Merc’h ar Roue Traonienn-an-Ein

Le Dault, 1950  (p. 187-192)




Merc’h Roue Traonienn-an-Ein


Bran a oa roue Traon-ar-Ster, hag eur wreg koant en devoa. Maro houmañ, e c’hoantaas kaout unan-all, hag e lakaas e vab, eur bloaz warnugent d’ezañ, en eun enezenn kollet er mor bras. Neuze e timezas adarre, hep lavarout d’e eil gwreg avat en devoa bet eur mab digant e wreg kenta.

Eur miz goude an eured e rankas ar roue mont d’ar Spagn hag e lezas ar rouanez er palez. Ne oa ket aet gwall-lark c’hoaz er mor, ma teuas eur vaouez koz da gavout e wreg, hag a lavaras d’ezi en devoa ar roue eur mab hag a oa en eun enezenn pell er mor. Gourc’hemenn a ra ar rouanez raktal mont da gerc’hat mab ar roue. Hag hi d’ezañ :

« C’hoari an diñsou a ouzout ? »

« Eun tammig. »

« Petra ’rin ma c’hounezez ? »

« Me a welo goude. Ha ma kollan ? »

« Ez i da gerc’hat merc’h roue Traonienn-an-Ein. Ha me petra ’rin ? »

« Pa vezin aet davit merc’h roue Traonienn-an-Ein, c’houi a zrebo dre doull eun nadoz a roin d’eoc’h. Ne zebrot e doare-all ebet, ken a vezin distro, nemet dre graoenn an nadoz-se. Graet eo ar glaoustre ? »

« War va enor. »

Hag e c’hoariont. Ar mab a goll, ha mont a ray. Eun eil tro, hag ar rouanez a c’houit war he zaol.

« Kitez omp, » emezi.

« O ! tra ! pep hini a ray ar pez a zo divizet… War hoc’h enor hoc’h eus touet. Gwaz a ze ! »

Hag ar mab, lakaomp anezañ Arzur, a ya da gavout keginerez ar palez. Houmañ a oa eur sorserez anezi. Hag hi :

« Dal, paotr, setu amañ eur wastellenn evidout. Keit ha ma vezo ganez ne c’hoarvezo ganez droug ebet, rak eur banne eus va laez a zo enni. Emberr ez i da di va breur, hag e roi ar wastell-mañ d’ezañ da c’houesa, hag heñ a ziskouezo d’it an hent a dleez mont drezañ… Bremañ deus ganin ma kavin eul loen-kezeg da gas ac’hanout. »

Hag hi ha mont d’al liorz, seni eur c’hloc’h ha, kerkent, setu eur marc’h gwenn, diouaskell d’ezañ, o tont d’he c’havout.

« Pign war al loen-ze, » emezi d’Arzur. « War eeun az kaso da di va breur. »

Hag al loen ha digeri e ziouaskell, ha setu int en hent war gein ar c’houmoul.

Mont a reont ha mont c’hoaz, ken a zeu an heol da ruzia gwagennou ar mor.

Neuze e tiskennont e-tal eun ti bras. Artur a ya tre en ti-ze, hag a wel eur roñfl bras :

« Me ’glev c’houez ar c’hristen ! » eme hemañ.

Savet eo e gontell da laza Arzur. Hemañ a laka buan ar wastellenn dindan e fri d’ezañ.

« Ha ! » eme ar roñfl, « e oas lazet paneve d’ar wastell-se a zo enni eus laez va c’hoar garet. Penaos ez a ar bed ganti ? »

« Mat tre. »

« Da belec’h emaout o vont ? »

« Da glask merc’h roue Traonienn-an-Ein, ha ne c’hellan ket distrei hepti. »

« Pemp kant vloaz ’zo emaoun amañ ha ger ne glevis morse diwar-benn Traonienn-an-Ein. Met eur breur am eus hag a zo ganet daou c’hant vloaz araozoun. Marteze e oar eun dra bennak. Mont a ri d’e gavout hag e weli. Ar marc’h gwenn askellet a zougo ac’hanout adarre. Arabat d’it disoñjal rei ar wastell d’am breur da c’houesa, pe lazet e vefes. »


Antronoz, mintin mat, Arzur a zo en hent. P’emañ an heol o kuzat, ar marc’h a dap douar ha mab ar roue a ya en ti bras a gav eno dirazañ.

« C’houez ar c’hristen a glevan ! » eme ar roñfl.

Ar wastellenn a zo lakaet dindan e fri, hag heñ da vriata Arzur.

« Penaos emañ ar bed gant va c’hoar ? » emezañ.

« Magnifik, disteñget. »

« Ha da belec’h ez ez e-giz-se ? »

« Da glask merc’h roue Traonienn-an-Ein. »

« Sorset eo. Warc’hoaz e weli anezi el lenn vihan a zo a-dreñv va zi. N’ouzon dare pelec’h emañ o chom. Met bemdez e teu amañ gant daouzek maouez-all da neui. Ne vezont ket en o stumm plac’hed yaouank. Da drizek alarc’h int aet bremañ. Merc’h ar roue a vezo eur seizenn c’hlas ouz he gouzoug. Pa vezint digouezet war c’hlann ar stank e teuint da blac’hed adarre. Taol pled ouz merc’h roue Traonienn-an-Ein. Ha pa vezo en dour, tap he dilhad. Klask a ray anezo ha lavarout a ray ober n’eus forz petra evidout. »

E-giz-se e c’hoarvezas penn-da-benn. Arzur a lammas dilhad merc’h ar roue. Deuet er-maez eus an dour, houmañ ne gavas neudenn da lakaat en dro d’ezi. Hag hi :

« Nep a zigaso va dilhad d’in a vezo paeet. »

Hag Arzur a gas he dilhad d’ar briñsez. Tri aval a ro merc’h ar roue d’ezañ. Hi a zo eun alarc’h anezi adarre. Heñ a ya da gavout ar roñfl, hag a lavar d’ezañ penaos eo bet an traou.

« Mat eo, » eme hemañ ; « ma c’hellan e kavi Traonienn-an-Ein. Holl laboused ar bed a zo dindan va galloud, ha posubl eo e oar unan anezo tra pe dra diwar-benn ar vro-ze. »

Hag heñ da c’houeza en eur c’horn-boud. Eun hanter-eur goude ez eus eul labous a bep rumm en e gichen.

« Piou ac’hanoc’h, laboused, a oar eur c’helou bennak diwar-benn roue Traonienn-an-Ein ? »

« Tost d’e di emaoun o chom, » eme eur pez-labous bras, anvet erer.

« Mat, erer, kas an den-mañ, mab d’eur roue, betek Traonienn-an-Ein. »


Hag Arzur a bign war gein an erer. Hag en hent. Mont a ra ha mont c’hoaz, ken emañ a-us d’eur mor ledan-ledan.

« Skuiz oun, » eme an erer : « ro d’in da zibri, pe mont pelloc’h ne c’hellin. »

« Eun aval bras a zo ganin, » eme Arzur.

« Taol anezañ em genou. »

An tri aval a ya e-giz-se gant an erer. Hag e tigouez e Traonienn-an-Ein, hag e sko war an nor.

« Piou a zo aze ? » eme ar roue. « Petra ’glask ? »

« Da verc’h eo e klask : Arzur eo e ano. »

« Va merc’h ne vezo ket d’it, nemet ober e rafes an tri dra a roin d’it da ober. »

« Ha d’in e vezo neuze ? »

« Ya. »

« Graet ar glaoustre. »

« Gwelout a rez ar c’hastell a zo aze ? Pil anezañ a-barz kuz-heol, ha stlap ar vein anezañ, bras ha bihan e goueled ar mor. »

Mont a ra Arzur. Eur morzol hag eur langede a zo ouz troad ar c’hastell. Kregi a ra gant al labour. Met, e gwirionez, e-unan ne vije ket deuet a-benn anezañ a-benn hirio c’hoaz. Hogen merc’h ar roue a zired d’e gavout ha, gant eur gomz hepken, a ra d’ar c’hastell mont war e benn er mor.

Deuet an abardaez, Arzur a ya da gavout ar roue, hag a lavar d’ezañ eo graet al labour.

« Mat, » eme hemañ. « Gwasoc’h labour az pezo warc’hoaz. »

« N’eus forz petra, gouest oun d’hen ober. »

« Warc’hoaz eta e savi ar c’hastell en-dro, maen war-lerc’h maen, e-giz ma edont en deiz-mañ.

« Dioustu, mar karit. »

« Warc’hoaz e vezo deiz c’hoaz, emichañs. Kae da gousket, er marchosi, gant ar gazeg c’hell. »

« N’eus tamm da zibri ? »

« Amañ ne vez predet nemet eur wech bep sizun, ha tri devez a zo c’hoaz da c’hortoz. »

« Gedal a rin eur miz ma ’z eo ret. »


Hag Arzur d’ar marchosi. Gourvez a ra war eun dornad plouz. Dizale, setu merc’h ar roue o tont.

« Ac’hanta, mab roue ? » emezi, « kousket mat e oas ? »

« Kalet eo ar gwele. »

« Gortoz. Me a zo o vont da rei unan boukoc’h d’it. »

Hag hi a zigor he c’hof d’ar gazeg, hag a denn eur gwele pleuñv anezañ. Ouspenn, rei a ra da Arzur kig, bara ha gwin, hag e lavar :

« Kenavo warc’hoaz. Abret e teuin da lakaat ar gwele-ze en-dro en e blas. »

Mintin mat, e gwirionez, e teuas. Planta a reas ar gwele e kof ar gazeg adarre. Hag hi :

« Gouzout a ran petra az pezo da ober hirio c’hoaz. Me her graio evel dec’h. Hag emberr, e-giz en neizour, e savin d’it eur gwele amañ. »

Hag Arzur d’al lenn-vor. Nec’het e vije bet evit tenna ar c’hastell eus ar strad, met merc’h ar roue ne zaleas ket da zont, hag hi da skei tri daol war an dour gant he dorn kleiz, ha kerkent ar c’hastell a zo en e sav. Hag hi kuit.

Diouz an abardaez, setu ar roue.

« Ma, » emezañ da Arzur, « eur micherour mat a zo ac’hanout. »

« Gwasoc’h eget an dra-ze am eus graet. »

« Kae da gousket. Warc’hoaz e livirin d’it petra da ober. »

Da hanternoz, merc’h ar roue a zo e-kichen Arzur.

« Diaes e vezo da labour feteiz, » emezi. « Va zad en deus eun taro penn-foll, bet lazet gantañ kement a glaskas tostaat outañ. Met dal amañ eur weskenn. Kerkent ha ma vezi er park, hej an nask-se hag an taro a zoujo d’it evel eun ounner doñv. »

Diouz ar mintin, Arzur d’ar roue :

« Petra ’rin hirio ? »

« Eun taro am eus du-ze er park. Digas anezañ amañ ha va merc’h a zo d’it. »

Hag Arzur d’ar park. Heja a ra an taok, hag an taro a voe sujet gantañ ha kaset d’ar roue.

« Kae da gousket er marchosi ! » eme hemañ, mezevellet o welout an taro doujus.

Hag heñ a ya d’e gambr o soñjal penaos dont a-benn eus Arzur.

E verc’h a ya da gavout hemañ.

« Va zad, » emezi, « a zo o klask an tu d’az laza. Met setu amañ teir gwastellenn, ha ganto e tiarbenni e gounnar. Gervel a ray ac’hanout, hep rei urz d’it da vont dirazañ. Laka unan eus ar re-mañ e-tal dor e gambr, an eil e hanter an diri, chom en traon tre. Pep hini anezo a zisplego eur gontadenn goude pep gourc’hemenn a ray va zad d’it. Int a responto evidout, hag e-keit ha ma vezo ar c’hoñchennou o vont en-dro, ni a c’haloupo war-du da vro.

Graet eo kement-se, hag int en hent.

« Mab roue, » eme roue Traounienn-an-Ein, « deus amañ. »

« Setu. »

« Eus traon an diri aze, kont eun istor d’in. »

Hag ar wastellenn lakaet eno a zispleg eun dra gaer bennak.

« Pign, mab roue, ha displeg unan-all. »

An eil gwastellenn a gomz d’he zro, ha bravoc’h eget an hini genta.

« Deus betek toull va dor, ha kont c’hoaz. »

An deirvet gwastellenn a zo helavar meurbet. Mes da heul he c’homz diweza en deus ar roue eur gwall-zisaouzan :

« Mab roue Traon-ar-Ster ha merc’h roue Traonienn-an-Ein a zo e hanter hent da Vro Gerne… »

Kounnaret eo ar roue gant ar c’homzou-mañ, e c’hellit kredi, rak heñ a soñje sanka e gleze e kalon Arzur pa vije echu gantañ e deirvet kontadenn.

Hag heñ, pignat war gein e daro penn-foll, ha redek war o lerc’h .


« Ne welez seurt o tont ? » eme ar verc’h d’Arzur.

« Eo, da dad war an taro. »

Hag hi a duf (krañchat) war an douar, ha raktal eur mor a zo etrezo hag he zad.

A-benn eur pennad :

« Ne welez seurt o tont, Arzur ? »

« Eo, eur bern listri. »

Hag hi a daol eur maen war an douar, ha raktal eur voger a zo etrezo hag ar roue.

Manket eo ar roue war e daol, koll a rank, distrei a ra d’e vro. Arzur a ya da balez e dad gant merc’h roue Traonienn-an-Ein. He diskouez a ra d’e lezvamm :

« Setu amañ merc’h roue Traounienn-an-Ein. »

Hi ne c’hell ket respont : maro e oa. Penaos ne vije ket bet ? Ne c’helle dibri nemet dre graoenn eun nadoz.

Arzur a zimezas gant an hini e oa bet o klask. Eürus e voe…

Gras d’eoc’h da veza ivez.


Ar Bobl, c’houevrer, meurz 1906.