet ! »

Pegement e koustas ar marc’h koz, a c’houlennit, pegement ? — Holl danve ma yontr koz, pemp skoed… hag eun dousen krec’hen bleizi ; marc’had mat awalc’h, hervez ma welit, rag ar marc’h blevek-ze a jomme c’hoaz soun war e dreid, hag a rente kalz vad da Berig al Lakez.


MA YONTR HAG E VARC’H, LAOUIG KOZ, O VONT DA CHASEAL


Eun devez Perig ha Laouig koz, o tistrei d’ar gear, bet o chaseal, a dremene dirag eul lenn vras, Lenn Boulgidou, a gav d’in. Eur pebez bandennad houidi goue, krak-houidi ha kalz rummennad laboused goanv, a oa diskennet war al lenn, ma c’holoent an dour.

Ma yontr koz a bakas peg en e fuzuilh, a gargas anezi betek ar beg… ha pân ! e-kreiz al laboused. An niver brasa a nijas kuit a denn askel ; mes eur stropad mat anezo o doa dizonjet nijal, ha dizonjet evit atô ; ar re-ze, war-dro eun ugent bennak, pemp war-nugent pe dregont, a varve an eil goude egile, hag a jomme da ziwada war an dour.

Neuze al Lakez a lammas d’an douar diwar e varc’h, hag a stagas Laouig ouz eur c’hoz trojenn lann : « Penôz ober ? emezan… Ha fei, gwasoc’h eget beza glebiet ne vin ket, an holl a lavar n’eo ken dôn al lenn… » Ha ma yontr koz da ziwiska e zilhad a bez da bez, hag en dour ken buhan, daoust d’ar yenijen !

— « Brr ! emezan, pa oa eet en dour beteg e chink ; brr, n’eo ket re domm !… Mes petra an tanfoultr a zo o klask troïdella en-dro d’am divesker evel-se, petra a zo ? » Goude beza paket eun hanter dousen krak-houidi, e teuas er-meaz gant e vriad, poan d’ezan teuler an eil troad arôg egile : Peder zilien, ken teo ha morzad pep den, a oa troet-didroet, skoulmet endro d’ezan, diou endro da bep gar. « Bouldachou ! emo Berig, setu aze loened a zo teo o c’hof ! Klevet em eus bet, evit ar wech, e oa siliou, mellou siliou e lenn Boulgidou… n’eo ket gaou a welan. Eun tôl mat am eus great adarre ; n’emoun ket fall ganti ! »

Pemp pe c’hwec’h tro-all c’hoaz a reas da c’houde el lenn, hag evel-se, e tennas er-meaz eur bernad mat a houidi, ha seiz silien war-nugent ouspenn : eur bernad mat a gig hag a besked ! — « Sell ’ta, Laouig koz, eur c’holl eo d’it ne c’hellez ket gwelet hevelep loened ! N’out ket krenv a-walc’h d’o dougen en eur wech, na tost zoken ! Allo ! Red kaer e vo d’eomp ober teir dro ! »


MARO LAOUIG KOZ. MA YONTR A ZISTRO D’E VICHER GENTA, E TI TONTON LAN AN TAGNOUZ


Evel-se, teir dro a oe gret ! Goude an tôl-ze, e teuas chakod ma yontr koz da bounerât a hanter kant skoed, war bouez eun draïg bennak ! Mes siouaz ! Laouig koz a oa re dommet e chupen d’ezan d’an dro-ze, hag e pakas anoued da c’houde ; neuze eun derzien fall a lammas warnan… Bezit sur, pa dremenas ar paour kez marc’h blevek, daou zevez goude, e lenvas e vestr eur pennadig d’ezan. « Laouig koz, ma mignon mat, breman ne chaseïn mui, p’eo gwir en em gavan va-unan ; breman ez an en-dro daved tonton Lan, d’ar Gozker. Red eo d’in beza kere. Kenavo Laouig ! »

Perig a zeuas e nebeud amzer da veza eur c’here mat : berraet e oa kalz e ziouskouarn !

— « Pa lavaran d’eoc’h, eme tonton Lan an Tagnouz, gant graz Doue ha sikour sant Krispin, paeron ar gereourien, morse n’on chommet berr, betek-hen, da zeski e vicher d’eur c’here ! »


————


EUL LABOUS !


————


N’ouzoc’h ket e pelec’h ema Maner Kerdiern ? Nan ? − Mâ ! Neuze ’rankan da genta hel lavaret d’eoc’h.

Maner Kerdiern a zo eur c’hastel hanter-razet e parrez Kleden, e bro Kaperien Beg ar Raz. Breman ez eus Bretoned kalonek o chomm ennan, mes n’eus ket ken pell all c’hoaz e veve eno, a drenv e vogeriou uhel hag e foziou doun, eun tanfoeltr aotrou. Hanvet e oa Fistoulig, hag ho pedi a ran d’am c’hredi, eun diaoul a zen e oa, pe da vihana eur gwall-hini e oa bet, rak d'ar mare ma komzan d’eoc’h, e oa gwenvet ha ridet ar pôtr koz hag e veve didrouzik a-walc’h en e vaner, gant e borzier hag e blac’h-kegin.

Pa lavaran didrouz, e fell d’in roï da entent ne ree mui kement a reuz dre ar vro ha diagent. Mes lakat a ree komz atô diwar e benn, ha setu aman perak : An aotrou Fistou1ig en doa (a 1avare ar C’haperien), eur mell baro hir-hir, spontus ; ken blevek edo hag ar broc’hed a rede dre e goajou. Hogen, ar pôtr koz a deuas da gaout egiz mez o tougen eun hevelep bec’hiad reun, hag a embannas da holl varverien ar C’hap dont d'e douza : an hini a deuje a-benn eus an taol a c’hounefe pemp kant skoed ; mes an hini a gignfe kroc’hen an aotrou, a dapfe kerkent pemp tenn pistolen en e empenn…

War am eus klevet, tri pe bevar barver a yeas d’ar maner, mes hini anezo ne deuas endro. Red eo kredi o doa kignet beg an Aotrou…

Hogen d’an ampoent e chomme e borc’h Kleden eur barver, eul labous a varver, Mazoïg e hano. Met, siouaz ! evit d’ezan beza labous endra ma c’heller, daoust da gement-se, an dour a oa izel gantan. Gouel Mikel a dostae d’ar red, ha Mazoïg n’en doa ket c’hoaz arboellet gwennegig ebet… ha piou ’oar ? marteze e vije taolet er-meaz, gwreg ha bugale war e lerc’h.

Kement-se a lakea diez e dammig boulien, pa ziwanas eur zonj en e benn : « Na petra ’ta ? emezan, perak n’ez afen-me ket da douza broc’h koz maner Kerdiern ? Mar gellan dont a-benn, setu pemzek kant lur em yalc’h… Mar chomman berr koulskoude, egiz ar re all, neuze e vo ar gwasa… Met bastik ! lemm eo va aotenn, ha skanv va dorn. Deomp ! »

Hag hen en hent, hep lavaret grik da zen, e stalikerez barver gantan dindan e gazel.

Pa skoas war dor Kerdiern : « Piou ’zo aze ? eme ar porzier. Buan ac’halen, boulc’hurun ! Aman ne roer ket d’ar beorien ! »

« Oh ! a droc’has berr Mazoïg, me n’oun ket eur c’hlasker boued ; me ’zo eur barver, hag e teuan a bell da droc’ha e varo d’an aotrou Fistoulig. » — « Paour kez amziod ! eme egile, da glask poloz e teuez… Gwelloc’h pôtred egedout a zo bet o klask tapout ar pemp kant skoed ; ha, siouaz d’ezo, emaint o vreina ebarz dour ar foziou aze ! »

— « Me ne rin ket evelto », eme Mazoïg.

— « A gav d’it ? Te zo eul labous neuze !… Da vihana lavar din da hano, ma talc’hin sonj. » — Hag e tigoras dor ar porz.

« Foei ! ne ran ket avat, eme Mazoïg, rak fentus, farsus eo va hano ; gwir eo ivez me n’oun ket eus ar vro. »

— « N’eus forz pegen farsus e ve, lavar ato. »

— « Ma ! Mevaünan e vezan hanvet gant an dud. »

— « Petra ! Mevaünan ? E pelec’h out bet o pesketa an hano-ze ? »

Hag ar porzier a c’hoarze e walc’h, ken na ziridigne e stropad alc’houeziou war e gof dour-lez.

Mazoïg n’edo ket eun hanter re-zispont an tamm anezan ; n’eus forz, mont a reas en ti, pa gejas gant ar plac’h-kegin a oa dres o tont ivez ebarz dre an tu all, eur vrec’had keuneud faoutet ganti da ober tan dindan lein. Boazet evel m’edo da veza he-unan wardro an ti, al loudouren a spontas hag a lezas he c’heuneud da goueza en eur welet Mazoïg.

— « Ne spontit ket, plac’h paour, eme heman ; me zo deut da ober e varo d’an aotrou Fistoulig. Pelec’h eman ? »

— « Va den mat, n’oc’h ket emichans ? Ar re a deu en ti-man ne c’hellont morse mont war o c’hiz. »

— « Eo, eo. Me a droc’ho kempenn e varo d’an aotrou, c’houi welo. Pelec’h eman ? »

— « A gav d’eoc’h ? Neuze pignit aze gant an diri war an dorn dehou. Mes, da vihana, lavarit d’in hoc’h hano, ma talc’hin sonj ouzoc’h, mestr-barver ? »

— « Foei ! ne ran ket avat, eme Mazoïg ; n’am eus ket eun hano brao ; gwir eo ivez, me zo eus pell bro, n’oun ket ganet e-touez ar C’haperien. »

— « N’eus forz, n’ho pezit ket aon, gagnig an ognoun ! ha lezit hoc’h hano da zont er-meaz ! »

— « Ma ! badezet oun bet Bouchadin. »

— « Petra ! Bouchadin ? oh ! oh ! Lost ar spanel ! Bouchadin ? Biskoaz, nan biskoaz kemend-all… »

— « … Nao loen bihan gant eur marc’h dall ! » a echuas Mazoïg, o pignat gant an diri, e-pad ma tiskorde ar plac’h da c’hoarzin, kement ha ken krenv ma kinnige koll he broz !…

Digouezet war ar pondale, Mazoïg a gavas an aotrou Fistoulig eno. Tud paour ! Setu aze eur blevek !

Hiroc’h ha rustoc’h oa e varo eget na vez lost ar zaoud koz epad gwrez an hanv. Na pebez penn ! Ar barver paour a lammas an aon war e gein, hag eun eston n’edo ket.

— « Daoust, eme mestr ar reun hir, daoust ha te a deu da grenna va baro d’in ? »

Petra bennak ma krene war e dreid dindan sellou du an aotrou Fistoulig, (sellou ken lemm hag e aotenn), Mazoïg ne gollas ket e benn ; kaout a reas nerz a-walc’h evit stoui dre an hanter, ha gant e vouez ar floura e respontas :

— « Ya, aotrou, rak barver oun dre vicher. »

— « Mâ ! eme egile, en eur vont en e gampr, Mazoïg war e lerc’h, arabad koll amzer neuze ; ne varc’hatan ket : mar kempennez mat ac’hanon, setu aze war an daol ar pemp kant skoed, mes ahendall, mar kignez ac’hanon eun distera, sell e kichen ar yalc’h eur bistolen, pemp tenn ebarz, hag a gavo an hent da vont ez penn ! »

Mazoïg a zonjas : « Aman, kigna a zo mervel ; aman, dindan boan da veuzi, eo red neui pe eva an dour. »

An aotrou Fistoulig n’oe ket pell evit azeza, ha Mazoïg kennebeut ne zaleas ket d’ober eun taol lemm d’e aoten. Ar zaoun oe fardet ker buhan, ha setu eur berniad kloz a livas e gwenn baro an aotrou.

Edo ar barver o vont da skei an taol kenta, pa zavas an aotrou e benn :

— « Ah ! emezan, lavar d’in, va den, da hano da genta-penn, rak em eus aon, te zo eul labous a varver… »

— « Va hano, aotrou, a ra d’an dud c’hoarzin ; farsus eo, n’eo ket anavezet dre ar C’hap. »

— « Lavar atô, pa c’houlennan diganit, seiz luc’hed kamm ! N’eo ket me ar mestr, kant boulc’hurun ruz ? »

— « Oh ! na grozit ket, aotrou ; va faeron eo am hanvas Eveldon. Lavaret em oa d’eoc’h e c’hoarzfec’h. »

Hag, evit gwir, Fistoulig a ziskordas da c’hoarzin a-strak.

Pa ehanas, Mazoïg a grogas gant e damm labour. Brao ez ea ganti : an aoten a droc’he gwelloc’h eget biskoaz, hag abarz pell eun hanter eus ar reun a oa touzet diwar beg o ferc’hen, hep na veras takenn gwad ebet.

Met siouaz ! teir gwech siouaz ! pa oa red d’ezan boulc’ha gant an tu all, ar barver paour a welas e aoten o krena etre e vizied. Hen a grenas ivez war e zivesker, e-pad ma sonje petra d’ober. Ne zaleas ket gant e zonjou. Lezel a reas e aoten a gostez, evit saouna ar varo hir, ha saouna e-tailh, ha saouna c’hoaz.

An aotrou a gave eaz ha na dinte ger ebet, mes fin a zo, ha Mazoïg a skuize e vrec’h outan. Ha setu hen o kemeret eur c’hlotennad saoun, hag o stoufa daoulagad ar Fistoulig. Heman a ginnigas sodi : « Va fistolen, emezan, va fistolen ! »

Ya ! met e-pad m’edo o klask digeri e zaoulagad, Mazoïg a guzas en e vruched yalc’h ar pemp kant skoed ; hag e klemme :

— « Aotrou, aotrou, me ho ped, faziet em eus, met n’em eus ket kignet. Ouspenn, n’oun ket da veza tamallet, rak ma c’houfec’h… Oh ! va c’hof, va c’hof !… »

Hag e plege etre daou, hag e ree an ezvan da gaout poan bouzellou, eun druez e welet. Dres ! ar gwel anezan a denereas an aotrou.

— « Poan-gof, emezan, netra n’eo. Diskenn buhan d’ar porz, hag en tu kleiz e kavi… eul lec’h distro d’az tiboania. Met prim ha prim, avat ; eun hanter kard-heur a lezan gant da dro, e-pad ma vezin o tiskuiza va daoulagad. »

Mazoïg ne c’hortozas ket pelloc’h : « Trugare » emezan ; hag en traon gant an diri, e-giz eur marc’h spontet.

En eur dremen a-biou d’ar gegin, al loudouren a deuas war doull an nor :

« Oh ! Bouchadin, c’houi zo eul labous a varver !… Penaos ? pod an dienn ! echu eo ganeoc’h ? Ho ! sur a-walc’h hoc’h hano a vo moullet war ar c’hazetennou. »

Met Mazoïg a oa re a vec’h warnan evit lavaret chom da zelaou anezi o randouna, hag e tiskenne, hag e tiskenne !

Edo digouezet e-tal an nor-vras, pa zeuas ar porzier d’ezan : « Pep ! pep ! ac’halen n’ez a kuit den ebet, nemet ar mestr a vefe d’e heul. Tut ! tut ! tut ! Aman e chomi, Mevaünan, n’eus forz pegen labous e vefes, nemet diouaskel e vefe stag ouz da gostennou da nijal a-dreist an nor-dal. »

— « Gortoz kentoc’h, pôtr koz, ma rin d’it diskana « Sut ! sut ! sut ! »

Hag e sachas war paotr an nor, n’ouzoc’h ket pelec’h ? Beteg al lec’h distro… a flerie er c’horn all, hag e stlapas anezan e-barz. Ha goude Mazoïg a zigoras an nor, rak kemeret en doa alc’houeziou ar porzier, ha setu al labous er-meaz diouz e gaoued !…

Koulskoude Fistoulig, goude beza dizaounet e zaoulagad, a gave hir e amzer ; « Petra, emezan, pôtr ar bleo ema an dreuz warnan evit mad, am eus aoun. Deomp da welet pelec’h eo chommet. » Hag hen d’an traon, tiz warnan.

Kaout a reas maouez ar spanel-grampoez.

— « Penôs, a c’houlennas-hen digant ar plac’h, ha gwelet ho peus Eveldon ? »

Ar plac’h a zellas ouz he mestr, hag o welet e varo hanter-droc’het, saoun ouz e veg, ne oa-hi ket evit miret da c’hoarzin.

— « Oh ! nan, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet eveldoc’h, biskoaz em buez ! »

— « Hag houman a ra ar zod ganin-me ? Me c’houlen ha gwelet ho peus Eveldon ? »

— « Nann, aotrou, nann, morse ! »

— « Dre belec’h neuze eo diskennet Eveldon, pe kousket edoc’h, p’eo gwir n’ho peus ket gwelet liou eus ar barver ! »

— « Ah ! entent a ran breman, eme ar plac’h, c’houi a zo o klask Bouchadin. »

— « Petra, eme an aotrou, me o klask boucha d’am flac’h, hag e kredit, lichuen, va zamallout er c’hiz-ze ! Me a lavar d’eoc’h ne uzoc’h ken kals a vouteier em maner diwar gement-man. »

Hag hen er-meaz da glask penn eus Eveldon.

Digouezet er porz, ar Fistoulig a glevas eur vouez o krial : « Forz va buhez ! » hag ar vouez a zeblante dont diouz al… lec’h-distro ; ha setu an aotrou da welet, hag o kaout e borzier hanter-veuzet el lorgnez.

— « Flerius ! piou en deus da daolet aze ebarz ? »

Mevaünan, eme egile.

— « Te da-unan ? Mâ ! chomm aze, a respontas ar mestr, mar kavez brao neui ebarz.

Neuze Fistoulig, o welet an nor-dal digor-kaer, a intentas edo nijet kuit ar barver. Hep chom da varc’hata, ez eas d’e varchosi hag e lammas war gein e varc’h du-diaoul, hag en hent da redek war-lerc’h Mazoïg.

Mazoïg ivez a rede eus e wella, pa glevas trouz gant marc’h an aotrou o tostât. Digouezet edo dirak eun ti nevez hanter-echu, ha Mazoïg e-barz ! Diwiska ’reas e chupen, latouza ’reas e veg hag e zaouarn gant pri ha raz, hag hen da bignat gant ar skeul war an dôen, rak an dôerien, boulc’het mat o labour ganto, oa eat d’an ampoent da glask mern.

Hep dale ’tigouezas an aotrou, skuiz ha dielc’het o veza daoulammet eur pennadig.

— « Hep ! tôer, emezan, n’ho peus ket gwelet eul laer o tremen ? »

— « Eo avat ; mes pell e tle beza, rak tiz oa warnan. »

— « Ah ! setu aze eul labous hag e karfen krenna e ziouaskel d’ezan, mes re skuiz oun ; mar karit mont war e lerc’h, del dek skoed ha va marc’h. Digasit d’in va den, hag ho peus gwerz-butun da gaout. »

— « Ya, mont a-walc’h a rafen, eme Vazoïg, en eur ziskenn ; met me am eus great marc’had da zistoï an ti-man ; neuze pignit war laez ha labourit, e-keit ma vin gant va zro, da zidacha ar vein-glas a daoliou morzol. »

— « Hag e rin ! eme Fistoulig en eur bignat war an dôen, epad ma lamme Mazoïg a-c’haoliad war ar marc’h du, paket gantan dek skoed all… »

Koulskoude e-pad ma rede Mazoïg war-zu ar gear, peadra d’ezan breman da baea e C'houel-Mikêl, an aotrou a skoe e-tailh hag a vreve didruez ar vein-glas, pa zigouezas an dôerien, debret o mern ganto.

« Pop ! eme ar re-man ; petra ’reomp aze ? Alo ! en traon ha buhan ! Pe fur pe zod ez oc’h ? »

— « Me zo gant va labour » eme ar Fistoulig en eur chouka ken didruez ha diagent.

Neuze an dôerien a glaskas pignat war an ti, met bleo ! egile a stlapas mein sklent a-vernadou warno ken e kinnige o dalla.

Dres ! archerien ar Pont, o pourmen dre ar vro, a zigouezas war al lec’h, hag, o welet ar blevek Fistoulig, troc’het eun hanter hepken eus e varo, oc’h ober kement a jolori, e kemerjont prim anezan evit eur penn goullo ha divouedet. Dont a rejont a-benn da deuler o c’hrabanou warnan, goude beza paket ivez o lod mein-glas…

Hogen, evel ne oant ket evit entent rezon-vat ebet gantan, e kasjont anezan da di an Diskianted da Gemper, e-lec’h ma teuas a-benn da dremen eun toulladig bloaveziou en disheol, da c’hortoz ken na deuas e varo keit ha keit war an daou du eus e veg !…

Lezet da zistrei d’e vaner, e furaas en eur vervel !

Paour kêz Fistoulig, aotrou blevek, setu te bet klenket brao er gaoued, o klask krenna e ziouaskel d’eul labous e-giz Mazoïg, barver Kleden e bro Kaperien Beg ar Raz !!!



————


EUR C’HAPER DROCH


————


Ne fell ket d’in, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nan, nan ! pell ac’hano ! Kredi a ran koulskoude ez eus dre eno eun amziod, eun hanter-fur bennak, evel el lec’hiou all. Ar C’haper, a zisplegin d’eoc’h e zoare, ne oa nag eus Kleden nag eus Plogô ; eus an Enez Sizun e oa ginidik.

Gwennole Mellfaout (hennez eo e hano), a ranke beza ganet da zadorn goude koan divezat, rak gwall-skanvik oa e dammig penn dindan e goz tok. Gwelet a reoc’h an dra-ze hoc’h-unan, pa glevoc’h an troiou divalo a c’hoarvezas gantan, eur bloavez bennak a zo, en eur ober e dro e Kemper da zeiz Foar vras Hanter-Ebrel, daoust d’e wreg, Mari Gaïd.

Gwennole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour zall, bili gwenn ha bezin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porz Douarnenez, e oa souezet hag e chome sebezet, kouls lavaret, bep kammed ma ree.

— « Setu aman eun ti hag a zo uhel avat ! emezan. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-meaz da zevel tïez ken bras-se ? »

A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.

E-kreiz eul lanneg e welas eur vilin-avel, gant he bannou hag he ibilhou goloet a lien. Ar vilin n’ez ee ket en-dro d’an ampoent, hag he bannou a jomme e kroaz.

— « Biskoaz kemend-all ! eme Gwennole, petra eo an istrogel-ze ?… Ah ! e pelec’h e oa va zammig spered ganin ? Sonj am eus breman, war an douar-bras e kaver kalz a groaziou; sur a-walc’h hounnez a zo unan anezo… Me ho salud, Kroaz va Zalver !… »

Hag ar C'haper o vont war benn e zaoulin da ober eur pennadig peden, rak eun den a feiz beo a oa, daoust d’ezan beza hir e ziouskouarn !…

War-dro ar c’hreiz-de, Gwennole a zigouezas e Kemper. Kristenien, nag hen a zigoras du-ze frank e c’henou e kear sant Korantin ! Da genta tra, e reas an dro da blasen al loened-korn.

— « Nag a zaoud ! emezan, souezet a-grenn ; nag a zaoud, pôtred paour ! Saoud-loueou, saoud-leaz ! Ah ! pa zonjan, ni, du-man en Enez Sizun, n’eus nemet diou vioc’h ganeomp : unan d’an aotrou person, hag eben d’an Aotrou Mear. Gwir eo ivez, du-man n'eo nag hir na druz ar peuri ganeomp. »

Hag hen pelloc’h da gaout ar c’holeou bras hag an ejenned lard-toaz. — « Aotrou Doue, eme hor C'haper, biskoaz em buez ne welis loened par d’ar re-ze ! End-eün, tud a rank beza o veva war an douar-bras koulskoude, p’eo gwir an holl loened-ze a zo da veza gwerzet, lazet ha debret beteg an hini diveza. O ! Ya, nag ar bed a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouspenn kant gwech marteze ! »

Hag ar C'haper o vont ac’hano da ober eur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezet-maro, sabatuet-net, sebezet-holl, mantret-krenn, e chommas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne jommas ket re bell koulskoude, rak ne grede na troï na distroï e tu ebet, na finval na flach an distera ; a boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.

Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzien-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nan ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leurgear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut ?

— « Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buhan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv-heur heol eo, a gredan… Koulskoude me garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… »

« Sell ! Aze bara o werza. Naoun-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man ! » Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…

En eur vont penn da benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur. « Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin ; mes perag an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôen ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atô ebarz da lavaret va fater. »

Echu e beden gantan, Gwennole a deuas war blasen an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria. E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.

— « Petra werzit aze ? » emezan d’ar marc’hadour.

Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buhan hag hep c’hoarzin :

« Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg. »

— « Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ? »

— « Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; mes unan a zaou, netra suroc’h na skleroc’h. »

Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a jommas eur frapadig da zonjal.

— « Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? » emezan.

— « Nan, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm. Breman ar re vrasa zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mad ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h ! »

— « Eur pez skoed n’eo ken ? eme Gwennole ; peadra zo ganin neuze c’hoaz. Va yalc’h n’eo ket eus ar reuta, koulskoude trizek real, daou wenneg ha tri liard a zo enni. »

Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha yao etrezek Douarnenez da glask e vag da zistroï d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezan, me gav d’in, laouen o veza bet amziod, furzod a-walc’h da brena eur skoed eur c’hoz sitrouilhezen.

Gwennole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a zonje ennan e-unan : « Va gwreg a zifenne ouzin dont da foar Hanter-Ebrel, an arzodez zo anezi. Met pa welo ar vi kazeg !… A ! pa zonjan c’hoaz, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me a vo prijet gant an dud du-man, ha piou oar ? evidon-me ne lavaran ket nan, marteze a-benn an taol kenta, e vezin hanvet da vear e-lec’h « Tonton François » hag a zo deut da veza bouzar eun tammig mat zoken… Evit gwir, me n’oun ket eun diod, eun azen, egiz m’o deus c’hoant hiniennou da gredi, da lavaret zoken, ha va gwreg da genta. »

Ha Gwennole a yee gant e hent, soun ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez, dre ma sonje e vije hep dale re bell, mear en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket mear ? Gwir eo ne ouie na skriva na lenn nemet war eun tamm bara hag eur grampoezen ; met a-hend-all, daoust ha n’eo ket hen en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vije bet eno a-viskoaz ?… Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupen, pa zonje e oa ar marc’h bihan aze e-barz ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouz e zorn.

Koulskoude, evel

« Gant amzer ha dre bilpaza
E reer an hent ar pella, »

Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a dostea ivez, eus e du.

Ha setu hor C’haper da droï eun tammig er-meaz an hent, evit… dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur voden-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.

— « Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad ! »

Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezen he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.

Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar voden-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buhan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buhana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg (hag en enoriou ; siouaz ! kollet), her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met re lor e oa e zivesker e-skoaz re al loen besk diouskouarn-hir…

Hag e glemmou a yee en-dro pounneroc’h ha war wasaat. — « Setu aze, emezan en eur zifronka etre daou bennad lenva, setu aze ar pez am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag hen c’hoaz o paouez dont er-meaz eus ar vi ! Pebez loen en dije great hennez ! Ah ! Salver benniget !… Daoust d’ar pez a c’hellfe va gwreg randouna d’in, evit ar bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, eur vi kazeg a brenin c’hoaz, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak skler eo d’am daoulagad, mar gellan kaout eur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me vo lakeat da vear e-lec’h « Tonton François ».

Ha war gement-se, Gwennole Mellfaout, trist e benn, mezek ha kouezet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.

Antronoz, pa zigouezas er gear, en Enez Sizun, pa zisplegas e droiou da Vari Gaïd, ar furzod a glevas pedennou ha sarmoniou digant e « Hini Goz », rak houman, red eo kredi, n’he doa ket fizians er viou kezeg !…

Ah ! Paour kez Gwennole Mellfaout !! Kaper droch, droch ken a ree flao !!!



————


Eur gontaden
eus bro ar C’haperien
————


Gwech-all-goz (abaoue zo ken pell amzer ma n’eus ket mui war an tamm douar-man kalz a dud o kaout envor a gement-se), gwechall eta, ar parreziou tro war dro da Veg ar Raz a oa eur vro dispar, ha ne ket eur vro dizolo, hep brouskoajou, hep disheoliennou, hep laboused evel hirio, ne ket eur vro glac’haret hag henvel awalc’h, dindan he oabl peurvuia du ha leun a vogidel, ouz Intanvez an Enez Sizun dindan he mantel a ganvou. Nan, Beg ar Raz d’an ampoent, (ma ranker da vihana teuler kred war lavarou ar C’haperien, troët eun tammig da fougeal, an darn vrasa anezo), Beg ar Raz a oa eur vroïg koant eus ar c’hoanta, rouanez ar broiou, na petra ’ta ? Koajou bras, prajou glas, steriou a-leiz, hag ar mor dôn oc’h ober evel eur gouriz ledan ha flour tro-war-dro d’he reier dispennet. Ha da neuze, ar mor, morse e kounnar, ne rea dalc’hmat, hep fulor, nemet lipat gant e deod flour bezin druz an aochou. Ar steriou hag ar c’haniou-dour a gane, a hiboude en eur vont gant o hent a dreuz ar foenneier, en eur gildroï dre ar meaziou. Ar c’hoajou a-dreist-holl a oa dispar, eun dudi o gwelet, kement a laboused a richane, a c’houitelle, en em gare enno.

Muioc’h c’hoaz ! loened a bep seurt, a bep liou hag a bep ment, a oa o chomm dre ar vro, loened gouez kouls ha loened donv. Red eo ive lavaret penôs, da neuze, e c’hoarie ar bleiz gant an oan, hep ne vije an distera dispac’h etrezo, ha penôs ne oa ket c’hoaz savet buez fall da ren etre al louarn hag ar yar ; ar c’haz zoken a gave bepred digor e neiz al logoden ; en eur ger, peoc’h a oa e bro dudius Kaperien Beg ar Raz etre al loened, bras ha bihan.

Koulskoude ar peoc’h-ze ne dlee ken padout pell rak, da neuze egiz hirio, eun nebeudig a zo alïes peadra evit hada drailh e-touez ar gwella mignoned, hag evit lakat dispac’h da ziwana etrezo… Ha setu ar pez a c’hoarvezas gant loened Beg ar Raz.

Eur Mintinvez-hanv, epad ma tistage eur pennadig kousket, Roue al loened a oe dirusket d’ezan e vruched : ken leun oa ar zac’had droug a yeas en e greiz ma tihunas eus e gousk, (ha koulskoude n’en doa ket kalz a dra, a boan eun tammig debron), kement eta e kounnaras ma c’hourc’hemennas kerkent mont e-meaz ar vro, pell diwar e dro, d’an holl loened a zouge kerniou war o fenn, rak d’ar re-man eo e tamalle beza great an taol, an torfed. Hag ar re-man a zentas… Ha petra o dije great kentoc’h pa ne oant ket evit herzel ouz ar Mestr ! Daoust ha n’eo ket furoc’h d’ar re dinerz ha dister plega d’ar re galloudus ha krenv, ha pa ne ve ken gant aoun da veza nasket berroc’h ha gwaskaet gwasoc’h ???…

Neuze ’ta ar paour kez loened-korn a reas o zonj, anken leun o c’halon, da lavaret kenavo da vro ar C’haperien, hag int ken buhan d’en em zifreta ac’hano, an dour en o daoulagad, rak gouzout a ret :


« Ouz klenved ar red
N’eus ket a remed ! »


O welet al loened-korn o vont kuit diouz ar vro, ar C’had-Vras (Rouanez ar Gedon) a zavas aoun ganti ; ha gourc’hemen a reas d’he sujidi heuilha anezi. — « Petra, eme unan bennak, mont e-meaz ar Vro ? Ni n’hon deus ket a gerniou war hon tal. » — « A ! diskiant, eme ar Rouanez, hag hon diskouarn hir, keit ha bizïed eur forc’h houarn ? Ar roue, dallet gant e vuhanegez, a gemerfe anezo evit kerniou, hag a rafe hor stal d’eomp. Mes n’her graio ket, rag emaomp o vont kuit ive d’hon tro. Kenavo, bro ar C’haperien ! » Ha hi prim en hent, ha pobl er gedon war he lerc’h. Ne oa ket kalz a vec’h warno, nemet aoun o doa rak roue al loened-gouez, rak sur e oant, a-hend-all, da gaout leun o c’hof kaol hag irvin, geot ha melchon, da zibri, n’eus forz pelec’h ez afent.

Koulskoude broutac’hus, pounner ha lor e oa an amzer, hag an heol tomm-bero ; eur fulac’hen denval a zave diwar an hent a-us da bobl ar Gedon. Dizec’het o beg hag o gourlanchen, kement a boultren o doa lounket, ar gedon a reas o sonj da gemeret eun tammig diskuiz pa zigoueschont dirag eul lenn-vras, eat da hesk koulz lavaret gant gwrez an hanv. E oant eno gourvezet, hep dizerra grik, didrous, pa glevchont eun dra hag a roas d’ezo kalon da c’hoarzin. — Gleskerien eo a groane etrezo. Gant eur vouez raouliet ha toc’hor, e klemment evelhen « Krevi rimp… Krrevi rimp… N’eus ket dour… Krrrevi rimp ! »

Ar re-ze oa dizec’het o foull-dour. Eur ranig hepken, eun tammig pelloc’h, hag a oa dour c’hoaz en e doull, a responte ge ha difoultre-kaer : « O ! Walc’h ! Ne rimp ket !… Dour zo ! Ha ! Ha ! Ho !… »

Ar gedon ne glaskent ket nemeur a dra evit c’hoarzin, ober a rejont ken ma spontas ar raned ganto ; ha kement e c’hoarzjont, ken ma faoutas o muzellou ha ma rogas o begou beteg o diouskouarn…

Hag abaoue kement gad a deu er bed-man, a c’han gant eur beg roget, diwriet, hag eur vuzel faoutet.

Hiniennou marteze a gavo goular va c’hontaden ; d’ar re-ze e lavarin : « C’houi zo boazet da danva gwelloc’h souben ; koulskoude arabad d’eoc’h heugi ; mar ne gavit ket dioc’h ho c’hoant ar gontaden-man, — unan eus ar c’hontadennou a ziwan e bro Beg ar Raz — ha ma tisplij d’eoc’h zoken, ne lavarit ket ho sonj re uhel rak droug e lakafec’h da vont e barz ar C’haperien ! »


————


DAOU SKOLAER
————


Yaouankik e oan c’hoaz pa voen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derri va fenn gant latin ha gregach, ha da zastum ar muia ma c’helljen a zeskadurez. En em gaout a ris da veza lakeat, e pep lec’h kouls lavaret, e-kichen an daou vrasa lakepot a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’houezek pe zeitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pez ne viras ket ouzin da gousket kloz ha kalet, beteg ar mintin, hed an nozveziou kenta da vihana. Mes arôg eiz de goude, ne oan ken evit serra lagad ebet, gant ar zavar hag ar jabadao a veze bep noz, beteg unnek heur pe belloc’h, gant va daou louarn, o komz eun tammig eus a bep tra, o c’hoarzin krenv, hag o trailha avaloù ken na vije eat skuiz ha kleret o dent.

Eun nozvez, — an dra-man a oa war-dro eur miz goude ma oan deut d’ar skolaj — an daou gomperig en em zilas en o gweleou hep lavaret na grik na ger. — « Sell, sell ’ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra ! Aze ’zo eun dra bennak e gôr ; diwallomp hag e welimp ! » Ha va daoulagad serret kloz-mik, evel pa vijen kousket, e c’hortozis.

Eur pennadig goude, unan eus al lakepoted, an hini brasa, e hano Lanig, bras, mes sec’h ha treudik evel pao koad eur forc’h-houarn, a zeuas da gaout egile etal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont endro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn. — « Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me zo skuiz-maro er skolaj ; ne ket eur vuez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza pôtr-saoud, rak hennez, ar pôtr-saoud,

« Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
Ar gentel-ze avad a dalv kalz a re all ! »

E lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ? Petra zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?… » — « Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mad ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buhan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met

« Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ? »

Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur. Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buhan warnon. Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued ! Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.

Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar pôtr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.

— « Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ? »

— « Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni welo, a respontas Lanig ; ha deomp buan ganti, rak, te oar,

« Seul kent ez eer en hent, seul kent e tigouezer. »

Brao e oa an noz, prest an deiz da c'houlaoui ; a-boan ma lugerne c’hoaz ar stered en oabl, pa zigouezas an daou skolaer gant kenta tïez Konforz. A vare da vare eur c’hilhog bennak a gane diwar e c’hlud da zaludi an devez-sul a oa o c’henel ; hag a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h. Deut e oa poent evit paotred Konforz da zilammat er-meaz diouz o gweleou da strilha o c’hoen.

Skuizet gant eun hevelep pennad bale, great re vintin, ar paotr Laou, eur paotr kof bras, penn teo, ledan eus an a-drenv, a lavaras chomm eun tammig a-zav evit tenna an halan ; ha setu hon daou bôtr azezet dioc’htu war eur penn-moger, evit d’ar glazen beza glebiet-oll gant ar gliz-noz. Laouig a lavare uhel a-walc’h, en eur stoka e viz ouz e gof : « Heman n’eo ket gwall-laouen ; trouzal a ra zoken a-wechou, evel pa zeufe d’ezan c’hoant kaout eun dra bennak, ha ni n’hon deus nemet daou wenneg evit holl danvez ! »

Lanig, evit d’ezan digeri, da zic’henaoui, eur beg ker frank ha… toull-ifern eur forn, a zonje, stouet e benn. Met d’ar geriou-ze e savas en eur c’hoarzin : « Nan, n’hon deus nemet daou wenneg etrezomp hon daou, n’eus forz ! Met pôtred fin omp… ha ma ne ebatomp ket o vont d’ar gear, da vihana n’eo ket friko a vanko da vab va zad ha d’e vignon. Deomp, Laouig, deomp adarre ! »

E-pad ar c’houlz-ze, e veze gwelet ar sklerijen en eun ti bennak, ha klevet trouz an noriou o tigeri, rak an deiz a zirede d’an daoulamm diouz korn ar Zav-Heol…

« Du-hont, war gern ar menez,
Setu c'houi o skedi, heol laouen :
Heol glan, deiz al levenez,
Diskenn e strad tenval an draonienn !… »

Dirag ar C'halvar, hon daou skolaer en em gav gant eur c’hoz denig, lemm e lagad, didok, a-boan gwisket c'hoaz, diredet eno, dioc’htu m’eo savet, da zellet diouz pe gorn e c’houez an avel. En eun taol-lagad, Laouig, (atô mignon bras e gof), hen anavez : « Sell, ar marc’hadour gwestel ! » ; ha Lanig a gerz etrezeg ennan : « Abred emaoc’h war zao, tonton Herri. Ac’hanta ! devez brao hor bezo da vont hirio betek Kemper ? Warc’hoaz, mar plij d’an heol c’hoarzin, Laouig aman ha me, ni a c’hoarzo ivez hon daou, hag a fringo da eured va c’hoar ! »

— « Ah ! ya, da Gemper, eured ho c’hoar ? eme tonton Herri, a zo brao avat ; mes naoun ho pezo a-raok digouezout ha ma karfec’h dont d’am zi da welet va gwestel… rak Kemper a zo pell, ha mat a rit mont abred en hent. »

— « Deomp d’ar gwestel ! » a respont Laouig.

— « Ho kwestel, eme Laouig, kement-man a zigas da zonj d’in eus ar pez a dlean d’eoc’h. »

— « Petra ’ta, paotr yaouank ? »

— « Eur gwenneg, abaoue ar wech diweza m’eo bet skolaerien ar Pont o perc’hirina e chapel Itron Varia Gonforz… »

— « N’em eus seurt sonj ebet, eme tonton Herri, mes pa lavaret, e kredan… »

« Neb a bae e zle
A zastum leve ! »

Hor pôtred a bren eur gwennegad madigou ha Lannig a ro e zaou wenneg :

— « N’omp ket pinvidik-mor, emezan, ha ne vo ket tenn d’eomp beza pinvidikoc’h en eur zont en-dro… »

Penôs da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestel e termen da dud onest evel-se ? — Ne ket gwestel hepken, mes bara gwiniz, eun dorz pemp lur, a brestas d’ezo ouspenn.

Epad ma tebrent, an tamm a gouezas diouz tre o dent : gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distroï war o c’hiz. Hep muioc’h a dreuz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buhan ha buhan o kemeret hent Poullan.

An oferen-vintin a echue er vourc’haden-man pa zigouezjont. War ar blasen, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :

« Pesked fresk ! brilli ! emaint o vont !… emaint o vont!… »

— « A ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? » eme Lanig.

— « Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousen, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli ! »

— « Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostât. Renkit an diou zousen-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mad ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person. »

Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziouall da c’hoarzin.

Goude e oferen, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein ; an hini goz a jom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war kador-govez an aotrou person :

— « Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kovez : eur zac’hadig a dle kaout en dro-man !

Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buhana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :

« En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp. »

— « War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ? »

— « Ya, war ho taoulin… Gwir awalc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus… »

— « Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze ’mije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ? »

Koulskoude plega ’reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’h-tu :

— « Ha breman ?… »

— « Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »

— « Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ru glaou gant he imour ; awalc’h a vennoziou evit an taol-man, paeët d’in va fesked da genta araog ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me… »

— « Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?… »

— « Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat… »

An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, mes ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesion evit-se.

E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue dija e Douarnenez. Lanig dioc’h tu en eun ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en eur gambr war laez.

Ar brilli a voe fritet druz-druz ken ma rede an aman warno, evel ma tiver an eol poulladet er boestou sardined. Ar c’hosa gwin eus an hostaliri a voe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultren, a voe divontet. Red e oa echui koulskoude araok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war laez.

— « Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo. »

— « Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hirio. »

Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma ’z oa red d’ar plac’h laret, evit digas ar peoc’h, tenna d’ar blouzennig verra.

— « Oh ! nann, eme al louarn fin a yoa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da genta a vo d'ezan an henor da furchal e yalc’h. »

Setu great ar pez a oa lavaret. Ar paour kez plac’h ! Troï ha distroï a ra dre ar gambr, e-pad ma tisken war bouezig Lanig hag e bôtr Laouig, laoueneat o daou gant eur c’hofad brilli fresk. Troï ha distroï a rea c'hoaz pa erruas ar mestr er gear, hag hi lamma warnan : « C'houi a baeo ! » emezi.

Gwir e lavare : ar mestr a rankas paea ! Evelato, ar plac’h penn-skanv-ze a brenas, en taol-man, skiant ha furnez diwar he c’houst ; rak kaset e voe kuit diouz eun ti e leac’h ma ’z edo en he eaz.

Araog an noz, hon daou lakepot a skolaerien a zigouezas er gear e Kemper ; e-leac’h frikou, e voe roet d’ezo korden war o ler. Antronoz da greisteiz, Lanig ha Laouig a oe distroet d’ar skolaj ; ha goude beza, en devez-ze, koaniet gant bara sec’h ha kalz… mez, va zaou gamalad a zistroaz d’o gwele, na oa ket bet tommet en nozvez tremenet.

Direbech kaer int deuet da veza o-daou da c’houde, ha d’an 31 a viz mae, d’ar bloaz war-lerc’h, pa ’z eas skolaerien ar Pont da berc’hirina da di an ItronVaria, Laouig ha Lanig, deuet da onest evit mad, a baeas o dle da donton Herri, marc’hadour gwestel e Konforz !



————


Filhor Pôlig a Gerzatan
————


Bloaz a vije a-benn dilost miz Genver abaoue ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek de e vije bloaz abaoe ma oant deut da jomm en eun pen-ti, sko e kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotrou an Didruez. Madik awalc’h ez ea an traou en dro gant an daou yaouank, abaoue o eured, Per o tevezia tost ken alïes ha bemdez, er c’heariou a ziwardro ; ha Soaz, diouz he zu, oc’h ober war-dro an tiegez, hag a-hend-all o c’hounit eur gwennegig bennak ; rak eun tammig edo kemenerez, ha, pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.

Siouaz ! da zerc’hent an Nedelek, ar gurun a strakas azioc’h o fennou. Pengwennig, ar vioc’h hag o doa gellet prena gant o espern, dre galz a boan avat, Pengwennig a zigouezas d’ezi mont dre laer da beuri e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni… Tristidigez ! Petra d’ober er pen-ti breman epad ar goanv kalet, hep berad leaz, na begad amann ? Dioueret, a dra sur ! Mes, mar deo eas lavaret ar ger, gouzanv an dra a zo tennoc’h. Hag ouspen ze, nec’h o doa a-hend-all, rak hep dale, eus an eil devez d’egile, e-lec’h daou e vijent tri o chomm er pen-ti…

Eun devez eta war ar genta sizun a viz genver, Per ar Paour, o tevezia gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant heman da drec’hi mouded du-hont e lanneg Poularbrini. An denvalijen en em led abred d’ar c’houlz-bloaz-ze ; hag an devezour a oa war-nes diskregi diouz e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas o tont etrezeg ennan eun aotrou. Ya, mar plij, eun aotrou ! Kenta m’her gwelas, e kavas warnan stumm an Didruez ; hag eur sonj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal d’ezan. Eun tol mar dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, egiz m’en doa diskaret heman Pengwennig en devez-all. Met nan, n’eo ket aotrou Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezan eur c’hof bras doun ha teo, war eun divesker berr, egiz eun irvinen war he gwriziou moan ha bresk, ha du liou e zrem egiz reor eur billig-krampouez ; e lec’h an diaveziad-man a zo ruz e vleo, eur fri moan ha hir e-kreiz eun dremm eskernek, ha baro ruz-tan dindan e chink. C’houez an dev a deu dioutan, a lavarfed.

— « Ac’hanta ! devezour, emaout o vont d’ar gear gant skuizder da zevez ? »

— « Ya ! eme Ber ar Paour, e var war e skoaz ; mont a ran da welet penôs eman va gwreg ganti du-hont. »

— « Ah ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ? »

— « N’em eus ket evit c’hoaz. »

— « Nemet e c’hellfes kaout marteze ? »

— « Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit. »

— « Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c’houez ar suilh ouz e heul ; m’am bije bet amzer da jomm dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra ’lavarez ? »

— « Me ? O ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg… »

— « Da wreg ?… Da wreg a zo er gear, mad du-ze. Klev ’ta, mar karez, neuze e vezin ar paeron, hag, a-benn eun dek pe zaouzek vloaz ac’han, pa vo deut eur c’hrennard anezan, e kasin va filhor ganin d’am maner. Great eo ar marc’had ? »

— « Ar marc’had a vefe great, rak mat a-walc’h eo marteze ; mes va gwreg ? »

— « Eur stal gaer ; da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo. »

— « N’eo ket me, nan, gwir ; mes ar wreg eo hanter ar gwaz. »

— « Gaou !… Marc’had great, ya pe nan ?… Ma ’z aimp du-hont betek hostaliri Kabouig da gemeret eun dra bennak ; rak an tan a zo em gourlanchen hirio. Ya pe nan ?… »

— « Lakeomp ya, neuze. »

Hag ez eont o-daou da eva.

En eur zont er-meaz, arôk lavaret kenavo an eil d’egile, an aotrou ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e voutez, hag a zic’holoas kerkent eur yalc’had aour. — « Dêl ! devezour, setu aman evit va filhor da zont. Dalc’h sonj ! A-benn eun dek pe zaouzek vloaz e tistroïn d’e gerc’hat. Ac’han di, mar en em gavez en diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotrou galloudek Pôlig a Gerzatan… »

Souezet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gear. Kerkent e klevas eur c’hoarz trenk, skiltr, roc’hellek, hag eun tenn o strakal pounner d’an hekleviou. Distroï a reas e benn : roud na merk ebet mui eus an aotrou ruz ! Tra, tra, nemet c’houez an dev o flêria muioc’h-mui. Ha Per prim ac’hano d’ar gear, hep chomm da varc’hata, troët e zouez en aoun !… Pôlig a Gerzatan, sonjit ’ta, tudou ! Sonjit ’ta !…

En eur zigouezout er gear, Per ar Paour a gavas, ouz e c’hortoz, eur mabig bihan nevez ganet. Met, siouaz ! diwar an taol-ze, e wreg Soaz a jommas pell da stleja war he gwele ; ne deuas ket ar yec’hed d’ezi, ha bloaz bennak goude Per a oa intanv ; hag alies e rankas furchal ebarz yalc’h Paolig a Gerzatan evit sevel ar paour kez minor Erwanig. Rak Erwanig eo e oa bet hanvet ar pôtrig, hep derc’hel an distera kont eus hano Pôlig an Daonet, en doa c’hoant da gaout anezan da filhor.

Koulskoude Per a jomme pouez ar yalc’had aour da vec’hia e goustianz ; ha ne ket hep keuz e wele ar bloaveziou o vont beb eil da goueza e dounder puns distradet an Amzer dremenet ; ha koulskoude Erwanig, dre ma kreske en oad, a greske ivez e furnez : gouzout a rae e gatekiz eus ar penn d’al lost, ha desket bras en doa lenn ha skriva a-benn e zek vloaz. — Koulskoude keuz ha glac’har an tad, hag emichanz ivez pedennou ar vamm eus lein an Nenvou, a denereas kalon sant Erwan ; ha setu eun nozvez, ar zant mat da zihuni Per ar Paour diwar greiz e bennad kousked : « Dihun, Per, ha bez dizaon : me eo Erwan Heloury,

Bet gwechall breutaër,
Met hep beza laër.

ar pez a zouezas pobl Treger ! Red eo d’in diwall va filhor Erwanig, p’eo gwir e teus roet va hano d’az mab. Bez dizaoun, me lavar ! Awalc’h e vo d’it roï da Erwanig ar vaz-man, eur vaz korz kleuz ; karg ar vaz a zour benniget ; lavar d’am filhor derc’hel tost dalc’hmad d’e vaz, ha pa deuio an diaoul d’e glask, skuilha dour benniget war al lostek-ze, ha ni a welo pehini eo ar gwella paeron, pe me, pe Pôlig a Gerzatan !

Per, diskredik eun tammig, a zonjas : « Dâl ! nemet eun hunvre n’em eus great ken adarre ! » — Met antronoz vintin, pa baras ar sklerijen, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vaz korz a oa harpet ouz ar gwele. Ha Per da drugarekaat ar Zant, ha da gentelia Erwanig.

D’an abardaez-ze zoken, Erwanig gant e vaz korz a oa o tont diouz ar c’hatekiz. Digouezet e kichen Maner ar C’hagn, e klevas eur c’hoarz a drenv e gein, ha pa droas dispont e benn, eun diaoul, stummet divalo awalc’h evit-se, a lavaras d’ezan : « Me zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron. »

— « Me eo mab Per ar Paour ; va faeron zo er baradoz. »

— « He ! Eh ! He ! Bet eo er baradoz a dra zur, mes n’eman mui, rak me zo deut kuit ivez war e lerc’h, eur pennad brao a zo ; ha breman emomp du-hont e Maner Kerzatan. Deus buhan ’ta da gaout da baeron. »

Hag al lostek daonet a fellas d’ezan kregi e brec’h ar pôtr. Met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnan eur berad dour benniget eus e vaz. « Kerz, emezan, da lavaret d’am paeron e tle beza bras awalc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor ! »

Kristenien ! Mevel Pôlig a zifretas kuit ac’hano daved e vestr ! Hag heman, pa zigouezas e vevel d’en em glemm hep beza great e gefridi, a sankas doun d’ezan e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Dioustu daouzek lostek all a voe karget a-nevez eus ar gefridi, hag an Diaoul Kamm a voe lakeat d’o bleina.

O welet eun bevelep strollad o tigouezout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten : « Ah ! paour kez kammig, berr e c’har, ne dalveze ket d’it ar boan dont beteg aman. Great eo va zonj ganin da vont. » Hag hen en hent ganto.

E Kerzatan e oa eur gambr evit Erwanig pa zigouezas. — « Penôs ? eme pôtr ar vaz korz, daoust ha n’eo ket kiounid a welan-me aze e korn ar mogeriou ? Petra ! Kempennomp buhan ar gambr-ze, lorgnez ; ha buan ’ta ! » Eur vrizaden dour benniget d’o sikour ! Fentus e oa o gwelet o welc’hi, o skoti, o tivergla, o spurat, o tigiounida ; int a lamme a-wechou beteg ar zoliou, ken ma jomme o bleo rostet stag ouz an treustou !…

Pa ehanas an abaden, an Diaoul Kamm, hen, na ehanas ket da vleujal evit-se, astennet penn da benn gant e gorf war al leurzi. Red e voe d’ar re all sevel anezan en e zav, ha neuze e voe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paour kêz diaoul ! — Hag en eur glevet kement a jolori, Pôlig a Gerzatan a ziredas d’ar gambr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, eun toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seiz mil maliz a yeas doun en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; mes ar pôtr a grog buhan er vaz korz, hag eur vrizaden dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag hen a lamme ! Nag hen a yude kounnaret ken ma zistone forn an ifern dindan e c’harmou roc’hellek ! Ar ferc’hier houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toulgova egile ! Tud keiz !…

Hag evel-se Erwanig a voe lezet da zistroï d'ar gear ! — Nemet antronoz vintin e savas keuz da Bôlig. — « Penôs ? penôs ? emezan, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant eur mec’hieg evelse ? Hag eur filhor d’in ouspenn-ze ? O ! O ! nan, ne vezin ket emichanz, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel ! » Hag e tibabas eun toullad eus ar gwella, ar gwasa, ar c’hrisa, ar spontusa e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn ruz da glask penn ouz pôtr ar vaz korz.

Piou a oa en o fenn, a gav d’eoc’h ?… An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantan, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha blonset epad abadenn ar gampr. Ya, lavaret a ree, hen, e teuje a-benn eus e gefridi d’an eil gwech pe e kollfe e hano, hag e karfe dont da veza kamm eus an daou du.

Erwanig, hen, d’ar c’houlz-ze, o welet an noz o vont bremaïk da goueza war e c’horre, a reas e zonj da vont da glask goudor en eun tu bennak. Ar genta dor a gavas e oa dor eul lochennig, savet e gwasked eun dorgen, war beven eur c’hoad, egiz eun neiz gwenneli savet e gwasked eur post dindan eun dôen. D’ar c’henta taol a skoas e teujod da zigori d’ezan, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da zikour ar paour. Eun intanvez, yaouank c’hoaz, eo a veve el lochen gant eur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoanta. Eur skudellad zouben an avalou douar a oe fardet d’ar beajour yaouank ; ha goude koan hag e bedennou, o veza ne oa nemet eur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war eun duilh plouz.

E oa zoken e-kreiz an noz oc’h hunvreal d’e vaz korz ha d’e zant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’houez ar pilhou suilhet hag an tont devet a gleve ivez, ha neuze o tansal e wele eun toullad goulaouiou, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma c’hellaz enaoui al lutigen rousin, neuze e welas piou a rea ar reuz. — « Ah ! gagnou, emezan, en eur zevel ; c’houi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta ! »

Bzit !… Bzit !… An dour benniget er-meaz eus ar vaz korz.

— « Awalc’h ! Awalc’h ! Ah ! Yaou ! » a vleujas an diaoulien.

— « Awalc’h ? eme Erwanig ; ya, mes hepken ma teuit a-benn, arôk ar goulou-deiz, da zevel endro d’al lochen-man eur maner eus ar c’haera ! »

— « Awalc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet ! »

Emichanz sikour a deuas d’ezo diouz Kerzatan : mansonerien, kilvizien, eskennourien, marichaled oa anezo. Beteg ar mintin ne gleved nemet mein o trailha, morzoliou o skei didruez, eskennou o skrignat o dent, annezou o tiston, ha me oar, me !… Ar pez a ouzoun eo, pa strinkas an heol-mintin e vannou kenta dre an oabl, endro d’al lochen, e oa war zav eur maner dispar, mogeriou uhel, gant dorojou bras, endro d’ezan. En eur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze beza lezet da vont ac’hano. — « Tostaït aman, gagnou ! » eme Erwanig hag e skuilhas warno eur vrizadenn diveza ! Eur jolori spountus a zavas etrezo, kerniel an eil o toulla egile. Gwasoc’h c’hoaz ! An hini kamm, brevet e c’har vat d’ezan etre daou pe dri damm, a oa red d’ezan beza kaset d’ar gear war eur c’hravaz daoubennek.

En eur ober an nozvez-ze, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koseat ha deut da zen yaouank ; merc’h an intanvez ivez a oa anezi eur grouadurez gaer, eur boked a yaouankiz. — Eur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e voe eureujet pôtr ar vaz korz gant e zousig koant. Lod a lavar zoken ez eo sant Erwan Heloury a ziskennas diouz lein an Nenvou, da skoulma an diou galonig yaouank. Ar pez a zo gwir da vihana eo penôs, en o maner, nag Erwanig nag e bried na ankounac’heas morse e oant bet paour gwechall. Hag o daou ez ejont war eün-tenn d’ar Baradoz, pa varvjont, dre zikour sant Erwan, petra bennak ma oa bet Erwanig ar Paour.

Filhor da Bôlig a Gerzatan.



————


BLAZ AR JISTR !…


————


— « Neuze ’ta, Herve Stroalleg, e c’hellan fiziout warnoc’h ? »

— « Ya, ya, aotrou ; ken gwir ha ma ’z eo c’houi ar mear ganeomp du man e parrez Poulbrug, e kasin d’eoc’h eur varrikennad jistr ; mes, klevit mad, hein ! jistr eus ar gwella, n’eo ket jistr avalou pin na karotez gwenn. Ne vezo ket eur fall d’eoc’h doura genou ha korzailhen gant hennez. Bezit fizians ennon, aotrou mer, rak, evit ar wech, ni zo bet daou vignon bras ha mignoned eveldomp-ni ne glaskont morse en em douza etrezo. — Ha koulskoude, sellit, gwelloc’h e vefe ganin ma c’hellfec’h kaout eur pennadig amzer evit dont, hoc’h-unan, da danva ar jistr du-man. »

— « Tra, tra, Herve Stroalleg, n’hellan ket mont ; n’em eus ket amzer. Mes fizia ’ran warnoc’h, mignon koz ; dibabit d’in ho kwella jistr, ha breman kenavo ar c’henta gwelet. »

— « Mâ ! Kenavo, aotrou mear, kenavo eur wech all ! » Ha goude eur stard-daouarn, an aotrou a zistroas d’e labour ; ar c’houer a bignas en e wetur, a zistagas eur c’hwitelladen hir, ha Bailh, ar marc’h dall, hep gortoz an taoliou skourjez da larda e gostennou d’ezan, a gemeras penn an hent a gas diouz Douarnenez da Barrez Poulbrug.

Hag en eur ober hent, e-pad ma vleine Bailh, e varc’h dall, Herve Stroallek a zonje : « Deomp d’ar gear da genta-penn, evit distrei goude-ze da Germoal, rak gwelloc’h merouri eo Kermoal eget Kerdrizek, da vihana evit kaout jistr, rak evit ar pastur hag an ed ne lavaran ket, feiz, nan ! — Huo ! Huo ! ’ta ! Bailh, petra ’zonjez, paour kez dall, ha ne weles ket emaout o vont da doulbenna e-barz ar foz ? Ac’hanta ! Bailh droch, deomp gwelloc’hik ganti. Arabad kousket a-hed an hent bras, p’ eo gwir, gouzout a rez, e rank da vestr mont en abardaez-man betek Kermoal evit tanva ha dibab eur varrikennad jistr, jistr eus ar gwella, evit an aotrou mear ! Sou ! Bailh dall ! Sou ’ta ! »

Pa zigouezas Herve Stroalleg e Kermoal, e oa tostoc’h da bemp eget da beder heur. Mam ar merour du-ze, Katellig Fri-butun, a oa da vad oc’h ober tan dindan eur podhouarnad patatez plusk hag all ; hag ebarz kougn al ludu, dindan an anduilhenned, ar eontr koz, bouzar hag hanter-zall, relegou amzer ar Chouanted, a jache war e gorn-butun berr ar muia ma c’helle, ar moged o tua e fri d’ezan.

— « Eman koan war an tan ? Hag ar jistr ? Pe vlaz a zo gantan ? » a c’houlennas Herve, en eur zont en ti. — Ar yontr ne finvas ket ; e gorn ne ehanas tamm da zislonka bouilhou-moged. Katellig, war he daoulin e-tal an oaled, ne ehanas ket ivez kennebeut da renka trojennou kaol sec’h en-dro d’he fod-houarn. — « Ah ! emezi, va mab, evit lod eus e C’houel-Mikêl, en deus lakeat a gostez evidoc’h eur varrikennad jistr bennak, evel kustum. Du-ze emaint, e-barz an ti-koz en tu all d’al leur ; daou seurt a zo eus ar jistr, c’houi ’welo. »

— « Pehini eo ar gwella ? » a c’houlennas c’hoaz Herve, en eur gemeret alc’houez an ti-koz.

— « Feiz d’am Doue ! eme an hini goz fributun, diez a-walc’h eo gouzout. Tanvaït da genta, ha grit ho tibab goude-ze ! »

— « Mad ! mad ! Hag e rin », eme Herve, en eur dreuzi al leur.

Ebarz an ti-koz, e wel diou varrikennad tennet a gostez. N’eus ket da fazia : ar re-ze eo e re. Tapout a ra krog er skudel diwar eur skabel gam, ha, war bennou e zaoulin etre an diou varriken, e tiskenn eur skudelladig eus an hini genta. N’eman ket seizdaletoc’h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diweza en doa tennet. E zorn a dremen mont-dont war e gof ; e deod a dro en e c’henou, hag a deu war e vuzellou da bourmen. Komz a ra outan e-unan : « Mat ! mat eo ! Pod an dien ! » Hag eur pennadig e chomm da zonjal, evit rei amzer d’ar jistr da ziskenn gant e hent :

« Jistr sec’h eo hennez ; skraba ’ra an diabarz, ha, dre ma kosaio, e teuio da veza skler, tostik egiz dour-red. Jistr eus ar c’henta evit dibri, mat da zikour an den da gaout naon… Pôtred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan ; mes pôtred kear, liou krampoez Kemper war o beg, pa vo lonket eur picherad ganto eus an evach-ze, ah ! malloz ruz ! setu neuze koz tudigou hag a vranskedilho war o divesker ! »

Eun taolig tro da bluen an eil bariken, evit leunia a-nevez e skudel. Pebeuz liou ! pebeuz c’houez ! ha pebeuz blaz ’ta ! — « Dous egiz mel ! Me gred e rafe gwelloc’h heman stal an aotrou mear ; rak e kear n’eus, kouls lavaret, nemet lipouzerien, hag ar jistr-man ne ra ket muioc’h bec’h war ar penn eget lez dre zïen. N’eus forz, ma ne vije red d’in selaou nemet va c’hoant va-unan… »

Hag e tiskenn c’hoaz eur skudellad leun-tenn eus ar genta bariken. — « Ah ! koulskoude, bouldachou ! e karfen rei d’ezan eus ar gwella ; mes gouzout pehini eo ar gwella, aze eman an dalc’h. An aotrou mear, a gav d’in, a vefe gwelloc’h gantan ar jistr sec’h, eun tammig c’hwero, dre ma skrab en eur ziskenn… Mes n’eman ket e-unan er gear ; n’eus forz penôs, eun hanter-dousen itronezed pe dimezelled, (me n’ouzoun ket dishanvalat ar varc’hadourez-ze), a zo en e di d’an taol izella : e hini goz, e c’hoarezed, e verc’hed, ha me ’oar, me !… Dont a ra da zonj d’in, e blac’h loudouren a jomme er meaz a gont… Hag ar merc’hed, ar re-ze a gav ken mad an traou dous, m’am eus c’hoant da gredi e redfent d’en em veuzi d’ar mor, ma vefe bet ar mor dour-vel e-barz. Neuze, kas d’ezan jistr dous, e verc’hed a zizec’ho buan ar varrikennad… Gwasa ma vez, gant ar jistr dous e vez tommet d’an dud, muioc’h c’hoaz d’ar merc’hed eget d’ar wazed. Oh ! Tra, tra, arabad d’in mont da vernia war va c’houstianz pec’hejou merc’hed an aotrou mear, rak eur zamm brao am eus gant pouez va re va-unan, ha peadra d’in d’ober ganto, siouaz Doue ! » Hag ec’h ev e skudellad.

— « Mâ ! Tanfouich brein ! Aze n’eus na rak na perag ! -- Evidon-me, ar jistr sec’h a zo trec’h d’ar jistr dous. Koulskoude marteze e klevin trouz ha rebechou. Alies da welet an aotrou mear e teu genaoueien eus Pariz, Gallaoued begou-fall !… Ha pa na vezer ket boazet outan, ar jistr sec’h a gaver blaz c’hwero d’ezan ; e lec’h ar jistr dous a ra egiz allazig d’ar stomok… » Hag ar paour kez Herve Stroallek a gendalc’h da danva an daou seurt jistr, hag int, o daou, mad-dreist.

— « Satordallik ! Biskoaz kemend-all ! »

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Herve ? » — Ar merour Gwilhou Tortig-Kamm, an hini a zo distroet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».

— « Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ? »

— « Mont a reomp endro ganti egiz diagent.

— « Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun ! »

— « Mâ ! Tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour punz, na dour-red. »

— « O ! gwelet a-walc’h a ran… mes lavar d’in da c’hoant, te ! »

— « Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkoulz kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennât an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer. »

— « Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ive, war am eus klevet…

Pehini da gas d’al Ludueg neuze ? »

— « Aze ’man an dalc’h, tonton Herve. »

Hag ar skudel a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz, mes penôs ober ?

— « Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ? »

Mes ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !

— « Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve ! »

Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.

Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez e varrikennou, hag an noz a deue. Eur wech kouezet an denvalijen endro d’ezan, e savas koulskoude diwar e zaoulin.

— « Ma ! emezan, ar pep gwella am eus da ober eo goulen he ali digant va gwreg, ha distrei varc’hoaz vintin. »

Renka a reas ar skudel war ar varriken ; e dok, avat, a jommas war al leur-zi, hag, en eur vont er-meaz, e tizonjas alc’houeza an nor war e lerc’h. Siouaz ! re a draou oa o tansal en e benn !

Daou hent a gas diouz Kermoal da Gerdrizek : an hent bras ez eus kalz a dro gantan, e-lec’h ar wenojenn eün-tenn a droc’h kalz berroc’h, nemet ma tremen dre lanneg « Toull ar C’horrig ». Herve Stroalleg a gemeras ar wenojenn, e-giz m’edo boazet ; ha neuze, an noz a oa sioul ha kaer, hag al loar a lugerne skler en he c’hann. An avel a skube dirazan war an oabl koumoul du a-doulladou, hag a c’houeze war ar paour kez Herve ken didruez ma kornigelle eus an eil tu d’egile : « Avel daonet, emezan, ne deu ket mez d’it ? Brao eo d’it gwallgas eun den ken skuizet e zivesker outan e-giz ma ’z oun. » Hag e tiskoueze e zaou zorn d’al loar, egiz p’en dije bet c’hoant da zistaga eur jotad, eur javedad bennak ganti !…

E-kreiz al lanneg, ar wenojen a dremene dre gichen eur menhir, eur peulvan uhel-zavet, hanvet « Biz ar C’horrig » pe c’hoaz « Toull ar C’horrig », rak an holl dre ar barrez a grede start e oa kleuzet ar peulvan en diabarz, ken ma tistone egiz eur c’hloc’h pa skoed war e du diavez. Hag e kleuz ar menhir e oa o chomm eur c’horrig ken kriz e galon ha mein e di, hag a bep seurt siou fall en e greiz. Gwechall en doa laeret meur a blac’h yaouank diwardro, hag Herve en doa sonj, pa oa bihanik, e yontr Laou-Pik a oa bet kavet beuzet gant ar C’horrig el lanneg-ze, ebarz eur rouden-gar ha na oa ket muioc’h a zour enni eget n’en defe gallet eva. Ha koulskoude Laou-Pik ne eve ket kalz a zour ! Hag a-greiz kement-se, Herve ne goll ket kalon : « Ar C’horrig, emezan, n’en deus krog ebet nemet war ar bec’herien. Ha me, tanfouich, me ’zo didamall va c’houstianz ! » Ha koulskoude, en eur vont gant e hent, eun diaoul ifern bennak a lavare d’ezan : « N’ e teus ket sonj petra ’teus great abaoue da Bask ? Epad an oferen-bred ne rez nemet mont da eva eur chopinad a-hed ar zarmon ; ha fest ar vaz a teus bet koaniet eur wech da wreg ganti, abalamour ma tagnouze re. Ha neuze bremaïk e teus evet, da vihana, eur bailhad jistr diwar goust da verour ha great koll d’ezan. Laer ! Ever ! Riboter ! Kanner ar merc’hed ! Boued ar groug ! Daonet ! Milliget ! Mab an diaoul bras hag e gerniel !… »

Ha setu Herve Stroalleg o krena an derzienn, rak re wir eo, siouaz ! pec’het en deus ! Hag e talc’h da vont gant ar wenojen, lann berr en daou du d’ezi, a-wechou eün, a-wechou a-zehou pe a-gleiz, rag an avel, emichans, a rae d’ezan souza.

N’eus forz, a-raok bepred ! Hag, evit krena nebeutoc’h, e kan hag e c’houitell, beb eil tro, eur ganaouen ha n’en doa bet morse spered a-walc’h nemet evit deski ar poz kenta anezi :

Selaouet holl ha selaouet,

Tran lar di reno,
Eur zon a zo nevez savet,
Tran lar di ra lan la,

Tran lar di reno !…

Eman sko er menhir : n’eus mui nemet eur c’hammed bennak da vuzula, hag e vezo en em dennet kuit dibikous !

Mes, siouaz Doue ! e-pad ma tiskane « Tran lar di reno », da vihana evit ar seitekvet gwech war-nugent, pouloudoufez ! setu Herve Stroalleg a-stok korf o vuzula an dachen, hag e fri tougn oc’h arat douar kerkouls ha soc’h an alar, ha, gwasa ma zo, kement-se hep d’ezan gouzout netra krenn. « Savomp adarre, emezan, abarz koueza mui ! » Ya ! mes eur zamm iskiz a bouez war e ziouskoaz, hag e rank chom da bokat d’an douar. Droug ennan, e tiswink muioc’h-mui ; mes diou c’har dir a zo skoulmet en-dro d’e c’houzoug ken en deus poan dialana, hag eur goz vouezig a gomz outan, lemm ha roc’hellus e-giz rojou « Karrig an Ankou » o wigourat e-pad an nozveziou goanv :

— « Petra, mignon Herve, penôs c’hoantât tremen e-biou d’am zi hep dont da lakat eur c’hornadig butun gant ar C’horrig ? »

— « Va buez ! N’am lazit ket ! Va buez ! »

— « Laza ac’hanout, mignon paour, an dra-ze n’eman ket ebarz. Bezomp mignoned kentoc’h, petra ’lavarez ? »

— « Oh ! ya, Gwerc’hez santez Anna, maeronez va gwreg ! Lezit ac’hanoun, aotrou Korrig, mall eo ganin distrei da gaout va gwreg… »

— « … Evit larda anezi gant trojenn ar skubelen, evit digas d’ezi muioc’h a c’hoant kousket ? »

— « Va buez ! Forz va buez ! Ne rin ken ! »

— « Gwaz a ze neuze, rak ar gwragez o deus holl ezomm da danva alïes, gant o choug, blaz ar geuneuden…

Me ne ran ket forz, mes, en abardaez-man, eo du va fenn : deus ganin d’am zi, hag e konti d’in kontadennou mam-goz d’am diskuiza ! »

Ar C’horrig a lammas en eur berniad douar goz, a frankeas an toull, hag a zachas Herve baour, diwar-bouez e vleo, ken na zigouezas e-kreiz ar menhir !…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Aotrou Doue ! Biskoaz kemend all a binvidigez ne lugernas dirak daoulagad Herve Stroallek ! Ar mogeriou a oa goloet gant peziou aour ha mein fin, beb eil renkad, hag al leur-zi a oa great gant peziou ugent real ; war an daol, goloet gant eun doal, eun doucher bilheji-bank hag arc’hant paper, e oa eur varrikennad gwin-ardant ; ar sklerijen a deue en ti n’ouzon kalz mui dre belec’h an tanfoeltr !… Herve Stroalleg a jomme sebezet-oll.

— « Diwall da laerez netra ! eme ar C’horrig. »

— « Aon ebet da gaout, eme Herve ; biskoaz n’em eus laeret talvoudegez eur spilhen… »

— « Hag ar jistr laeret bremaïk diwar goust da verour ? »

— « Heman a oar pep tra ! a gredas ar mezvier. »

— « Alo ! mignon, kan d’in ar zon a deue ganit, bremaïk. »

— « Nan ! n’ouzon ket kana ! eme Herve, droug ennan. »

— « Nan ? n’ouzout ket ? Ma ! en em denn ac’han, mar gellez ! »

Ker buhan, an noz a deuas en ti, epad ma tiskorde ar C’horrig kriz da c’hoarzin. Herve a ya d’ar voger, a c’hoari an dro d’ezi ; mes poan gollet ! N’eus toull dor ebet, ha kaer en deus troï ha distroï, ne gav digor ebet. Skuizet o klask, e kouez d’an douar, hanter-varo, epad ma klev ar C’horrig digalon o c’hoarzin gwap !…

Antronoz vintin, Herve Stroallek a oe gwall-nec’het, pa zihunas en e wele-kloz, e-barz Kerdrizek. « Ha koulskoude, emezan, n’e ket hunvreal am eus great. Nan, rak droug am eus c’hoaz em bleo hag em divesker… Aotrou Doue !… Hag ar C’horrig ?… »

— « Petra ? mezvier, gourlanchen frank, lonk-e-zizun, koll-bara, dic’houilhez, debr-spered, torr-penn ? N’out ket eat c’hoaz d’ar bed all, amprefan ? Hag eur c’hristen a dlefe distaga korfajou evelse ? »

E wreg eo a gomze d’ezan en doare-ze, en eur welet anezan o tigeri e zaoulagad ker frank ha p’en dije bet c’hoant da zibri yod-kerc’h pe grampoez ganto.

Kerkent e teuas en ti Jermen au Troadeg, an devezour koz, bet o voueta ar c’hezeg.

— « Ac’hanta ! eme an devezour, en eur c’hoarzin, panevedon-me, Herve, e vijes bet c’hoaz du-ze, etal menhir « Toull ar C’horrig ».

— « Ya, eme ar wreg, pec’hed eo bet d’eoc’h koll hoc’h amzer da zigas an toull-jistr-ze d’ar gear, dec’h d’an noz. »

— « Ma ! eme Jermen, poan a-walc’h am oa bet gantan, kement m’am oa goust da c’hoarzin. »

— « Ha koulskoude ne oa ket peadra ! eme Herve. »

— « Eo da ! Red e vije bet d’eoc’h beza bet o welet anezan o troï endro d’ar menhir, o klask tremen dreizan… »

— « Tremen dre ar peulvan ? »

— « Ya… hag o youc’hal a-bouez-penn e oa klozet e-barz gant ar C’horrig ! »

Herve Stroalleg a zistagas c’hoaz eur pennadig kousked. Pa zavas, e oa dizonjet e hunvre gantan ; n’en doa mui sonj, zoken, pe vlaz oa gant jistr e verour Gwilhou Tortig-Kamm, e Kermoal du-ze, en tu all da lanneg « Toull ar C’horrig ».

Yan an Inkin hag an aotrou Furzod


————


Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-se a weler a-wechou krommet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuez.

Mad ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa chomm en unan eus ar maneriou-ze ; trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg Herri ar Marichal.

An aotrou-ze oa leshanvet Furzod, abalamour ma ne veze morse na fur na sod awalc’h hepken ; o chomm edo e maner ar C’hastel-C’hwistel, elec’h ma oa eur wezen gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou-fall ; mes an dud fur hag honest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwarbenn aotrou hag itron ar C’hastel-C’hwistel, betek ma lavared e veze alies, alies (piou ’oa ped gwech bemdez ?) e veze komzou trenk ha c’hwero, toliou-dorn, krabisadennou ha sachadeg-vleo etre an aotrou Furzod hag an itron Furzodez, e wreg.

Tostik da Gastell-C’hwistel e oa o chomm Yan an Inkin. Yan ne oa anezan nemet eur c’hreiz-denig, na bras, na teo, na ledan ouz an a-drenv ; na bihan, na moan kennebeut. Mes Yan n’oa ket hirr e ziouskouarn ; finoc’h e oa eget Alanig al Louarn, hag e zac’h a veze dalc’hmad leun-tenn. Kent-se, n’eo ket eur souez, tamm ebet, ma lavare ar C’haperien eus Yan : « Heman a zo eun ebeul anezan ! »



Ti Yan a oa great e vogeriou gant koataj hag e doen gant plouz keit ; eul lochennig n’edo ken, mes frank aleiz evit e berc’hen hag e wreg. Da vihana ne oa ket eur gwennegad dle war e c’horre, ha gouzout a rit holl :

« Gwelloc’h eo hep dle bara heiz
Eget e prest bara gwiniz. »

Yan ’ta ne oa ket pinvidig-mor ; koulskoude, goude diskonta e di ha Katellig Fri-Minaoued e vaouez, e chomme c’hoaz gantan e vioc’h Moumoutik. Mes war douar Yan ne oa ket kalz a bastur, treut e oa ar peuri gantan ; elec’h e park an aotrou Furzod, e amezeg, e oa melchon gwenn, tener, eur brao o gwelet. Pa veze o tiwall he bioc’h, Katellig a veze gwelloc’h ganti distaga eur pennadig kousket, hag, epad an amzer-ze, Moumoutik a zizonje a-wechou betek mont da ober eun droïg etouez melchon gwenn an aotrou Furzod. Heman, kerkent ma anavezas laeronsiou ar vioc’h, a redas prim da gaout he ferc’hen :

« Te oar, Yan, diwall mad da vioc’h, emezan ; rak, mar pakan anezi c’hoaz war va zraou, ne vo ket kosoc’h, ha diwar an taol-ze, e c’helli kas anezi da farda sklipou ! » Hag hen kwit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou !

Antronoz, Katellig Fri-Minaoued ne gouskas ket en eur ziwall ar vioc’h, rak katekiz ha sarmon he doa bet piz digant Yan. Mes siouaz ! Petra ’ faot d’eoc’h ? Gouzout a rit, eur voazamant fall a vezo ato trec’h abred pe ziwezad. An daou pe dri devez goude-ze Katellig a zizonjas ket da vont buhan da danva melchon gwenn ar maner. Hag ar pez a oe gwasoc’h c’hoaz, an aotrou Furzod a zigouezas war an taol, e fuzul gantan, hag a gasas bioc’h Katellig d’ar bed all. Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d’ar gear da gas ar c’helou glac’harus-ze da Yan.

« Foei ! eme heman, ar pez zo c’hoarvezet a zo digouezet ha n’eman ket mui da zont. Elec’h chomm aman da ouela kaon d’am bioc’h, pe elec’h  koll va amzer, Katellig, da uza ar gorden war da gein pe da dorri trojen ar valaen war da zargreiz, eo gwelloc’h ganin mont da gerc’hat Kontelvraz, kiger ar Pont, evit diskroc’henna Moumoutik. »

Antronoz vintin, Kontelvraz a zigouezas, e gontel hag e stalikerez kiger gantan, ha Moumoutik ne oe ket seiz-daletoc’h evit beza diskroc’hennet. Pa oa echu ar stal, epad m’edo Katellig o ouela d’he loan paour :

— « Breman, kiger, eme Yan, me n’am eus ket arc’hant peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutik, va loanig paour ; ar c’hroc’hen  a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger. »

Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras « ya » etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.



Deomp breman da welet petra raio Yan an Inkin gant kroc’hen Moumoutik. — Kerkent ma oa troet e gein gant Kontelvraz, epad ma oa Katellig en dizesper o yudal a bouez penn : « Emaomp rinivet, rak maro eo Moumoutik ! » Yan a lakeas e voutou ler-goad en e dreid (pe e dreid en e voutou ler-goad,) a wiskas e dok zul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz… E oa o vont er-meaz an ti pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :

— « Yan, da belec’h emaout o vont ? »

— « Da belec’h ? eme Yan, d’an ifern da ginnig chupen Moumoutik da Bôlig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin ! »

Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yan, hent Pont ’n Abad an hini eo, rag antronoz e oa foar vras e kear-benn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent oa da vuzula ; ha pa zigouezas an noz war ar c’horre, Yan en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezen uhel. Ah ! pa lavaran eur wezen, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou he doa da ziheolia ouspen eun devezarat douar en-dro d’ezi. He blenchen a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, mes kleuz en diabarz.

Hogen ar wezen gleuz-ze a oa brudell fall dre ar vro, rag en he c’hleuzen, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teu bemnoz laeron da farda o zouben ha da loja Yan en doa anaoudegez a gement-se, mes evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzen al laeron. Ha setu hen mont e kreiz ar wezen, renka kroc’hen e vioc’h en dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yan, skuiz maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket eberz kroc’hen Moumoutik. War-dro an hanter-noz, eun trouz iskis a gasas ar c’housket diwarnan, hag ar paour kez den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goanze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopen, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur podhouarn henvel awalc’h ouz eur bailh-kouez.

Epad ma oa al laer keginour oc’h aoza ar zouben, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zier evit diskouez pe ar mouniz, pe an arc’hant, pe an aour o doa laeret en o nozvez. Ouz o gwelet, Yan an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :

« Ché ! emezan, ma teufen abenn da veza mestr war an traou-ze !… »

Eur wech debret koan ganto hag evet meur a bicherad jistr, meur a flipaden gwin-arc’hant, (rak jistr ha gwin-ardant a oa kuzet er wezen gleuz), al laeron a yeas skanv o zeod en dro en o beg. Unan adreist ar re all, distagellet gwelloc’h emichans, a gonte penôz e oa deut a benn da laerez e zac’had mouniz : en eun iliz e oa bet o furcha kefiou ar zent, ha kef bras ar sakristiri en doa bruzunet. Tost oa bet d’ezan beza paket koulskoude, rag ar c’hloc’her a oa digouezet warnan p’edo o tigori kef sant Alar, mestr ar c’hezeg.

« Ha n’ez peus ket bet aon ? a c’houlennas ar re all ; ni ne gredomp ket c'hoaz ober gaou ouz Doue hag e zent. »

— « Aon ! eme egile ! Oh ! tamm ebet ! N’oun ket bet seizdaletoc’h evit liamma e zaouarn d’ar c’hloc’her adrenv e gein, hag evit e vouta en eur gador-govez elec’h em eus prennet an nor war e c’horre. Oh ! me n’eo ket aonik an tamm ac’hanoun ! Me ne spontfen nemet rag an diaoul, mes p’eo gwir n’eus diaoul ebet !… »

Ken buhan Yan a deuas eur zonj en e benn ; sponta al laeron. En eun taol e savas, hag e lammas e kreiz ar pevar lakepod, kroc’hen ar vioc’h endro d’ezan ato ha kerniel Moumoutik savet pik war e benn !… Ar c’hurun, o koueza war ar wezen n’en defe ket great ker bras aon d’al laeron. — « An diaoul ! » eme laer ar zent. — « An diaoul ! Kerniel en deus ! » eme unan all. — « An diaoul ! Sell e lost hirr o ruza an douar ! » a lavaras an trede.

Pôtred paour ! Int a droc’has kuit diouz ar wezen gleuz ! Ar pevare a oa eun tammig kamm d’an tu kleiz ! Ma Doue ! Hen a choue e vuez, hag a c’houlenne sikour, hag a lavare d’ar re all gortoz anezan. Siouaz ! den n’her seloue, ha me gred e torras e benn o steki ouz eur wezen bennak. Ar pez a zo sur, hini ebet eus al laeron ne zistroas d’ar wezen gleuz hag evelse arc’hant o laeronsiou a jommas gant Yan.

Tri pe bevar devez a lakeas Yan da gas sac’hadou al laeron d’ar gear, mes gant amzer ha patianted e reer meur a dra, hag evelse eo e teuas Yan a benn eus e daol ha da gas zoken da Gatellig eun tanva eus kig souben al laeron.



Mes n’edo ket peadra kaout arc’hant kemend all, red e oa c’hoaz muzula an tenzor. Setu ma tiwanas eur zonj e penn Yan : hag hen, antronoz vintin, lavaret d’e vaouez : « Breman, Katellig, kerz da vaner ar C’hastel C’hwistel da gaout an aotrou Furzod, ha goulen digantan eur gastel da vuzula an aour am eus bet evit kroc’hen Moumoutik. » Hag ar wreg en hent dioc’htu. Mes er maner an aotrou a respontas d’he goulenn penôz Yan n’edo ket fur awalc’h pa lavare traou er c’hiz-se.

— « Eo avad, eme Gatellig, eman e benn gant va hini koz, ha bez’ ez eus duman, e toull ar geuneudeg, eur berniad mat a draou. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc’h, lod bihanoc’h ; unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet e ganten ; egile a zo tenvaloc’h eun tammig, egiz pa vefe bet mogedet e groc’hen. Da genta, Yan oa e sonj konta anezo, mes kement a zo diouto, m’eo red o muzula gant ar gastel. »

Setu ma roas an aotro da Gatellig eur gastel, toaz ouz he c’hantennou, rag o kas toaz d’an tiforn e oa-hi bet. Ya Yan a c’hellas muzula e gavaden. Tud paour, nao gastellad hanter a oa diouti ! Hag ar gastel a oe kaset en dro d’ar gear, peziou melen, peziou gwenn chommet stag ouz an toaz, er stad hag e kostez ; ne oa ket red sellet ken piz-ze hiziviken.

Koulskoude an aotrou Furzod a oa souezet bras, ha setu hen da gaout Yan.

— « Asa, Yan, emezan, penôz an diaoul ez peus bet kemend-all eus kroc’hen da vioc’h ? »

— « Penôz ? eme Yan, ar re-all o deus bet ive hag o deus gwerzet keit ha me, rag eur souez e oa gwelet pegen ker ez ae ar c’hrec’hen e Pont ’n Abad. »

— « Pegement ’ta ? »

— « Kant skoed ar vleven, na muioc’h na nebeutoc’h. Kenavo, aotrou ! »

— « Mad, a zonjas an aotrou Furzod en eur vont kuit, mad, Yan, te zo deut pinvidik gant kroc’hen da vioc’h ; mes pinvidikoc’h e vin-me c’hoaz. Me ’m eus eiz bioc’h ha daou-ugent, ha warc’hoaz genta e kasin kelou da holl gigerien ar c'hostezman da zont d’o laza ; ar c’hig a vo d’ezo, ar c’hrec’hen d’in me. »

Hag, evit gwir, antronoz vintin e oe lezet gwad da zaoud ar maner. Nag ar gigerien a oa laouen an tamm anezo ! Hag an aotrou Furzod da Bont ’n Abad gant eur c’harrad krec’hen, bec’h daou loan kezeg. Pa zigouezas er marc’had :

« Pegementan tamm eus ar c’hrec’hen ? » a c’houlennas eur marc’hadour digantan.

— « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all, » eme an aotrou. Ar marc’hadour a reas eun hej d’e ziouskoas, a droas e gein en eur lavaret : « Heman a zo zod. » — An aotrou a glevas hag a respontas kerkent : « Fazia ’ rit ; me n’oun ket zod, Furzod an hini ez oun. » Mes kaer en doa gortoz, ne gave ket gwerz d’e varc’hadourez.

Abarz fin, e tigouezas gantan Noun, gouzout a rit, Noun Pibenn, marc’hadour saout ar Pont. — « Pegement ar c’hroc’hen ? » eme Noun, e gorn butun berr o vogedi e fri d’ezan. — « Kant skoed ar vleven adarre, egiz an devez all. » a respontas an aotrou. — « Ah ! Paour kez aotrou Furzod, fazia ho peus great ! Kant skoed ! Pe, petra ? Boulc’hurun ! Ar zod a rez ac’hanoun, va fôtr ? eme Noun-Dal ; pak ha kerz da gousket d’an heol ! »

Ha Pibenn, disvanta eur vodennad gant an aotrou ken ma ’z eas da gornigellat seiz kammed ac’hano. An aotrou paour ne c’houlennas ket e rest, hag a zistroas d’ar gear gant e c’hrec’hen, mezek ha trist e glipen, m’hen asur d’eoc’h !

Pa zigouezas er C’hastel-C’hwistel, an aotrou Furzod a lavaras d’e itron ; « Ché ! Plac’h paour, Yan en deus rivinet ac’hanomp. Ar c’hrec’hen a yee hepken daou skoed pe seiz lur an tamm anezo, ha n’eo ket kant skoed ar vleven an hini eo ! » An itron a yeas drouk enni. Koulskoude, n’ouzon ket penôz, n’eo ket war he aotrou, mes war Yan eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma oe kaset kelou da Yan, dindan boan da veza krouget, da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre er meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.

Pa glevas kement-se Katellig a oe darbet d’ezi sempla. Mes Yan ne reas ket kalz a van : « Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget. » Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.

— « Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mad, aze ez eus eur roued, me ya da droï anezan en dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou ; n’eo ket tenn, me lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin ; na war droad na war varc’h ?… Just d’ar c’houls-ze azen an aotro oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochen ; Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yan a lammas warnan ; ha « ia » etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hirr…

An aotrou Furzod, pa deuas Yan an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.

— « Ha foei ! Yan, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus gret ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud ; ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken ; mes p’eo gwir out deut d’am c’haout egiz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez arok neuze klask d’in kreiz ar bed. »

— « Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am c’hredit ket, klaskit eur gorden hir awalc’h evit-se. Me o jommo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar bed, hag evel se c’houi ’welo ha n’eo ket aman eman ar c’hreiz.»

An aotrou ne c’houie ken penôz respont. — « Ah ! emezan, elec’h an dra-ze, poueza an douar eo e vezo red d’it ober. »

— « N’eo ket tennoc’h, eme Yan, mes da genta e vo red d’eoc’h diveina an douar, rag an douar hepken, n’eo ket ar vein, eo a lavarit d’in poueza. »

An aotrou paour a oe stanket e veg d’ezan adarre. « Kerz d’ar gear, emezan neuze da Yan ; abenn wrac’hoaz me yelo di d’az laza. » Ha Yan a zistroas d’e lochen, difoutre-kaer evel diagent.



Antronoz, wardro ar c’hreiste, Yan a oa o c’hortoz an aotrou Furzod, hag en doa renket peadra da zoueza anezan. Dirag e lochen, e oa o farda e zouben ; tan a oa gantan dindan e bodhouarn, mes kuzet en eun toull en douar, eun tammig tan glaou-koad hep an distera moged. Pa welas an aotrou o tont, Yan a bakas peg en eur c’hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bodhouarn, ker buhan ha ker pounner ma kinnige bep gwech diskar anezan hag e zouben

— « Asa, Yan, deut oun da ober evidout, eme an aotrou ; mes petra ? War a welan eo kollet da dammig skiant vat ganit, p’eo gwir e skourjezez da bodhouarn en doare-ze ? »

— « Oh ! Tra ! Tra ! eme Yan, va fenn a zo mad ; mes gouzout a rit, me n’am eus ket kement a geuneud ha c’houi ; hag ez eo eurus d’in kaout, da boaza pe da domma va zamm boued, eur skourjez egiz heman. Gant eur c’hant taolig bennak gantan, e lakan an dour da vervi ; gwelit kentoc’h, aotrou. »

Ha Yan, dirag an aotrou Furzod souezet, a zic’holoas ar podhouarn elec’h m’edo ar zouben, tiz warni, o redek hag o kantren.

— « Mâ ! Kalz koll az peus plantet warnoun, te oar mad, Yan, eme an aotrou. Koulskoude m’am eus lavaret d’it e oan deut aman d’az laza, me n’oun ket da veza tamallet ; va itron an hini a zo troet war an tu ze. N’eus forz, gwerz d’in da skourjez hag e lezin da vuez ganit. »

— « Tomm oun d’am skourjez a respontas Yan ; koulskoude tommoc’h oun c’hoaz d’am buez ; ha setu gwerza awalc’h a rafen va skourjez burzudus. »

— « Ha pegementad eo ? »

— « Kant skoed, ar ger diweza, na muioc’h na nebeutoc’h. »

Hag evelse Yan an Inkin a bakas tri c’hant lur evit e skourjez, eun c’hoz tamm skourjez porc’h, mat da netra.

Hag an aotrou Furzod ? Mont a reas d’ar gear, laouen. Wardro an abardaez e teuas da zonj d’ezan e oa tud gantan o terri terien. Ebarz ar gegin, ar plac’hezed oa ganto ar podou bras war an oaled, dour kig, legumachou ebarz ; ne oa mui da ober nemet enaoui an tan dindan. An aotrou a gasas ar merc’hed kuit diwar e dro : « Gant va skourjez, emezan, me respont da domma souben d’am zud. »

Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan, da vazata e bodhouarn gant e skourjez porc’h, eur brao gwelet anezan, me ’gav d’in.

Deut e oa c’hwec’h eur, hag ar zouben ne oa ket c’hoaz sonj bervi ganti ; mont a reas an heol da gousket, ar c’hig n’edo ket c’hoaz digriet, kennebeud nag an dour klouaret. Ha foei ! an aotrou deut hir e deod war ar roched, a zavas bec’h war e chupen, a-dreist-oll pa deuas ar plac’hezed hag ar bôtred yaouank da ober gwap d’ezan dindan e fri…

Me oe red enaoui an tan neuze. Koan diwezat a oe, mes ne oe aet netra da goll.

Mez ennan ken ma flerie, an aotrou a damalle e skourjez : « N’ouzon ket petra ’c’hoarvez gantan, emezan ; mes n’eman ket mad ganti sur awalc’h…

Meur a hini a zonjas e oa kollet e benn gant aotrou maner ar C’hastell-C’hwistel…



E-pad an nozvez-ze, an aotrou Furzod a glevas e bater gant e itron. A bep seurt a glevas diganti : « Diod ! Leue geod ! Beg magn ! » ha me oar me petra me oe ket lavaret d’ar paour ket aotrou ! — Setu, antronoz vintin, ma reas heman e zonj adarre da vont da gas Yan an Inkin d’ar bed-all. Mes Yan ive a oa o c’hortoz an aotrou da zont war e dro ; karget en doa gwin ruz leun eur zoroc’hel gras ha laket anezi goude-ze e krubuilh Katellig.

Pa zigouezas en ti, an aotrou a lavaras : « Yan, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc’h ; mont a ran da ober da stal d’it ! » — « Gwir ! eme Yan. Red eo d’in neuze laza va gwreg da genta, rak ne dalvez ket kalz ar boan d’in lezel Katellig baour war va lerc’h da zizec’ha war he zreid gant an dienez. N’em befe ket ar galon-ze » !

Hag hen, ker buhan, mont ha sanka e gontel ebarz krubuilh Katellig. Houman en em lezas da goueza ; ar zoroc’hel a oa toullet, er gwin a rede a bep tu.

An aotrou a spontas. — « Petra ’z peus great, Yan ? emezan. Sell da wreg aze astennet war al leur-zi, ha beuzet en he gwad. Gwell a ze n’eo ken evidoun, rag ar « Justis » a deuio d’az kerc’hat hep dale. Muntrer, lazet ez peus da vaouez, mes da dro a deuio ha te vo dibennet, dic’houget… » — « Teut, teut, teut ! C’houi gav d’eoc’h an dra-ze ? eme Yan. Katellig, gwir eo, he deus kollet he gwad, mes me ’m eus aze e kornig va arbel eur c’hwitel daou wenneg bet d’am moereb, hag a zo goest da lakat buez da zont en dro em gwreg. » Hag hen ker buhan ober teir c’hwitaden gant c’hwitel ar voereb koz, ha ker buhan ive Katellig ’oa en he zav.

An aotrou Furzod a jommas sebezet, souezet-maro. — « Yan, emezan, gwerz d’in hounnez, ar c’hwitel-ze, ha dizonjomp ar pez zo bet etrezomp. » — Ne oent ket pell evit beza mignoned adarre hag evit ober ar marc’had : ar c’hwitel, evelse, oe gwerzet kant skoed.

An dro-ze, an aotrou Furzod a zistroas d’ar gear laouen-bras. « Sell aze ! emezan outan e-unan, pebeuz taol am eus-me graet ! Beteg hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mad d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonnennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiziviken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabaz ouzin-me, e sankin va c’hontel en e c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha pa blijo d’in, e rin teir c’hwitelladen, ha buez adarre ebarz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo ! »

Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout. « Ac’hanta, emezi, krouget eo Yan ganit, emichanz ? » — « N’eo ket », a respontas an aotrou. — « Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ? » — « Ah ! evelse emout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanoun, gortoz ! »

Hag hen mont ha tenna e gontel, ha skoï eun taolig pe zaou gant e itron. « Va buez ! Va buez ! » grias an itron o koueza a stok-korf d’an douar.

Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas wardro o mestrez. — « Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me ha zavo alese pa blijo ganin. » — « Ha penôz ? » emezo, sabatuet. — « Gant ar c’hwitel-man », a respontas an aotrou ; hag hen distaga teir c’hwitelladen gant e c’hwitel daou wenneg ; mes netra, an itron ne flache ket an disterra. Ober a reas c’hoaz eun taol c’hwitel, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro mat !…

An aotrou a jommas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.

Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abred pe ziwezat, hini pe hini a ziskuilhfe.

Setu ’ta ma teuas archerien da chadenn an aotrou kez, hag eiz de da c’houde e oe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.

…Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastel-C’hwistel, (entent a rit breman perak e oe roet an hano-man d’ar maner). Dioc’h-tu e poanias da welc’hi e hano eur ar vrud fall en doa chachet warnan e yontr ; ha ne oe ket dies d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.



Eus e du, Yan an Inkin ne ankounac’haas morse e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue ; beva ’reas koz-koz gant Katellig etouez eun tiad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap. — Ha d’e eur diweza, sant Per a zigoras, sur awalc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.

Ra ’z imp holl d’e gaout du-ze, pep hini d’e dro !

Eus an izel d’an uhel


————


Pa zimesjont an eil d’egile, paour e oant ken ma oant paour awalc’h. Eur zon a lavaras ar wirionez diwar o fenn :

Kenta ma voent dimezet
Allo ! va mignon ! Alo ! gê !
Kenta ma voent dimezet
En eur stad trist oent laket.

Mes eurus e oant evelato, rak n’eo ket ar binvidigez hag an arc’hant eo ar re a lak al levenez hag an eurvad en eun tiegez. Holl e c’houzomp ar pez a lavar Furnez ar Geiz eus a Vro-Vreiz :

Gwelloc’h karantez leiz an dorn
Eget n’eo arc’hant leiz ar forn.

Neuze ’ta e oant eurüs, Yann ha Katellig, daoust d’o faourentez. Evit ti, eul lochenn tôet gant drez ha raden ha blenchou gwez diskouret, mes

Gwell eo eun ti bouedek
Eget eun ti bras avelek.

Evit arrebeuri, eur gwele, eur podhouarn, eur skudel ; o daou e vezent o tibri e-barz, egiz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en eun hevelep krogen. — Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoue ez eus pell ! Mes, o veza m’edo eur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesounier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brena eun daol ha peb a skaonv mar plij. Abenn pevar pe bemp bloaz dimezi, o doa gellet prena e foar Bouldahud eun danvad, tudou, ya, eun danvad ! Mes ar pez na brenjont ket eo ar pez en dije dalc’het ar muia ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, eur mab pe eur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoaz meur a hini anezo. Nann, siouaz ! disher e oant, rak Katellig, red eo lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’eman-hi, Katellig n’oa nemet eur c’haonac’hen anezi !

Eun nozvez, war an diskar-amzer, pa oa hi eat en he gwele, Katellig a lavavas d’he gwaz : « Ah ! Yan baour, me oar petra n’am eus ket great, me… »

— « Oh ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! » eme Yan, a oa o tiwiska e lavreg.

— « Nann, Yan baour, n’ouzout ket ! Sonj ’ta, chommet eo er meaz ! »

— « Piou ’ta ? »

— « Hon danvad, Yan baour ! Ha ma vefe eat e kof Gwilhou ar Bleiz ?! » Setu Yan, didrous, d’en em adwiska, ha dao kuit da glask an danvad. Skler e oa al loar en he c’hann. Mes daoust da ze, Yan ne gave na roud na tres ebet eus an dianket. Oanig paour ! Ar bleiz digoustians a dra zur en doa sammet anezan ha koaniet gantan ! Ha setu hor paour kez Yan, diberc’hennet diouz e zanvad, eur zon trist o sevel d’e envor :

Kaonv d’am danvad pengornik !
Me ’m eus keuz d’am danvad !
Kaonv d’am danvad pengornik !
Kaonv d’an danvadig mat !

Emichanz, goude envori e zon, en doa he c’hanet ivez, rak, pa oa o tostât ouz park an Tri-Ferson, e klevas eur vouez adrenv e gein o c’houlen outan : « A ! va den paour, d’it-te eo e oa an danvad ? »

Yann en eur zistrei a respontas : « Ya, d’in-me ; ankounac’heat er meaz en abardaez-man gant va hini goz. » Hag e welas eo eun aotrou a gomze outan ; ya, eun aotrou, hag unan a feson c’hoaz ! ha d’e heul daou gi-bleiz, o bleo garo savet pik warno, hag int dielc’het, o zeod eun hanter goured er maez eus o beg, daoulagad en o fennou egiz daou gef tan war enaou. Sentus koulskoude e chomment unan a bep tu d’ar mestr.

— « Basta ! neuze n’eo ket didamall da hini goz : rak bremaïk, p’edomp o tremen dre aman, hon deus gwelet eur bleiz o taga eun danvad. Buhan va chas war e lerc’h ha me ivez ; eun hanter-eur goude e oa lazet Gwilhaouig ganeomp a-hont, en tu all d’ar stanken. »

— « Mat eo ho chas neuze, aotrou », eme Yann, glac’haret-holl.

— « Mat-dreist int, va den ; ha, mar kares o c’hemeret, e vezint d’it, rag em maner em eus c’hoaz n’ouzoun ket kaer ped anezo. »

— « Marc’had great ; ho trugarekaat a ran. »

Goude kenavo, setu int pep-hini da zacha diouz e du : an aotrou e-unan etrezeg e vaner, ha Yan war-zu e lochen, krog en e chas. Digouezout a reas er gear pa zigoueze ivez Katellig, savet ha bet diouz he zu o klask ar paour kez danvad.

— « Debret eo gant eur bleiz lontrek ! »

— « Ha da biou ar chas-se ? »

— « D’in-me int breman ; digant eun aotrou em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon danvad. Chas dispar int, a lavare o mestr. » — Hag int en-dro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzou.

Siouaz ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-meaz, pe gant keuz d’he danvad pengornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne zavas ken diwar an taol-ze ; ha, tri pe bevar devez goude, e oa intanvezet ar paour kêz Yan !…

— « Feiz ! emezan, goullo e kavan aman an ti breman ; kenkouls tra eo d’in mont ac’halen ! » Hag hen en hent, bepred eün dirazan, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmad ha Pegstard. Gant penôs kaout boued n’edo ket nec’hed an distera ; rak, pa veze naon o tont d’ezan, gant e chas e c’helle beza dizoursi : eur c’houlin, eur c’had bennak a golle kerkent o buez, hag hep kaout anezi zoken endro, ar pez a oa ar gwasa evito, pe ar gwella marteze.

Eun devez, en eur dremen dre ar gear-benn eus ar vro, e klevas enkanti e oa kouezet merc’h ar roue dindan galloud eun aerouant a zeiz penn, en eur palez e-kreiz eur c’hoad doun ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezi da zimezi, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.

— « Setu aze hag a rafe brao a-walc’h va stal ! a zonjas Yan ; ne ket ankounac’hât Katellig eo a ran, ar baourez kez ; koulskoude, p’eo gwir oun intanv, ha mar gallfen, ne vefe ket eur pec’hed bras evidon dimezi gant merc’h ar roue. »

Ha diwar ar zonj treut-ze, hen war-zu ar c’hoad, da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmad oc’h harzal, ha Pegstard o c’hrognal, ha Yan o welet dirazan, en eun taol, dor-borz eur palez kaer… Hag hen difoutre kaer o pouta war an nor, hag ebarz, e goun d’e heul. Dioc’htu e paras sellou Yan war eur plac’h yaouank, eur gened dispar d’ezi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pella ur porz, e welas an aerouant. Kerkent al loan spontus a loskas seiz blejaden euzus dre e zeiz penn. Charikat a rea e zent en e vuhanegez, hag ouz mein al leur e lemme e skilfou kamm, eur vogeden flerius o strinka diouz e zeiz gourlanchen ; ar skant glas a strake war e gein torgennek egiz bili war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’houibane en ear.

Gant eur vouez roc’hellus e c’houlennas ouz Yan :

« Petra ? prenvig-douar, pe debret pe evet e vi ? »

Met Yan n’en doa ket c’hoaz c’hoant da veza na debret, nag evet, na lounket ; evit pep respont e flouras o c’hein d’e goun. « Skis ! Skis ! » emezan. Ha Pegstard da zailha war ar flerius seiz pennek, ha Krogmad da lammet war ar c’hein skantennek, ha da daga an eil penn warlerc’h egile, ha Yan ivez da zikour e chas eus e wella hag o lopa a dro-chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yan ne oe ket evet na debret, mes an aerouant divalo a dremenas d’ezan ar c’hoant lonka diwar an taol-ze. Gant e gontell-laz, Yan a droc’has prim ar seiz penn, a zammas anezo en e visac’h, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en eur gimiadi a bell diouz ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en eur c’hervel anezan he zalver, he mirour, he fried. Mes Yan a rede araozi hag a zonje : « Aon ho peus c’hoaz, merc’h ar roue ; divezatoc’h m’ho peus c’hoant e gwirionez d’am c’haout da bried, c’houi am c’hlasko ; ha neuze hon daou ni a welo. » Koulskoude, dre ma rede dre ar c’hoad e kave ar seiz penn pounneroc’h-pounner.

Hag e tanfoeltras anezo ouz eur sklosen goz, goude beza troc’het ar seiz teod diouto. Ha skanveat d’ezan, e kerzas d’ar gear-benn da welet petra ’c’hoarvezfe.

Ha petra a c’hoarvezas ? — Setu aman. Merc’h ar roue, goude he zalvedigez vurzudus, ne oa ket pell evit digouezout er gear, e lez he zad. Heman evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar zalver, evit dimezi d’ezan e verc’h.

Hogen, e-pad ar c’heit-amzer-ze, eur glaouer beg-du, o tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosen goz, a gavas ar seiz penn hag a zammas anezo en e garr. Pa zigouezas er gear-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salvet merc’h ar roue, ha ne deued ket a benn da gavout he zalver. Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d’al lez, great e zonj gantan : « Aotrou, emezan d’ar roue, me an hini en deus savetaet he buez d’ho merc’h muia-karet ; goulenn a ran he fouez en aour ; rag evel n’oun nemet eur glaouer ha ma ’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimezi d’ho merc’h ; panefe ze… »

— « Penôs, te, beg louz ? » eme ar roue diskredik an tamm anezan.

— « Me, aotrou ; ha, mar karit o gwelet, seiz penn an aerouant a zo aze em c’harr. »

Goude beza great eur zell ouz ar pennou euzus, c'hoaz o tiwada :

— « Mad ! mes n’eo ket awalc’h, eme ar roue deut ar fizianz ennan. Nan, n’eo ket gant aour e c’heller paea servijou evelse ; kent-se, me lavar, me, e timezi d'am merc’h abenn warc’hoaz vintin, ha me eo ar mestr ! »

Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirag e verc’h, a c’halvas pewar zoudard d’e walc’hi : nao lur saon du ha seiz broust koad a voe uzet war e dro evit e gempen. Antronoz vintin e oe lazet al leueou bihan, an denved hag an oc’hen lard ; dare ar zouben, ha poaz ar sklipou. Taoliou hir a oa savet n’ouzon ket ped warn-ugent. Hag er porz a enor merc’h ar voue a dlie bremaïk lavaret ya dirag he zad. Hogen pa welas-hi da biou e felled he dimezi, e lavaras eun nann dicheg ha distag : « Nan, nan, n’eo ket heman a zo bet o tiframma ac’hanon diouz tre skilfou an aerouant !… »

— « Penôs, ne ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennou aze ganin ? »

Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yan a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he zalver gwirion ; ha Yan, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas : « Ar pennou, ya ; mes maro edont, pa e teus o c’havet ; elec’h an teodou a zo ganin aman, ne welez ket, glaouer ? » Ha Yan o diskoueze, ar seiz teod forc’hek. Ar glaouer, me lavar d’eoc’h, ne oa ket duze er frikou. Eun tantad a oe savet ker buhan e korn ar porz ; ha gant ar pennou hag eskern ar glaouer e oe great glaou !

Ha Yan ? Merc’h ar roue, dirag an holl, a deuas da boket d’ezan ha d’her briata gant eur garantez divuzul. Ha Yan, intanv ar paour kez Katellig, a deuas da veza mab-kaer ar roue.

An hini a gontas ar gonchen a oa bet ivez er frikou e-pad eiz de. Pa deuas d’ar gear, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tansas jabadao ha gavotennou en enor da Yan savet

« Eus an izel d’an uhel ! »



————


Truilhennig ha Gargarenez


————


Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret…

Neuze ’ta, abaoue ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontel war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketour o chomm e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da bôtred ar c’hagn ; elec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale ; eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketourien sant Per-Baour evit o zant paeron ! N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penôs. Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano (eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro) a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia etouez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya koant zoken, mes hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.

Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penôs en defe gellet ober, p’eo gwir e oll amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vad, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…

Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa graet taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz ; ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet (hervez lod) gant e wreg, eur vaouez beg figus, rôk an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou oar ? Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :

O Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlan !
Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te ’vo beuzet en tan.

Mar deman an diougan-ze war-nes dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furât, ha kalz c’hoaz !

Eiz de goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig. « Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer ! Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ? »

En eur ger, bouzara ’reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblanz. Ker buhan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez : « Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me welo. Ha buhan ! » — Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fennou gant an itron Kontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !

Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buhan e kasjont lizer d’ezan, hag eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kez marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?

Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penôs, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas frikou d’an dianket ’oa nevez kavet. Mâ ! d’al leupez aotrou yaouank e oe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Mes an eil a blije d’ar c’holladen kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa ne vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chommas ar beskontig beurlek pemzek de ha diou zizun klanv war e wele goude re-govad, respet d’eoc’h, Kristenien ! Met ne varvas ket, lartât an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kez Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !… Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tiez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze ! A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenher.

— « Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchen, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra oar betek-hen ? »

— « Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost davad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano ! »

— « A zo mat, eme egile, goude eul lonkaden gwin, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Mes n’eo ket a-walc’h ; daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nan ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski. »

Goude graet ha dic’hraet, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. — Ha, goude eur pewar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, (nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera), nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezel a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblanz, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kez Truilhennig a gouezas en he rouejou !…

Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit e-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.

Truilhennig en em jale : « C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ? »

— Ya, o vont da zimezi, me lavar ! Kerz da c’hwitellat, pôtr paour, mar sonj d’it. An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !

Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a jomme c’hoaz ganti a skiant vat : red e oe he c’has da di an diskianted, elec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri devez !

Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ? Ar pôtr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan : « Perag ivez n’eo ket bet chommet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ? » Mes naon a deue d’ezan, hag evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan… — Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre koc’hu ar gear vras, a jommas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile. — « Truilhennig ! » eme an eil. — « Gargarenez ! » eme egile. Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.

Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a oe graet.

… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv. Hag e dechou fall, emezoc’h ? — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !… Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mad diouz Pariz-ar-C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta,

« Truilhennig ha Gargarenez » !…

Eostig Kerineg.



————


TAOLENN
(N’emañ ket el levr)

Pajenn







Sant-Brieg. — Ti moulerez Sant-Gwilherm.