Medisined Landibidi

Feiz ha Breiz, 1934  (p. 518-523)



Medisined Landibidi


————



D’AR mare-se, e oa, e kêr Landibidi, daou vedisin ; unan, an Aotrou Fur, a veze gwelet bemdez o vont hag o tont dre an hentchou a gase da gêr, eul leor gantan, en e zourn ; ouz e welet an holl a lavare : « Eur genaoueg ! d’an oad en deus n’eo ket echu e studi gantan c’hoaz ! eun azen ! »

Ha den ne veze war e dro.

Ar medisin all ne veze kavet nemed en ostaleri pe er bureo-butun, ar c’horn a veze atao, en e veg n’oa ket lorc’hus ; komz a rae ouz an holl ; mat oa da baea banneou ; an Aotrou Lazen oa e hano ; ne veze gwelet morse o lenn an distera tra ; an dud a lavare : « O ! hennez n’ema ket an traou gantan da zeski, desket int pell a zo ! » Hag an holl a rede d’e welet.

Ha koulskoude, evit lavaret an traou evel ma oant, an Aotrou Fur a oa eun den gouest ; lenn a rae kals evit gwelet penaos ec’h en em gemered ar gwella, e pep lec’h hag e pell bro, evit louzaoui ar c’hlenvejou ; egile all ne ouie netra ; n’oa nemed eun talfaser ; d’an dud klanv, n’eus fors pe seurt klenved o zage ne roe nemet daou louzou: laez ha spurj. Poan ho pije en ho kof ? Evit laez ; poan en ho penn ? kemerit eur spurj. Eur gor en ho troad ? Evit laez. Eur glogorenn war ho tourn ? Kemerit eur spurj.

Met petra ’fell d’eoc’h ? An dud a lavare : « Hennez n’ema ket an traou gantan da zeski ! » hag an holl a grede.

An Ao. Fur evelkent ne c’helle ket beva gand aer an amzer ; mennout a reas meur a wech mont en eur gêr all da welet hag hen e c’hellje beza gwelloc’h deuet, met, chansus bras e vije bet kement-se, ker stank all ha ma zea ar vedesined, hag e sonjas c’hoari e Landibidi eun dro eus e zoare.

Da zeiz ar foar e lakeas an daboulin da vont en dro evit lavaret :

Selaouit hag e klevfot gwell a-ze,
Nemed unan bouzar bennak a vefe
An eil a glevo gand egile.

Disul, goude an oferenn-bred, ec’h en em gavo e bered Landibi an Aotrou Fur, medisin ; evit diskouez n’eo ket ker sot ha ma leverer, e lakaio tri den da zevel a varo da veo.

Dre ma komze an tabouliner an holl a jome mantret « mat, evelkent, a lavared, ma vefe gwir, koulskoude ; evidon-me, sur, a yelo da welet ! »

Lod a zirolle da c’hoarzin, lod all a skoazie o diouskoaz ; met an holl o devoa mall da welet ar zul o tont.

D’an dervez merket ar vered a oa leun; diredet e oa tud eus ar parreziou tro-war-dro ; kals engroez a oa hag an dud a oa bern-war-vern.

Pelloc’h e voe gwelet o tont eun Aotrou, eur vriad leoriou gantan : « Ema erru, a lavare an holl ; hennez eo », ha dre ma tremene ar merc’hed a firitelle hag ar gwazed a zelle outan, dispourbellet ganto o daoulagad.

An Aotrou Fur a yeas raktal da gaout kroaz ar mision; war an diri e taolas e levriou ; sevel a reas war ar bazenn uhela hag e reas d’an dud an orogell-man :

« Paotred ha merc’hed, ezec’h ha gwragez, lavaret em oa d’eoc’h erruout aman evid eun dra ha n’eo ket gwelet biskoaz war an douar, abaoe Hor Zalver Jezuz-Krist ; war bouez studia ha studia oun deuet a-benn, nann hepken da dapa an tu da drec’hi an holl glenvejou, met zoken da zigas a-nevez war an douar, an dud skubet er bez; aman e varv kals tud, met, n’em eus anavezet nikun ; ne vezan o welet den klanv ebet er c’harter ; var gaierou ar maro en ti-kêr em eus kemeret tri hano : Lan an Torc’h, Yann Jikel ha Seza Galonnec ; ez an da gommans, da genta, gant Lan an Torc’h. E pelec’h ema e vez ? »

Eur griadenn spontus a dregernas dre ar vered a « Petra zo ? » eme ar medesin, hag hen da welet.

— « O ! Aotrou paour, en han ’Doue, lezit Lan an Torc’h, e peoc’h, da ober e gousk diveza; va fried oa ; keit ha ma ’z omp bet asamblez, en deus bemdez-c’houlou, drastet va c’horf a vazadou ; na me zo eurus abaoe ma ’z eo aet hennez diwar va zro! va feskennou ne vezont nui bronduet gand an taoliou-boutou ; en han’ Doue, lezit va gwaz el lec’h m’ema; en han ’Doue, ho pezet truez. ouzin, Aotrou ! »

An holl a zic’houzouge evit gwelet vaouez kêz ; hi a grie hag a lenve, muioc’h, sur, eget deiz enterramant he gwaz hag an dud o devoa truez outi :

— « Mat, eme an Aotrou Fur, lezomp hen-man neuze ; d’eomp da eur bez all ; e pelec’h eo bet enterret Yann Jikel ?

— « A-hont, a respontchod d’ezan, demdost d’an idiz.

— Mat ! d’eomp da welet !

Hag an Aotrou Fur, war ein d’ar bez, met, en e raok e oa en em gavet tri niz bihan d’an hini maro « Aotrou, emezo, peoc’h, mar plij, da relegou hon eontr koz, epad e vuhez hon eus ranket e vaga; pa ’z eo maro, hon eus rannet, na petra ta, e zanvez, ken etrezomp ; lezit hen el lec’h m’eman ; mat eman aze, ma teufe beo en dro e teufe da glask adarre ar pez a zo bet d’ezan ; ni ne fell ket d’eomp, a briz ebet, e vefe digoret e vez.

— « Mat, eme an Aotrou Fur, deomp da gaout ar bez all, ha koulskoude, sur, Yann Jikel n’eo ket dies da zigas adarre war an douar ; met, p’eo gwir ne fell ket d’eoc’h e rin diouzoc’h ; e pelec’h ema bet laket korf Seza Galonnec ?

Dirazan, d’ar mare-ze e oa eun den, tregont pe bemp bloaz ha tregont d’ezan ; ouz e vrec’h ec’h en em harpe eur vaouez triouec’h pe naontek vloaz ; ar wreg yaouank a vennas kaout eur fallaenn o klevet ar medisin ; plega a reas he fenn, evel eur rozenn wenvet ; he gwaz, an dour em e zaoulagad a lakeas eur pok war he zal hag en eur gemeret brec’h ar medesin e lavaras : « Laoskit Seza, en he bez, Aotrou ; gwechall e oa va fried, met, pa vezo lavaret ar wirionez, morse n’em eus he c’haret ; atao e veze klanv ; flaer a oa gant he halan ; kemeret em eus eur pried all ; c’houi wel ema o tougen he bugel kenta ; ho c’haret a ran eus a greiz va c’halon hag hi am c’har kemend all ; en han ’Doue, Aotrou, peoc’h da Zeza Galounnec ha n’it ket da lakat ar c’hlac’har da ranna diou galon hag en em gar eveldomp-ni !

— « Mat, eme an Aotrou Fur, piou ’ta neuze a zigasin eus a varo da veo ?

Met, dija, an dud a dec’he diouz ar vered ; aoun o devoa da welet eur bez o tigeri; da genta ne oant ket evit kredi e c’helljed ober eun hevelep tra ha breman e oant strafuilhet. Den ne gomze ken,

— « Alo ! eme ar medesin, p’eo gwir ne fell ket d’eoc’h e tigasfen unan a varo da veo, it d’ar gêr ; esperans am eus evelato da astenn d’eoc’h ho puhez hiviziken ; pares a c’hellan an holl dud klanv ; n’eus nemed eur rumm a rankan lezel da vervel : ar re a vez prenv ar maro e pleg o c’halon !

Diwar neuze an Aotrou Fur a wele an holl dud klanv er barrez ; pa wele ne c’helle ket parea unan bennak e lavare « Petra ’fell d’eoc’h ? Prenv ar maro a zo e pleg e galon ; hag ouz ar prenv-ze n’eus louzou ebet er bed-man ! »


K. JEZEGOU