Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mibien Eured.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 308-314)



MIBIENN EURET
________


I


  — Ma breur Markig, eomp hon daou
D’ano nozwez vraz da Goadurjaou. [1]

  — Ma breur Robart, chommomp er gêr,
Rag ur gwall nozwez a ziger.

  — Na chomfomp, ha na dalefomp,
P’hon eûs konje, mont a refomp.

  Ha pa oant prest da bartia,
’Komans ar c’hleier da vralla ;

  Komans ar c’hleier da vralla,
Tan ha kurun ann horrupla.


II


  En Koadurjaou p’int arruet,
Ann nor serret ho d-eûs kavet ;

  Ann nor serret ho d-eûs kavet,
Holl dud ann ti et da gousket.

  Markig Euret a lavare
En toull ann nor, hag en noz-se :

  — Ma c’homper, digorret-c’hui d’in,
Ewit am bô tan da fumi.

  — Ann nor d’ac’h na digorrin ket,
Klewet em eus hoc’h gwall-baotred.

  N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ann nor en ti ho d-eûs tolet ;

  Ann nor en ti ho d-eûs tolet,
Ann Triquier koz ho d-eûs lac’het.

  Merc’h ann Triquier a lavare
Diwar hec’h ilinn, ’n he gwele :


  — Ha pa goustfe d’in pemp mill skoed,
Me ’lakaï’ krouga Robart Euret !

  Me ’lakaï’ krouga Robart Euret,
He vreur Markig na lâran ket ;

  He vreur Markig na lâran ket,
Hennes a renkan da gavet.

  War-ho-c’hil en ti int bet êt,
Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het ;

  Holl dud ann ti ho d-eûs lac’het,
Ann tan war-n-hê ho d-eûs laket !


III


  Tric’houec’h archer a zo kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret.

  Ann tric’houec’h archer ’c’houlenne,
Er gêr vihan, war ar pave :

  — Paotred iaouank, d’imp-ni lâret
C’hui ’c’h eus gwelet mibienn Euret ?

  — Mar eo paotred Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;

  Distroët aman ho gwelfet.
Me gret eo out-hô e komzet.

  Ter heur hag hanter hec’h int bet
’C’hoari ar c’hleve, ar fleuret ;

  ’Benn ma oa peder heur sonet,
Seitek an-hê a oa lac’het ;

  Seitek an-hê a oa lac’het,
Nemet unan na eus chommet.

  Markig Euret a lavare
D’ann hini ’oa chommet, neuze :

  — Me a lez ganid da vuhe,
D’ vont da glask sikour adarre.


IV


  Un archer seitek vloaz ’lâre
D’ann archer paour, pa hen gwele :


  — Ma breur archer, d’in-me lâret,
Pelec’h hoc’h bet, pelec’h ma ’z êt ?

  — Tric’houec’h archer a oamp kaset
D’ vont da gomer mibienn Euret ;

  D’ vont da gomer mibienn Euret,
Seitek ac’hanomp ’zo lac’het ;

  Seitek ac’hanomp ’zo lac’het,
Nemet on-me na eus chommet ;

  Ho d-eûs lest ganen ma buhe,
D’ vont da glask sikour adarre.

  Ann archer seitek vloaz ’lâre
D’he vreur archer eno, neuze :

  — Me hec’h a ma hunan iwe,
Da c’hoûd ha me ho aerefe.


V


  Ann archer seitek vloaz ’c’houlenne,
Er gêr vihan pa arrue :

  — Paotred iaouank, d’in-me lâret,
C’hui ’c’h eûs gwelet paotred Euret ?

  — Mar eo mibienn Euret ’glasket,
Distroët aman, ho gwelfet ;

  Distroët aman, ho gwelfet,
Me ’gred eo out-hê e komzet.

  Diou heur hag hanter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleve, ar fleuret,

  Ha ’benn ma oa ter heur sonet,
Robart Euret ’oa aereet.

  Ann archer seitek vloaz ’lâre
Da Robart Euret, en de-se :

  — Biskoas ma far n’am eûs kavet,
Biskoas gant mamm n’eo bet ganet ;

  Biskoas gant mamm n’eo bet ganet,
Nemet da vreur Markig Euret.

  N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Markig Euret ’zo arruet.


  Tric’houec’h troatad a uc’helder,
A lamp Markig Euret en êr ;

  A lamp Markig Euret en êr,
’Nn archer seitek vloaz ’n he gever.

  Ter heur hag hanter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleve, ar fleuret ;

  Bars ma oa peder heur sonet,
He halan d’ann archer ’zo manket.

  Markig Euret a lavare
D’he vreur Robart, eno, neuze :

  — Aze, ma breur, e oas tiet,
Penamet ’r paotr-mad Markik Euret !

  Eomp brema d’hon gwele da gousket,
Pa eo ar gombad achuet.


Kanet gant Garandel (kompagnon dall)
Plouaret — 1845.


___________
  1. C’est peut-être une corruption pour Koad-an-Fao, vieux château en ruines, dans la commune de Séglien.