Goulennet ho peuz diganin, ma c'henvroadez ker, skriva eur gir a digemer mad en penn-kenta ho levrik. Ha setu aman ar gir-ze, eur gir hag am befe c‘hoant a vije lennet er bed holl, evit ma ouiche
ar bed holl a zo ganet da Vreiz koz eur Verc’h dispar hag a c‘houez en hi c’halon, yaouankoc’h evit biskoaz, awen hon drouizezed gwechall, d’ar c’houlz ma vije troc’het gant felc’hier zakr bodik glaz an uhelvar en Koajou Brekilien.
Nen euz telen abed en ho taouarn, o Filomena. Ho pizied n’o deuz disket nemet gwriad, mes ho spered a nij a-uz d‘ho nadoez, ho spered a zo eun « nadoez-er » gant dioueskel lugernus, hag a oar gwriad hunvreou kaer, pere a bado pelloc‘h ’wit kement korfen pe kement broz ho po staget warne ho taoulagad skler, o kemenerez yaouank. Nann ! nen euz telen abed en ho taouarn, mes an ine a gan en ho mouez, pelec’h eman an delen arc’hant pe an delen aour kap da zon evelti ?
N’am euz klewet ar vouez dudiuz-ze nemet eur wech ; mes, keit ha ma vewin, e klewin anezi, evel en deiz binniget — zonj ho peuz —ma zavas, dindan an oabr koumoulus, ewit meuli eur gonterez koz, kousket en bered Penvenan. Paour kez Liz Bellek ! Kalz a draou kaer a oa bet laret diwar he fenn, hag en gallek, hag en brezonek, gant tud kustum da gozeal braw. Mes pa dostaaz d’ar bez eur Gernewadez, gwisket e giz Roztrenn, ha pa ’n em lakaz da ganan, kroazet he daouarn ganti war hi davancher, ar maronad he devoa kompozet da vaouezik Treger, kement-hini a oa eno a blegaz e benn, evel pa vije bet Spered ar Varzed braz, Spered Gwenklan ha Taliezin, o tistrei d’ar vuhez war muzellou ar ganerez. Kenavo, adalek neuze, an dud gouiziek ! Holl e stouent o c’halonou dirak ar gemenerez dister, rak er plac’hig-ze Breiz koz a oa hadvew, Breiz koz a oa hadyaouank !
Bennoz Doue d’ac’h, Filomena Cadoret ! Ra vezo ho zoniou arri mad en peb ti Breiz ha gant peb Breizad !Ra vezint kanet war douar ha war vor ! Eur feiz don hag eun esperanz hir a zo enne. Nann, nann, n’e ket maro c’hoaz bro Velleda, bro Vivyan ! Ar levrik bihan-man a zo ennan eur gentel vras. Ne c’houllin ewitan nemet eur mennad hepken, da laret eo ma tisko da bep-hini ar pez en euz disket d’in ma-unan : karoud mui-ouz-mui hon gouen, hon bro hag hon iez, ha beza zur, keit ha ma vo kemenerezed evel Filomena Cadoret da wriad d’ê dillad a seurt-man, na varwfont biken.
Anatol Ar BRAZ.
Porz-Gwenn, an drede a viz Gwengolo.
KENSKRID
————
Genel, beva ha mervel en hevelep lec’h !
Mouez Meneou Kerne ! An nebeut giriou-ze, kenvroïz ker, na zeblantont ket d’ac’h eur barzoneg ar c’haeran ? Na gasont ket ho spered d’eur vro dizanve tre evidoc’h, eur vro elec’h ma zeblant ar vuegez kerzet skanvoc’h ?
A dra zur, forz pelec’h ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue, en Gwened, en Leon, en Treger, lec’hig ho kavel a chom bepred stag ouz ho kalon. Ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h, koulskoude, d’anzav, gant lealded, e vank eun dra bennak d’ac’h evit bezan Breizad rik awalc’h ; ar garante-ze na harz ket ac’hanoc’h d’ober
anaoudegez gant eur rann-vro elec’h m’eo dastumet, koulz lavaret, Breiz gant he holl donezonou. Evit laret ber, ar garante-ze a boulz ac’hanoc’h, en eneb, da glask Kerne, rak en Kerne e kaver, war an dro, penn-kaled ar Gwenedour, fe al Leonad ha dizeblanter eun tam faëus an Tregeriad. Ar C’hernevad, daoust d’an droug a zo bet kontet diwar e benn gant tud ha n’o deus gallet biskoaz, hep mar, hen anavezout, an eus anaoudegez vraz en espern, spered peurvuian da werza, ha karante gwirion da ginnig, da vihanan mar ouier kemer anezan en e bleg… Rak arabad, pet sonj, kemer anezan a-dreuz : têr daonet eo ive, ha neb hen gwapa a gav dustu d’ober gant e bar. Mar ve dikriet ar C’hernevad ken aliez, eo abalamour ne zizolo ket d’an holl e galon, e galon aour klenket en eur c’hlaouier dir. Kement-se a zo furnez : ar vignoned vad a zo tano, ha morse n’o dibaber gant evez awalc’h. Ar C’hernevad war ze a zo henvel ouz e veneou môrenet, a vir dudi d’an neb o c’har en gwirione, d’an neb a deurve chilaou o mouez, ar vouez-ze a zeblant tro ha tro mouez Barzed an amzer gwechall o kelen, mouez ar Zent koz o prezeg, mouez ar Gendadou o tiarbenn, mouez an Anaon o hirvoudi, pe c’hoaz mouez ar vrezellourien dêr o huchal war leziregez ha yenien o diskennourien.
Mouez Meneou Kerne a ve klevet enpad ar bla ; n’ehan tam da voudal. Sevel a ra d’an amzer neve gant kân an alc’houeder, en kreiz an hanv pa weler ar parkadou zegal o wagenni evel ar môr braz, d’an diskar-amzer pa bleg ar gwe dindan an avalou, ha d’ar goanv pa glever kolvez ar gannerez-noz pe pa weler al lutuned o korollât en kreiz eur valaneg, tra ma zav ouz ar c’hos-kleuzennou you spouronnus ar gaouen…
⁂
Mouez Meneou Kerne na ve ket klevet, koulskoude, gant an holl, — zoken gant kement a dlefe he c’hlevet, siouaz ! Evit he c’hlevout, eo red bezan ganet en Kerne pe, da vihanan, beva enni ha gwestla d’ezi eur garante frank… ha c’hoaz eo diez, rak Kerne na gar ket nemeur al lez-vugale.
Kerne a zo eur vam vad, mes ive pegen pismigus ! N’he deus teneredigez ha na ro madelezou nemed d’he gwellan krouadurien. Ar re-man ne d’int ket stank, laret hon deus, mes karout mad a reont o mam. O mouez, emê, n’eo ket kaer awalc’h evit hi c’hâna, o c’homz entanet awalc’h evit he meuli nag o c’halon birvidik awalc’h evit testenia d’ei oc’h anaoudegez-vad. Hag e welomp anê, neuze, oc’h unani o c’hâniou, o meulodiou, o c’harante evit sevel d’o mam eur barzoneg dispar, kân peurbadus, elec’h ma weler kemmesket levenez ha glac’har pep remzi, eus an amzeriou guzetan d’an amzer a vreman.
Unan a vugale Kerne, eur plac’hig yaouank, bet ganti digant Doue donezonou a c’hened, a furnez, a spered, bet ganti, dreist holl, hag en eun doare ijinus, donezon ar varzoniez, a ginnig hirie d’he Mam-Vro eur gurunen goant a zoniou hag a werziou c’houek.
Evel ma lavaromp uheloc’h, Koulmig Arvor he deus pleet abred hag a zo bet chomet, meur a wech, hep mar da chilaou ar c’hân tener a zav diwar Meneou he bro. C’hoantât he deus goude rei d’ar c’hân eur c’horf, d’ar vouez komzou, evit gallout, evelse, rei lod d’ar re-all en evurusted gouzanvet ganti hec’h-unan. Ha setu perak hon deus hirie, dastumet en eul levrig ar bravan, ar pez a glask pep Kernevad, pep Kernevadez : Mouez o Bro a gresk levenez, Mouez o Bro a zistân poan hag a luskell anken… Setu perak hon deus hirie Mouez Meneou Kerne !
⁂
Kalz a chom zouezet e c’hall eur plac’h yaouank sevel evelse danve eul levr. N’eus ket gwall bell c’hoaz
eur c’henvreur a lare dirazon : « Penoz eta he deus gallet Filomena Cadoret ober labouriou ken kaer, pa welan ken stank en dro d’in tud pell muioc’h disket ha n’int ket gouest, peurvuian, da zispag an disteran mennoz uhel ? »
Penoz ? N’eo ket diez displega an dra-ze. Ar pez a laz breman hon bro, ar pez a zifram ac’hanomp diganti, ar pez a lak da wenvi hon c’halonou, ken buezek koulskoude, eo an Divroerez. An aërouant a rê kement a spont d’hon Brizeuk meurbed karet, an eus roudennet breman pep tachen a Vreiz. Kement traouien beuc’hus, kement plenen binvidik, kement koad didrouz, kement lanneg moredet a zo treuzet ha hedet gantan. E c’houistelladennou dipitus hag e drouz-ifern a drubuilh anaon af Re-Goz, a strafilh an evnedigou, a voug mouez an Delen, a spouron an dud oajet hag a dro penn ar yaouankiz gant sorc’hennou diboell ha, Doue oar, pegen noazus…
Eur bern tud a gwita ar vro bep bla, eun niver brasoc’h a zivroidi en em zistol warni evel eur wagen-vor, hag ar rederien baour-man n’o deus na spered-bro, na tiegez, na oaled abed ! Henvel int ouz sardon ha gwesped. Kollet gantê o spered-bro — diaze pep peuc’h ha pep evurusted — ne c’houllont mui kroui eur rusken ; ha nag e rafent, n’ouzon dare hag int a vefe gouest da boanial, enni, evel o c’henvroiz chomet doujus da rouden ar Re-Goz. Bezan int, siouaz d’ê, tud diwriennet, tud dianket. Dre-holl eman o bro, mes neblec’h ne gavont an oaled o deus kollet. Pebez gaou o deus groet outê o-unan, ma Doue, ha nag e karfemp laret d’ê, ken aliez de ma zav an heol, heol lintrus Breiz, a dom kenkoulz ezili ar bevien hag a ra ouz pep lochen eur palez a yec’hed hag a frankiz… Ya, nag e karfemp laret d’ê :
An oaled !… Gir tener, ne glever siouaz ken,
Gwir men-font al ligne ha distan an anken ;
Lec’h a frealz padus, tenzor an envoriou,
Minihy pep tiad pa deu ar glac’hariou.
An oaled !… Ar re goz, a rum da rum warni
O deus bet barlennet ha tommet pep hini ;
O bue, o skoueriou hag o marv a dud reiz
Eo a zalc’has difank ar giziou mad en Breiz.
An oaled !… Daou bried, a vec’h c’hoaz unanet,
A diaze warni oc’h amzer da zonet ;
Endro d’ezi, bemnoz, eur pennad goude koan,
O c’halon a ziskwiz warlerc’h devez a boan…
An oaled !… Bugelig, kar anezi ervad,
Mar tigoue d’it, biken, evel eun emzivad,
Gonit da dam bara e-touez estren garo,
Ar sonj eus an oaled a denno d’it daero !
An oaled !… ar c’havel, n’o deus nemed eul lec’h,
Ha, mar vent dilezet, n’o c’haver mui neblec’h ;
— Oh ! na gwitaet ket, m’ho ped, en han Doue,
Elec’h m’ho peus c’hoarzet da gentan d’ar vue !
Me a garfe kavout mouez ar Barz bleo melen,
Ha gant e vouez tener kavout c’hoaz e Delen,
Evit laret d’an holl : — « Eun oaled pe vervel ;
Ar ween hep gwriziou na stourm ouz an avel ! » [1]
⁂
Nan, ar ween hep gwriziou n’hall stourm ouz an avel ! O chilaou bep beure ha bemnoz Mouez he meneou, Koulmig Arvor he deus meur a wech pouezet talvoudegez eun oaled. En karante an oaled he deus kavet he galvedigez, ha setu a belec’h e teu d’ei an donezon gaer a lak kalz a dud zouezet.
Netra gaeroc’h, eme furnez an dud koz, eget genel, beva ha mervel en hevelep lec’h ! Hon zelennourez yaouank a zo neuze evurus. N’he deus biskoaz anavezet trubuilhou ankenius ar c’hêriou, hag o spouron na strafilh tam he c’halon dinam. Evurus eo gant evurusted ar maeziou, evurusted na ve ket dalc’hmad anavezet, o vezan ma ver boazet da vevan ganti. Gouzanvet start e ve koulskoude, goulennit kentoc’h digant ar potr—saoud a gân hep goût d’ezan, war zigare e richân an evned ; digant al labourer, pa zav e gein en kreiz e bark, ha pa deurve an heol binniget, a-dreuz eur beurevez mougenet, evel ma weler ken stank en bro Gerne, strinka warnan eur bân a sklerijen ha karga e galon a levenez hag a zudi ; digant kement hini, en eur gir, a gemer plijadur o sellet ouz an dremwellou, finvus evel an amzer, hag a ginnig, dre-ze, da zaoulagad ar Breizad, a-leiz a daolennou koant ha diskwizus…
Koulmig Arvor a zo eta evurus gant evurusted ar maeziou. Ne oar ket pegoulz e teuï an Ankou da droc’ha d’ei kerden he zelen aour ha d’he c’has, goude, dreist koumoul he meneou, d’al liorz dispar elec’h ma zav kâniou ar Varzed ha kantikou hon Zent koz evel eur môr a zudi etrezek trôn an Drinded. Mes ganet [eo] ha beva ra en eun ti bihan koant, koant, zavet en eun draouiennig kled elec’h na goue ket avel binimus an droug na korventenn ar gasoni. Eno eman he bue hag he gwellan pinvidigez ; petra a fell d’ei mui ha gant petra ouspenn e c’hallfe bezan trubuilhet !
Ker-Sioul ! Gwaskedet a bep tu, troet d’ar zav-heol, garlantezet a vleuniou, digemerus da zôr breizek, c’hoarzus da brenestrou gwer gant o ridochou gwenn, ar Goulmig a gân ennout noz-de, hag a lavar d’an holl pegen kevanus eo beva war douar Breiz-Izel, n’halle kavout neiz dereatoc’h !
⁂
Miret beo war an hevelep oaled an tân zakr c’houeet gant ar Gendadou, skoulma warni anellou ar chaden a unan ac’hanomp a rum-da-rum d’ar re o deus diazeet ha roet d’an tiegez eun hano, n’eo ket kenderc’hel eun tam labour ar C’hrouer e-unan, an eus teurvezet rei eun tiegez da bep den, eur vro da bep tiegez hag eur bobl da bep bro ? An tiegez a zo d’an oaled evel ar frouez d’ar ween ; dispennet an oaled, tiegez abed, ha hep tiegez n’eus ket a vroadelez pe, mar d’eo gwell ganac’h, a spered-bro. Ar vro a zo groet gant tiegeziou, gant « familiou », ha nan gant tud. An den a zo dic’harp, diskoazel ; an tiegez an eus eun diaze, an tiegez an eus gwriziou. Gwasât torfed eneb d’ar vro ha gwasât gwalen tennet war an dud, an de ma teuas an Dispac’h villiget, en eur c’hoantât, tra diskiant ! lakât an holl war an hevelep troad, — da ziskar galloud ar penn-tiek, da zismantri an herez gant pep marv, da sklabeza ha da deul goude, hep difenn, pep ezel etre treid ar bed ! Gwechall ar peadra a oa padus, an herez a oa zakr, ar mab a gemere micher an tad, an ti a chome en e zav ; en kichen hirie, o vezan m’eo red lodenni re aliez ha paea bep wech truachou pouner, eun tiegez ar c’hrenvan na bad ket peurvuian hirroc’h evit e berc’henn. « Ha goude ! e vo laret d’in, marteze, breman da vihanan pep hini a dap e dam, d’ezan neuze da chach gwellan ma c’hall war e sparl bihan ».
Gwir mad eo, mes aman en em gaver c’hoaz en hevelep pâl ganin. Hag e c’houlennan adarre petra e c’hoarve
neuze gant an tiegez. Diskaret eo, nekwir ! Hogen, an herez, zakr gwechall, a dalc’he an tiegez en e zav ; ha heman a chome, daoust d’an amzeriou diez, kavel binniget ar ouenn, minihy pe repu e ziskennourien —
ar penn anezan a vire ar garg a dad, — hag, ar pez ar gwellan, kastell-krenv ha difennour giziou fur ar vro. Breman n’an eus kazi tiegez abed ken ; labour ha poan ar re goz, berniet gwechall a rum da rum, a zo pulluc’het araok m’eo diskennet o c’horf er be ; an tiegeziou a van c’hoaz, a bad d’an hirran daou pe dri remzi. Hag ar vro, kollet ganti an dud vad a zistrempas he douar gant c’houezen o zâl, a zo renet gant divroidi divergont, tud zavet fall, aotrone kouezet diouz lost ar c’har, hag a gemer eur plijadur diaoulek, p’o deus flastret dindan o zeuliou al loden vrasan eus ar bobl, o waska hag o heskinât an dornadig tud chomet digabestr hag a vir c’hoaz nerz-kalon awalc’h da stourm ouz al laeron, ouz sunerien gwad ar Vretoned…
Ma c’henvroïz ker, teulet mar plij eur zell en dro d’ac’h, ha laret d’in hag en n’eo ket gwir !
Hadlaret a ran c’hoaz, e zo groet eun torfed spontus eneb d’ar vro ha chachet war an dud ar gwasan gwalen o laza an tiegez. Ni, Barzed, a stourmo, a dra zur, tra ma chomo ganimp eun elven-vue ; mes keit ha ne vezo ket hadsavet an tiegez, hon foan, doan braz am eus, a dougo nebeud a frouez mad.
Difennomp eta an tiegez ; poaniomp evitan hep damant ha kennerzomp ar re — niverus evit c’hoaz — a vrezell evit an oaled ! Enor d’an dud a chom kendelc’herien ar c’hiziou yac’h, difennourien ar Ouenn ha, dre eno, skouer ha kelennerien o c’henvroïz. O labour a zo talvoudus, heuilh a reont eur c’halvedigez uhel, hag an aotro Doue a skuilh warnê e wellan, e builhan bennoziou !
⁂
Bez ez eus tud hag a gred d’ê, dirak froudennou ar bed, ar spered-diavez hag an diskadurez impliet fall, eo diez, kazi dreist nerz an den zoken, miret bev ar c’hiziou fur ha derc’hel an tiegez en e zav. Netra ezetoc’h. Ha kement-man a zigas envor d’in eus ar c’hentan gwech ec’h is d’eur pardon brudet braz ha darempredet kalz — hini Zant-Kare, a gredan. Aboue zo pell, pell. Bihan a oan, dianaoudek eus pep tra, mes d’an oad-se kement a ve bet gwelet a chom garanet mad er spered. Eno e tiskis da gentan peseurt krog o deus ar zent war hon Bretoned, ha perak, kaer a zo, me deuer ket a-benn da vouga en hon diabarz fulen ar fe.
Frealzusât tra ! Pell araok e oa divizet mont d’ar Chapel-Neve. Da zul ar Pentekost, abred ouz ar mintin, e oa staget. Araok an ofern e tigouechomp. Amzer da zistaga, da zibri eun tam, ha ni d’ar chapel. Ti ar Werc’hez, kaer ha kempennet brao kenan, gant listri, banniellou a vern hag a bep liou, goleier o steredenni, tud o pedi, a zeblante d’in eur porched Baradoz, ar pez a oa, en gwirione. Skeuden Itron-Varia-Drue a-us d’an aoter, ar Werc’hez ouz troad ar Groaz, he Mab Zantel war he barlen, Hen marv ha goloet a c’houliou, a vantras ac’hanon. Ar bugel a zo evelse : e spered eon c’hoaz, e galon digailhar, o welet taolen ar C’halvar, hep en intent ervad, ec’h anave dustu, gant zikour ar c’hras, karante divent ar Zalver evit an dud hag ar poaniou braz a goustas d’Ezan o dasprena. Lec’h abed d’azea hag ouspenn an ofern-bred a ve laret ebarz an tour, enpad ar pardon, dirak eur môr a dud. — « Deomp emaez, e laras ma zad (marv aboue, Doue da vezan gant e ine !), frankoc’h e vo warnomp ha welloc’h e heuilhfomp an ofern… » Ha ni emaez. Ar c’hleier a vralle d’an drived zôn ; ar vugale a gase trouz ar pardon gant zonerezed ha garmadeg ; en dro d’imp ar bevien, an dud gouliet ha mac’hagnet, a c’houlle aluzen en han Doue : « Eur gwenneg bennak d’ar paour ive, ma zud kez ! » eme unan. « Kemeret true eus ar paourkez dall » e lavare eun all. A dam dost d’imp, eur vaouez, hag e welis aliez goude en pardon ar Goz-Yeodet, a gouezas en droug-zant. Klevet a ran c’hoaz he dent o strakal en he fenn kenkoulz ha ma welan diou pe daer amezegez o terc’hel d’ei he diouvrec’h reudet ha neziet gant ar boan. Paourkez klanvourez !
Enpad an ofern, daoulinet war ar yeod glaz, ar bobl a bede hag a bede kalonek. Eun heol tom, distanet gant eun ezennig flour ha gant skeud ar gwe — chapel Zant-Kare he deus c’hoaz miret he c’hurunen gwe braz, daoust d’al lezen zod a lak breman meur a vaer da zizolo ar berejou evit ober eur gwenneg bennak diwar goust ar re-varo, mezuzât tra ! — eun heol tom eta, a baree hag a greske kaerder ar gouel. Miret am eus meur a gomz eus prezegen ar pardoner, a zisplegas ken lugernus karante ha true ar Werc’hez evidomp. Warlerc’h an ofern, lein ebarz eur prad, e tal ar chapel ; goude, d’ar gousperou ha d’ar prozesion, heman kaer, a dra zur, hag a zeblante kalz kaeroc’h o vezan ma oan bihan.
Hag e teuas adarre koulz an distro. Kenavo d’ar Werc’hez truezus, eur pok d’he skeuden garet, kenavo d’ar pardon, tremenet pell re vuhan, ha ni war hon c’hiz, leun a frealzidigez evel ma ve ar Vretoned pa darempredont gant doujanz ha fe pardoniou zantel o Bro.
Bet on c’hoaz aboue er Chapel-Neve. Bep wech am eus kavet an hevelep evurusted ha bep wech e teu sonj d’in hag eus komzou ma zud hag eus al laouenedigez a welen o virvi war o dremmou. Mont d’eur pardon gant
an holl vugale a zo d’eun tad ha d’eur vam eun diskwiz en kreiz poaniou ha trubuilh ar vue, eur c’hennerz da vont war araok gwelloc’h evit biskoaz. Ar vugale a heuilh goude skouer o zad hag o mam, ha, d‘o zro, e tiskont d’o bugale ive ar wenojen a gas da bardon pe bardon a Vreiz. Pelec’h eman, laret d’in, ar Vretoned n’o deus ket en dro d’ê, a bell pe a dost, eur pardon elec’h ma ’z int bet kaset gwechall, elec’h ma kavont bep bla ar feunteun vurzudus a skuilh en dro d’ei yec’hed ha bue ? Pelec’h eman ar Vretoned ha na garont ket, dreist ar c’hleier all, kloc’h eur chapel bennak, ha n’hallont klevet e vouez hep ma teu kerkent takennou puilh a zour da ruilhal war o diouchod ?
Sed aze penoz e ve miret ar c’hiziou fur ha dalc’het eur vro war zao ha didrec’h. Ha kement-man — arabad en ankouas ! — a zo gwir, nan hepken evit ar fe, mes c’hoaz evit kement a zell eus bue eur bobl. Eun herez hon deus bet digant hon C’hendadou ; n’hallomp koll loden abed anezan hep hen dismantri a-bez, da laret eo, hep en em varn da vervel evel pobl ha da vezan, prestik goude, sklavourien ha divroidi war douar hon c’havel, ha houman eo gwasan gwalen e vir an aotro Doue d’ar poblou a nac’h o histor hag a dro o c’hein d’o galvedigez.
⁂
C’hoaz eur wech, hag ec’h achuan, a-benn karout eur vro evel m’eo dleet, e fell anavezout anei ervad, hag a-benn anavezout anei ervad e fell genel enni, beva enni ha kavout enni gwriziou dôn. Hag e tizroan a-neve war bez a laran uheloc’h d’ar c’henvreur zouezet a c’houll diganin ma sonj diwar-benn oberourez Mouez Meneou Kerne. Filomena Cadoret a zo eur Goulmig a Vreiz-Izel. Evel ma tenn ar blanten he bevanz eus an douar elec’h m’eo diwanet, evel ma teul hep ehan ar vleuen c’houez vad en dro d’ei, evelse hon C'houlmig, a gân, hep poan, ar pez a wel, ar pez a gar, ar pez a c’houzanv ; hag a gempenn en eur zôn, a zastum en eun diskân, peadra da lakât, goude Kerne, Breiz a bez da dridal !
Ya, Mouez Meneou Kerne a vo da bep gwir Vreizad, da gement hini n’an eus ket nac’het e vro, eun horzennig, eur garlantez a vleuniou hanv, a strink en dro d’ê, gant karante ar vro, gant furnez ar giziou koz, douster eun nosvez-vae pa zav c’houez ar spern-gwenn dreist ar girzier ha pa deu an deliou, c’hoaz o tifluka, da greski donder ar c’hoad ha da garga anezan, enpad ma kân an eostig-noz, a hunvreou alaouret, hunvreou a blij kement d’ar Varzed…
Na petra laret breman diwar benn pep bleuennig ? Aman ma fluen a garfe kerzet ha skriva el lizerennou skedus hano kement perlezen a welan kuzet el levr ; mes eun dra bennak a lavar d’in goustadik : — « Pec’het eo ober ze ; lez kentoc’h pep hini da laret a greiz-holl, zebezet : Ma, sell ’ta, ar sonj-ze am oa ive… Ya, ya, ze zo bet digouezet ganin, mes biken n’am bijegallet en displega !… — ha plijadur pep unan, evel ouzout, a vo neuze brasoc’h, rak e spered na vezo ket sparlet gant eur varnedigez estren… »
Hag em eus zentet… Laret a rin koulskoude — oh ! hep digerri al levr, ma chomo ar boulc’h kentan anezan
gant e rakprenerien niverus — ez eus en Mouez Meneou Kerne zoniou, gwerziou ha barzonegou eus an dibab. Kavet e ve ennê ar pez a glasker dalc’hmad : bue a-leiz, spered lem, mennoziou uhel, teneridigez, freskadurez hag ive — herve an danve — eun dristidigez vreizek, tristidigez a frailh ar galon en eur zevel anei uheloc’h c’hoaz etrezek ar spi, tra ma koue warni, en giz eul louzou mad, glizen ar frealzidigez.
Kenvroïz ker, c’hoant ho peus da gavout plijadur, c’hoant ho peus da gavout levenez, c’hoant ho peus d’ankouas pe da zistan ho poaniou, c’hoant ho peus da garout welloc’h ho Pro ha da gavout nerz da lakat karout ha meuli anei dre-holl ? Kemeret neuze levr dispar ho kenvroadez, Filomena Cadoret, chilaouit ennan Mouez Meneou Kerne, hag e klevfet, war an dro, ar flouran kân a zavas biskoaz eus traouiennou an Argoad, kân dudius Koulmig Arvor !
O pegen kaer out, ma Breiz-Izel,
Gant da zaonennou gwaskedet ;
Gant da veneou soun hag uhel
Karget a reier morgousket !
Diskan :
O Breiz-Izel, o bro dudius, Te a zo kaer, te zo dispar ! Ennout e ver bepred evurus ; O ma Breiz-Izel, me da gar.
Kaer eo klevet, ’barz da vrouskoajou,
Al lapoused o kanan flour,
Hag o sevel eus da draouiennou
Hiboud sklintin ar wazig dour.
Kaer eo gwelet, gant gliz an noziou,
’Touez da c’hlazennou, bleun lirzin,
O lintra evel perlezennou,
Dindan bannou heol ar mintin.
Kaer eo en noz, ’us d’it o lintran,
En bolz an nenv, loar ha stered,
Henvel ouz sellou an teneran
O tiwall da hun, Breiz karet.
Kaer out, gant bleun an neve-amzer,
Gant parkadou ed gwen an hanv,
Gant del alaouret ar goz-amzer,
Ha kaer gant linsel wenn ar goanv !
Ya, da zouar ’zo kaer, Breiz-Izel,
Ken kaer evel en amzer goz ;
Mes marteze da Ine zantel
A hirvoud bemde d’hon zud koz.
O Mamm-vro garet, sec’h da zaerou ;
’Vit Breiziz, me lar d’it hirie :
« Mar oa gwir Vretoned hon zadou,
Ni a vo d’e gwir vugale !
« Ni ’zalc’ho start d’az yez. d’ar giziou,
O deus grêt bepred da enor ;
Ar fe, nerz ha sklerder ar broiou,
N’az kuitao biken, Arvor ! »
Hunvre dispar
————
Eur zerr-noz a nevez-amzer a gouee sioul ha dispar ;
En disheol eun derven uhel ec’h azeïs dilavar…
Ma c’halon a oa trubuilhet, pa deuas eun hunvre kaer
Da ledan war ma foan-spered eur voren leun a zousder.
Gwelet a ren ma Breiz-Izel digabestr ha dishual,
Adkavet ganti ar frankiz da ’n em ren evel gwechall ;
Mammenn a beuc’h, a fe gristen, mirerez pep tra uhel,
He brud en pevar c’horn ar bed a nije war an avel.
Ar Vretoned, ’vel o zud koz, a oa tud a lealded,
Tud dispont ha tud a galon, ’n o c’hredenn pennou kalet ;
Mennoziou dispar ha santel a rene ’n o c’halonou,
Hag ar gwir war ar gaou hudur a drec’he en o sperejou.
Breiziz a gare o Mam-Vro hag, e-kreiz peuc’h he maeziou,
E tremene drant o buhe ’touez lapoused ha bleuniou ;
N’anveent ket ar fallente, n’ouveent fall-galoni ;
Bevan ’raent en eur labourat ha mervel en eur bedi !
Ar furnez hag ar garante, tenzoriou ar Yaouankiz,
A re d’ei miret gant doujans fealded hag onestiz ;
An dud koz a oa enoret, ha furnez o c’henteliou
A sturie o mibien sentus da gerzet en o roudou.
Urz a oa en tiegeziou ; breudeuriez, karante,
’Tre an holl, paour ha pinvidik, ’n hon bro gristen a rene ;
War bep mene, en pep traouien, e lintre Kroaz Hon Zalver,
En-dro d’ei noz-de tud stouet, oc’h azeuli o C’hrouer.
Gant he drem leun a vadelez ’ welen ar Werc’hez santel
’N eur goumoulen gaer o paran ’us da zouar Breiz-Izel ;
Santez Anna hag hon zent koz, bodet holl en he c’hichen,
A lenne d’ei hon oberou hag he fede d’hon difenn.
Dre-oll e lintre an dudi, ar vuhe a oa seder,
Rak pep-hini evit Doue a re laouen e zever ;
En eur gir, en hent ar furnez an holl a gerze eürus,
Hag hen o rene dianken d’al levenez peurbadus.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Siouaz ! setu me dihunet… ha ma hunvre alaouret,
Gant ma joa, ma evurusted, en avel a zo nijet ;
Ar bed ’zo ’vidon adarre leun a zroug hag a yenien.
O Doue ! perak ne badas ma hunvre kaer da viken ?
En koajou Breiz
————
Da Glomig-er-Rion.
Pa oan yaouank en ti ma zad, (diou wech)
Ma flijadur a oa dalc’hmad En koajou Breiz, maluron, Mont da vale.
Plac’hig dinec’h ha dizoursi, (diou wech)
Da glask hunvreou a zudi En koajou Breiz, maluron, ’C’h en da vale.
Eun de, siouaz, eur barr-avel (diou wech)
Lakas em fenn eur zonj diboel : Pell a goat Breiz, maluron, Mont da vale.
Hag hepdale, e kemeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz. Pell a goat Breiz, maluron, ’C’h en da vale.
’Vel ma kerzen gant an hent bras, (diou wech)
Eur vouez em c’halon a laras : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale…
Dihunet gant ar c’homjou-ze, (diou wech)
Pep tra d’in a lavar neuze : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale…
An ezennig o c’houibanât (diou wech)
A lar da zeliou glas ar c’hoat : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale…
Gwazig ar prad, en eur dremen, (diou wech)
A gan tener en he feden : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale…
Hag eun durzunel da ziskenn (diou wech)
Da ganan klemmus em c’hichen : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale.
« — Plac’hig yaouank a Vreiz-Izel (diou wech)
Perak kuitât bro da gavel ? En koajou Breiz, maluron, Chom da vale.
« Plac’hig, deus ganin eur wech c’hoaz (diou w.)
Da chilaou mouez ar c’hoajou bras, Da goajou Breiz, maluron, Deus da vale.
« Eno, ’n eur vodennig didrous, (diou wech)
Eman kuzet ma neizik dous… Da goajou Breiz, maluron, Deus da vale.
« En neiz am eus daou lapousig, (diou wech)
Ha war ar skour eur mignonig, Da goajou Breiz, maluron, Deus da vale.
« Me zo evrus, heuilh ma c’hentel (diou w.)
Chom da vevan en Breiz-Izel ! En koajou Breiz, maluron, Chom da vale! — »
« — Tavet, tavet, turzunellig, (diou wech)
Rannan a ret ma c’halonig, Pell a goat Breiz, maluron, C’houerv eo bale.
« Na guitan mui an evrusted (diou wech)
Evit kêriou a boan-spered, Da goajou Breiz, maluron, Demp da vale ! — »
Hag e heuilhis al lapousig (diou wech)
A gane laouen ha flourik : En koajou Breiz, maluron, Dous eo bale !
Kenteliou ar Grouadelez
————
Kinniget d’am ferson, an O. Cadre.
Eun devez o vale, war ribl eur wazig dour,
Me ’glev eun evn o kanan war eur skour.
Diskan :
Sav, sav da zellou, merc’h yaouank, War Vreiz-Izel ; pep tra enni ’ zo koant, Sav, ped eviti Doue, Ma kerzo eün gant hent ar Wirione.
« Me, eme an estig, eo krouadur Doue,
Deut euz e berz d’az kentelian hirie.
Perag eta, plac’hig, biskoaz n’az poa sonjet
Kaerat e ’r vro out bet enni ganet ?
D’am daoulagad n’eus bro a ve dudiusoc’h,
Na d’ar galon n’eus karantezusoc’h.
An heol a bar skedus ’us da Vreiz venniget ;
Al lann, ar c’hoad gantan ’zo alaouret.
Ar chapel er brouskoad, ar c’halvar ’lein ar roz
’ Zo testeni euz a fe da dud koz.
Tro-war-dro ar mor bras gant e drouz a luskel.
A rumm da rumm, pennou-heurt Breiz-Izel !
Neuze eo dous, plac’hig, bevan fur, mat ha reiz,
Genel, bevan, mervel war douar Breiz !
Evel da gendadou, kav gwell ganit mervel
’Vit nac’h Doue ha da vro Breiz-Izel !
Ped Doue ma chomo dispak ’vel diagent,
Baniel ar fe en hon Breiz, Bro ar Zent. »
An evn a vouskan c’hoaz ; kuitet ’n eus e vrankig ;
Em c’halon ’ klevan bepred e zonig.
Me a distro d’ar gêr o sonjal ’n e gentel ;
Hirie, d’am zro, me ’lar da Vreiz-Izel :
« Breiz ! Breiz ! pa ’c’h out eur vro ken kaer,
Me a vezo karantek ’n ez kenver,
Breiz ! daoust d’an dud dizoue,
Me ’vo da vugel ’ hed ma holl vuhe. »
Pa deuy an Hanv
————
’N eun draouienn a Gerne,
Lou re di ra di ra la li re di,
’N eun draouienn a Gerne,
Eman ma c’harante,
Eman ma c’harante, O, o !
Eman ma c’harante.
Eur plac’h fur ha dispar,
Lou re di ra di ra la li re di,
Eur plac’h fur ha dispar,
Labourerez douar, (diou wech) O, o !
Labourerez douar.
Triouec’h vla oa Monig,
Lou re di ra di ra la li re di,
Triouec’h vla oa Monig,
Pa c’houneas Yannig. (diou wech) O, o !
Pa c’houneas Yannig.
Eun devez o foennat,
Lou re di ra di ra la li re di,
Eun devez o foennat,
E prajeier he zad, (diou wech) O, o !
E prajeier he zad.
Bep tôl forc’h ha rastell,
Lou re di ra di ra la li re di,
Bep tôl forc’h ha rastell,
Outi e rên eur zell, (diou wech) O, o !
Outi e rên eur zell…
He stumm ken deread,
Lou re di ra di ra la li re di,
He stumm ken deread,
Am skoas evit mad, (diou wech) O, o !
Am skoas evit mad.
Eur pennadig goude,
Lou re di ra di ra la li re di,
Eur pennadig goude,
’N eur pardon a Gerne, (diou wech) O, o !
’N eur pardon a Gerne,
E prenis d’am dousig,
Lou re di ra di ra la li re di,
E prenis d’am dousig,
Eur bizou herminig, (diou wech) O, o !
Eur bizou herminig.
Prometet em eus d’ei,
Lou re di ra di ra la li re di,
Prometet em eus d’ei,
Gwalenni he biz klei, (diou wech) O, o !
Gwalenni he biz klei.
Pa gano, gant miz mae,
Lou re di ra di ra la li re di,
Pa gano, gant miz mae,
Skrilh ar brug en Kerne, (diou wech) O, o !
Skrilh ar brug en Kerne,
Pa gano ar voualc’hig,
Lou re di ra di ra la li re di,
Pa gano ar voualc’hig,
En uhellan brankig, (diou wech) O, o !
En uhellan brankig,
Traouienn ha meneio,
Lou re di ra di ra la li re di,
Traouienn ha meneio
Seder a dregerno, (diou wech) O, o !
Seder a dregerno !
Gant ar biniou laouen,
Lou re di ra di ra la li re di,
Gant ar biniou laouen
Hag ar glarineten, (diou wech) O, o !
Hag ar glarineten.
O zon a lavaro,
Lou re di ra di ra la li re di,
O zon a lavaro
Da dud yaouank ma bro, (diou wech) O, o !
Da dud yaouank ma bro :
Deut holl ha deut timad,
Lou re di ra di ra la li re di,
Deut holl ha deut timad
D’eun eured kernevad ! (diou wech) O, o !
D’eun eured kernevad !
Evit ho tigemer,
Lou re di ra di ra la li re di,
Evit ho tigemer,
Jistr zo war al leur-ger, (diou wech) O, o !
Jistr zo war al leur-ger ;
Kaniri ha koroll,
Lou re di ra di ra la li re di,
Kaniri ha koroll,
Plijadur ’vit an holl, (diou wech) O, o !
Plijadur ’vit an holl !
War dal eur variken,
Lou re di ra di ra la li re di,
War dal eur variken,
Eur bombarder laouen, (diou wech) O, o !
Eur bombarder laouen.
E vouez drant ha sklintin,
Lou re di ra di ra la li re di,
E vouez drant ha sklintin,
A lar eur zon lirzin, (diou wech) O, o !
A lar eur zon lirzin :
« Traou d’ar jistr, ma zud vad,
Lou re di ra di ra la li re di,
Traou d’ar jistr, ma zud vad,
Ha bec’h d’ho potou koad, (diou wech) O, o !
Ha bec’h d’ho potou koad ! »
Fenoz, holl en eur vouez,
Lou re di ra di ra la li re di,
Fenoz, holl en eur vouez,
Ni ’gano ’r zoubenn laez, (diou wech) O, o !
Ni ’gano ’r zoubenn laez !
Ma zi bihan
————
D’am zud karet.
WAR DON : Ar Bempoulezen.
’N eun draouiennig dispar, dudius,
En disheol eun derven uhel,
’Touez ar glazur, ar bleuniou melus,
’Lec’h ma richan an durzunel,
Distro ha sioulik, War lez eur wazig,
Ma zi hihan a zav dereat,
Hanter-guzet ’touez ar c’hoad gwer ;
Bemde d’ezan, gant pok an de mat,
An heol ’ro e gentan sklerder.
Tridal ’ra ma c’halon o welet
E vogeriou skler ha laouen,
E brenestou ken brao kurunet
Gant deliou glas eur winien ;
’Us d’e zor, skeuden Ar Werc’hez ’n eur jijen ;
E borz kloz, d’an hanv leun a c’houeziou,
Kelc’hiet gant eur c’hleuniad spern-gwen,
’Lec’h ma ra an evned o neiziou,
’N eur richanan mil ganaouen.
Ouz toul e zor, bemdeiz, en draouien
Klevan ar waz oc’h hirvoudi ;
Hec’h hiboud a luskell ma anken
Ha ma hunvreou a zudi ;
Gant pebez douster D’an neve-amzer.
E welan en-dro d’e chiminal,
’Lec’h ma rejont o neiz kentan,
Ar wennili skanv o tarnijal,
’N e c’houdor evruz o vevan.
En tiig koant-se ez on ganet,
’C’h eo bet luskellet ma c’havel ;
E zioulder en deus degemeret
Ma c’hentan mousc’hoarz a vugel ;
Amzer evurus, Envor dudius…
Ennan gant eur breur, eur c’hoar garet,
Bugaligou glan ha dinam,
Drant ha seder hon deus c’hoariet
Dindan sellou tener eur vam.
’N hon ti bihan e teue buhe,
Bemdeiz, gand mouez kloc’h ar Werc’hez,
Hon moueziou skiltr ennan, ’hed an de,
A dregerne gant levenez ;
Hag en-dro d’e dan, Bemnoz goude koan,
Holl evuruz en em dastumemp
’Kichenn kador goad hon mam-goz,
Hag, en eur grenan, e selaouemp
Komz euz troiou lutun ar roz.
Ennan, er gouanv, ped nosvez dudi
Gant mignoned vat tremenet !
Kontadennou, c’hoarz ha kaniri,
Gant grouez ar jistr tomm difluket ;
Seblanti a re Tridal, pa vije
En korn e oaled vraz o tomman
Eur paourik koz war ar skabel,
O lakat da dregerni ennan
Kanaouennou koz Breiz-lzel !
Ar beden laret a vouez uhel,
Goude-ze, ’n hon gweleou kloz,
Sonig tener skrilh ar fornigel
Hon luskelle epad an noz ;
’Tre e vogeriou, Skanv hon speredou,
Daoust d’an arne ha d’ar gorventen,
Daoust da gounnar an aveliou,
Dinec’h meurbed dindan e doen,
’Nijemp da vro an hunvreou…
Ennan, dre ma kreskemp en furnez,
Kenteliou eur vamm hag eun tad
A hade ’n hon c’halon gant evez
Mennoziou kristen ha breizad ;
Evruz e vevemp, Dinec’h e kreskemp ;
Dudius e ve ar vuhegez,
Pa ren e-barz ar c’halonou
Ar garante, an unvaniez,
Hag ar memez c’hoantegeziou.
Breman ’n he skeud, dindan an derven,
Ma spered skanv ha dishual,
Ezen flour war ma drem o tremen,
Me blich d’in chom da hunvreal ;
Em sonjou kollet, Ma c’halon leuniet
Dirak kaerder dispar ma neizig,
Laouen oll e trid ma ine,
Hag evurus war ma zelennig
Kanan d’ezan ma c’harante !
O lec’h dispar, ken lïez pleustret
Ha ken karet gant ma zud-koz !
O ti bihan en deus gwaskedet
O buhe bemde ha bemnoz !
Te ’garg ma c’halon A zouster gwirion…
Ennout, e kreiz ma bro Breiz-Izel,
Pell diouz trouz ha nec’hamant,
’Karfen ive chom beteg mervel,
Tostik d’iliz ma Badeiant !!!
Ker-Sioul, d’ar 7 a viz C’houevrer 1911.
Son Eured evit ar Plac’h Enor
————
WAR DON : La chanson de la mariée.
Endro d’in ne welan nemet joa hag eürusted,
Pep tra a zo en gouel, ’vit ho meuli, daou bried :
Pa ’z on ho plac’h enor, me ivez, gant dudi,
A fell d’in en de-man kanan ho meulodi.
Bezan ganac’h choazet d’ho ren, en de hoc’h eured,
’Zo ’vidon, gwreg yaouank, enorus ha kaer meurbed,
Trugare dac’h eta, rak kement-se ive
’Zo d’in ar merk gwellan dimeus ho karante.
En-pad ho yaouankiz, nag a bennad levenez,
An eil gant egile hon deus bet, ma mignonez ;
An hevelep sonjou, dizeblant, a vleunie
’N hon c’halonou skoulmet gant eur wir garante.
O vale, dibreder, dre hon maeziou dudius,
’Ped gwech ho mouez tener a gomzas d’in evurus
Eus ar garante vras a c’houzanvec’h bepred
’Vit an hini ’zo deut da vezan ho pried.
Hirie eo deut da wir hunvre kaer ho puhegez ;
Bezet eta seder, bezet leun a levenez ;
’Vit biken unanet d’eur mignon ar gwellan,
’N eun hunvre a zudi c’houi ’vevo er bed-man.
Evidoc’h, gwaz yaouank, an de-man a zo ive
Eun de kaer ha santel, leun a joa, a garante ;
War ho trem e lenner al levenez gwirion,
An eürusted dispar a verv en ho kalon.
Rozen ar yaouankiz hoc’h eus choazet da bried,
Eur galonig dener, leun a furnez, a c’hlanded,
Dibabet gant Doue ’vit bezan da viken
Ar paradur dleet d’ho kalon a gristen.
Dalc’het mad, me ho ped, d’ar pez am eus ho klevet
O prometi hirie ouz tôl Doue daoulinet ;
D’ho pried, roit dudi epad he buhegez,
Dimeus he yaouankiz, paeet d’ei ar furnez.
Hirie ’ta, daou bried, ho puhe ’zo unanet
Gant eur chadenn dispar, eul liamm ’ve ket torret ;
War ar skoulm-ze siel nerzuz ar garante
’Rey dac’h treuzi dispont mor euzus ar vuhe.
Endro dac’h e welan kerent, ive mignoned,
Diredet holl, gant joa, da ganan hoc’h eürusted ;
An dremmou ’zo laouen ha, ’barz ar c’halonou,
’Vidoc’h e verv tener ar gwellan mennoziou.
A-beurz ho plac’h enor, hirie ive, priedou,
Teurvezet degemer ar gwellan gourc’hemennou ;
Dister eo he c’homjou, mes laret a galon,
Karget a garante hag a hetou gwirion.
Pedi a rey Doue ma vo en ho puhegez
Kalz a joa, a zudi, nebeut a dristidigez,
Ma rey d’ac’h buhe hirr, skoazel ’n hoc’h ezommou,
Ha ma kerzo pep tra herve ho mennoziou.
Ha da gwitât ar bed pa deuy ’vidoc’h an termen,
Ma nijfet eün, raktal, didrubuilh ha dianken,
’Trezek ar baradoz, ouz ho kortoz digor…
Setu ar pez a c’houl ’vidoc’h ho plac’h enor.
Ma c’houefig gwen
————
Da Franseza Nicolas « Merc’h Breiz-Izel »
Gwechall, pa oan er gêr, Ma c’houefig gwen,
Yaouank ha dibreder, Ma c’houefig gwen,
Gant ma mam, bep sul, bep gouel,
Levenez em c’halon a vugel,
’C’h ên d’an ofisou santel Gant eur c’houef gwen.
War gern ar meneou, Ma c’houefig gwen,
Gant ma denvedigou, Ma c’houefig gwen,
Nag a bennad eürusted
’M eus bet, etouez ar brug alaouret,
O kanan ma Breiz karet Ha ma c’houef gwen.
Epad ma yaouankiz, Ma c’houefig gwen,
Gant enor e talc’his D’am c’houefig gwen,
Ped gwech em eus baleet
A Gerne ar pardoniou brudet,
Gant ma brozig marellet Ha ma c’houef gwen.
War ma hent, eun devez, Ma c’houefig gwen,
— O dousât levenez ! Ma c’houefig gwen,
Me a gavas eur mignon,
Eun den reiz, eur Breizad a galon,
Hag a gare eveldon Ar c’houefig gwen.
D’in-me, gant karante, Ma c’houefig gwen,
’Lïes e lavare, Ma c’houefig gwen :
« Abaoue pell-zo, mignonez,
« Em eus da choazet, dre ma tougez,
« En stum eur wir Vreizadez, « Da gouefig gwen. »
Hag eun de ar gwellan, Ma c’houefig gwen,
’Oan unanet d’ezan, Ma c’houefig gwen,
O pegen kaer hon eured,
Endro d’imp kerent ha mignoned,
Gand tokou bourlouzennet Ha kouefou gwen !
En zioulder ar maeziou, Ma c’houefig gwen,
Pell diouz trouz ar c’hêriou, Ma c’houefig gwen,
E vevan, gant levenez,
Ha, ’vel breman, ’pad ma buhegez,
Me a veulo, hep paouez, Ar chouefig gwen.
'Veldon, Bretonezed, Ma c’houefig gwen,
Miret, miret bepred Ar c’houefig gwen,
Dougomp-han, hon fenn uhel,
Harzomp na deufe tog ar strinkel
Da drec’hi, ’n hon Breiz-Izel, War ar c’houef gwen.
Ganimp, ’hed on buhe, Ar c’houefig gwen,
Hon heuilho c’hoaz en Ne, Ar c’houefig gwen,
Ar c’haeran vo da welet
Eno, ’touez ar poblou kurunet,
’Vo c’hoaz ar Vretonezed Gant koefou gwen…
Itron-Varia ar Porjou
————
Diskan :
Itron-Varia ar Porjou,
Mam dener on zadou koz,
Teurvezet eus lein an Nenvou
Skuilh warnomp holl ho pennoz !
Salud Mari, gwir Rouanez
Eus an Nenv hag an douar !
Salud, O Mam a vadelez,
A greiz kalon ni lavar :
Choazet a-viskoaz gant Doue
’Vit bezan Mam da Jezuz,
Roet oc’h da Vam d’imp ive :
C’houi hon rento evurus !
Lec’hiou santel ’zo dibabet
Da enori ar Werc’hez,
Eno e plij d’ei skuilh bepred
Teñzoriou he madelez.
Parouz Bonen gand hon zadou
A bell zo a zo gwestlet
D’ac’h, Itron-Varia Porjou ;
Bezet he skoazel bepred !
Aman, ’n hoc’h iliz venniget
E pede start hon zud koz :
O feden drezoc’h, Mam garet,
A ye eün d’ar Baradoz !
Piou a hell laret, Mam dener,
An niver euz ar grasou
Hoc’h eus skuilhet en peb amzer
Aman war an ineou !
Nag a bec’her kez glac’haret
Drezoc’h en eus bet pardon,
Adkavet an evurusted,
Hag ar gwir beuc’h a galon !
Evel hon C’hendadou ive
Diredomp ’trezeg Mari :
Bepred ec’h e leun a drue,
Prest da zikour pep-hini.
C’houi, tadou ha mammou kristen,
Gwestlet d’ei ho pugale ;
Digemer mat ’rey ho peden,
Hi a zo ho Mam ive !
Tud yaouank, ’vit heuilh ar furnez,
Pedit Mari d’ho sikour ;
Nan oc’h nemet sempladurez
Da stourm ouz ar bed treitour.
E-kreiz ho poaniou, klanvourien,
Ho fians enni laket ;
Gant dour burzudus he feunteun
Kalz a zo bet pareet.
C’houi holl hag hoc’h eus poan-spered,
’N ho klac’har, pedet Mari :
Gwaz ’vidoc’h ’c’h e bet trubuilhet ;
Konfort ho pezo ganti !
Tenerrêt eo hon c’halonou
O sonjal ’n he madelez ;
Unanomp eta hon moueziou
’Vit he meuli hep paouez !…
Itron ar Porjou vinniget
Lïez c’hoaz en hoc’h iliz
Ho pedfomp, Patronez karet ;
Klevet peden Boneniz.
Plijet digas war hon maeziou
Gliz hag heol tom d’ar mare ;
Mes dreist-oll en hon ineou
Digaset grasou Doue.
Miret bepred da ren ’n hon zouez
An urz vad, ar garante ;
Gret ma vo en pep tiegez
Ho mab Jezuz gwir Roue.
Pet sonj ive, Mam a drue,
Eus hon c’herent tremenet :
Da baean o dle da Zoue
An Anaon kez sikouret !…
Hent ar vuhez a zo risklus,
Karget a skoueriou diroll :
Astennet ho torn galloudus
’Vit ma n’efomp ket da goll !
Ha pa digoueo an termen
Da gwitat hon zrubuilhou,
Grit ma ’c’h imp ganac’h da viken,
Gwir Borjourez an Nenvou !
Traouien dispar, parouz santel,
Te eo perlezenn Breiz-lzel,
Me da garo da virviken,
O ma Bonen ! O ma Bonen !
Em c’halon ez eus eürusted,
Ma mouezig a zav drant meurbed
Da ganan hirie, gand dudi,
D’am farouz koant mil meulodi.
Ken kaer ne gavan eul lec’h-all,
Nag en Bro-Breiz nag en Bro-C’hall ;
Bezañ ’c’h e ma farouz, heb mar,
Eun eil Baradoz an douar !
Ar gurunen a veneiou,
A gelc’h tro-dro he douarou,
A diwall he maeziou bepred
Ouz an aveliou kounnaret.
’Us d’ar bourk, kuzet ’n eur brouskoat,
Eun tourig a zav dereat ;
War e benn moan e splan bepred
Ar groaz, banniel ar Vretoned.
’Touez ar c’hoad stank, war ar maeziou,
Eo kuzet ar c’heriadennou,
Elec’h ma vev, gant eürusted,
Tud a fe grenv, gwir Vretoned !
En draouienn, ’kreiz ar prajou glas,
E ruilh sioul ar ganol vraz ;
Dous eo, d’an hanv, war he riblou,
Bale en eur gutuilh bleuniou.
« Kroaz ar Botan », lein ar roz vras,
Daoust d’ar bed fall, a lugern c’hoaz ;
En he disheol, ’tre he diouvrec’h,
Parouz Bonen a zo dinec’h.
Pelloc’h war douar Lokmaria,
E sav chapel Itron ar Joa :
Gwechall he zour kaer hag uhel
A oa brudet en Breiz-Izel !
En o farouzig dishenvel,
Bet a-viskoaz fur ha santel,
E tremen buhez Boneniz,
’Vel o zud koz, er gwir frankiz.
Penôz gallout biken kwitât
Eul lec’h ken kaer, ken dous, ken mat ?
Oh nan ! me a fell d’in, noz-de,
Tost d’am c’havel, gortoz ma be.
Ha neuze, pa deuy an Anko
D’am skuba gant e falc’h garo,
Me a fell d’in mont dianken
D’an Nenv, d’az meuli c’hoaz, Bonen !
O pa oan Plac’h Yaouank !
————
D’am mignonez, Virginie Caurel, Plougerneve.
Ma c’halon a zeu da dridal
Pa zonjan em amzer gwechall.
Diskan :
O pa oan plac’h yaouank ! Ya, plijadur am oa, Pa oan en oad a driouec’h vla.
Pegen dous e oa levenez
Neve-amzer ma buhegez !
Sonjou tener ma yaouankiz,
Hunvreou kaer, deut war ho kiz…
Grêt din adbevan, eur pennad,
Ho karante hag ho c’hwez vad.
Deut gant gened, joa, kaniri,
Mignonezed, c’hoarz ha dudi…
Lec’hiou dispar, traouiennou frank,
’Lec’h em eus hunvreet ken stank,
O silaou an evned seder
Hag o kutuilh bleuniou tener.
Koulmig, dinec’h ha dizoursi,
Kanan ’oa ma brasan dudi.
Luskellet gant zon dereat,
Dudius e ve labourat.
Bep sul, d’an hanv, d’ar pardoniou,
Bep noz gouanv, d’an neadegou.
Buhe evruz, deveziou kaer,
Tec’het oc’h dirak an Amzer !
Tarnijet oc’h ’vel eun hunvre :
Hoc’h envor eo heol ma buhe.
Kreiz ma zrubuilh, ma melkoni,
Me ’gan evit ’n em frealzi.
Deus Endro, Neve-Hanv
————
Kinniget gant doujans da Dir-na-Dor.
Deus endro, neve-amzer, gant da zudi dispar, Gant da zudi dispar,
Da strinka al levenez : O ge tra la la la la la la la la la la
Da strinka al levenez, ar spi war an douar, Ar spi war an douar.
Deus da hada, niverus, bleun lirzin er prajou
Ha da wiskan a c’hlazur skourrou sec’h ar c’hoajou.
Deus, ’vit ma ray an evned, er brouskoad, o neiziou,
Ha ma lintro el liorz bleun per hag avalou.
Deus, gant ar mintiniou kaer, ma kân ’n evnedigou
Ouz sklerder eun heol lintrus, dindan gliz an deliou.
Deus, gant serr-noziou dispar, ma c’hallo ar Barzig
Hunvreal, ’n eul lec’h kuzet, o silaou an estig…
Deus, gant noziou miz Mari, mac’h aimp a vandennou
Da ginnig d’hon Mamm garet c’houez-vad hon c’hantikou !
Deus da gas an dud yaouank, bep sul, d’ar pardoniou,
Ma pleustrfont c’hoaz, gant furnez, gwenojen o zadou.
Deus da rei d’ar c’hlanvour kez, war e wele dispi,
Gant bannou da heol seder, esperans ha dudi.
Deus da rei gant madelez d’ar paourig gwall-eürus,
Goude skorn ar goanv kalet, ezen flour ha grouezus.
Ya, deus prim, amzer garet, da zihun Breiz-Izel,
A goantiri, a gaerder, marellet he mantel !
Fransoazig ha Pierig
————
PIERIG
De-mat d’ec’h, minorezig koant, Fransoazig, o Fransoazig !
De-mat d’ec’h, minorezig koant
Plac’hig dudius, ma holl c’hoant.
FRANSOAZIG
Gwall-flour e kavan ho komzou, Pierig, o Pierig !
Gwall-flour e kavan ho komzou,
Gwall-dener ho kourc’hemennou.
PIERIG
Teneroc’h eo ma neventi, Fransoazig, o Fransoazig !
Teneroc’h eo ma neventi :
Deut on d’ho koul da zimezi.
FRANSOAZIG
A-rôk respont d’eur seurt goulenn, Pierig, o Pierig !
A-rôk respont d’eur seurt goulenn,
E fell kuzul ha sklerijenn.
PIERIG
Na vezet ket re didrue, Fransoazig, o Fransoazig !
Na vezet ket re didrue,
Degemeret ma c’harantez.
FRANSOAZIG
Pell-zo e vefen dimeet, Pierig, o Pierig !
Pell-zo e vefen dimeet,
Panevet aon a wall-bried.
PIERIG
Oh ! mar ’peus aon a wall-bried, Fransoazig, o Fransoazig !
Oh ! mar ’peus aon a wall-bried
En han’ Doue, ma c’hemeret.
FRANSOAZIG
Holl e komzet brao evel-se, Pierig, o Pierig !
Holl e komzet brao evel-se,
Garo dindan, dous war c’horre.
PIERIG
Ma c’halon n’eo ket treitourez, Fransoazig, o Fransoazig !
Ma c’halon n’eo ket treitourez ;
Leun eo a deneridigez.
FRANSOAZIG
Ma vefen sur ez oc’h gwirion, Pierig, o Pierig !
Ma vefen sur ez oc’h gwirion,
D’ac’h, hep distro, ’ve ma c’halon.
PIERIG
Gwasan komzou a larin-me, Fransoazig, o Fransoazig !
Gwasan komzou a larin-me
E vo « ma dous », « ma c’harante ».
⁂
Dimezet int hag eureujet, Fransoazig ha Pierig
Dimezet int hag eureujet,
’Kreiz levenez hag evrusted.
’Benn eur pennadig goude-ze, Fransoazig, o Fransoazig !
’Benn eur pennadig goude-ze,
Kenavo peuc’h ha karante !
Ankouaet eo ar c’homjou flour, Fransoazig, o Fransoazig !
Ankouaet eo ar c’homjou flour :
Ar promesaou ’ zo treitour.
Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez, Fransoazig, o Fransoazig !
Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez,
Setu lodenn ar plac’hig kez.
Bravat eo predeg ar bôtred, Fransoazig, o Fransoazig !
Bravat eo predeg ar bôtred,
Pa fell d’eze kavet merc’hed !
Mes ar re flouran ’n o c’homjou, Fransoazig, o Fransoazig !
Mes ar re flouran ’n o c’homjou
A wask ar gwasan a-wechou.
Boked a C’hlanded
————
D’eur pastor mad.
Ma c’halon gant dudi a dride ’barz ma c’hreiz
O welet, ken dinam, ken seder ha ken reiz
Bugaligou vihan, ken koant evel ele,
Stouet, ar wech kentan, ouz tôl zakr o Doue.
Na kaer eo o gweled, juntet o dornigou !
War o zal skler e sked glanded o ineou ;
Heb mar, euz an ôter, Jezus, o gwir vignon,
En eus prez da zisken ’touez lili o c’halon.
Eun tad hag eur vam vad gant fianz virvidik
A zaoulina ive e-kichen peb êlig ;
Neuze ar pastor mad, evuruz e ine,
A ro d’e zenved ker ar bara a vuhe !
Diwar he zron skedus Rouanez an Ele
A zell, gant madelez, ouz ar bleuniou koant-se ;
Gant eur mousc’hoarz tener, eur mousc’hoarz dudius,
E seblant skleraet he drem drugarezus.
— O Mari, o Mam vad, er miz-man, ken dispar,
Galvet, e gwirione, levenez an douar,
Kristenien ar bed oll a zaoulin evurus
D’ho meuli, da c’houlen ho skoazell galloudus.
An ôteriou, ken stank, gwestlet dac’h, o Mari,
A c’holoer gant fe a roz hag a lili,
Rak bleuniou fresk ha skler, gant c’houez-vad ha glanded,
Eo an dra muian din da ginnig d’ho Kwerc’hded.
Hogen, pelec’h kavet bleuniou dereatoc’h,
Pelec’h kavet boked dudius ha glannoc’h
’Vit ar bleun buhezeg, ’vit an êledigou,
O deus bet gant Jezus c’houez melus an Nenvou ?
Mari, setu aze boked leun a c’hliz
A ro d’ac’h hon farrouz, ar bla-man, ’vit ho miz ;
Plijet hen degemer ; gret ma karfomp bepred
’Pez a ra e gaerder : an douster, ar glanded !
Bonen, ar 4 a viz Mae 1911.
Ar Velinerez
————
Ma zud a oa melinerien
En milin Gwrac’hig-an-draouien, War vordig an enezen,
En milin Gwrac’hig-an-draouien, War vordig an dour.
’N eur velin goz, leun a zudi,
A levenez, a goantiri.
’Dal ma tarze an heol veure,
Er vilin e teue buhe.
He muzik flour, ’hed an devez,
A luskelle ma levenez.
Eur miliner koant, hebdale
A c’honezas ma c’harante.
Ped gwech, dindan ar c’helve glas,
E vouez tener d’in a laras :
« Er vilin-man, ma dousig koant,
Ni a vevo heb nec’hamant ».
Hag eun devez amzer-neve
’Voe siellet hon c’harante.
Siouaz, ma joa, ma eürusted
A dec’has prim ’vel al luc’hed !
Maro bugale ha pried,
Ma-unan ec’h on, dilezet !
Ar vilin, neiz a levenez,
’Zo repu ma zristidigez.
Degouet eo kuz-heol ma deiou,
Têul ’ ra e zivezan bannou.
Sioul, e c’hortozan ar zerr-noz,
’Chileo tik-tak ma milin goz.
Ar Goz-Amzer
————
Mantel ar goz-amzer war ar bed a zisken, (diou wech)
Ar c’hoat en deus gwisket e zilhad aour melen. (diou wech)
Ar winidel digar ’ zo nijet da bell-bro,
Lapoused Breiz a gan o diwean zonio.
Prestik an avel-yud a deuio, gant kounnar,
Da zistag, hep true, pep delien diouz he barr.
Dirak ar gouanv kalet, joa ar maeziou a dec’h,
Mes kalon ar Breizad ’ zo laouen ha dinec’h.
Serret mat eo an est ha klozet er zolier,
Bara war ar planken, kig-sal ouz an treustier.
Glevet ket er c’harti c’hoarzadeg ha zoniou,
Paotred o c’houitellat ’n eur valan avalou ?
Diouvrec’h krenv ha nerzus a stard war an dorchen,
Ar jistr en eur drouzal a ruilh er variken.
Na brao e vo bemnoz, ’tal an tân, klozet mad,
’N eur dibri kistin tomm, evet eur skudellad.
Pegen drant eo tremen nozveziou hirr ar gouan,
Luskellet, ’n eun ti zoul, gant trouz ar c’harr nean !
Ar vugale youstan, war vord o gweleou,
Yann-grenn ’n eur c’hornig kloz, ’tal pôtr ar marvailhou.
Skabel ar vignoned renket er plas kentan,
An avel o trouzal hag ar skrilh o kanan…
Leur an ti goloet gand plouz ar ruskennou,
Ar merc’hed o c’hourdrouz pôtred ar sklabeou.
Hag ar skullad jistr tom, mammenn al levenez,
Oc’h ober, hep ehan, tro ar gompagnunez.
Setu perak e trid kalon al labourer,
Pa wel an del melen o nijal dre an êr.
Peb amzer, war ar mêz, an eus e levenez,
En Breiz n’eus ket a lec’h ’vit an dristidigez.
Gwenidel ar Glanvourez
————
WAR DON :Le Biniou.
’Tal he frenest, eur glanvourez,
Gwen, dinerzet ha kasti,
’N he foan hep frealzidigez
’Deue stank da hirvoudi ;
Eun devez a nevez-amzer,
Eun evn, eur winidel dener,
Dindan korn he frenestig,
’Deuas d’ober he neizig.
Diskan :
Hag ar plac’hig, eüruz meurbed,
D’al lapousig glas, laouen, a lare :
— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,
Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bemde, goude, gant levenez,
’Tal he frenest, ar plac’hig
’Deue da welt an evnig kez
O sevel e neiziadig ;
Richan ar wenili dener
Ha douster an nevez-amzer
’N he c’halonig a zile
Ar spi, ar joa, ar vuhe !
Diskan :
Hag ar plac’hig, evurus meurbed,
D’al lapousig glas, laouen, a lare :
— Ganit e teuy d’in ar yec’hed,
Gwenidelig koant, ma c’harante !
Bep hanv, gant ar c’hentan bleuniou,
E teue al lapousig
Da zevel e evnedigou
Dindan prenest ar plac’hig ;
Ha, pa deue an amzer gri
D’ober d’ean kimiadi,
Nag a c’hlac’har, a zaero
A heuilhe ar c’henavo…
Diskan :
Ar plac’hig ankeniet meurbed,
D’he lapousig glas a lare neuze :
— Kenavo… ha gant ar yec’hed,
Deus endro buhan, ma c’harante.
Mes, eur goanv kalet ha garo,
Ar plac’hig paour dinerzet,
Ouz falc’h didrue an Anko
Stourm, allaz, nan hallas ket ;
Ha, pa deuas ar winidel,
An hanv goude, da Vreiz-Izel,
En kichen ar prenestig,
Ne gavas ken ar plac’hig
Diskan :
Ha ’tal ar prenest dilezet
An evnig mantret, klemmus a gane :
— Plahig kez, deus c’hoaz da welet
Ar wenidel goant, da garante !
An Estig-Noz
————
Warlerc’h sklerder an de, pa deu an noz peuc’hus
Da ledan war ar bed he mantel moredus, Pa dav pep trouz war an douar,
Mouez drant an estik-noz, en donder ar mêziou,
El lec’hiou gwaskedet, ebarz an traouiennou, A deul, en noz, he zon dispar.
Kaerât eo he c’hlevet ’kreiz ar sioulder o ren !
Gwech e seblant sevel, dous evel eur bedenn, ’Trezek ar volz steredennet,
Gwechou-all, sklintinoc’h, e tisken er mêziou
Douget war an ezen ; en saonenn ha koajou E klask an hekleo morgousket.
Gant eur muzik ken dous, Breiz-Izel luskellet
A zonj ’n he c’haerderiou dispar ha ken meulet Hag a drid laouen ’n he hunvre ;
Neuze, dre vouez dinam ha glan an Telenner,
E kas gant doujans vras, etrezek he C’hrouer, Eur bedennig a drugare…
War dreujou e di plouz, beb noz, al labourer
A deu, drant, da glevet an diskan-ze ken kaer O tregerni en e barkou…
Ar vouezig dudius en e ine a had
An dousder frealzus, an heveleb c’hwez-vad ’Deus bet tanveet e dadou !
Hag ar barz evurus, en noz o hunvreal,
Gant douster ar vouezig hag he c’han dishual, E galon a zo goneet !
An Awen a gerz skanv en noz sioul ha distan
Ha war e delen aour ar barzig a vouskan, Dindan sell al loar arc’hantet…
Kân eta, estig-noz, kân, telenner dispar !
En koajou Breiz-Izel, pell diouz trouz ha safar, Kân, hep paouez, da zon tener !…
Evrus nep zo ganet war an douar peuc’hus,
’Lec’h m’hall klevet bep noz da zôn karantezus, Ha ganit bevan er sioulder !
Itron-Varia Gaoudin
————
WAR DON :Kantik Itron-Varia Rostren
Diskan :
Mam vad hon zadou koz, Itron-Varia Gaoudin,
Diragoc’h gant fians omp stouet d’an daoulin ;
Ni ho ped a galon, Gwerc’hez vadelezus,
Da c’houlenn evidomp gwellan grasou Jezus !
En kreiz parouz Bonen, war douar Lokmaria, [2]
War lez ar c’hoajou stank, en eul lec’h ar c’haera,
E kaver eur chapel, gand hon zud koz savet
D’Itron-Varia Gaoudin, o fatronez
’Vit testeni o fe d’ar Werc’hez vinniget,
E savjont war he zi eun tour dispar meurbed ;
Madelez hon Itron, tourik koant he chapel,
A oa brudet dre-oll en hon bro Breiz-Izel.
Rak a-viskoaz Mari, en chapel Lokmaria,
A ’n em blijas o skuilh he grasou ar gwella ;
A-dreuz an amzeriou piou a hellfe laret
Nag a dud, el lec’h-man, bet ganti frealzet !
Mar kare ar Werc’hez kement on zadou koz,
Ni ive, gand fians, goulennomp he bennoz,
Rak c’hoaz, evel gwechall, hi a gar tud Bonen,
He c’halon zo tener d’o c’hlem, d'o galvaden.
O chapel dudius, mammen a vadelez,
Elec’h ma kav an holl gwir frealzidigez !
Poan gorf ha poan galon aman ’ve pareet,
Aman ar pec’her paour a gav ar peuc’h kollet.
En-dro da di hon Mam, pa vemp en hon farkou
O labourat bemde, gouestlomp d’ei hon foaniou ;
Rak gant sikour Mari, dindan he sell tener,
Kroaz ar vuhe ’ve skanv, an holl boaniou dister.
Pa zon teir gwech bemde he c’hloc’h, an Anjelus,
Pa darnij ’us d’hon penn e vouezig dudius,
Fe grenv en hon c’halon, stouet holl d’an daoulin,
Saludomp hon Mam vad, Itron-Varia Gaoudin.
De sul bras an Dreinded, devez kaer he fardon,
Devez ma ’z eo, dreist-oll, digor dimp he c’halon,
Dirak he ôterig goloet a vleuniou
Diredomp da bedi, da gana kantikou.
An devez santel-ze, pa bar he skeuden gaer
Evel eur stereden en beg hon lanneier,
Pa zav en hec’h enor eun tantad ar c’haeran,
Gant fe ha gant kalon kanomp an diskan-man :
Holl eta, en eur vouez, kanomp he madelez
Ha meulomp hec’h hano gant teneridigez ;
Pa ’z eo en hon c’henver bepred ken dous, ken mad,
Na baouezomp noz-de eus he zrugarekat.
Itron-Varia Gaoudin, Mari, hon Mamm dener,
Setu-ni dastumet aman ’tal hoc’h ôter ;
Digemeret, Gwerc’hez, peden ho pugale,
Plijet trei warnomp holl eur zell a drugare !
Teurvezet, o Mam vad, skuilh ho kwellan bennoz
War hon maeziou karet, war douar hon zud koz ;
Renet en pep kalon hag en pep tiegez,
Gret ma chomo ’n hon zouez an urz vad, ar furnez.
En hon amzer, siouaz, Satan hag e vanden
A zo gwall-fuloret eneb ar gristenien,
Dinerz ez omp meurbed, spontus eo ar brezel,
Aon hon deus da zemplan, Mari… skoazel ! skoazel !
Diwallet, ni ho ped, hon bugale vihan,
En kreiz ar bed fallakr, ken dinerz ha ken gwan ;
En plegiou ho mantel kuzet-ê noz ha de,
Ha, daoust d’ar skoueriou fall, miret-ê da Zoue.
Itron-Varia Gaoudin ! O Hano an dousan
’N hon genou ken lies epad ar vuhe-man… !
Teurvezet ma vezo, gant hano kaer Jezuz,
Hon giriou divezan, O Mam garantezus !
Neuze, pa vo red d’imp kuitât an draounien-man,
Gret ma teuy hon c’horf paour aman da ziskuizan,
En disheol ho chapel, en bered hon zud koz,
Ha douget hon ine ganac’h d’ar Baradoz.
Imprimatur :
Brioci, die 15 Aprilis 1910.
Y.-M. Le Pennec,
Vic. gén.
Sul ar Bleuniou
————
Ar bed en eus tôlet e vantel a gozni,
Eun oabl glas ha lirzin a lintr ’uz d’ar maeziou,
En draouienn hag er prad, ar waz, ’n eur hiboudi, A ruilh ’touez ar bleuniou
An heol a zo savet beure mat ha seder,
An evned a richan ’uz d’ar gwenojennou,
’N o zour dantelezet e vrall drant ar c’hleier, Setu sul ar bleuniou !
Sul ar bleuniou, ger dous, ha devez ar c’haeran,
Gouel leun a goantiri gant Doue dibabet
’Vit bezan ive gouel ar vugale vihan, Bleun tener a c’hlanded !
Ha da vouez ar c’hleier, eus pep park hag hent don,
Renet gant eur vam vad, e tifluk eun êlig ;
Fichet brao ha seder, e tired d’ar pardon, Eur bod beuz ’n e zornig
An dudou vras ive a zeu holl gant bleunio,
En koun euz an enor rentet da Vab Doue
Gant tud Jeruzalem, breman daou vil vla zo, P’Hen klaskent da roue !
Ar c’hleier zo tavet hag an dud evurus
En o iliz vihan ’zo daoulinet gand fe ;
Peden ha kan d’an Nenv a ginnig dudius C’houez melus al lore.
Ar bleun ’zo benniget… ar prozesion zantel
A ra tro an iliz dindan ’n ezen dener ;
Pep-hini gant doujans ha karante a zell Ouz e voked dister.
Hag ar « Gloria, laus » a zav drant d’an Nenvou :
« Gloar, enor, meulodi ra vezo rentet d’it,
« Roue a Israel, Salver an holl boblou, « Deuet euz gouen David !
« Evel ma tiredas gwechall eur bobl doujus
« Da skuilh, gant karante, bleun war da wenojen,
« Ni ’zeu da ginnig d’it, en giz bleun dudius, « Hon c’han hag hon feden.
« Mes ar pez a rent i ’vit ar C’hrist a dlee,
« Prest goude, hon zalvi, hon frenan ’n eur dremen,
« Ni hen gra d’ar Zalver, Roue a drugare : « Ra glevo hon feden ! »
Goude ken kaer peden, tud vraz, bugaligou,
A glev an oferen, drant ’vel sent hag êle ;
Piou zo kiriek d’o joa ?… ’N o c’halon, d’o bleuniou E laront trugare…
Ha goude an ofis, er gêr gant ar re goz
Gant evez bras e ve lodennet pep bodig,
Er c’hraou, ’us dor an ti, en korn ar gwele kloz ’Ve laket eur brankig.
Ha gant eur werennig leun a zour benniget,
’Weler goude an tad o vale e barkou ;
Gant ar bodig santel war e vadou karet E strink gliz an Nenvou…
Pa guitafomp ar bed goude ar vuhe-man,
Pa vo war ar vaz-kaon hon c’horv yen ha maro,
Strinket ’vo warnean ar gliz sakr diwean Gant bod sul ar Bleunio !
O burzud ! Ar gouel-man en eus treuzet divrall,
Hep koll e goantiri, kantvejou niverus :
Hon bleuniou a vir c’houez ar bleun tôlet gwechall Dindan treid glan Jezus !
Janned Ark
————
WAR DON :Pour l’oppresseur.
Barnet ez on, ha gant ma enebourien
Setu laket eun termen d’am buhe.
Me ’ro laouen ma c’horf paour d’am bourevien
Ha ma ene a ouestlan da Zoue ;
Ne grenan tam dirak kounnar ar flammou
Ha d’ar maro me gerz dinec’h meurbet,
Rak em c’halon me ’glev bepred ar c’homzou :
C’houi c’hall mervel, Bro-Frans ne varvo ket ! (diou wech)
’Vit ma bro ger eur garante vras meurbet
‘Lakas em c’hreiz ma c’halon da dridal ;
Me a fell d’in mervel, o Frans venniget,
En eur laret ho hano dishual !
Gwaskerien fall a zonjas ho mastaran ;
Nerz d’ho tifenn Doue ’n eus d’in roet.
Breman dinec’h, meulet, karet ho lezan,
Me ’c’hall mervel, Bro-Frans ne varvo ket !
Da vab sant Loeiz ’meus rentet e gurunenn ;
Dilezet ’oa, me ’deuas d’hen sikour ;
Bremañ, siouaz, hen am lez ’barz an anken,
Dinerz etre skilfou an enebour ;
Mes breman c’hoaz, evel gwech-all em frajou,
Me ’glev moueziou ma zentezed karet
O laret d’in laouen en bolz an nenvou :
C’houi c’hall mervel pan eo Frans adsavet !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
O Janned Ark, breman eus ar joaiusted
War an douar, teurvezet rei eur zell ;
Deut da ziwall hon Bro-Frans, ho pro garet ;
Skoazell dreist-oll d’hon broïg Breiz-Izel !
Hirie an de ec’h int c’hoaz gwall-drubuilhet ;
Klask a rer mougan enne ar gwir fe ;
’Vit o difenn, eus an nenvou diskennet,
Ma vo bepred Breiz ha Frans da Zoue !
Kalon Frailhet
————
WAR DON :Ar seiz skiant naturel.
Tud yaouank a Vreiz-Izel, didostait da glevet,
Da glevet kanan eur zon a zo neve-zavet
War vuhe eur paotr yaouank ganet en Breiz-Izel,
Mantret gant keun ha glac’har d’eur vestrezig fidel.
’Touez ankeniou ar bed-man, n’eus hini ken c’houero
Hag an disparti poanius krouet gant ar maro ;
Krisât eo d’eun den yaouank gwelet e garante,
Eiz devez kent an eured, diskennet en he be…
Koulskoude, tudou yaouank, setu ma flaneden,
Mougan tan ma yaouankiz gant daerou a anken ;
’Vit kavet nerz da vevan ez eo red din sonjal
Em flijadur dremenet, em deveziou gwechall.
Evel kalz a dud yaouank, e stagis ma c’halon
Ouz eur vleuennig dispar, eur plac’hig a feson ;
Siouaz ! a-boan tanveet, ma joa a zo kollet ;
Nijet ez eo en avel ma hunvreou karet.
Kentan e tegoueas d’in gwelet ma ferlezenn
’Oa en pardon Hanter-est, ’barz ar gêr a Rostrenn ;
P’he gwelis ken fur, ken koant, ’barz ar prosesion,
Gant levenez ’barz ma c’hreiz e tridas ma c’halon.
Skanv evel eun durzunel, mistr evel eun heiez,
He stumm a oa dereat, stumm eur wir Vreizadez ;
He zal gwenn, he zellou don, he bleo melen frizet…
Ma c’halonig, hep distro, d’ezi a oe gwestlet.
Bervi a ren gant an hast d’ober anaoudegez
Gant rouanez ma c’halon ha ma c’hentan mestrez ;
C’hoant am oa da rei lod d’ei ’barz ma sonjezonou ;
Ha me ’vont d’he zaludi, goude ar gousperou :
— « De-mad d’ac’h, plac’hig yaouank, turzunel ar goantan,
’Deus grêt d'am c’halon tridal evit ar wech kentan,
Me garfe kavet ar joa da c’houzout hoc’h hano,
Rak hoc’h envor ’barz ma c’hreiz da viken a vleunio ! »
— « Respont a rin, den yaouank, evuruz ha seder,
D’ar pez a c’houllet ganin ’n eur feson ken tener ;
Annaïg eo ma hano, eun hano anavet ;
Laret d’in, m’ho ped, perak e karec’h hen kleved ? »
— « Annaïg, hen goud a ret, perak chom souezet ?
Ar gwel ac’hanoc’h hirie en eus ma goneet ;
Annaîg, en han’ Doue, daoust hag en ho kalon
Nan hallfec’h miret, d’ho tro, eul lec’hig evidon ? »
— « Ma c’halon-me, den yaouank, a zo frank he goulou ;
Den ebed, betek breman, ’n eus skoet ma zellou ;
Abaoue pell-zo, koulskoude, e klaskan an doare
Da gavet eur mignon sur ha din a garante. »
— « Annaïg, hon c’halonou ’zo grêt ’vit ’n em gompren ;
Me ive ho klask pell-zo, evel eur berlezen,
Rak furnez ha karante, kalon leal ha frank,
A zo hirie gwall-dano etouez an dud yaouank. »
— « Ar c’homjou-ze, mignon ker, zo pouellus ha gwirion,
A levenez, a zudi e kargont ma c’halon ;
Kenavo ar blijadur d’ho kwelet hepdale,
Da bardon ar Rozera, ’barz en Plougerneve ! »
Me a distroas d’ar gêr, seder hag evurus,
Da gontan ma joaüsted d’am zud karantezus ;
Holl asambles, a galon, e c’houljomp gant Doue
Digas eur rozen ken kaer d’am liorz hebdale.
’Touez envoriou an dousan, hunvreou alaouret,
E c’hortozen an amzer ma tleen he gwelet ;
Skanv e kaven al labour, dudius ar vuhe,
Beuet bemdez ha bemnoz ’n eur mor a garante.
Degoueet eo, evelkent, an devez binniget,
Degoueet eo an termen ganin ken gortozet ;
’Trezeg bourk Plougerneve, ’dreuz ar brugou melen,
Me a gerze, an de-ze, gant eur spered laouen.
Feal d’ar ger roet d’in, ma mestrezig karet
A oa deut ive d’ar gouel, evel m’he doa laret ;
Bale ’rejomp asambles, betek fin ar pardon ;
Eno ec’h anavis reiz tensoriou he c’halon.
Stardan a rê mui-ouz-mui chaden hon c’harante ;
Toui ’rejomp ’n em garet betek fin hon buhe ;
Ma vije kontant he zud, prestik an dimezi ;
Mont a ris d’he c’has d’ar gêr ’vit klevet o ali.
Pep tra a gerze dispar, herve hon mennoziou,
Bleun a ziwane dre-oll war hon gwenojennou ;
He c’herent a asantas da c’hoant hon c’harante,
O welet n’hallemp bevan an eil heb egile.
Digoumoul hon c’halonou, evel hon c’harante.
Setu grêt an dimezi pemzek devez goude ;
An holl a gemere lod en hon evurusted,
Ni a c’hortoze gant prez siel aour an eured.
Siouaz, plijadur ar bed ’zo finvus ha marvel,
Ha Doue a roas d’in, prest goude, ar gentel ;
Rak ’benn eun toullad deiou, e teuas d’in kelo
’Oa ma mestrez ’n he gwele, skoet ’vit ar maro.
Neventi kri ha digar, o spontusât kelo !…
Ma Doue, perak eta, perak n’on ket maro ?…
Ma c’halon daou-hanteret, gouliet ma ine,
Ec’h is kerkent d’he gwelet, ’vit gout ar wirione.
Allaz ! n’eo ket eun hunvre, mes gwirione poanius ;
Ma mestrez zo dirazon en eun doare mantrus,
Eur gwall-glenved, en tri de, en eus he diskaret,
’Vel eur vleuennig tener gant ar reo dizec’het.
Hinjet gant an esperans, ar boan hag an anken,
Epad tri de ha ter noz e chomis ’n he c’hichen ;
Siouaz, netra ne harzas labour kri ar maro…
’Oamp ket choazet gant Doue ’vit bezan priejo…
War askel yen an Ankou ma dous a zo tec’het ;
Chomet ez on ma-unan, gant eur galon frailhet ;
Ma mouez skuiz a rank tevel, mouget gant ma daerou ;
O Doue, grêt ma ’z in prim d’he gwelet d’an nenvou !
Ar re dilezet
————
Ar c’hloc’h, ’us d’ar barouz, truezus a ziston ;
Goude gouel bras ar zent, setu gouel an anaon ;
Evelse, er bed-man, an holl draou a dremen ;
Goude al levenez, ar boan hag an anken.
An hanv, gant e vuhe, an eus roet e lec’h
D'ar goz-amzer peuc’hus ha d’he dremm leun a nec’h ;
An heol, en oablou griz, ne ro mui d’an douar
’Med eur sklerder doanik hag eun dommder klouar ;
’Vel evnigou tiet, an deliou aour melen
A goue war ar yeot sec’h gant eun huanadenn.
Ar wazig a hirvoud d’he riblou marellet,
Skrilh al lanneg a dav er brugou dislivet ;
Ha lapoused ar c’hoad, ’n eur bakan o zelen,
En em guz, strafuilhet, er c’hleuniadou raden.
Mes, en de-man dreist-oll, pa respont d’ar c’hlaz-noz,
Ekleo ar c’hoajou bras, ar zaonen hag ar roz,
Eun hurusaden yen, a deu eus ar vered,
’Vel eun ezen a ganv a dremen war ar bed.
Sioulder vras ar maeziou a zeblant pounnerroc’h,
Ha pep tra a gemer eun dremm ankeniusoc’h.
Dirak eur skouer ken kaer, daoust ha ni, kristenien,
A vefe hon unan o tiskouel hon yenien ?
Daoust ha ne glevomp ket er c’hlaz ha ’n e glemmou
An anaon kez o skei war dor hon c’halonou ?
O ! gwechall, en hon Breiz, bro ar giziou santel,
Eur c’hiz kaer a rene el loch hag er c’hastel :
An noriou digor frank, pep taol goarniset mad,
Ar re-varo henoz a deue a vagad
Da zibri, da diskuiz, d’azean hunvreüs
En ti o doa gwechall bevet ken evurus.
O Breiz, ma bro garet, daoust hag avel ar fall
Us d’ho penn kantvlaziek, pa dremen ’n eur yudal,
A vije krenv awalc’h d’ober dac’h dilezel
Giziou ken enorus, envoriou ken santel ?
Nan ! Breiz, mar oa gwechall bro garet an anaon,
D’eze c’hoaz, en hon touez, eo digor pep kalon,
Ha pa disken an noz he mantell moredus,
Pa hirvoud an avel eun diskan glac’harus,
Dre an henchou don, don, karget a ineou,
Breiziz evel gwechall a deu d’an ilizou.
Bale a reont holl, dilavar ha didrouz,
Dre an traouiennou goue hag ar meneou rouz ;
Gant bec’h e envoriou pep hini zo zammet,
Ar beo hag ar maro a zeblant unanet…
Setu int er vered e ti an anaon paour,
Ar vered, hon ti-ni, daoust d’al lorc’h ha d’an aour.
Eno, en o c’hichen, ’benn varc’hoaz marteze,
Dindan hon bec’h douar, ni vo kousket ive…
O ! pegen krenv ar vouez a zav eus ar beiou !
Renket aze en peuc’h, en disheol ar c’hroaziou
Moueziou ar Garante, ar Glac’har, an Envor
Deut war askell ar boan, eus fonz ar purgator,
N’o deus ’met eun hirvoud : « Breudeur, true ouzomp !
» Hirie, da vihanan, eur beden evidomp,
» En koun ar garante hon deus bet evidoc’h,
» Ha pa vimp evurus, ni a zonjo ennoc’h. »
Ar galv-se dreist-natur a strink en peb ine,
War ar sklas a chomp c’hoaz, eun elven a drue
Ha tra ma teul al loar, dreist d’ar c’houmoul louedet,
Sklerder melkonius he bannou drouklivet,
Pa dizolo a-dreuz brankou an ivin glaz
Aman eur men pounner harpet ouz troad eur groaz,
Aze eur be bleuniet ha bordet a drêz gwenn,
Pelloc’h, war douar fresk, perlez eur gurunen,
Tad, mamm, pried, bugel, breur ha c’hoar ha mignon,
A diskarg en daërou bec’h pounner e galon,
Ha pedennou tener, ezans a garante,
Gant c’houez vad ar bleuniou a bign beteg Doue…
O ! tôlen war an dro frealzus ha kaled
A ra vad d’ar galon, daoust ma samm ar spered ;
An anaon hag an dud, eus an daou du d’ar be,
Unanet ’vel gwechall ha startoc’h marteze !…
Mes, savet, kristenien, hag evit eur pennad,
Da zellet en-dro dac’h, sec’het ho taoulagad.
Aman, kichen ar be zammet a vokedou,
Du-ze, tost d'ar c’helc’h koat leun a gurunennou,
Tal ar marbr-se a doug gant lizerennou aour
Hano eur pinvidik, kousket er c’haëran laour,
Sellet ar beiou-ze ha na dougont henoaz,
Nemet spern an dilez ha drez hir an ankoaz.
Beiou… nan, ’met kentoc’h eur vontennig douar.
Houman, pilet gant troad eun tremener digar,
Hounnez kollet er yeot, ha pere marteze
N’o deus ket gwelet c’hoaz den stouet warneze ;
Rak aze zo o hun breudeur kez da Lazar,
Ankoueet adarre pa oant war an douar ;
Ne oa ket kalz a dud en o douaramant
Ha na deuas d’o c’hlask na kroaz aour nag arc’hant ;
Biskoaz n’eus bet skuilhet a zaerou war o be,
’Met gant an ivin glaz, da vintiniou miz maë…
Hag hirie, de o gouel, n’eus ket bet eur c’hristen
O tigas betek d’ê eur bod nag eur vleuen.
Mes hon mamm an Iliz, seul-vui trugarezus
Ma ’z eo he bugale poaniet ha gwall-eürus,
Hec’h-unan, an de-man, a bed evit digoll
An ineou paour-ze dilezet gant an holl ;
He mouez eo a glevomp o tamant barz an tour.
Vit ar re-ze dreist-oll e c’houl ganimp zikour :
— « Ma bugale, sonjet er paourkez reuzeudig,
« Roit d’ezan ive glizen eur bedennig. »
Mignoned an anaon, o ! Bretoned kristen,
D’ar berejou fenoz diredet a vanden,
Goude bean pedet war beiou ar gerent
Hag ar vignoned vad hon deus karet kement,
Stouomp eur pennadig, ’barz ar yeot dizec’het,
Laromp eur bedennig ’vit « Ar re dilezet » !
Gwreg al Labourer
————
Wardro gant he fried, adal ma strink an de,
Gwreg al labourer douar a zo savet bemde.
War he daoulin, gant fe, e lavar he feden,
’Vit goul digant Doue, tad al labourerien,
An nerz hag ar yec’hed 'deus ezom vit poanian
Epad an devez-se da zervij anezan ;
Hag e c’houl a galon e wellan bennoziou
War pried, bugale, war loened ha madou.
Neuze, evurus bras, dinec’h ha kalonek,
E krog, en eur vouskan, ’n he labour pemdeiek ;
Tra ma vez he fried, ermêz en e barko,
Dindan heol tomm pe gliz, pleget war an ero,
Hi a chomp ’barz ar gêr, en sioulder he zi.
En keit-ze, a gredet, didalve, dizoursi ?
O nan, pell ac’hane ! Nag a labour ha poan
He deveus o renkan, oc’h urzian heb ehan,
Oc’h ôzan boued d’ar re ’zo du-ze o poanian,
Hag o deus gwall ezomm, evit 'n em gennerzan,
Eus eur vagadurez yac’hus ha kalonek,
A zegaso d’eze an nerz o deus kollet.
Aman eun tôl-lagad, aze eur c’hourc’hemen !
Dre-holl eo red d’ezi ha gwelet ha kelen.
Hag en divez an de, degouet koulz ar repoz,
P’eman an holl didrous, kousket ’n o gwele-kloz,
Ar plac’h kez a zo c’hoaz war vale hec’h-unan,
O stampad, o wriad, ’tal an oaled ledan.
Ne zonj ket en he foan ; ’n he c’hreiz ’zo levenez,
Rak urz ha karante a ren en tiegez ;
Hag o sonjal en ze, e vouskan evurus
Eur werzennig tener pe eur zon dudius ;
Eus skrilh ar fornigel ar vouezig deread,
Mesket gant hec’h hini, luskell hun an tiad !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Mes an noz war ar bed a zo pell ’zo koueet ;
Daouste d’an holl labour eo red mont da gousket :
War he daoulin neuze, gant anaoudegez vad,
E lavar trugare d’he Roue ha d’he Zad ;
’N he devez, ar beden ’zo bet er penn kentan,
Ha dre ar beden c’hoaz ec’h achu anezan.
Pa gemero he c’horf eun diskuiz goneet,
Pep sort sonjezonou ’zammo c’hoaz he spered,
Hunvreou a zudi a rey d’ei levenez ;
Mez lïez ’do ive hunvreou a enkrez ;
Rak gouveout a ra, mar he deus bugale,
’Vo red d’ei, evite, rentan kont da Zoue ;
Ha, war o gwenojenn, hi a welo stignet
Pechou fall ha hudur, gwall-skoueriou milliget.
Eur bec’h pounner neuze a zammo hec’h ine :
— « Doue ! Gwerc’hez Vari, o diwallet noz-de !
An dra-man, an dra-hont a deuy c’hoaz d’he nec’ha :
An eost n'eo ket bet puilh, ar goanv hirr a dosta ;
Mes en kreiz he glac’har, koulz ha ’n he levenez,
Bepred, ha dreist pep tra, e vezo kristenez.
Pa vo skanv ar vuhe : « Doue ra vo meulet ! »
Pa vo pounner ar groaz : « Ra vo meulet bepred ! »
— « Ma Doue, emezi, o me hen goar ervad,
Pez a digaset d’in ’zo ’vit ma brasan mad.
Ra vezo gant an holl enoret hoc’h Hano,
Ha karet da viken, en pep lec’h, en pep bro ! »
Evelse, digabestr, en sioulder he maeziou,
Hep bezan anveet trubuilh fall ar c’hêriou
E tremen he buhe. Pa deuy d’ei ar maro,
Evitan da dostât, tam ebet ne greno :
Rak goude bezan bet kement, ’pad he buhe,
Labouret ha poaniet, pedet noz ha beure,
E vezo digollet ; en hec’h eur diwezan,
Doue a frealzo krizder he zremenvan.
Pa laro kenavo he yeuzou morlivet,
’Vo gwelet war he drem liou an evurusted ;
Pa frailho kalonou he zud gant an enkrez,
Hec’h ine a nijo d’an Nenv, d’al levenez.
Eno, ’n eur mor a c’hloar, ’touez ar Zent, an Ele,
E vezo didrubuilh ’hed an eternite !
Ar gwir Blac’h Yaouank
————
Ar plac’h yaouank divlamm a zo ’vel eur rozen
Hag a dôl en-dro d’ei, dous evel eur c’hlizen,
C’houez tener ar glanded ; dre-oll, dre ma tremen,
Eus he buhe dinam hi a lez eur skeuden.
O ya, eur plac’h yaouank, p’he-deus poell ha furnez,
Netra war an douar ’n eus he zalvoudegez !
Skanv, laouen ha dinec’h, he mousc’hoarz dudius
A had, en pep kalon, douster, spi frealzus.
Bezan ’c’h eo ’barz eun ti eun êl a garante ;
En he daoulagad don, melezour hec’h ine,
E lenner peuc’h, fians ha lealded gwirion.
Daoust na vo ket memes kaer-dispar he gened,
Enni e strink ken reiz buhe, nerz ha yec’hed !
Ar gwel anei hepken ’lak dudi er galon.
Jobig, ar mevel bras,
Marian, ar vatez, (diou wech)
O servij a-viskoaz, dig gue di la li re di
Er memes tiegez, dig gue di lan la.
O vêsa o denved Er roz hag en draouien, O devoa prometet ’N em garet da viken.
Laket ’doa an termen, D’unani o deiou ; Deut e oa eur frouden, D’aveli o fennou ;
Kuitât o Breiz-Izel ’Lec’h ma vevent ken drant, Ha mont d’ar broiou pell Da rozellat arc’hant.
War e vrec’h eur falc’hig, An noz kentan a vae Trezek « koat an estig », Jobig a valee.
Trezek « koat an estig », Da glask eur ween bae, Da ginnig d’e zousig Vel merk a garante.
Kreiz ar c’hoat e kavas Eur bodig ar bravan, Kuzet ’n e zeliou glas, Eun estik o kanan.
— « Lapousig evurus, Paouez gant da richan, Da ween dudius A fell da Varian.
« Saeiennou marellet E pign ouz he branko, Biskoaz ne oe gwelet Seurt baeenn en hon bro. »
Ha hep sonjal ouspenn, Job a sko war ar barr, Pa glev a-us d’e benn Hirvoudou a c’hlac’har ;
Klemmou an estig-noz, O ouelan d’ar brankig ’Lec’h ma teue bemnoz, Da ganan e zonig.
Dizeblant ha digar, Jobig a sko bepred, An estig war ar barr A glemm ha ne dec’h ket.
D'ar beure, Mariannig A zav prim ha laouen : « Daoust hag-en ’n eus Jobig Ankoueet ma baeen ?
« En he brankou uhel Petra a gavin-me ? Eur mouchouer godel Pe eur bizou neve ? »
Ha buhan ar plac’hig, An nor a zigoras… O burzud ! he bodig Zo kaeroc’h ’vit biskoaz.
Saeiennou o lufran Touez an deliou neve, Bleuen a neve-han, Bleuen a garante.
Ha dindan an deliou, ’Vel peget ouz ar barr, Telenner an noziou Maro gant ar glac’har.
Dirak al lapousig, Maro dre garante, Marian ha Jobig A zonj en dorn Doue.
« An estig zo maro Kent ’vit kuitât e vrank. Na gwitet ket ar vro Ho magas en yaouank. »
⁂
Jobig ar mevel bras, Marian ar vatez, Zo breman laouen-bras E penn eun tiegez.
Hag evel o zud koz, Etouez ar c’hoajou bae, En bro an estig-noz, E tremen o buhe.
Anjelus ar Mintin
————
Du-ze, ’barz an dremwel, en eun oabl entanet,
’N eur mor a sklerijen, an heol a zo savet
E vannou kaer a zav ar vantel a ganvou
Chomet, warlerc’h an noz, da wiskan ar maeziou,
Ha dirak e sklerder, e dan hag e vuhe,
Ar bed hanter-varo a hadvev a-neve.
Ar yeotennig tener, dour en he daoulagad,
A zav seder he fenn d'e vannou tom ha mad ;
Ar rozen a zigor, a zispak he deliou,
O rei he c’houez melus d’ezenn flour ar maeziou ;
Al lapousig bihan a hij e ziouaskel,
Hag a deul, gant kalon, e gentan rimadel ;
Ar gwenan aketus a darnij skanv, laouen,
O klask o magadur, a vleuen da vleuen…
Souden e sav en êr eur vouez dous ha sklintin :
Ar c’hloc’h a vrall seder Anjelus ar mintin ;
E vouez o tarnijal, ken drant ha ken flourik,
A zihun ar bugel kousket ’n e gavelik.
Ha ’vel ma teu an heol, dre e dan hag e sked,
Da zihuni pep tra, da rei buhe d’ar bed,
Evelse, mouez ar c’hloc’h o son an teir Ave,
E ti al labourer a zegas ar vuhe…
Ar vam, goude bezan laret war he daoulin,
En enor da Vari, anjelus ar mintin,
Eur mousc’hoarz war he drem ’dosta ous ar c’havel,
En pehini breman e richan he bugel.
O pegen dudius da welet, 'n e neizig,
An êl-ze ken dinam, ken gwerc’h e galonig !…
E dal gwen 'vel lili, a vleo aour kurunet,
E vuzellou tener o c’hoarzin d'an Elet,
E zaoulagad digor, o kanan ’n e yezig
Ar rimaden dousan, ar gaeran pedennig…
O welet anezan, ken kaer, ken dudius,
Kalonig ar vam gez 'n he c’hreiz a drid eürus :
Ha gant eur garante birvidik ha tener,
’Tre he diouvrec’h gant joa, e stard he elig ker.
Neuze e tesk d’ean, gant soursi ha preder,
Juntan gant devosion e zornigou tener ;
Laret ha hadlaret ’ra d’ean, gant dudi,
An hanoiou santel a Jezus, a Vari ;
Hag o sevel d’an Nenv he zell an teneran,
En pehini e verv ar fians ar vrasan :
— « Mam Doue, emezi, Gwerc’hez glan ha dinam,
« Teurvezet, me ho ped, silaou pedenn eur vamm !…
« Dac’h hirie, o Mari, e westlan ma bugel ;
« Bezet da virviken e zouten, e skoazel !
« Evel ma tiwallec’h ho mabig ker, gwechall,
« Deut, ’n e vugaleach, ouz pep droug d’hen diwall !
« Epad e yaouankiz, renet gant madelez
« E gammejou distur, dre hent ar gwir furnez :
« En eur gir, grêt ma vo, pad e holl vuhegez,
« Gwir servijer ho Mab, hag hoc’h hini, Gwerc’hez. »
Hag ar vam a zec’h prim an diou dakennig dour
A ruilh, dous ha sioulik, war he diouchod ken flour,
Evurus da vean he c’hrouadur gouestlet
D’an hini a hanver Rouanez an Elet !…
Evit eur vamm gristen, o kaerat Anjelus
Hag a blij kalz, heb mar, da galon Mam Jezus !
Ha penôs e c’hallfe Mam an holl Gristenien
Dilezel hag ankouat ken birvidik peden ?
N’hall ket chom hep diwall an elig-ze ken glan
Kinniget d’ei bemde gant ar zalud dousan.
Hag he brec’h galloudus ha leun a drugare
Hen skoazello bepred en risklou ar vuhe.
Eus lein ar Baradoz, hep skwizan, warnean
E skuilho, noz ha de, he bennoziou krenvan,
Da c’hortoz hen dougen ganti d’he bro eürus,
Da ganan, ’touez ar Zent, an Ave peurbadus.
D’ALC’HOUEDER PARK AR MESTR
————
Diskan :
Alc’houeder koant, evnig tener,
Tarnij dre-oll ha kân seder ;
Skuilh e pep lec’h, gant madelez,
Komz Doue, peuc’h ha levenez !
War-dro gant an neve-amzer
Ha bleun kentan ar prajeier,
Eul lapousig, eun alc’houeder,
A gân e Breiz soniou tener.
A-us da barouz Pont-Melve,
E kân dreist-oll gant karante,
O vont d’an Nenv gant ar beden
Pe gant ar mennad o tisken.
En pep kalon, ’n pep tiegez,
E strink dihued ha levenez,
Rak e brezoneg, hon yez kaer,
E kân stank stank an alc’houeder.
Bep sûn, betek ma zraouiennig,
E tiskenn hekleo e vouezig ;
Goneet gantan ma ine
Evurus a lar trugare ;
A lavar trugare gwirion
D’ar rener mad, den a galon,
A stign telen an alc’houeder,
Hen stumm kenkouls ’n e labour kaer.
Neuze e sonjan gant dudi :
Arabad c’hoaz fall-galoni !
Keid m'he do ebestel ken reiz,
Ar fall ne gludo en hon Breiz.
Pa glask kement a fall-skridou
Breina spered ha kalonou,
Frealzus eo gwelet sevel
Dre-oll kelaouennou santel.
D’eze holl mil bennoz Doue
Hag en hano Breiz, trugare !
Ra vevfont pell ’kreiz an enor,
Da deul frouez santel en Arvor !
Mesaerez ar Mene
————
Ouz troad ar mene, e sav drant (diou wech)
Lochennig plouz ma dousig koant.
Diskan :
Dousat eo ar garante ! Da veuli he dudi bemde, Kanomp gê !
’N eul lec’hig koant, flour ha didrouz,
Lec’h ma kân noz de al lapouz,
Bemde, war ar roz alaouret,
Ec’h a da vêsa he denved.
El lanneg-ze, envor dousan !…
E welis anei da gentan.
Eun heol hanv a bare skedus,
Me a valee hunvreüs,
Pa glevis eur vouezig laouen,
O tiston seder en draounien.
Mouez sklintin eur vêsaerezig
Ken tener evel he zonig ;
Hag er roz, 'touez ar bleun melen,
‘Welis o lintran he hoef gwen.
« O plac’hig, kanet c’hoaz, m’ho ped ;
Ho tiskan a zo kaer meurbed ;
Ho son tener hag ho mouezig
A ra tridal ma c’halonig ! »
O ruian, ar vêsaerezig
A blegas he zellou doanik.
He dremm oa dous, he bleo melen
A glaouiere war he zal gwen…
’N hon c’hichen eun evn a gane,
Ha dre e zon e lavare :
Me ive, gantan goneet,
A laras d’ar plac’hig karet :
Kompren a reas ac’hanon
Breman, kevred, kan hon c’halon :
Nag e vemp disterik ha paour,
Evurusted zo gwell ’vit aour !
’N hon zi bihan, ’ skeud ar mene,
Ni vevo drant gant gras Doue.
Ni vevo seder, da c’hortoz
Mont da ganan d’ar Baradoz.
Ar Goulmig dilezet
————
En oabl glas an heol a lintre, lala, (ter gwech)
En tour ar c’hleier a gane,
A gane, gant al lapoused,
Eun devez a evurusted ;
Eureud diou galonig dener,
Diou rozen a neve-amzer ;
Diou rozennig karget a c’hliz,
E-kreiz gened o yaouankiz.
Ha koz ha yaouank a gane
Dudi ar priejou neve…
Eur plac’hig naontek vloa hepken
A huanade gant anken ;
Dirak ken dous evurusted,
He bec’h a oa pounner meurbed.
Hag e sonje ’n he deiou kaer,
Karget a hunvreou tener…
An den-ze neve-eureujet
Ganti pell-zo a oa karet.
D’ezi hen a westlas ive,
Hep distro, kalon ha buhe.
Digoumoul e oa o deiou
Ha dibreder o c’halonou.
Siouaz, joa ar bed zo henvel
Ouz eur vogeden en avel.
Ar boan a drubuilhas timad
An diou galon drant eur pennad.
Eur gwall-deodad, ’vel eur c’hleze,
A droc’has liamm o c’harante.
Digar, an estig a dec’has ;
Kalon ar goulmig a frailhas.
An estig ne zistroas ket,
Eun durzunel en doa kavet.
Eun durzunel ’touez ar brankou ;
Skoulmet e oa o c’halonou.
Hag ar plac’hig a hirvoude,
Hag he daerou, stank a ruilhe.
« Bue glac’harus ha c’houero,
Dousat e kavfen ar maro !… »
Klemmou ar goulmig glac’haret
Gant Doue a oe chilaouet.
Eur miz goude, ar c’hloc’h klemmus
En tour a zone truezus
Kanvou eur vleuennig yaouank,
’Rôk ar c’houlz, sec’het war he brank,
Maro gant nec’h ha gant glac’har,
Koulmig dilezet gant he far !
C’hwez vad ar Rozen
————
Eun ezennig a neve amzer
A gane dispar en deliou,
Eun heol drant a ginnige seder
Mousc’hoarz e diwean bannou ;
Pegen dous e-touez ar bleuniou,
El liorz-man leun a gaerder — leun a gaerder,
Dont da chilaou sioulder ar maeziou A gomz d'ar galon ken tener.
diou wech
Peuc’h ar zerr-noz, elec’h levenez
A lede war ma hunvreou
Eur vorennig a dristidigez,
’Vel koumoulen skanv an oablou ;
Ma zell a bare, ankeniet,
War eur rozen liou dispar — O liou dispar !
He deliou flour hanter-bulluc’het A gouee poanius d’an douar.
diou wech
He c’houez dinerz, ’vel klemm eur c’hlanvour,
A gane sioulik d’am ine,
Eur c’hlemgan dous, truezus ha flour
Luskellerez a garante…
« O bugel, chilaou ma c’homjou
Ma mouez skuiz a c’houl tevel — a houl tevel ;
Hogen, c’hoant am eus, daoust d’am foaniou, Rei d’it eun ali kent mervel.
diou wech
« Eveldout, e tougis eur pennad
Gened dispar ar yaouankiz ;
Kinnig a ren puilh d’an daoulagad
Kaerder, koantiri ha drantiz ;
Mes ma dudiusan gened,
Ma enor da virviken — da virviken,
Eo ma c’houez pur evel ar glanded, Ha tener evel eur c’hlizen.
diou wech
Ar gened-ze a strink ken skedus
Eus neve-amzer da vuhe,
D'ar beure ken beo ha ken lintrus,
’Benn zerr-noz ’vo goenvet ive ;
’Vit kavet ar gened gwirion,
A bado keit ha Doue — keit ha Doue,
Grez ma teulo rozen da galon C’houez ar furnez, ar garante !
diou wech
An diou Vignonez
————
Da Varianig An Dû, Bonen.
WAR DON :Kaourantinig.
Kevanus eo gwelet anê,
Yaouank, seder, leun a vuhe,
O ren dre-holl o c’harante.
Evel diou c’hoar en em garont ;
N’eus forz pelec’h e valeont,
Gant levenez en em heuilhont.
War o sonjou, deut memes re,
War o c’halon, war o buhe,
’Man siel aour ar garante !
Abredig o deus ’n em choazet,
Ha da viken o deus touet
’Vijent, a galon, unanet.
Ken start eo al liamm etreze
M’o deus reit an eil d’egile
Eun dra bennak eus o ine :
’N em garout en peuc’h ha distur,
Ren o yaouankiz reiz ha fur,
Setu ’vite ar blijadur.
Gwelet ’vent stank, sul ha goueliou,
Dibreder, a dreus ar maeziou,
O vont, kevred, d’ar pardoniou.
Pe c’hoaz o tizrei o-unan,
Dre an henchou dôn, ’n eur vouskân,
Pa guz an heol e vannou tân.
War riblou dispar eur wazig,
Elec’h ma voud an ezennig,
’Lec’h ma richan al lapousig.
An diou vignonezig, laouen,
’Touez lïez a vousc'hoarzaden,
’N em blij o tibun o c’huden.
Eno, nag a bennad dudi,
Kaozeaden ha neventi,
Troc’het gant c’hoarz ha kaniri.
« Dec’h me ’m oa bet eul lizerig,
Leun eus karante ma Ferig,
’Teus ket bet kelou a Yannig ? »
« Pegen dudius eo bevan !
Pegen dispar eo al lec’h-man !
Annaïg, c’hoant ’m eus da ganan ! »
Ha ma vo unan trubuilhet,
En kalon an all dizammet,
Hec’h anken a vo distanet.
Krenvat eo an unvaniez,
Dousat an deneridigez,
A unan diou wir vignonez !
Ya, tener eo ar gir « mignon »
D’un mat ’n em roomp a galon,
Rag distank eo ar re wirion !
————
Ezen an noz
————
Ezennig flour, ezen dispar,
Buhe an noziou sioul ha peuc’hus,
Te had ar spi war an douar
Gant eur pok dous ha karantezus.
Ar c’hlizen a disken ganit
E kalon ar bleuniou mousc’hoarzus,
Hag int, ’n eur stoui, a ro d’it,
Evel trugare, o c’houez melus.
Er brouskoajou sioul ha didrous,
Da halan a zihun an deliou,
O luskellat ’n o neizig dous
Da vignoned, an evnedigou.
An estig-noz, er c’hoad uhel,
A ginnig d’it e zôn arc’hantet ;
Ha te laouen, a denn-askell,
He doug d’an oabl glas steredennet.
E chiminal al lochennig
Te gân bemnoz joa an tiegez,
Hag e bleo aour ar bugelig
Da ine a drid gant levenez.
D’an dud yaouank o hunvreal
E vouskanez sôn ar garante,
War an dremmou trist ha tenval
E skanvaez koummoul ar vuhe.
Kannerezed, lutuned noz,
Ganit, pell zo, a zo anavet.
Ped gwech, er zaonen hag er roz,
War da askel o deus diskuizet !
Ezennig skanv, mouez ar sioulder,
Pa valeez traouien ha mene,
Da Vreiz-Izel, hon bro dener,
Lavar karante he bugale.
Pa dremenez ’us d’ar mor bras,
D’ar merdead komz eus e vroïg,
Kas d’ean c’houez ar balan glas,
Ha gant douster luskel e vagig.
Ha d’ineou ar Vreiziz koz,
A ouel ennout stad o Bro garet,
Evidomp holl lavar bemnoz :
« Kousket en peuc’h, Breiz ne varvo ket ! »
Son ar Gemenerien
————
WAR DON :Deit pôtred, deit merc’hed
Abaoe pell amzer e sonjen : Pegoulz e c’hallin-me
Kreski, dre eur zonig ouspen, Kanaouennou Kerne,
Evit gallout, hervez ma c’hoant, Meuli a vouez uhel
Ar gemenerien, pôtred drant, Enor hon Breiz-Izel : Rak nan eus , en nep lec’h, Tud ken sart ha ken dinec’h :
Diskan :
Deut holl eta, diredet, Bretoned,
D’o c’hanan en eur vouez,
D’o meuli hep paouez A !
Deut eta, diredet, Bretoned,
Da ganan gant enor Kemenerien Arvor !
Ar vicherourien en hon Bro ’Zo hirie niverus ;
An holl a veul, gant o hano, O labour talvoudus ;
Brudet bras eo ar botouer, Kalvez, milinerien
Mes ar maout ’zo d’ar c’hemener, Ken drant war e dorchen. ’Vit gwir, bravât micher Eo hini ar c’hemener !
Ar c’hemener, pôtrig laouen, ’Zo brudet mad dre-oll ;
Bepred seder, mistr ha kempen, Karet eo gant an holl ;
Gant e deod distagellet mad, E dezennou fentus,
Pep-hini, goneet da vad, A lavar evurus : Ya, en gwir, m’hen lavar, Ma c’hemener ’zo dispar !
Pôtrig yaouank, ar c’hemener A blij d’an holl verc’hed ;
Gant eur zell eus e lagad skler E trid kalon Janned ;
Ar pôtrig-ze a zo ken koant, E gomz ken dudius !
— Gant hennez, heb mar, eme Fant, Me ’vefe evurus !… Rak dinec’h ha seder E vev gwreg eur c’hemener.
Ar Vreiziz koz a lavare : — Paourkez kemenerien ! —
Ne oa ket gouest nao aneze Da dalvezout eun den.
Ar vrud fall-ze, gant an amzer, ’Zo tec’het eus Bro-Vreiz ;
Breman enor ar c’hemener A zo dillac’h ’n hon c’hreiz : Ha n’eus ket eur Breton Muioc’h ter ha dispouron.
Breman, piou a c’hall laret c’hoaz Ar vad a ra d’an holl ?
Ar zervij a rent ’zo ken bras N’hallfomp ket hen digoll ;
Holl hon deus ezom aneza Yaouank, koulz evel koz ;
Paour ha pinvidik, hetomp eta, Gant ar gwellan bennoz, Bue hirr ha seder, Yec’hed da bep kemener !
Tud kalonek a Vreiz-Izel, A boagn bemde, bemnoz,
Da rei ’n hon zouez eur renk uhel D’ar gwiskamanchou koz ;
Barzed Arvor, klaskit an tu Eus ar veskennerien,
En o c’hreiz e verv c’hoaz gwall dru O diagentourien ; Ya, en dud-ze ken reiz Eman stard karante Breiz !
Holl, war ar bed trubuilhus-man, Hon deus enebourien ;
An teod fall ne espern netra Na kemener, zoken ;
Kalz a lavar int gwaperien, Farsourien disprizus ;
Bezomp bepred prest d’o difenn Ouz gevier ken spontus : En peb lec’h, da viken, Bevet ar gemenerien !
Minorez Penn-ar-Roz
————
Furchet am eus pevar ganton, (diou wech)
O klask eur plac’hig a feson.
Youp, youp la ri don don, La ram tra la li re, Youp, youp la ri don don, La ram tra la li re.
Eur plac’hig fur ha didamall,
Eur plac’h yaouank a c’hiz gwechall.
E Penn-ar-Roz, war a glevan,
Eman an hini a glaskan.
Nag e kollfen amzer ha poan,
Fenoz d’he gwelet mont a ran.
— Eurvad ha joa ’barz an ti-man,
Debret eo koan, war a welan. —
— Ya, ma den mat, debret eo koan,
Tosteit, mar plij, da dal an tân ;
— Savet war grec’h ’ta, den yaouank,
Azeet aze war ar bank. —
— Trugare d’ac’h , ma moereb vad ;
Deut, ma yontr, laket eur c’horniad. —
Hag ar pôtr koz da gaozeal ;
Me chilaoue en eur luchal
Ouz ar plac’h yaouank zo aze,
He c’hegel lin ouz he c’hoste.
N’am oa ket he gwelet biskoaz
En dansou nag er foariou bras.
He bleo ne oant ket bletonnet,
Brao war he zâl e oant rannet.
Gwech ha gwech-all, ha d’ar c’houlz vad,
Eur gomz a boell ha plaset mad.
O ! mar mije kredet goulen
Ober ganti eur gontaden !
Mes penôs kwitat ar pôtr koz,
Pa na oa fin ebed d’e gôz ?
Ha setu sonet unneg eur,
Gwall-boent eo distrei d’ar Gerveur.
— Nozvez evuruz… Kenavo !
Hebdale, me a retorno.
Ya, retorn a rin aliez ;
Kavet am eus ma gwir vestrez.
Ha mar ve heuliet ma mennoz,
Prestik ’vo dans e Penn-ar-Roz ! Youp, youp…
An evurusted
————
Ma nerz ha ma amzer en aner ’m eus kollet, (diou wech)
’Klask tizout eun tensor ha n’am eus ket kavet, ô. (diou wech)
An tensor-ze hep priz, hanvet evurusted,
A lak hirnez ha spi en pevar c’horn ar bed, ô.
D’hen klask am eus furchet en kêr ha war ar mêz ;
Dre-oll am eus kavet hirvoudou hag enkrez, ô.
Da zastum madou bras e poagnis da gentan,
Dastum a ris gante an trubuilhou gwasan, ô.
Gant ar plijaduriou am eus hen goulennet :
C’houervente ha daerou ganin o deus lezet, ô.
Troet am eus ma zell warzu an enoriou,
Mez o douster lorc’hus a wask ar c’halonou, ô.
Furchet am eus ive kalon meur a vignon,
Biskoaz n’am eus kavet eur garante wirion, ô
Danve, plijaduriou, enor, falz-karante,
Ho levenez gwalc’hus ’n eus trenket ma buhe, ô.
Madou ha joa ar bed, ’vel beiou ar vered,
Dindan bleuniou a guz breinadur ha prenved, ô.
Levenez an douar, ken skedus en dremwel,
Pa dostaer d’ezi, a deûz dirak ho sell, ô.
Ar gwir evurusted n’eo ket eus ar bed-man ;
Poaniomp dont d’an Nenvou ’vit kavet anezan ! ô.
YANNIG AR MIL MICHER
————
Me eo Yannig ar mil micher (diou wech)
Anavet mat gant ar vizer.
Diskan :
Hop, hei tra la la la la la la la
La la la la la la la la la la.
Brudet dre-oll war an douar,
Biskoaz n’em eus kavet ma far.
Eur vestrez koant am eus choazet ;
Mont a ran lïez d’he gwelet,
D’he gwelet beteg ti he zad,
Eur c’hastel plouz e korn eur c’hoad.
Neuze, eur c’horn ’barz ma genou,
Me a gomz d’ei eus ma madou.
Me am eus eur c’hog hag eur yar,
Eur garrigell hag eur c’hoz karr ;
Eur skabell-goad, eur bank-tosell,
’N eul lochig tro, prest da goueel ;
Eur c’hi, eur c’haz hag eur c’havrig…
Gwell-chans ne gavi ket, plac’hig !
Setu aze roll ma madou,
Klevit breman ma micheriou.
Me a zo kloc’her ha sakrist,
Butuner mad ha lonker jist ;
Kemenerig, kôzeer flour,
Ha meliner, laer ’vel an dour ;
Botoer-koad ha kereer,
Dibuner neud ha pilhaouer ;
Marc’hadour moc’h, marc’hadour zaout ;
Da laerez kezeg ’c’h on eur maout !
Barner hag archer ’ven ive,
Pa ne c’haloupan arôke.
Pa fell d’in bevan eus ma rent,
Me glask ma boued e tro an hent.
Eus a belec’h ’ta, Marivon,
Ho po gwell fortun evidon ?
Troiou Janedig koant ha Mari lip-chopin
————
Arsa ’ta, mignoned vad, ’gav ket dac’h e ve poent,
P’eo bet brevet ar bôtred ha dikriet kement,
Lezel ane, eur pennad, en peuc’h da ziskwizan,
Ha war ar merc’hed, d’o zro, skei eun tammig breman ?
Evidon-me, mar gallfen, me a labourfe drant
Da beseliat a-zoare korvenn Janned ha Fant,
Da zispak dirak an holl, frêz ha skler, an dôlen
Eus an troiou a zonj d’e n’int anveet gant den,
Da harz oute da vean re lorc’hus ha re gri
Ha da beilhad, hep paouez, ha Jakez ha Pipi.
War don : « Matilin an Dall »
Deut eta, merc’hedigo, Da chilaou ho toare ; Aman, dichek, c'houi ’glevo Souden ar wirione : Kalz, marvat, a feuko Hag a rei d’in gwall-zello ; Mes an holl, a dra zur, ’ Devo ket displijadur !
⁂
Skoomp kentan, mar karet, war ar merc’hed faro
A ’n em blij kalz o redek ebatou ha foario.
Marvat, ’veldon, alïez, a galon ’ peus c’hoarzet
O welet ’ne, a vanden, gant an hent o vonet ;
Ar big, krog du ’n o skouarn, a stard, a stard bepred ;
Ober ’ ra d’eze nijal kentoc’h evit kerzet.
’Vel traou hanter-benfollet e treuzont lann ha roz :
« Marteze, aboue pell-zo, ’man du-ze o c’hortoz ! »
Hag en eur fichan bepred ha kouef ha tavanjer,
Gant aon na vefe netra da zisplij da Fanch Kouer,
Janed a digoue erfin en tachen an ebad.
’Vit bean gwelet gwelloc’h, e sav war veg he zroad :
« Klevet a ran ar zoner, krog e ver da zansal…
Laret am oa d’ac’h , Mari, oamp warlerc’h ar re-all !
Deus aman ’ta, deus buhan, aman ’vemp uhelloc’h,
Aman e vefomp gwelet hag e welfomp gwelloc’h ! »
Ha pep-hini, evelse, a glask al lec’h gwellan
Ma koueo sellou Yannig warnezi da gentan…
A ya ! ma mignoned ker, na kaerat tôl-lagad,
Gwelet ar merc’hed renket o klask gwerz er marc’had !…
Yen ha kri eo an amzer, troc’han ’ra an avel ;
N’eus forz, gwelloc’h eo d’eze mervel evit tec’hel…
Gant hast ha gant levenez, o c’halon a drida
Pa grog an « accordéon » da c’hoari ar « polka »,
Ha pa deu eur c’hoz treuhek, gant eun tog war e benn,
Da glask unan er blokad evit hinjal he c’houen.
Nag a zell poaniet a bar war ar paourkezig den,
Hag enne holl e c’hall lenn an hevelep peden :
« Daoust ha me eo a choazo ?… Me gred e teu aman !…
» Peuh ! Hounnez a ve bepred dibabet da gentan !…
» An dra-ze, marvat, a boagn da c’honit aneze,
» Rak petra ec’h eo hounnez gwelloc’h evidon-me ? »
Mes souden unan a wel he hini o tremen…
Ne bad mui ar plac’hig kez : « Mari, deus da bourmen ! »
En pep lec’h war e zeuliou, en pep lec’h war e hent,
An dro-man, mar n’eo dall-pik, e welo evelkent.
Siouaz, gwasat poan-galon ! Ya, Fanch a wel skler mad,
Mes faeüs ha didrue e tro e zaoulagad…
Hag evelse, alïez, ec’h achu an devez,
Hep na gav Janed, eur wech, gwerz d’he marc’hadourez.
Neuze, avat, ne c’hoarz mui, en eur distrei d'ar gêr,
Ne ra nemet gurunal war ar paour kez Fanch Kouer.
Eur zac’hig a vez laket evitan a-goste ;
Mes, pa deu, eur c’hoarz tener eo a gav adarre !…
Me ho ped, merc’hed yaouank, Sentet ouz ma ali, Roët hent ledan ha frank Da Fanch ha da Bipi !
D’ho tro, bezet faeüs, Dizoursi ha disprizus, Ha m’hen tou, c’houi ’welo Ar bôtred o chanch ardo !
⁂
Mat ! Mes petra lavaret ? Me gred eo poent tevel
Ha rei peuc’h d’ar merc’hed kez a gouef santez Katel.
Skoomp breman war ar re o deus bet an eurvad
Da zimezi d’eur Yannig ha da ren eun tiad.
Mar ’deus ar merc’hed yaouank siou koant koant meurbed,
Ar gwrage o deus ive troiou kamm ha kuzet.
Gwasan si ’deus ar gwrage, gwasan ’devo biken,
Eo eur garante re vras ’vit an « hini melen ».
N’eo bet degouet dac’h biskoaz gwelet pemp, c’houec’h ane,
’N eun hostaliri didrous, ’n eur gambrig a-goste,
Dastumet endro d’eun dôl goloet a wer leun,
Mes nan, kredet ac’hanon, gant dour eus ma feunteun !
Eur yec’hed eo o c’hleved o tibun o c’huden ;
Eno, avat, ma zud kez, e kerz Mari laten !…
Nag a gelo estonus, nag a neventi gaer
A oar Janed lip-chopin ha Mariana gomer !
— « ’Peus ket klevet an dra-ze ? ?… Fe, me oar ze pell zo !
« D’ho yec’hed, komer Janed ! Amann ’peus hag uo ? »
« — A ! n’int ket re grenv breman ; mez Yan zo diwezat ;
« Gwech hag amzer e c’hallan flemman eun tam sac’had !…
« Mes echuomp ar re-man ! Mik avelet zo fall…
« Pouah ! n’on ket ’vit andur !… Hostizez eun dro-all ! »
Hag evelse, hep paouez, an eil war-lerc’h eben,
Ar gwerennadou dour krenv en o goug a dremen.
Tremen reont ken lïez ma weler Janedig
Hepdale o luskellat penn-boemet gant ar mik…
Marian ne vranskel ket hag hi evet ouspen :
« — Red eo laret, ma c’homer, hoc’h eus muioc’h a benn ! »
« — Merc’hed kez, eme eun all, Doue ! me ’zo deut gwan !
« Ne ran nemet penn-mêvi… en peb lec’h em eus poan !
« N’eus ket ezom da gâd aon e vin-me lonkerez ;
« Ne c’houllan seurt ebet nemet dour sklêr ha lêz ! »
Hag ar stoterez daonet a lar ar c’homjou-man,
Tra ma lip piz, ’n he gweren, al lommig diwean…
— O ! gwin-ardant milliget, poezon fall ha direiz,
O stoterezed divez, c’houi eo dizenor Breiz !…
Gwrage kez, laket evez, Dre forz c’hoari troiou Rust ha garo, eun devez, Yannig a zihuno. Neuze ’vad, — poent e vo ! — Kenavo, mik ha loko ! Trouz el loch, bec’h ha chao, Fest ar vaz ha jabadao !
⁂
Gallout rafen mont hirroc’h, mes awalc’h eo breman ;
Tennet, me ho ped, merc’hed, ho mad a gement-man.
Ho pedi a rin ive, ho pedi a galon,
Na vefet ket re feuket, re gounnaret ouzon ;
Ma c’homzou, mar dint garo, n’o deus nemeur a bouez,
Evurus braz e vefen, mar dougfent eun tamm frouez ;
Laret int dre garante, ha nan dre zroug ouzoc’h ;
Breman, mar n’oc’h ket kontant, gwaz a ze evidoc’h !…
Fanch an ardou
————
WAR DON :Klik, klak, ma botou koat.
Deut holl, m’ho ped, da glevet Eur zon neve,
Eur zonig a zo zavet En bro Kerne ;
Zavet d’eur pôtrig lorc’hus, Eur pôtr a c’hiz neve,
Gant e ardou mogedus A ’n em bakas eun de.
Fentus ’ve gwelet Fanchik En goueliou Breiz,
Gant e liviten lost-pik, Faoutet er c’hreiz ;
Eun tok ribot gwintet son War e benn a bonsin ;
D’an dud fur, gwalc’h o c’halon, E ro lec’h da c’hoarzin.
E vleo a ve klaouieret Gant louzou c’houez ;
E varo a ve gwiet Gant pep evez ;
Maneget e grabanou, Eur walen war e viz,
Eur « cigare » en e c’henou, Evel eur gwir vourc’hiz.
N'eus ket ezom da zonjal ’C’h eo gwir gristen ;
Ne c’houl ket, an eubeul fall, Mestr na lezen ;
Yez e dud, ar brezoneg, ’Ra ruan an aotro ;
Distagan ’ra ar galleg, ’Vel eur piler pato…
Eun devez dreist d'ar re-all : — Sell, ’me Fanchig,
Marteze ’c’h eo poent sonjal Klask eur wregig ! —
War eur plac’h pinvidik bras, Eur plac’h fur ha kristen,
Ar pôtr a deulas e choaz, ’Vit kerkent he goulen.
Eun noz eta, fichetoc’h Eget biskoaz,
An azen kez leun a lorc’h A gemeras
Eur wenojen ’dreus parkou, ’Vit mont, gant tân ha c’houez,
’N eur frizan e voustachou, Da c’houlen e vestrez.
’Hed an hent, Fanch a zonjas En e gomjou,
Ha kerkent ma tigouezas War an treuzou :
— « Bonsoir, Monsieur, Madame, Soyez très enchantés,
Moi, Fanchig, je réclame Vot' fille à marier… —
An holl a c’hoarz o klevet Eur seurt komjou ;
Tog izel ha korf pleget, Fanch an ardou
A ziskoue chaden e vont Ha lunedou e fri ;
’Kreiz an ti, ’c’hortoz respont, Kerent e zous Mari…
Houman, ’benn eur pennadig, A lavaras :
— N’oc’h ket grêt, paourkez Fanchig, ’Vit bout ma gwaz ;
Ma yez eo ar brezoneg, ’Blij ket din hoc’h hini,
Birviken pabor gallek Ne reno ’barz ma zi !
’Rôk sonjal kât ac’hanon, ’Rôk ma goulen,
Krennet eun tamm, ma mignon, Ho liviten ;
C'houeet, m’ho ped, nebeutoc’h, Ha bet muioc’h a fe ;
Ouspenn ma vefet furoc’h, Esoc’h ’vo d’ac’h ive.
War gement-se, trugare, Ha kenavo…
Chans vat da gât hepdale Eur wreg faro ;
Ganin hoc’h eus goneet, Rak, mar na po eur plac’h,
Evit serri ho moged, Ho po breman eur zac’h.
Ma zelen, peurvuian ken drant, Ma trid gant an dudi,
A gan hirie, gant nec’hamant, Eur zôn a velkoni.
Eneb ar veventi direiz, Ar si-ze ken mezus,
A gresk bemde en hon bro Breiz, ’Vel eur c’hlenved spegus.
Kregi a ra er yaouankiz, Zoken er vugale ;
Dindanan gouenn goz ar Vreiziz A blado hebdale.
Poanius eo gwelet tud yaouank, Gloar ha buhe eur vro,
O teul en evaj, ’vel er fank, Brud vat, fe o zado.
Mar deo truezus buhegez Eur pôtr yaouank mevier,
Mantrus eo buhe an tiegez Renet gant eul lonker.
Pried garo, tad didrue, Na gar ’met gwin-ardant ;
D’ezan, hep keun, e werz bemde Ine, nerz ha skiant.
Koll a ra peb urz, pep kreden, Ankouaz hent an iliz ;
Bep sul e klev an oferen Ouz tôliou an hostiz.
E wreg kez hag e vugale O deus evit loden
Dienez, klenved, paourante Ha daerou a anken.
War zao eta, gwir Vretoned, War zao, en han’ Doue !
Ouz ar veventi milliget,
Stourmomp en pep doare !
Brezel d’ar gwin-ardant mezus, Enebour an Arvor,
Ma vo hon gallout peurbadus Ha diflach hon enor !
Disput etre ar Gwenedour hag ar C’hernevad
————
War eun ton anavezet.
Ar C’hernevad
Arsa, mignon Gwenedour, me ’glask, aboue pell-zo,
An tu da gavet disput gant eun den eus ho pro ;
Eun disput plen ha joaüs, hep taoliou na kounnar,
War hon giziou pemdeieg, hon zud hag hon douar.
Ar Gwenedour
Hardeh bras hou kavan-me, Kernevad, me mignon,
O klah tabut doh un den, hep anau anehon !
Neoah, eid hou kontantein, me disputou genoh ;
Biskoah eraug Kernevad ’neus kilet me zud koh.
Ar C’hernevad
Ma zud koz, koulz hag ho re, a oa tud galloudek,
Kerne ’deus bet a-viskoaz bugale kalonek !
War digare int lorc’hus ha taer ’vel an avel,
Ar Wenedourien a gred ’int mestr e Breiz-Izel.
Ar Gwenedour
Pe grogent en ou fen-bah, de « drouhein arnehe »,
Hou tud koh evel kiher ’rauk me re e skarhe ;
Me zud koh ou des perped dihuennet ou inour ;
Ou goed e rid hoah hiniu e kreiz er Gwenedour.
Ar C’hernevad
Ho tud koz, war o meno, ’oa holl evel prinsed ;
Me ’meus klevet koulskoude ’oant paour evel rac’hed !
O bugale, daoust d’o lorc’h, a vir c’hoaz an hano :
Dre-oll int anavet ’vel debrerien pato.
Ar Gwenedour
Malac’hti, Kernevad bian, hou tead zou forh abil ;
Merhad ged hou tam ioud-kerh hui zou rah tuchentil ;
Neoah, tra ma lonket hui deur skler avel pisked,
Ged chistr mat, nerhus ha huek, ni a dor hon sehed.
Ar C’hernevad
N’em eus ket poan o kredi ez eo red deoc’h evet
Evit dsikenn ho yod mel hag ho krampouez louedet ;
Eur Gwenedour, ’meus klevet, heb netra a iskiz,
A c’hall debri en eur pred eun dorz vara gwiniz !
Ar Gwenedour
Hou komzeu, me feurkeh den, ’zo truheg ha diben ;
Ne ve ket atau dek lur en torzeu bara chuen,
Ha neze, mar debramb kalz, ni zou lan hun dilhad
E chubehe, hep huizien, torchen ur Hernevad !
Ar C’hernevad
Na feuket ket, ma mignon, ha na vet ket re rok,
Rak, mar deo hir ho « saro » ha voulouzet ho tok,
Ni, gant hon brageier moan, hon chupennou danve,
’Zo tud faro ha diskuiz ha dilui da vale.
Ar Gwenedour
N’em-boe ket chonjet alkent ’pehe kredet pompal
Ged hou kuiskemant disneun ’tal hun dilhad bragal,
Rag ni zou brudet guerso, rah pôtred ha merhed,
Ged hun dilhadeu voulouz, lufrant hag argantet.
Ar C’hernevad
Daoust hag-en e tikrifec’h stum ar Gernevadez ?
Ken seder gant he c’hoef gwenn, he c’holier dantelez.
Kouls er ger ’vel er pardon, dereat ha kempenn,
N’he deus ket a « gapot du » da c’holo he c’hrotenn.
Ar Gwenedour
Guelet a ran, Kernevad, e oh kriu d’hou lezen,
Deit enta ur ueh benak d’er pardon de Geluen ;
Inou e chomheh bamet, digor forn hou keneu,
Inou e ueleheh reih, n’oh ’meit peurigelleu.
Ar C’hernevad
Malac’htoupen, Gwenedour, evidon-me bepred,
Biken lousten eus ho pro n’am bo evit pried !
N’o deus na tres, na feson, rous kaled o fennou,
Suilhet gant ar wall-amzer, maget ’touez ar brugou.
Ar Gwenedour
Men Doue, na peh un ostiz, nag ur pichon a zen,
Rak bete kalon hun bro fot dehon hun dispen ;
Meit alkent dohpen eid brug e sau en hon doareu ;
Er lanneier ne vout ket gue pir hag avaleu.
Ar C’hernevad
Birviken n’am bo fians en ho touar meinek,
Keit ha ma vo ho loened ken fall ha ken treuhek !
C’hoarzin a ran p’ho kwelan o kas plous d’ar marc’had,
Daou gole stag ouz ho karr evel daou benn-danvad.
Ar Gwenedour
E Kerneu, ar hou kleuet, n’es ’meit pinuidigeh,
Lonned mat, tud a feson, argant, plijadureh ;
Hi huitât a ret neoah, rak hep ar Gerneuiz
Guerso ’ve cherret en nor ar « usineu Pariz. »
Ar C’hernevad
Biskoaz kemend-all avat ! Sed aman eur gwidal !
’N em zonjet mat, ma fôtr paour, ’rôk dikri ar re-all.
Anavet oc’h reiz ive gant « pato ar Jersey »,
D’o bro e tec’het bep pla da fritan paourante.
Ar Gwenedour
Boaret on, aben er fin, get kôz ar beurante !
Laret ’vehe koueh en eur ’vel grizilh e Kerne ;
Neoah er bernieu montad harpet doh hou locheu
Diskoueant ket e rudel en ol ar ar madeu.
Ar C’hernevad
Red eo laret, Gwenedour, oc’h breman o farsal,
Rak ho siou ’hoc’h-unan a dôlet d’ar re-all ;
Hag ouspenn c’houi ’oar ervat penôz, e Bro-Kerne,
’Lec’h ma oa lochou gwechall ’zo kastellou hirie.
Ar Gwenedour
Dioalet da vout hanval doh ran al litorien,
A greuas e klah huihein kement hag en ijen,
Rak me ’gred ’pes beh erhoalh klah danne da bompal
Get ur vro ken difeson ha lan a vodeu fal.
Ar C’hernevad
Fe d’am douar, ma zud vad, sed aman eur maoutig !
Hen, marvad, eo an ijen, me ar paour kez rannig ;
C’houean ’rin c’hoaz kouslkoude gant giziou ma c’horniad,
Ha c’houi, ar « paon direret », c’houi renko izelât.
Ar Gwenedour
Santez Anna beniget, na goehat ur begek !
Hou plas hui, ’leh er person, zou er gador bredek :
Meit lakeit, pa garehet, hou kizieu ’tal hun re,
Hag ar Vreihiz d’ou barnein ha de choech etrede.
Ar C’hernevad
An dibab a zo graet kaer e pevar c’horn ar vro ;
Goueliou ar Gernevaded ’zo brudet a bell-zo,
Brudet eo hon eureujou ken drant ha deread,
Gant o giziou dudius, o doare ken breizad.
Ar Gwenedour
A houde guerso eue, rah e oar er Vreihiz
Ne spir ket hou pardonneu de re ar Venediz ;
Hag hou euredeu, men den, ou des ur liu breihek,
Merhad dre me tregernant get sonenneu galek !
Ar C’hernevad
Gwenedour, kement ha c’houi, ni ’gan e brezonek
Hag hon dans ’tal hoc’h hini a zo fur ha poellek !
Ar Wenedourien amiod, war digarez koroll,
A drailh, a lamm hag a zailh evel tud hanter-foll.
Ar Gwenedour
Na oapet ket, ma mignon, korolleu hun tud koh ;
Hag amen hoah ’m eus an tu da bakein ahanoh,
Rak e Kerneu, ’m eus kleuet, ’glasker ken ’meit un dra,
Kavet dilhadeu mod ker ha dansein ar « polka. »
Ar C’hernevad
Klevet ’m oa aboue pell-zo e oac’h tud a dabut,
Breman, eo red d’in kredi p’ho klevan o tisput.
Ar giziou fall marteze e Kerne a greska,
Mes daoust hag e Bro-Wened nan eo ket memes tra ?
Ar Gwenedour
Pe laret ar uirione, me asanto genoh ;
Ia, amen, avel ’n hou pro, e koueh ar modeu koh ;
Kement-se a zo spontus, meit ret e er laret
Ardeu fal ar herieu braz a dal ar Vretoned.
Ar C’hernevad
Pa ’n em glevomp, mar keret, klozomp an abaden,
’N em guitaomp mignoned pan omp amezeien,
Karomp Kerne ha Gwened, diou vro goant hon c’havel,
Ha labouromp a-gevred da zevel Breiz-Izel !
Dindan an Derven
————
YANNIG
Evnedigou an amzer-neve
A gan dudius en derven ;
Annaïg, dous eo komz a garante,
Luskellet gant o zon laouen
Evnedigou an amzer-neve
A gan dudius en derven.
ANNA
Me gar ’veldout, etouez ar bleuniou,
Kôzeal dindan an derven,
Rak eun êl gwenn, êlig an envoriou,
Aman ouzimp a drid laouen.
Me gar ’veldout, etouez ar bleuniou,
Kôzeal dindan an derven.
YANNIG
Al lec’h-man, mignonez Annaïg,
A vir bleuniou roz hon deiou,
Hadet ganimp en c’hoarziou birvidik,
Gwechall, pa oamp bugaligou.
Al lec’h-man, mignonez Annaïg,
A vir bleuniou roz hon deiou.
ANNA
Dre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,
’N he skeud ez omp deut, evurus ;
Ar vuhe d’imp a vousc’hoarze tener
A-dreuz he deliou dudius.
Dre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,
’N he skeud ez omp deut, evurus.
YANNIG
Tra ma richane an durzunel,
War ar brankou, gant he mignon,
Sonjou tener ha mennoziou henvel
A vleunie dous en hon c’halon.
Tra ma richane an durzunel,
War ar brankou, gant he mignon.
ANNA
C’houez vad ar bleun, son an ezennig,
’Vel eur muzik a garante,
A zeblante laret d’imp goustadig :
« Grêt oc’h an eil ’vit egile ».
C’houez vad ar bleun, son an ezennig,
’Vel eur muzik a garante.
YANNIG
Aman hon deus touet ’vit biken
Fealded an eil d’egile ;
Gwriennet don, don evel an derven,
Nerzus e vo hon c’harante.
Aman hon deus touet ’vit biken
Fealded an eil d’egile.
ANNA
Pa vefomp koz, gwan ha daoubleget,
Pa grenfomp dindan ar blaiou,
Dorn ouz dorn, dindan hon derven garet,
Yannig, ni deuy c’hoaz awechou.
Pa vefomp koz, gwan ha daoubleget,
Pa grenfomp dindan ar blaiou.
YANNIG
Mar deu ar maro kri ha kalet
Da derri skoulm hon c’halonou,
Al lec’hig-man a rey d’an dilezet
Frealz an dousan envoriou,
Mar deu ar maro kri ha kalet
Da derri skoulm hon c’halonou.
ANNA
An hini tec’het, en dervenig,
A deuy noz ha de da c’hortoz
Ma vezo dichaden e vignonig
’Vit mont kevred d’ar Baradoz.
An hini tec’het, en dervenig,
A deuy noz ha de da c’hortoz.
Son
Kinniget d’an Otro VALLÉE
'Vit Gouel e Gador
Ar 7 a Viz C’houevrer 1912
————
Pa n’hallan a vouez uhel,
Lavaret d’ac’h hirie,
En hano hon Breiz-Izel,
Bennoz ha trugare,
Eun dudi eo evidon,
Gant skoazel ma zelen,
Kinnig d’ac’h, a greiz kalon,
Ma gwellan gourc’hemenn.
Siouaz ! gwan eo ma mouezig,
Dister eo ma c’homjou,
Gant telen moug ar goulmig
Ne drid ket ar c’hoajou.
Plijet rei d’ê, koulskoude,
Eun degemer gwirion ;
Karget int a drugare
Ha deut eus ar galon.
Mes komjou, en gwirione,
Petra int nemet roz,
C’houez vat gante d’ar beure
Ha goenvet ’rôk an noz ?
Ar veulodi, ar c’homjou,
’Vel avel a dremen,
N’eus nemet an oberou
Hag a chom da viken.
War ho skouer ken kalonek,
Labourat evit Breiz,
Derc’hel stard d’hon brezonek,
D’hon giziou fur ha reiz,
Chom dîn betek ar maro
Eus gouen kaer ar C’helted
Ken kanet en ho kwerzio,
’N ho skridou ken meulet ;
Setu aze, a gredan,
Eur gador deread
Da ginnig c’hoaz, en de-man,
D’ho karante breizad.
N’eo ket red d’in komz ive
Eus Kroaz ar Vretoned,
’N hon bro perlezen a fe,
Derven sonn ha kalet.
He frouez breizek ha kristen,
’Zo, hep mar, d’he c’hrouer,
Kalonekan gourc’hemenn
’Vit eun ober ken kaer.
Ha tra vo koun en hon bro
Eus ar « Groazig » karet,
Gant karante, e hano
Vo enni « kadoret » !
Da Liz ar Bellek
————
Stouet dirag ar be ’lec’h ma kousk Lizaïg,
Eur vouez a lavar d’in : « Kemer da delennig ».
Da ganan en enor d’ar baourez kalonek
Eur zon a drugare, eur zonig vrezonek.
He memor a oa leun eus ar marvailhou koz,
A gonter c’hoaz en Breiz ’tal an oaled bemnoz.
Taoliou kri an Ankou hag e falc’h treitourez,
A oa anavet holl gant Liz, ar gonterez.
Mes eun devez, siouaz, Lizaïg goz, d’he zro,
A nijas evit mat da vro he marvailho.
Aman, mar kousk he c’horf war lez ar mor divent,
Hec’h ine ’zo, hep mar, dihun e bro ar zent.
Gant Marc’harid Fulup, ’tal Sent koz an Arvor,
Doue da Liz Belek ’n oa miret eur gador.
Ha, pa davo telen Marc’heit, ar ganerez,
’Vo goulet eur marvailh gant Liz, ar gonterez.
— Barzez ar marvailhou, o Lizaïg karet,
Dirak ho pe hirie Breiz-Izel zo stouet,
Trugare d’ar Breizad, ar barz a galon aour, [4]
An eus miret envor eus ar gonterez paour !
War e c’her, Barzed Breiz a zo deut, niverus,
Da zigas war ho pe bleuniou karantezus.
Bleuniou fresk ha dispar, bleuniou karget a c’hliz,
Diwanet evidoc’h e kalon ar Vreiziz.
Da greski ar boked, degemeret ive
Eur bodig brug melen a veneiou Kerne.
Ma bleuenig dister eo bleuen an Arvor,
Bleuen ar garante ha bleuen an envor ;
He c’hutuilhet am eus war gerden ma zelen,
He c’hinnig a ran d’ac’h war askell eur beden.
Kristen ha Breizad
————
Kinniget da Vugale « Breuriez ar Brezoneg »
Diskan :
O Breiz-Izel, o Mamm zantel, Bro garet hon zud koz,
Evit Doue, ’skeud ho panniel, Ni ’gerzo de ha noz ; Unanet ’n hon Breuriez, Ni ’gano a-bouez penn :
Bevet ar gwir unvaniez, Ha Breiz da virviken !
Hon diouvrec’h a zo c’hoaz dinerz : Da stourm evit hon Breiz ;
Mes he c’harante a zo serz Ha birvidik ’n hon c’hreiz ; Hag eun de, mibien dister Breuriez ar Brezoneg
A rey d’Arvor soudarded ter Ha Barzed kalonek.
Spered Bro-C’hall, he gwall-skoueriou, ’Vel eur barr-avel foll,
A drubuilh peuc’h hon c’halonou, A glask hon c’has da goll ; Daoust d’an avel ha d’ar bed, Ni ’gerzo ’vit ar Gwir,
War hon diskoa pennou kaled, ’N hon c’hreiz kalonou dir.
Hon galvedigez ’ zo uhel, Dispar eo hon mennoz :
Miret gwerc’h an here zantel A hadas hon zent koz ; Hon youl a vo didrec’hus, Ha ter mouez hon zelen :
Herminig Breiz ha kroaz Jezuz Hon reno da viken !
↑« An oaled » a zo eur barzoneg kinniget ganin d’ar Barz gredus « Abherve » an de ma teurvezas e vignoned hag e ziskibien, bodet holl en Zant-Briek, lida eur gouel dispar en e enor ha rei d’ezan, evel eun testeni a zoujanz hag a garante, kaeran kador-derv, eur gador-vrec’h kizellet, a roas biskoaz Barzed Breiz-Izel d’o C’helenner ha d’o Mestr karet…
A. Y.-B.
↑Lokmaria a oa gwechall eun drev a barouz Plougerneve. Distaget eo bet diouti, er bla 1841, wardro gant trev Bonen, d’ober eur barouz neve.