Lajat, 1909  (p. 72-76)



MENNOZIOU-EURED


D’am mignon Y.-M. Boulanger ha d’e zousig

Maria-ar-Barzic, Ploulec’h.


N’an eus ket c’hoaz gwall pell e klevis eur c’helo
Hag a lake seder an holl dud dre ar vro ;
Diou galonig tener ha karget a furnez,
Diou galonig yaouank a dlee hepdale,
Dre ar briedelez
Skoulma o c’harante.


Klevet am oa ouspenn na oa ket gwelet c’hoaz
Eun dimezi kenkoulz en bro abed biskoaz ;
An daou bried a oa skouer ar yaouankizou,
Ar vue a vije d’eze o daou laouen,
Groet oa o c’halonou
An eil evit eben !

En gwirione, peb tra a deu, dre eur burzud,
Da harpa en peb stum lavariou mad an dud :
Adalek Keraloaz beteg bourk koant Ploulec’h,
Ar bed he deus gwisket he mantell ar c’haeran,
Hag an evned, d’an nec’h,
A gân eus o gwellan…

Ar bleun er prajeier, ezen flour ar maeziou,
An heol sard ha lirzin o sevel en oablou ;
Eur rum gant o c’houez vad, eben skanv ha yac’hus,
Egile dre e dân, a laront en eur vouez :
O bezet evurus
Enpad ho puegez !

Ha kleier ar barrouz, nag a oant hirie drant,
Int o deus bet sonet evit ho Padeziant !
Ha p’ho kwelent ho taou o tont ’barz an iliz,
E vrallent sederoc’h ouz lein o zour uhel,
’N eur rei d’ac’h, en o giz,
O mennoziou santel.


Me gred ive Zent Breiz kenkoulz hag ho tud koz,
A dlec mousc’hoarzin ouz lein ar Baradoz,
Ha teul war an douar eur zell a drugare ;
Ho karante dener ’re d’e evurusted,
Ha, hep mar, int ive
A zo deut d’an eured !

Pewien, tud pinvidik, kerent ha mignoned,
O deus holl dilezet o labouriou kaled,
Vit dont da zigas d’ac’h : ar re baour eur beden,
Ar re-all eul loden dimeus o c’halonou,
Pe c’hoaz eur c’hoarzaden
Gant o gourc’hemennou.

Dirak an holl draou-ze, me ive am oa c’hoant
Da gana ho tudi… Mes pebez nec’hamant…
Rak aon da vad am eus da denvalât ar gouel ;
Penoz e c’hallin-me lavaret d’ac’h netra ?
Ma mouez zo re izel,
Na ra nemed krena…

Ah ! perak n’am eus ket da vouezig drant, eostik,
Pa ganez hed an noz er c’hoat don ha sioulik ?
Oh ! neuze am bije kemeret ma Zelen,
Ha kanet warnezi dirak ar Vretoned,
Eur gaer a ganaouen,
Evidoc’h, daou bried.


Plijadur kalz ho peus, ha levenez hirie,
Ha petra a virfe ? Dleet eo, ma Doue !
Dalc’hmad ho peus renet eur vue ar gwellan,
Bet ez eo gant an holl ho yaouankiz meulet ;
Sed ho furnez breman
Paeet ha kurunet !

Ya, da furnez, mignon, a zo tremen paeet
Gant ar vleuen ken kaer e teus bet dibabet ;
Eur vleuennig ken koant, kutuilhet en draouien,
Traouien ken dudius dimeus hon Breiz-Izel ;
Hi zo eur berlezen…
Hi eo da durzunel !

Kâd e teus, nan hepken enni eun durzunel,
Pell welloc’h, eur wreg krenv, gwreg krenv an Auiel !
En tu-hont d’he gened, pehini zo dispar,
He deus eur galon aour, tenzor a vadelez,
Hi vo war an douar
Elig da diegez !

Petra e larfen d’ei breman diwar da benn ?
Kalz am eus da laret mar larfen penn-da-benn
Da vue mad hag… Mes, anveet out ganti !
Dre-ze na chomin ket re bell da gaozeal,
Hag ec’h an d’achui
Buhan, hep hunvreal…


Ganit hi he deus bet eun den euz ar reisan,
Mad dreist ar re wellan, fur dreist ar re furan !
Da spered a zo eon, da galon zo kristen,
Ganit hi he devo bepred evurusted :
Rag eur c’hristen hepken
A zo eur gwir bried !

En tu-hont da ze c’hoaz hi zo seder da vad,
Bezan ez out ouspenn eur poanier, eur Breizad ;
Eur Breizad… Penn-kaled pa fell difenn ar Gwir !
Ganit hi a dreuzo hep spont môr ar vue…
Rag ar c’halonou dir
Na vent ket kâd bemde !

D’ac’h ho taou, mignoned, d’ac’h ma gourc’hemennou,
Ra vo hent ho pue goloei a vleuniou ;
Ha mar teufe Doue, eus kreiz e garante,
Da zigas en ho ti kalz a evnedigou,
Ra vefont holl neuze
Henvel ouz o zudou…

Bevet eta seder, ha pa deuï ar Maro
Da hencha ac’hanoc’h en trezek ho kwir Vro,
Ra zeuï d’ho tigemer en porched an Nenvou,
Holl Zent koz Breiz-Izel hag ho kerent karet ;
Setu ar mennoziou
A gas d’ac’h Ar Yeodet.