René PRUD’HOMME, 1905  (p. 86-91)



XIII


MEULEUDI BRO-LEON

——


D’ar Breur Constantius.


Pa oa c’hoaz paianed hon tadou koz e Leon
Doue ’n deuz war hor bro great eur zell a galon ;
He zaoulagad kel lemm a zibab ebestel
A gaso warzu Breiz da brezeg an Aviel.


Abredik Leoniz a welaz
Sklerijen vurzuduz ar groaz
Da Leon Doue en deuz kaset
Eun niver braz a Zent brudet.

E Breiz-Tramor, du-ze, Paol oa en he beden,
Pa wel tostik d’ezhan eun eal gwisket e gwenn ;
Euz an env e tired, digaset gand Jezuz,
Ganthan ar c’helou-ma, a dra zur souezuz :

« Belek santel, sav alese,
Gourc’hemennet eo gand Doue ;
Treuz prim ar mor, kerz da brezeg
Da Vreiz-Izel ken ezommek. »

Rak-tal Paol a zentaz, gand eun nebeud menec’h,
Mont a reaz war vor, trezek Arvor, dinec’h ;
Diez e ve laret ar vad a reaz dre-oll
D’hon tud koz paianed a veve en ho roll.

Ar Vretoned stard en ho fenn
Na vez morse ’med eur greden ;
D’ar gwir feiz kristen gounezet,
Arvorik a gredo bepred.

Ar pez en deuz great Paol tro war dro da Gastel,
Pegement ha re-all ho deuz e Breiz-Izel
Diskaret giziou kriz, ha plantet en ho lec’h
Kroaz santel Hor Zalver, ha kustummou dibec’h.

Henvel a rin Mikeal Nobletz,
Bet eo dre Leon e peb parrez ;

Hag he ziskib an tad Maner,
Manac’h santel, gwir brezeger.

E Leon e talc’h an dud bepred d’ho Brezonek,
Vel ma chomm ar brennik en aod ouz ar c’herrek ;
Karout a reont ivez ho bro, ho farkeier,
Evel goenvi a reont pell dioc’h ho lanneier.

Ar baotred yaouank a vro Leon
A zo enkrez en ho c’halon,
Pa rankont, siouaz ! dilezel,
Ho farrez, ho bro Breiz-Izel.

Leoniz a ia bep bloaz gand feiz d’ar pardoniou,
Evel ma ’z ea gwechall arozho ho zadou ;
Ar c’hustummou santel euz eur rum d’egile
Koulz hag eun digouez sakr a dremen e leve.


E Leon ar merc’hed, ar goazed,
Dirak ho skeud na grenont ket ;
Hen diskouezet ho deuz ervad,
N’euz ket pell c’hoaz, m’oc’h euz sonj vad.

Eur flourdelizen goant e Leon a zo savet,
Eun iliz kaer meurbed, da Vamm Jezuz gwestlet:::;
Piou n’eo bet er Folgoat e harz skeuden Mari,
O skuilla daelou puill, o kana, o pedi ?…

Eun dudi vez gwelet Leoniz
Da zeiz ar pardon deuet gand feiz,
Da zaludi en iliz goz
Rouanez vad ar baradoz.

Evel kador sant Per, bro Leon zo war ar roc’h,
N’ouffe beza harpet war diazez krenvoc’h ;
Ar mor diroll a sko, a sko pell amzer zo,
Hep he diskara tamm, biken n’he diskaro !

Leoniz ho deuz eur penn kalet,
Evel ar vro leac’h int ganet ;
Ar vourrevien n’hellint biken
Ober d’ezho nac’h ho c’hreden.

Yez enoruz hor Breiz, yez koz ar Vretoned,
Ar Brezonek dinoaz a zo hirio barnet,
Barnet d’eur maro trum gand pennou diaoulek,
Ho deuz c’hoant ober d’eomp komz hebken ar gallek.


Dre be seurt gwir e teuont-hi
Da wallgas kement hor yez-ni ?
Leoniz a stourmo kalonek,
Evit miret ho Brezonek.

Dismantrerien dizakr, mistri eur pennad zo,
Ho deuz laret : « Brezel da gement a gredo !
Mui na Breur, na Belek, mui ken a Leanez !…
Setu ho mennoz fall, deuet da benn, pe war nez…

Dizale, vel en dispac’h vraz,
E Leon vo diskaret ar groaz,
Ha serret kloz an ilizou
Epad marteze blaveziou.

Er skoliou dibater ar vugaligou geiz
Na glevint mui hano a Zoue, nag a feiz ;
Dizrei d’ar gouezeri a c’hoantaont me gred,
Evit ober d’eomp-ni beva ’giz hol loened.

An den na hell ket beva reiz
Pell dioc’h sklerijen c’hlan ar feiz ;
Er fank, en draill, er vuntrerez,
Hep doujans eun Doue e kouez.

Leoniz a zo tud a skiant,
Heuill an hent mad oll ho deuz c’hoant ;
Mar bez red rei zoken ar goad,
Her graint kentoc’h eged fallât.


Arvoriz ker a vro Leon,
Bezit bepred tud a galon ;
Mirit kiziou ar Vretoned,
Ha lezit re ar C’hallaoued.

Keit ha veoc’h feal d’ho Toue,
Ha d’ar Brezonek koz ive,
C’houi vo eüruz en ho puez,
Ha muioc’h en env, eun dervez !


————