N° LXXIII. — Pedenn d’an Ael-mat.
Diskan
Me oar e chomit deiz ha noz,
D’am heul ’vit rei d’in ho pennoz
Penaos ’teufen d’hoc’h ankounaat,
Ma gwella mignon, ma Ael-mat ?
- Roit d’am divrec’h pa labouran
Nerz d’ober ar pez a dlean,
Ma c’hallin gounit ma buhe(z),
Keit ha ma plijo gant Doue.
- Ganin er park p’en em gavit,
Pep pec’hed ouzin a harzit :
Grit d’am zeod em genou tevel
Enep d’ar Feiz, d’an Aviel.
- Ni holl er gêr, tud hag Aeled
Evel er Baradoz mesket,
Grit ma vevimp er garante(z),
Nesa, kerent ha bugale.
- War ma daoulin, gant ma Fater
Dirak Kroaz Jezuz, ma Salver,
Pedit ganin, ’ us d’am spered
Ganeoc’h hoc’h eskell astennet.
- Hoc’h eskell warnoun astennet
Da guzat ouzin traou ar bed :
Mougit ennoun trouz an douar
Ma vo ma sonj gant ma lavar,
- Aet an heol diwar ar bale,
Deut neuze ganin da vale,
Rak an diaoul hag e vevelien
’zo gwasoc’h en denvalijenn.
- Em gwele, pa vin o vervel,
O, deut ’vel gwechall em c’havell,
Rak ganeoc’h e fell d’in nijal
Prim eus ar bed-man d’ar bed all.
- Betek an Nenv c’houi am hencho,
Betek Jezuz c’houi am reno,
Hag e teskot d’in kana ge
Ar soniou a blij da Zoue.
|