Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mona.
Mona
————
War lez ar ster, he zreid en dour,
Azezet war ar c’hlazenn flour,
Eun abardaez, Mona Zaoulaz
Oa er prad, dindan ar wern c’hlas.
Truezus ha stouet he fenn,
’Oa ar plac’hig, gant he anken ;
An daerou eus he daoulagad
’Steredenne war geot ar prad.
War ar skour eun evnig bihan
’Lavaras neuze, dre e gan :
— N’ strafuilhit ket an dour, plac’hig,
Er giz-se gant ho taou droadig.
Rak n’hellin mui gwelet va skeud,
Na stered an oabl ken nebeud :
Selaouit pedenn an evnig,
N’ strafuilhit ket an dour, merc’hig !
Monig a lavaras neuze
D’an evn a gomze er stumm-ze :
— N’az pe doan, an dour strafuilhet,
Hep dale pell ’vez sklaer ha net ;
Met, siouaz ! en deiz ma teui
El lec’h-man gant Yannig Karis,
An hini am eus re garet,
A ! neuze ez oa d’it laret :
O ! na strafuilhit ket, Yannig,
Kalon hag ene ar plac’hig,
Ne vint ket glan, ne skeudint ket
Ar stered, an heol benniget.
|
🎕