Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg/VI




CHABISTR VI.
Demeus a implich an instrumantchou da boeza ha da vuzuri.


Netra domma an eil den diouz eguile, evel purete an intantionou hac ar c’hoant da ober ar vad. Mestr Pierrès hac e zisqibl a leinas assambles evel daou vignon côs : diou vech e rejont muzuri en o fresanç al litr güin a evjont, ouz en em antreteneur demeus a draou util hac agreabl.

O veza êchu lein, e tistrojont d’ar marc’hat, e pelec’h mestr Pierrès en devoe an occasion da ober remercout d’ar mêr meur a zireizamant a zougue calz a noas d’an ingaldet ha d’al lealdet.

— Ar verification alies a zo justamant recommandet dre an ordrenançou, ha güelit peguement e zeo necesser qementse, eme mestr Pierrès, en eun disqeuz balançou pere o devoa tammou plom pe neud arichal, hac ar brancard arrenjet evit o ampech da vont ha da zont libramant. Disqeuz a rê dezàn ive re-all n’o devoa qet o ados, ha na ellent qet dre ze merqa reiz o mouvamant. Ar balanç faus, emezàn, a zo bet gant rêson comparachet d’ar poez faus, hac ar marc’hadour pehini en deus balançou a bere an eil bladen a zo pounneroc’h eguet eben, zo reputet beza bet grêt usach diouto. En effet, dre n’en deus qet re-all var e daul, necesseramant en deveus dleet trompla ar prener.

— An draze a seblant din-me rêsonabl, a lavare ar mêr ; ar marc’hadour a dle anavezout e valançou, ha na ell qet digareal câs ignoranç var ze.

— Mes, petra a sonjit-tu deus ar c’hreyer ?

— Un instrumant êzet bras eo da zouguen, pehini, hervez hirdet e vranc, a ell servichout da boeza calz a varc'hadourez ; gouscoude n’en deo qet, evel mar ma bremâ, just bras ; ha ne zòn qet nemeur contant da velet poeza amman, lin pe traou all evelse ; rac gant un troic dorn dissimul ar prener a voar ober ar brava e varo d’ar güerzer, hep na vel mic. Calz a ve da lavaret var ar c’hreyer, pere n’en dint nemet toleret ; rac pa ve contestation, e zeo gant ar valanç e constater al lealdet.

En eur dremen dirac ar poeziou public, mestr Pierrès a zigassas sonch d’ar mêr demeus an dipositionou applicabl d’ar re a zo carguet eus an etablissamanchou-ze, pere, ma implichfent muzurioù faus, a ell beza condaonet da boanniou correctionel prononcet enep ar re a drompl var ar gantite demeus an dra güerzet. [1]

— An draze a seblant din just, eme ar mêr, rac ar poezer public, oc’h ober ar fonction doubl eus a voerzer hac a brener, a dromplfe an eil pe eguile, ma ne ve qet reiz e instrumantchou, pe ma abusfe oute er fêçon d’en em servicha dioute. An dud-se a exich un evestet particulier.

— Er memes tra, eme mestr Pierrès, evel ar re a voerz marc’hadourez da boez grêt, evel ar goulou, ha traou all exposet e güerz, dre ma represantont ur poez determinet. Ar prener a feiz vad, pehini a bren a gonfianç, a zo necesseramant tromplet, ma n'en deus qet ar brecotion da laqat placi ar varc’hadourez er balançou, hac e zeo er sanç-se en deus ar justiç decidet e zoa guerç en faus poez. [2]

— Justiç vad, eme ar mêr. Credi a rêr ar marc’hadour, hac e trompl ac’hanoc’h ; ravezo punisset. Me bromet mad dêc’h ec’h evessain.

— Beilit ive, Autrou mêr, var an debit güin, gist ha güin-ardant ; protejit arauc pep tra ar c’honsommatour, pe an dud an nebeuta pinvidic ; bezit sonch mad penos ar gontribution o veza fixet var ar muzur leal, ar som eus ar güir en em vesq ebars pris ar boesson, en hevelep fêçon ma rambours ar c’homsommatour d’an debitant ar som demeus ar güir-se, ha penos, an hostis o trompla, a ajout da bris ar güin ul loden güir pehini ne ma qet en rapport gant contenanç ar muzur a fournis, e zeus surtax en e brofit divar goust an ever. Dalc’hit eta an dorn evit ma imito debitantet ho commun an usach furamant etablisset e Paris, da vuzuri ar güin qent eguet e laqat er voutaill, pehini n’eo qet ur muzur, mes ur vessel hepqen, evel ma vez ur bodez, ur picher. An hini a ro ur voutaillad evit ul litr, a zo un trompler ; enebi a ra d’al lezen, ouz en em servicha demeus a ur muzur ne anavez qet al lezen. Se eo, a hend all, ar pez en deveus decidet gant qement a furnez al Lez a gassation en andret hostisien ar Mans. [3]

— An dra-se a zeblant din sclêr er pez a sell ar boesson tennet en donnel ; mes petra a dleer sònjal demeus a exijanç an implijerrien, pere a bretand penos, pa o deveus cachedet ar voutaillou, pepini dioute a dle paea evel ul litr ?

— Al lezen a autoris ané ; mes n’en dêo eurusamant nemet evit ar boesson fin, pe ar güin a deu deus an estranjour ha demeus a ur pris huel.

— Seblantout a ra din penos neuze ar voerz en em c’hra en drac, d’ar pris-mâ-pris ar pez, hervez m’en em gomport.

— Applic a rit ervad ar pez hon eus lavaret arauc.

— Ur guestion benac a meus c’hoas da ober dêc’h.

— Comzit, va mignon ; prest oun da respont.

— Hac én zo, e jeneral, indifferant poeza pe muzuri peb seurt marc'hadourez ?

— Ia, indifferant bras, pa zeo daccord an daou barti, sepet gouscoude ne ve qet ar varc'hadourez carguet a zroajou recevet gant an tenzor, ha pere a zo atao rambourset d’ar marc’hadour gant ar c’honsommatour ; er c’hâs-se, ar rêson a fell penos ramboursammant an droajou dre an debit en em rêfe dre boez pe dre vuzur, er memes fêçon ma vezo bet percevet an tax ; dre exempl : an haulen hac ar c’hafe a bae droajou fixet dre boes, hac ac’hane paeamant an droajou-se gant ar c’honsommatour a dle heuill ar memes reol.

— An draze a seblant din c'hoas patant ; mes, lavarit din hac ar reol-se a zo applicabl d’an heaul.

— En princip, Autrou mêr, an heauliou o deus o foez spicial, pe differant, hervez o seurt, hac ar voerz dre boez a zo ar gonsecanç eus a ze ; evelse ive n’en deo nemet evit êzetât an debit ordinal en deus ar Gouarnamant autoriset ar voerz dre vuzur represantatif deus ar poez, adalec hepqen an anter-kilogram.

Expliqet emeus dêc'h, Autrou mêr, ar pez a zo mad da c’houzout evel consommatour pe evel den privet, hac ar pez a dleit da anavezout evel protectour demeus a dud ho commun. Ne meus mui nemet doc’h antreteni deus ar boanniou prononcet a enep ar re a refus oboissa d’al lezennou ha d’ar reglamantchou, demeus a bere ar but eo menteni ar goarantiach public dre an ingalder.



  1. Arrêt eus a Les ar gassation eus ar 7 Germinal bloavez IX, titr 7t no 159, p. 298.
  2. Arrêt an 13 Ebr. 1820
  3. Art. 29 an ordr. royal 18 Qerzu 1825.