Ar C’hourrier, 1897 (p. 22-23)
Epad m’edo e Padou, e teuaz da velet ar zant eun den iaouank, he hano Leonard, hag a anzavaz, en eur govez, beza roet dre vuanegez eun taol troad d’he vam. Evit ober dezhan kompren ar grevustet euz he faot, Anton a lavaraz : « An troad-ze a virit beza trouc’het. » An den iaouank pa erruaz er gear, a gemer eur benvek lemm, a zistag he droad dioc’h he c’har hag a guez heb anaoudegez d’an douar. He vam a zired ouz her c’hlevet o kueza, hag e kreiz he spount, e vel ervad petra zo kaoz a gement-se. Mont a ra dioc’h-tu da glask ar zant. Hema a deu da di an den iaouank hag a jôm mantret o velet he nerz kaloun. Kregi a ra enn troad trouc’het, hen lakât a ra ouz ar c’har, hag ho stagaz evelse an eil ouz egile. Roud an trouc’h hebken a jomaz anat, e testeni euz ar mirakl great gant sant Anton.
Eun den iaouank all, o veza deut da govez, ne c’helle lavaret ger gant he c’hlac’har hag he zaelou. Neuze ar zant a lavaraz dezhan skriva var eur felienn baper ar pec’hejou en doa great. An den iaouank a zentaz, hag epad m’edo ar c’honfessour ouz he lenn, ar geriou a uze dre ma lenne, hag ar felienn baper a deuaz adarre da veza guenn.