Me am eus bleo war va bruched !

Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 30-31)



Me am eus bleo war va bruched
————


Da Th. Guyomarc’h.


Ar c’hrenva gwaz am eus gwelet
A oa hanvet Job Dinac’het ;
Rak-se en em veule dreist-penn
Hag, en gwirione, hep termen,
E-pad an de ha deut an noz,
’N em gave begel ar barroz !
Pep lec’h hen kleve o laret :
« Me am eus bleo war va bruched ! »

Pa oa bugel ganeomp er skol,
En em lake a-us d’an holl.
Er c’hoari e renke pep tra,
Ar re-all ’dlee e heulia ;
C’hoantât ’rênt digeri o beg,
Enno hen a glaske abeg ;
Ha huan d'ê ’veze stlapet :
« ’Peus ket a vleo war ho pruched ! »

’N e yaouankiz n’en doa e bar
Da varrat ha da drei douar.
Gwelloc’h ’oa c’hoaz war al leuriou
Da lopa ’n ed gant ar frailhou.
Pa zeue amzer ar falc’hat,
E kemere penn ar rummad ;
Dindan tommder an heol bervet
’C’hlepe ar bleo war e vruched.

E-keit ma chomas dizemez,
Da veur a blac’h e rês al lez ;
Beza ez oa kilhog e gêr,
Hag evel-se eur mestr danser,
Morse skuizet ha prest atao
Da ren bep tro ar jabadao,
Ken ma renke gant e roched,
Sec’ha ar bleo war e vruched.


Nemet pa vanke e arc’hant,
Bepred ec’h eve gwin-ardant ;
Neuze, avat, ne doa nikun
Kerkouls hag hen war e vutun.
Er marc’had, e-barz ar foariou,
Den ne rê d’ezan e voutou.
Beteg ’n e gousk, o ma c’hredet,
’Krafe ar bleo war e vruched.

Marteze e tebras e draou,
Petra bennak ’reas prenaou ;
Met holl ez oant da baea c’hoaz,
Da vihana, pa dremenas.
Ar pez ’zo gwir ’n o c’huzulig
Diou goummer ’gonte goustadig,
— Int-i ’devoa e lïanet. —
« Nag a vleo gris war e vruched !

Aman e lezas war e lerc’h
Eur mab seder ha leun a gerc’h,
Deut da « vleveg » en emgannou,
Ha karget a vedalennou.
Eur wech, pa zistrôas d’ar gêr,
Gregache ar merc’hed er stêr :
« Arru eo paotr Job Dinac’het ;
« Hennez ’zo bleo war e vruched ! »

(Here 1918).


————