Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/Reizidiguez eus an drouc-oberou ha contravant




R E I Z I D I G U E Z
Eus an drouc-oberou ha contravantionou en matier a Boeziou ha Muzuriou.
————


I. Usach eus a boeziou ha muzuriou faus.

Ar muzuriou anc. zo reputet faus ha disleal : ar balançou a zo comparachet d’ar poeziou, pere a ve venamant reiz, ma vent faus.

Ar boanniou applicabl d’an disoboissanc-se eo an articlou 423 ha 428 eus ar C’hod penal.

II. Possession deus ar memes instrumantchou er vagasinou, staliou, atelierou, ties a gommerç, coc’hiou, foariou ha marc’hajou.

Herves jurisprudanç lez ar gasssation, ar poeziou ha muzuriou reputet faus, a dle beza confisqet, ha pa na vent qet memes cavet en ur stal pe en ur vagasin : an art. 479, n° 5, 48o, n° 3, 481, 482 ha 483, eus ar C’hod penal, a zo applicabl d’an disoboissanç-se.

III. Implich deus a vuzuriou pe a boeziou differant eus ar re etablisset dre al lezennou en vigor.

An instrumantchou n’int qet merqet eus o lealdet, a zo deus an nombr-se, hac hep da egard da zen pe da lec’h ; an art. 5 eus an ordrenanç royal an 21 qerzu 1822, na admet qet a exception. An art. 479 eus ar C’hod penal a zo applicabl d’ar c’hontravantion-se.

IV. Manqamant da reglamantchou an autoriteou administratif var ar matier.

Ar mancou n’int qet hanvet reiz a voalc’h gant ar C’hod, pe dre lezennou spicial ha decrejou, o deveuz nerz a lezen, evel a c’hoarvez dispositionou jeneral ha local evit assuri fidelite debit ar varc’hadourez a zo punissabl, hervez an art. 471, n°15, eus a C’hod penal.