Mona (bepred Breizad)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Mona.

J. Haslé, 1865  (p. 30-32)



MONA.


————

War lez ar ster, hi zreid en dour
Azezet war ar c’hlazenn flour,
Eùn abardeiz, Mòna Daoulaz
’Oa er prad, dindan ar guern glaz.

Truezuz, ha stouët hi fenn,
’Oa ar plac’hik, gant ec’h anken ;
An daerou eùz hi daoulagad
’Steredenne war ieod ar prat.

War ar skour eùn envnik bihan
’Lavaraz neùze, dre hi gàn : —
« — N’ stravillet ket an dour, plac’hik,
» Er giz-ze, gant hò taou-droadik ;


» Rag n’hellin mui gwelet ma skeùd,
» Na stered an oabl ken nebeud :
» Selaouet pedenn ann envnik,
» N’ stravillet ket an dour, merc’hik ! »

Mònik a lavaraz neùze
D’ann envn a gomze er stumm-zé :
— « N’as be doan, ann dour stravillet,
» Heb dàle pell, ’ve sklezr ha net ;

» Med, siouaz ! en deiz ma teùiz
» El lec’h-ma gant Iannik Kariz,
» Ann hinin am eùz re gàret,
» Ah ! neùze ez oa did lâret : —

» Oh ! na stravillet ket, Iannik,
» Kàlon hag ene ar plac’hik,
» Na voint ken gloan, na skeùdoint ket
» Ar stered, an heol beniget ! » —


————