Morisetta Tefetaou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwerz Morised.
Speret-Santel, roït ar c’hraz d’in,
Ha c’hui iwe, Gwerc’hes Vari,
Da disklezri ur waleur arruet,
Horror am eus ous hen lâret :
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Zo grêt da Voriset Tefetaou ;
Ouz a Lokmaria oant ho daou.
Ann den-ma ’n defoa ’wit micher
Marc’hadour-neud, kontreporter ;
’Wit bea he vicher c’hanjet,
He obero-fall ’n chanje ket ;
He obero-fall, he fallente,
Displije meurbed d’ar plac’h-se.
— Balamour ma ’z on kemener,
E t-eûs dispriset ma micher.
— Oh ! salv-ho-kraz, ’me-z-hi, n’ ran ket,
Me n’ disprisan micher a-bed,
Peb den onest ’zo oblijet
Da dougenn d’he vicher respet.
Un de, o vesa denved he zad,
Na defoa sonj nemet en mad,
’C’h arruas ar maleürus-man,
He grok-pouezer a oa gant-han :
— Brema-sonn te a gousanto,
Peautramant me da lac’ho !
Moriset a lâras d’ehan,
P’hen klewas o komz er giz-man ;
— Gwell’ eo ganen bea lac’het,
’Wit m’eo kousanti d’ar pec’het :
Bars etre diouvrec’h ma Doue
’Lakaan ma virjinite !
Un tol-krok d’ezhi ’n eûs roët,
Hag en he gwad ’n eûs hi beuet ;
D’he estomak ha d’he bisaj,
En ur poullad-gwad hi beuas !
Ann Tefetaou a lavare
Er gêr d’he vugale, p’arrue :
— Petra ganec’h ’zo c’hoarveet ?
Terrupl ho kavan kontristet.
— Allas ! abred a-walc’h klewfet,
Kerkoulz ha ni hoc’h glac’haret !
— Ma bugaligo, d’in lâret,
Ma merc’h Moriset pelec’h eo êt ?
— Eman duhont war ann hent-braz,
En ur poullad-gwad he bisaj,
Lac’het gant ar fripon Gweganig,
Ann den libertinn ha lubrik !
Ann Tefetaou, p’hen eûs klewet,
War ann hent-braz ’eo em rentet :
— Petra defoa grêt ma merc’h dide,
Met diwall’ euz da fallente !
Kriz ’r galon nep na oelje,
War ann hent-braz nep a vijé,
’Welet ’r gwad ’koueza ouz ar c’har,
’Kas ar c’horf fidel d’ann douar !
War ar plas-se ma ê marwet,
Ur groaz newez a so savet.
Ter fourdelis a zo iwe,
Da diskouez he virjinite.
Pa ’c’h efet da sant Korpon binniget,
War vord ann hent braz ho gwelfet.
Kanet gant Marc’harit Fulup