Miraclou all
Renea Pleux, eus a Lambal, a gollas ar guelet d’an oad a eis vloas. Epad c’huec’h vloas e voue casset da gaout cals medicinet hag e voue great pep seurt simillerez evit clasc renta dezhi ar guelet. Mes caer a voa, ar verc’h ne vele banne. He mam, pa oa deut d’an oad a bevarzeg vloas, en em voestlas da vont evithi teir guech da Zantez Anna, ha kerkent e teuas ar guelet d’ar verc’h.
Eun oficer, eus a arme ar c’homt d’Arcourt, a ioa gourdrouzet da goll ar guelet. Mont a reas da Baris da gaout ar vedicinet gouezieca ; mes al louzeier eleac’h ober vad dezan, a lamas digantha ar pezic a sclerijen a vele c’hoas, hag e teuas achano dall put. En he anken e teuas sonch dezan eus a Zantez Anna Vened. En em voestla a reas da vont di, ha kerkent e teuas ar guelet dezhan.
Tregont den all a alfen coms anezo pere so bet rentet dezo ar guelet goude beza bet dall epad pevar, c’huec’h, eis vloas, ha goude beza bet louzaouet gant ar guella medicinet.
Francez Kermelot, eus a Bommerec, a voa mud abaoue pevarzec vloas. He vreur her c’hassas da Zantez Anna. Stouet a reas dirag imach ar Zantez, hag e teuas ar prezeg dezan eno dioc’htu.
E Granvil oa eur potrik seiz vloas ha n’en doa lavaret morse coms ebet. Den ne espere e teuje biken da barlant, nemet he dad pehini en doa eur fizians vras e Santez Anna. En em voestli a ra da vont e pelerinach, ha digoezet er chapel, e laca lavaret eun oferen hag e ped he unan a greiz calon. Eun dra bennag a lavare dezan en doa bet he c’houlen. E guirionez, oc’h erruout er gær kenta a velas oa he vap o tont a ziarben dezan hag oc’h he c’hervel dre he hano. Leun a anaoudegez vad, e kemeras c’huec’h test, hag e teuas dioc’htu var he giz d’ar chapel da drugarecat ar zantez, ha da renta testeni eus ar burzud.
Sebastiana Dubot, eus a Josselin, goude eur c’hlenvet bras a deuas dizi d’an oad a nao bloas, a jomas mut hag hep gallout finval he divesker. Bloas goude, he zad. he c’hassas da Zantez Anna. Ar c’herzet a zeuas dizi, mes he zeod a jomas liamet. Abenn trivac’h vloas goudeze, Bastiana, pehini a voa paour hag e doa collet neuze he zad hag he mam, en em gave en eur stad poanius meurbet. Izom e doa da c’hounit he bara, ha n’oa ket aez dezhi hen ober, mudez evel ma zoa. Sonjal a reas penaus ar zantez e doa great eur burzud en he c’henver, e divije madelez avoalc’h evit ober c’hoas eun all. Mont a reas da Zantez Anna deiz ar Pantecost, e compagnunez he breur hag eun nebeut mignonezet. Esperout a rea penaus en deiz-ze da genver pehini en doa ar Speret-Santel diliamet teodou an Ebestel, e vije diliamet ivez he hini. Digouezet e dor ar chapel scoas oc’h scoas gant he breur, e teuas ar prezeg dizi. « Va breur, emezhi, peleac’h ema imach Santez Anna ? » He breur hag he mignonezet, an daelou en ho daoulagad, he c’hassas da dreid an imach. Ar brud eus ar burzud-ze en em scuillas buan etouez kement a voa eno, hag an oll o devoa c’hoant da lavaret eur ger bennag outhi, evit gallout clevet o coms an hini a voa deut ar prezeg dezhi eno en deis-ze.
Eun dijentil eus a Blourec, en escopti Treguer, Guillou ar C’helenec, a voa deut tri bloas a voa da veza bouzar glez. Goestli a reas mont da Zantez Anna, hag en eun taol e teuas ar c’hlevet dezhan.
Thereza Plessis-Guillouzou, eus a Vontroulez, goude eur goal glenvet, a voa chomet diforch ha mac’hagnet oll. Ne alle ober camet nemet abouez branellou. Goestlet e voue gant he zud da Zantez-Anna, hag en eun taol e teuas da veza sounn, eskuit ha divac’hagn evel biscoas.
Cathel Huet, a escopti Langr, a voa abaoue c’huec’h vloas astennet var eur guele a boan, seizet oll he izili. Eun den estren a goms dezhi eun dervez eus ar burzudou a zigouez e Santez Anna. Dioc’htu e teu dezhi eur fizians vras da veza pareet. En em voestli a ra da vont da Santez Anna, ha kerkent e teu buez en he izili ; hag en derveziou varlerc’h e voa e stad da vont, gant he breur, da ober ar veach hir-ze.
Adrien Judéaux, eus a Vessac, en escopti Roazon, a voue scoet gant eur c’hlenvet pehini a ziverras he oll voaziet, hag a rea dezhan divoasc poan scrijus. Prometi a ra mont da Zantez Anna, mar gell en em stleja di. He boan a ziminuas eun draïc, hag e c’hellas finval eun nebeut he izili. Neuze en em laca en hent, o veva divar an aluzen, hag e voue douget pennadou, e kar pe e bag, gant an dud vad a zigoueze gantha. Mes pa na gave den d’he zougen, e voa red dezan mont var he barlochou. Ober a ra eun navet e Santez Anna ep ma ve guelleat dezan. Mes goude eza davoalc’hi he izili d’ar feunteun. Neuze e cresk he boan eun neheudic amzer ; he izili a gomans da stracal ha d’en em eüna, ha souden e sao en he za ken discoupl ha pephini, hag a vel da eun niver bras a dud, e za d’ar chapel da dugarecat ar Zantez araog mont d’ar gær.
Francez Talhouet, messaer, pe mar kirit potr an denvet eus a gichen Henbont, en doa ar memes clenvet evel an hini ma hon eus comzet anezan da ziveza. Guelet eo bet epad meur a vloaz e kær Henbont o clasc an aluzen var he barlochou. Dont a reas da Zantez Anna, hag e voue pareet ive oc’h en em voalc’hi gant an dour euz ar feunteun.
Jannet Beaumin, eus a Gervragnen, e parrez Querrien, en escopti Kerne, a voue, d’an oad a c’huezec vloaz, seizet he zeod hag he divesker. Ne alle na coms na bale. He zad hag eun amezeg hanvet Guillou Helou, he c’hassas, pevar bloas goude, da Zantez Anna. He dougen a rejont, evel eur c’hrouadur, var ar vreac’h d’ar chapel hag euz ar chapel d’ar feunteun. Eno ar plac’h a voalc’has he divesker, ha kerkent e savas en he za o vale coulz ha nicun. Evit trugarecat Doue euz ar burzud-ze, person Querrien, pehini a voa neuze an Aotrou Flohic, a reas ar brocession eleac’h ma zoa eur vanden vad a vugale guisket en aelez, hag en ho fenn Jannet Beaumin a ieas adarre da Zantez Anna, hag e recevas ive ar prezeg.
An Itron Tonquedec, Anna Franchet, a voa dalc’het gant eur c’hlenvet poanius, pe evit lavaret guell, meur a glenvet a voa oc’h hegal outhi. Lacat a reas he digas da Zantez Anna. Mes eno he foan eleac’h mont kuit, a grescas kement, ma voue red d’he fried hasta d’he dougen d’he c’harros, hag en em denjont ankeniet bras. Digouezet e Meriadec, var hent Guened, an Itron a deu da zonch dezhi ne deus ket efet a zour eus ar feunteun. Fallout a ra dezhi e chomfet a za, hag e cas eur mevel da gerc’hat dezhi eur banne dour. Pa deuas ar mevel en dro, an Itron a voa o crena an derzien, ha daoust da gement a lavaret dezhi, e fallas dezhi efa dioc’htu eur banne eus an dour-ze. A veac’h e doa tostet an dour oc’h he muzellou ma c’heanas an derzien ha ma en em gavas pare. He fried he unan eo en deus lezet dre scrit ar burzud-ma.
Eul lizer scrivet gant an Aotrou Vieuville (Kergoz), Escop Roazon, a rent testeni da eur burzud great gant ar zantez e kenver eun den eus an escopti-ze. An den-ze, hanvet Ian Jacquelin, a voa leorier. Taget oa gant n’oar den pet clenvet, terzien velen, droug an douar. Coenvet oa en dra c’helle caout croc’hen. Ne alle mui finval ; red oa he gas hag he zigas. Lacat a reaz ober eun navet evithan e Santez Anna. An navet-ze a voue gret da lun ar Pantecost er bloas 1659, hag an dervez-ze zoken, var dro deg heur ec’h eanas he boan hag en em gavas pare hep m’en devoue mui na terzien na diæzamant all ebet.
Olier ar Pap, eus a Gær Rabet, aotrou eus a gichen Sant-Briec, en doa eur map, c’hoas iaouankik flam, dalc’het bras gant droug an douar. Caer o doa bet an dud goueziec ober kement a allent evit he barea, collet o doa ho foan. Ar bugel a voue goestlet da Zantez Anna. Antronoz vintin e lavare en doa guelet e creiz an noz eun itron gaer, caer bras, pehini a voa deut beteg enha hag e devoa goulennet outhan : petra c’hoantait-hu ? Beza pareet, eme ar bugel ; hag e deus lavaret din, emezhan : Bez’ e viot. Tud an ti ne gemerjont kementse nemet evit eun uvre brao. Mes an noz varlerc’h ar bugel a velas adarre, ne ket eun itron, mes eur c’hrouadur iaouanc eveldhan, eur c’hrouadur caer ha skedus evel an heol, pehini a dosteas outhan, a douchas oc’h he c’houli, ha kerkent e voue pare. Ar bugel en em lakeaz da grial gant he joa. Oll dud an ti a zavas hag a ziredas d’he gaout, hag oll e veljont n’oa mui nemet eur gleizennic ruz eleac’h ma edo ar gouli.
Setu ama eur burzud hag a zo eur gentel er memes amzer. Jannet-Balan Peronneau, eus a escopti Tour, a voa en em c’hloazet o coeza divar varc’h. Ar gouli a deuas da veza scrijus hag a goezas controun enha. Ne devoa eta nemet ar maro da c’hortoz. Ar beleg a deuas da rei dezhi he reziou en doa nevez bet eur c’hras digant Santez Anna, hag he alias d’en em erbedi oc’h ar memes santez. En em voestla a ra da vont da Zantez Anna, ha dioc’htu ar c’hontroun a ia kuit hag ar gouli a bare. An itron a voa da genta he c’halon leun a anaoudegez vad. Mes pa voe deut ar mare da vont en hent evit ober ar veach hir-ze, e teuas da argila. Aoun ha diegi a groge enhi o sonjal er scuisder hag en disezamanchou all eus ar veach. Dont a reas da zonjal e c’halje beza chenchet ar veach-se dezhi en eun œuvr vad all bennag. Mes setu ama eur burzud all ; ar gouli a zigor a nevez, hag ar c’hontroun a deu en dro. Neuze an itron a vel eo faziet. Goulen a ra pardon eus he leziregez. En em voestla a ra a nevez da vont da Zantez Anna. Parea a ra adarre, ha neuze e za ep marc’hata da ober ar pelerinach e devoa prometet. Red eo derc’hel mad d’ar pez a vez prometet da Zoue ha d’ar Zænt.
Eur plac’h iaouanc eus a Briziac o veza o carga foen a goezas divar ar c’har. Eur forc’h houarn a voa ganthi en he dorn, hag e clascas en em harpa var bouez ar forc’h-ze. Mes pa douchas troad ar forc’h oc’h an douar, he fenn a ieas a gass var ar biziet, hag ar bez a ieas en he ginou hag a dreuzas he empen bete mont er meas dre ar c’hil. He breur hag eur plac’h a voa eno, a reas ho gallout evit tenna kuit dant ar forc’h, mes ne eljont ket hen ober. Ar medecin galvet a lavaras ne voa pare ebet evithi nemet dre eur burzud. Ar burzud a voe great. Ar re a voa eno en em lakeas var ho daoulin evit he goestla da Zantez Anna. Dioc’htu bez ar forc’h houarn a voue tennet ken aez ha tra eus ar gouli, hag aben c’huec’h sizun goude ar plac’h iaouanc a iea he unan da drugarecat he madoberourez.
Eul lestr a Vreiz o veza bet kemeret gant forbanet turc, ar vartolodet a voue liamet ho daouarn dezo oll ha strinket e gouelet al lestr. Eno e vouent goal gasset ha great a bep seurt dezo o clasc o lacat da zinac’h ho feiz. Dinac’h pe vervel, setu ar choas a voue lezet gantho. Ar gristenien geiz a lavaras oll : Kentoc’h mervel mil guech eget nac’h hon Doue ! Neuze e voue taolet tri anezo er mor, hag unan a voue troc’het he zivrec’h dezan evit ober aoun d’ar re all. Mes ar re ma oll a jomas stard en ho c’hreden, hag en em lakeas d’en em erbedi oc’h Santez Anna. Kerkent an Durket a gollas en eun taol ho c’hristeri, hag e leschont ar vartolodet christen da vont d’an douar var aodjou Portugal.
Eur c’habiten eus a Naonet, o veza gouezet oa het kemeret he vap, ha guerzet d’an Durket, a fallaz dezan en he anken mont he unan da vro Sao-Heol evit dasprena ar map-ze. Mes o treuzi ar mor creiz e voue kemeret he unan gant ar forbanet ha casset var aodjou an Afric. Tremen a ra tri bloas en eur stad an truezussa, goal gasset e pep giz, ep esperans ebet mui da gaout he vap na da velet morse he vro garet Breiz-Izel. Pell a ioa ne c’hortoze mui nemet ar maro, ha gouscoude ne alle ket miret ne deue avechou en he speret ar zonch eus he vro muia caret hag eus an derveziou euruz en doa tremenet eno. Epad ma tremene an traou-ze dre he speret, e teuas ive sonch dezan eus a Santez Anna hag euz ar burzudou en doa clevet lavaret a rea. En em voestli a ra da vont ; mar gell morse guelet he vro, da Zantez Anna en eur glasc he vouet. Neuze e teu fizians en he ene, hag en em laca da glasc an tu da dec’het. He vestr a jome tost d’ar mor, hag evel m’en doa fizians en he sclavour, n’hen dioualle nemeur.
Ar sclavour keaz en em gleo gant c’huec’h christen all, hag e clascont an dro da ober eur c’hoz bagig bennag hag a alfe ho dougen eun nebeut var ar mor. Ne aljont caout na coat, na plench ; gant brouan ha cors ha coz tamou lian coaret e rejont eun doare bag. Mes pe seurt bag ? gant eur vag evelse, ha var eur mor hag a zo peurliessa cass gant he vouagou, ne allent ket, ep eur burzud, ober eun anter leo ep beza lonket. Ha neuze n’o doa, evit eur veach ha ne vouient ket pegeit e padje, a vevans nemet evit daou pe dri dervez. Mad, mont a rejont gouscoude var ar vag paour-ze. ep nadozen-vor, ep gouel, ep stur ; roueou epken o doa evit ren ho bag. An distera sourrat avel, an distera tars a elle ho strinca e gouelet ar mor. Dont a reas avel gre, hag e velent dirazho listri bras broustet, divergnet, bruzunet, hag hi a chome ato var gorre. Credi a ellit an dud keiz a bede calounec Santez Anna. Tremen a rejont daou, tri, pevar dervez, ha ne velent emet ar mor oc’h eonenna. N’o doa mui tam bevans, hag ez eant da vervel gant an naoun. Gouscoude pa na voant ket eat d’ar guelet, ec’h esperent ne vijent ket dilezet gant patronez Breiz-Izel. D’ar pempet dervez, pa gomanse an naoun da gregi enho, e veljont an douar. Edont tost da enez Majork ha da bors-mor Palma. Tud ar gær-ze a deuas a vanden d’ho guelet o touara gant eun hevelep bag, hag oll e velent sclaer n’ho doa gallet chom var an dour gant eur vag evelse, nemet dre eur burzud. Hag evit n’en divije den ebet douet var gementse, ar vagic paour, kerkent ha ma voant eat anezhi, a ieas dioc’htu d’ar gouelet.
Tadou an drugarez eo a zigemeras an dud keiz-ma en ho zi, hag ho lakeas ep dale e stad da vont da drugarecat ho madoberourez. Goudeze e lekejont tenna eus ar mor ar vagig burzudus pehini ne eljont da gaout nemet a damou ; hag e lakejont an tamou-ze en ho ilis evel eun testeni eus a c’hallout hag a vadelez Santez Anna.