Me a yelo d’ar gear

Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 111-112)



Me a yelo d’ar gear !


————


« Koz vro villiget !… Malloz rus warnoc’h, sunerien gwad kristen… Ar zul anezi, ha n’hellan ket zoken mont da ober eur bale war ar meaz !… Aotrou Doue ! na reuzeudik eo va stad, ’velkent !… Ha perak ez oun-me deuet d’ar galeou-ma ?… Daoust ha n’edon ket gwelloc’h du-ze, em bro Breiz-Izel, gant va zad, va mamm, va breudeur, va « dous » Katellig, he doa evidon an denera karantez ?… Ama, siouaz ! den na zell ouzin, nemet ar mestr, ha c’hoaz eo evit hopal warnon « Breizad lor », pa labouran a lazkorf eus ar mintin d’an noz, sul, gouel, pemdez… »

Evel se e komze Gwenole outan e-unan, goude beza taolet eur foultren palad glaou er forn houarn ez oa karget da viret leun dan. C’houec’h miz a yoa edo e Pariz, er gear vras-se oa bet lavaret d’ezan kement a draou souezus diwar he fenn ! Hervez an dud ne dlie kaouter gear-benn nemet gounideguez ha plijadur. Ne lavarent ket d’ezan avat e kaver aliesoc’h kalz dienez da foueta war ar ruiou moaz. Savet oa c’hoant gantan da c’hounit arc’hant bras, hag ez oa eat !

O veza klasket labour epad pemzek dez, dispignet holl gantan e wenneien bet digant e dad, setu ma kavas fred en eun ijinerez vras… Deuet oa da veza « tommer ». N’hen divije ket gellet kaout na lousoc’h na lazusoc’h micher ; mes paeet mat oa. Kavet en doa eta ar pez a glaske ; hag evel ma’z oa krenv e fizias war e nerz. Hogen, ne zaleas ket da goll e liou rus, e zioujod c’houezet hag ar c’hig yac’h a yea ouz e eskern. Mont a rea bepred endro koulskoude, e riskl da dapa e varo eus an eil dervez d’egile.

Evel beuzet en eur mor a velkoni, an Arvoriad a lezas e benn da goueza war e ziwreac’h noaz, hag e chomas eur pennad mat evel-se, astennet war eur planken, e benn harp ouz ar voger. Ha neuze e spered a nijas dreist ar meneziou, ar plenennou, ar steriou evel eur wenanen o tistrei d’he c’holoen goude beza eat pell pell da zuna ar bleuniou… E holl gerent a yoa o tont eus ar gousperou Ar vamm, ar mab hena, an diou verc’h vras hag ar baotrezig vihan, a deue en a-raok. An tad en doa daleet eun tammig, hag a deue warlerc’h o koms gant an aotrou person.

— « Hag ho paotr, Fanch, n’hoc’h eus ket bet eus e gelou pell a zo ? »

— « Eo da, aotrou Person ; e vaëronez he deus bet lizer digantan eiz dez zo bet deac’h. »

— « Ac’hanta ? »

— « O feiz, aotrou Person, ’meus aon n’en em blij ket kaer ; tenn eo e labour, ha tamm plijadur ebet n’en deus. Mar karche beza selaouet ac’hanon, ar paotr sot zo anezan ! »

— « Lavaret em boa d’eoc’h, Fanch kez, e teuje buhan ar paotr da enoui e Pariz. »

— « Va mab paour !… Piou c’hoar penaos ema du-ze ? … Mat e rafe sur dont d’ar gear !… »

War gement-se Gwenole a zihunas en eul lamm, hag a huanadas o skrabat e benn, hanter zigor e zaoulagad.

— « O ya ! emezan, me a yelo d’ar gear !… Dizale… Varc’hoaz !… Mouga ran ama ! »

Derc’hel a eure d’e c’her.

E dad hen digemeras gant kalz a blijadur, evel ma reas tad ar mab foran a zo hano anezan en Aviel.

A-c’houdevez Gwenole n’en doe nemet eur c’heuz ; beza bet diskiant a-walc’h evit trei kein d’ar peoc’h, d’an eürusded, d’ar garantez ha d’ar frankiz, a gaver war ar meaz en hor bro ger Breiz-Izel.


————