Matulin ar barz dall


Matulin ar barz dall


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1861



Matulin ar barz dall.

————


Paotred, plac’hed iaouank, c’houi lamme o tridall,
Pa glevac’h, dre Gerne, Matulin, ar barz dall,
O trei, gant he vombard, toniou wie atao
Lakat finv er wazied, digeri jabadao,
Ouelit, n’her c’hlevot mui ! Enn he vez ien eo mik ;
Maro eo Matulin, dialan hoc’h eostik.

He ene zo nijet da vro ann telennou,
Bro ar barzed zo bet skiltruz ho c’halounou ;
E kaloun ar barz koz ’vel eunn ograou gane,
Hag hen oc’h ehana, evned a ziskane.
Evid-omp-ni, Breiziz, hon diskan, zo daelou :
Koueza ra ar gwez braz, seac’h out-ho ann deliou.

E kornik ar vered, kousket enn da c’hourvez,
Selaou e-kreiz ann noz, a-zindan da vean-bez,
Selaou hag e klevi avel Breiz o voudal,
O kana hirvouduz toniou ar paour keaz dall.
Mar tihunez neuze, barz, n’as pe ket anken,
Rak ma klemm ann avel, ouela a ra ann den.


Hano vo ac’hanoud gand da vroiz kalounek,
Endra vezo e Breiz ebad ha Brezounek ;
Kana rai da doniou kerdign meur a delen,
Evel ec’h euz klevet Brizeuk, barz bleo melen,
Brizeuk, ar gwir Breizad, zo e penn he ero
O c’hortoz, eur bloaz zo, skeud eur wezen zero.

Matulin ! da vombard ne vezo hep perc’hen :
Da derri nerz ar boan a zo enn ho c’herc’hen,
E Breiz, ar re zalc’h mad baniel ar c’hisiou koz,
Azalek goulou-deiz betek ar pardaez-noz,
A gano gwersiou kaer saver war da doniou,
Da zeisiou ho eured, e-kreiz ho fardoniou.

Ar re-ze, pa vint koz, a-benn hanter-kant vloaz,
Epad ann nosvesiou, goumzo ac’hanoud c’hoaz :
Azezet ’tal ann tan, tro-war-dro d’ann oaled,
Lirint d’ho bugale : « Ni hon euz her gwelet,
» Klevet hon euz ann dall a ie enn eur gana ;
» Da c’hounid he damm boed, dre a-hont, dre ama. »
 
Mar teufez neuze c’hoaz e-kreiz ann abaden,
’Vel n’euz pell, Matulin, Kerneviz a vanden
A vodfe enn dro d’id, evel eunn hed-gwenan
En dro d’eur bodik glaz, pa zoner d’ezho splann.
Ne dal her lavaret : maro oud da viken,
Ha da vombard a dav, mantret enn da gichen.

G. MILIN.


————