Sell en dro d’id, Breizad, nag a draou kaer a zo
Nag a gledour yac’hus, nag a vadelezio
A ro da Vreiz-Izel stum eur gwir varadoz !
War da vro ’n eus tolet ar C’hrouer e vennoz :
Ne vê na rust ar goanv na direiz an domder;
Beañ vê da hep koulz ar bloa bleuniou seder,
C’houez môr en diavaez, c’houez mél en dîabarz.
Te glev kâna gant ar mesaer ha gant ar barz
Kanaouennou gwechall, divinim ha dinoaz ;
Te wel an dén gwirion ha dremm ar Bed en noaz.
Kredennou dôn a zalc’h en dro d’id eürusted ;
Pep koun ha pep doujans en Breiz a vev bepred,
Ha da dud koz a drid ’n o gwele douar yén
Pa welont o giziou miret gant o mibien.
Met, e-pad ma kanez dinec’h dre da vaeziou,
Ha te glev o tremen du-hont dreist ar c’hêriou
Eun avel a drubuilh, a glemm hag a gounnar,
Vel eur yudadenn forz leusket gant an douar ?
Ha te glev pep bihan o chali war bep braz,
Mouez ar youlou fallakr o sevel gwasoc’h-gwaz,
Hag ar bed o tistrei d’an dizurziou mezus
Dre ma varv ar goulou digaset gant Jezuz ? —
Prestik, evel chas klanv, ’teufont da ’n em zebri :
Gwaz da neb vo trec’het ! E blanedenn vo kri,
Dindan treid ar c’hréñvañ vo friket didrue.
Pep dén intento kât e damm eus ar vuhe
Pa n’evo ken a gred d’e zigoll er bed all,
Nag, eur wech douaret, seurd ebet da c’hedal
Nemed distrei, korf paour koueet en breinadur,
D’eun netraig euzus lonket gant an Natur !
————
E-giz eur bugelig gwaskedet ’n e gavel,
O Breizad, a bep droug hag a bep gwall avel
Te zo difennet mad en es prôig distro.
Dizaon rag ar walarn hag an amzer c’haro,
Te zo vel eur vleuñvenn maget ’n eul lîorz kled,
Ha dispar he doare gant chom eno bepred.
Hogen, ma trec’h warnout ar sorc’henn fazius
Da welout traou neve pe kêriou dudîus,
Ma ves disc’hriennet vel eun tammig plantenn,
Te ruilho dic’halloud dindan ar gorventenn.
Chom, bleuñvenn, el liorz a bep droug diwallet,
Chom, Breizad kêz, dindan mantel ven an Oaled !
|