Matilin an Dall (I. Krog)



MATILIN AN DALL
————
I

Evit d’ezan beza dall, ar Vretoned her goar mat, Matilin a oa roue ar zonerien : e vizied n’o doa ezomm ebet eus sklerijen al lagad evit redek war doullou ar vombard pe ar biniou ! Toniou koz, toniou nevez, ne oa ket par d’an dall d’o distaga ; hag awechou, ouz e zelaou, ho pije touet klevet o sevel kanaouennou drant an eostig pe an alc’houeder. — Souezus eo, eun ton estlammus adreist ar re all e ouie awechou dont gantan ; hag, eme ar re-goz, netra nemet ouz klevout notennou kenta an ton-ze, an divesker a zave anezo o unan, en desped d’o ferc’hen, ha c’huit, liron, liron, la ! setu e tro war dro, pep loen ha pep den, an holl en abaden ! Digant piou, penôs, pelec’h en doa desket Matilin an ton burzudus-ze ? Chommet eo bet berr an holl da c’houzout, egiz m’eo chommet ken berr ar zonerien all da dapout an notennou galloudus ken dispar !

II

E c’hellit kredi, roue ar zonerien a c’haloup e rouantelez, kement a glask a goueze warnan evit goueliou, eurejou, leuriou-nevez ar vro, rak gwechall an divesker, koz ha yaouank, kamm hag eon, a oa muioc’h troët da fringal eget hirio ; ha neuze, ne oa ket bet c’hoaz eskumunuget ar zac’h-biniou.

— D’an ampoent-ze, Matilin, oc’h ober e dammig-tro e bro ar Bigoudenned, a zigouezas en Arvor etre Plozevet ha Plouhinek, elec’h ma teu kaer ha founnus ar c’harotez en douar treazek, koulz hag ar penze en ôd dispennet. Liron, liron, la ! War an treaz, e ribl ar mor, nag int a c’hlebas o chupennou, pôtred Plozevet ! Drant-Doue ! nag int a rodellas diri o hanter dousen broziou, hag a gastizas o fenn-tach ar Vigoudenned. Pa zon mat ar zoner, pep gar a oar dansal ! Ha biskoaz Matilin na zonas gwelloc’h. Ken na rankas ehan, skwizet : ha pephini da ginnig gourc’hemennou stank ha start d’an dall a ouie, gant e zon, digas kement a nerz lemmer hag a c’hoant fringal.

Dre-douez an engroez, Yan-Glet ar C’horoller, hostiz ha marc’hadour-butun, en em zilas betek bariken ar zoner, dre nerz tourtal gant e gein ; ya, gant e gein eo e tourte, rak war e ziouskoaz souchet e save eun tamm torgen kaledet hag a ouie tourtal eus an adrenv, gwelloc’h eget ar c’haleta penn maout eus an arok ; daoust d’e dorgen tourterez eun den a zoare, eun hostiz c’hoarzer, ha stag outan ar gwella rumm, divesker a zanse e korn-bro ar Bigoudenned.

— « Drant-Doue, eme ar C’horoller, mat e teu ganit, Matilin ! Met n’eo ket awalc’h gourc’hemennou sec’h, red eo kemeret eur bannig eol-gourlanchen evit kaout c’houez nevez : n’eus ket brasoc’h pec’hed eget lezel e sec’hed eur zoner eveldout ! nan, biken ar Bigoudenned na lezint da zizec’ha anchen ar zoner arok an trede sadornvez en hevelep sizun ! Ac’hanta, Dall, da eva, sell !»

— « War ar pare, avat ! eme ar zoner o c’hoarzin en eur zigeri e valvennou war e zaoulagad gwenn goenvet ; sonerien hag hostizien a anavez hent ar variken ! »

— « Ha petra gemeres ouz da zec’hed ? »

— « Betek dour, pa ne gavan ket gwelloc’h ; ha c’hoaz, pa vezan re dideotet, e lavaran bennoz-Doue da Zoue evit eur banne goular gwin glesker ! Na koulskoude an dour a zo dizaour, foei ya ! ha na dalv ket gwin-ardant ar C’horoller ! »

— « Dres ! eme an hostiz, setu ama eur voutailhadig eus an hini mat, nemet gweren ebet n’am eus ganin. »

— « O ! n’eus forz ebet evit ar weren ; meur a dro em eus muzulet va genou ; ha n’eus ket da dorta derc’hel e oar eur werennadig kempenn. »

— « Ev ’ta neuze eur c’henaouad vat. »

Genou ar zoner marteze a zalc’he eur werennad ; nemet ar weren-ze a oa toull, hag an dall ne oa ket evit gwelet pegen buhan e tizec’he boutailhad ar C’horoller !

— « Bennoz-Doue ! Hostiz, ne oa ket fall ! » emezan en eur renta ar voutailh eat d’an hesk.

— « Gwir eo, war ma welan, eur zoner mat a zo toullet frank ! » eme pôtr ar butun.

— N’ho peus nemet kredi, m’en dije muzulet dour skler, elec’h gwin-ardant, Matilin na vije ket bet troët e benn kement-all. Setu eno ive, ha koulskoude e ouie emichans :

" Ar gwin-ardant o vont ebars, ar skiant vat o tont er meaz. "

III

Ya da ! Skiant vat ar zoner a oa er meaz, o c’haloupat. Ha setu hen, a greiz-penn, o staga gant e don bras estlammus. Liron, liron, la ! Kerkent hag an notennou kenta, ar zoner a oa ar mestr : divesker ar re goz a fringe, divesker ar re yaouank a zode ! Torgen tourterez ar C’horoller a ree lammou-maout kals gwasoc’h eget ar re a zo meneg anezo ebarz " In exitu Israël " Gousperou ar Zul ! Drant-Doue ! Na pebez jabadao spontus ! Pôtred vat Plouhinek a oa dizale gleb-dour-teil, ha penn-tach Bigoudenned Plozevet a vransigelle war o bleo amanennet !

Ha Matilin a zon gwasoc’h, hag an holl a gase buhanoc’h !…

Liron, liron, la ! Penôs ? pennfollet eo ar zoner ? Petra ? Hag arzodet eo an danserien ?…

Ha war wasât bepret ! — Ha setu war an treaz gleb gant ruilhadennou al lano, setu ive ar c’hranked, al legistri, ar grilhed-mor o tont er meaz eus an dour, hag o fringal adreusa ma c’hellont ! Biskoaz c’hoaz kement all !… Ha dre greiz eun hevelep tourni, setu o sevel diouz beven ar mor, eur plac’h yaouank a c’hened bras, dispak war he c’hein eur pennad bleo hirr melen, glaz-mor he daoulagad bras, eur mousc’hoarz tener o tigeri he muzellou war diou renkad perlez ! Na pebez krouadurez goant gant he broz hirr gwenn-kann brodet a renkadennou aour lintrus !

Ha gwasoc’h e kendalc’he ar jabadao !…

En eur zansal evel an holl, e kavas he zu da dostât bep eun tammig ouz ar zoner, hag he mouez flour a zourgane da heman, dre ma troe : « Matilin, me zo eur brinsez yaouank eus ar Mor-Bras. Va finvidigez a zo tost ac’han, em c’hastel a zindan au dour. Deus ganin-me, Matilin, te zono drant d’in, me vo da bried ! Deus, ha d’it va zenzoriou ! »…

(Skiant-vat ar zoner ne oa ket c’hoaz en distro.)

— « Eun tres divalo bennak o wapat ac’hanon ! zonjas an Dall outan e unan. Ha deut ar c’hiz gant ar brinsezed yaouank d’en em ginnig da zimezi gant ar zonerien dall ? »

Met mouez flour ar plac’h yaouank a gendalc’he he goulenn : « Deus gant ar brinsez d’ar Mor-Braz, Matilin… »

« Liron ! Mont awalc’h a rafen, neket abalamour d’ho pinvidigez, met abalamour d’eoc’h eo e vefe… Ha koulskoude mar timezan d’eur brinsez, setu me e kroc’hen eur prins ive, ha c’hwitel-gamm ! pa vezin-me prins, me oar piou a zebro gwelloc’h frikou, ya-da !… Nemet an dour-zall na blij tamm d’am gourlanchen, ha setu kenavo d’eoc’h !… »

Netra ! Ar plac’h yaouank na ehane ket outan, hag he bleo hirr a floure e zioujod d’ar paour kez dall, ken na zantas hep dale d’ar zoner dielc’het egiz broudou en e galon, pa lavaras d’ezi :

— « Mat, mat ! setu aman, pa garoc’h ez imp etrezek ho palez da glask ar peoc’h, hag ho karantez. Deomp, meleganez dispar ! »

IV

Deut e oa Matilin e penn e jabadao ziweza ; hag an holl a spouronnas ouz he welet, a greiz-holl, o redek d’ar Mor, en eur hopal : « Mont a ran d’am c’hastel nevez gant va frinsez ! » Ar mor a oa ouz e c’hortoz ; eur mell tarz hel lonkas : abaoue n’eo ket bet deut en dro.

Ar Bigoudenned a zougas kanv da roue ar zonerien.

— « Paour kez Matilin ! a hirvoude Yan Glet ar C’horoller, e zaerou o tifronka, ken na horjelle e dorgen tourterez war greiz e gein ; kollet e oa gantan e dammig skiant vat, red eo lavaret ! Rak anez, penoz e kav d’eoc’h, goude eva va boutailhad gwin-ardant, e vefe eat da lonka dour-zall ar mor-bras, en eur youc’hal d’eomp e oa a o vont da zimezi gant eur vorganez bennak ! Paour-kez Matilin, soner dall, sell ! Drant-Doue !… »

Pesketerien Goazen, pa zigouezont da dremen gant o bagou dre al lec’hiou-ze, e koulz ar zerr-noz en abardaeziou hanv, a glev awechou hekleo ar vombard, pe ar biniou o sevel a zindan an dour ; danevel ar mestr soner a deu da zonj d’ezo : Hep mar ebet, Matilin an Dall eo a vez o son eun abaden d’e Vari-Morgan, ekeit ma c’hoarz ar veleganez en eur griba he bleo-hirr a uz d’an dour !…

Yvon CROQ.