Ar C’hourrier, 1897 (p. 26-27)
Erruet e Ferraar, Anton a velaz eun itroun ankenniet o tiredet d’he gaout. Dont a rea d’her pedi da lamet euz a galoun he fried ar goarissi en doa kemeret outhi heb digarez ebet. Ar goarissi-ze a oa ker bras, ma lavare n’oa ket dezhan he grouadur nevez-ganet, ha, gant ar froudenn-ze deut enn he spered, en doa sonj da lamet ho buez digant ar vam hagar c’hrouadur. Anton en devoue truez ouz ar vaouez keaz-ze, a roas dezhi nerz kaloun, hag he aliaz da lakaat he holl fizians e Doue, ne zilez morse an dud divlam. Nebeut amzer goude, ar zant a erruaz gant ar pried diskredik-ze, a ioa o kaozeal gant tud chentil-all : edo ive chomet a za da gaozeal gantho, pa deuaz da dremen ebiou ar vam ankenniet, ha var he lerc’h he c’hrouadur var breac’h eur vaouez. Ar Zant a reaz dezho chôm a za, en em lakeaz da ober chalantiz d’ar bugel bian, hag a c’houlennaz diganthan pehini euz an aotrounet-ze a ioa tad dezhan. An dud chentil a vusc’hoarze, o c’houzout ervad ne c’helle ket c’hoaz ar paour keaz bian-ze kaozeal. Mes hema, o sellet pikant ouz an aotrou diskredik, a lavaraz gant eur vouez sklear ha freaz : « Hema eo va zad. » Ar re a ioa eno a jomaz mantret, hag an tad a lezaz he voarissi disleal a gostez, hag en devoue adarre evit he c’hreg an istim a ioa dleet dezhi.