Muioc’h a enor d’ar re binvidik en nenv kouls ha war an douar
ER BARADOZ KOULS HA WAR AN DOUAR
Bevet o doa o daou e-kreiz ar vrasa dienez, en enkrez, er renk izella e-touez an dud hag e oant deuet brema da veza koz an eil hag egile.
Pa astennas ar gwaz e gorf evit ar wech diveza war an dournad plouz a dalveze d’ezan da wele, ar vaouez a welas a-walc’h edo o vont da goll an hini a yoa bet he skoazel. Kregi a reas enni eun anken vras, hag o veza ne gave mui an nerz-kalon a vije bet red d’ezi kaout evit kenderc’hel da vale he-unan war hent ar vuez, setu hi oc’h asten ivez he faour kez korf e-kichen hini he gwaz.
Mervel a rejont unanet er maro, evel ma ’z oant bet unanet er vuez ; o daou e tihunjont d’an hevelep pred war dreuzou ar bed-all ; o daou ez ejont harpet an eil war egile dirak barnedigez an Aotrou Doue ; hag o daou ivez e oent salvet. Hor Zalver a roas d’ezo eur paper evit mont da gaout sant Per da lavaret d’ezan digeri d’ezo dor ar baradoz. Ne dalvez ket d’in chom pelloc’h da lavaret d’eoc’h pegement ez oant eürus.
Hogen en em gavout a reent c’hoaz gwall-zinerz gant an diouer eus a galz traou a yoa bet red d’ezo gouzanv er bed-ma ; skuiz e oant ivez gant an hent o doa ranket ober eus an douar-ma d’ar bed-all hag, a-hend-all, chom a rea c’hoaz eun dra bennak war o spered eus ar spont o doa bet epad ar varnedigez. Hag abalamour da gement-se holl e kavent ebat kemeret o amzer evit mont eus lez-varn Doue d’ar baradoz ; brao-tre e kavent ar vali bindivik o doa da heul evit mont d’an eürusded. Ha perak n’o divije ket kemeret o amzer, p’eo gwir e oant sur eus o baradoz.
Mont a reant eta laouen-bras, o zal diroufen, ar mousc’hoarz war o muzellou, hag ec’h event o gwalc’h eus ear yac’h ar baradoz. O zeodou zoken a yoa distagellet-mat ; selaouit anezo :
— « Ac’hanta, gwreg, a lavare ar gwaz, petra lavaren-me d’it dalc’hmat ? Ha petra leverez eus an digemer en deus great an Aotrou Doue d’eomp ? »
— « A ! va gwaz paour, emezi, ya, ar wirionez a yoa ganez ; digemeret brao omp bet gant an Aotrou Doue. Ha piou en divije kredet morse e vije bet digemeret gant kement a henor tud eus hor seurt, daoust d’an truilhou a yoa war hor c’hein ha d’ar boutou-ler diseul a yoa ouz hon treid ?... Piou en divije lavaret e rajed en nenvou eur seurt digemer da dud hag a yoa war an douar reuzeudikoc’h eget chas, a veze sellet outo gant dispriz, pa zelled outo zoken, rak d’ar peurliesa e tec’hed diouzimp evel ma tec’her diouz ar vosen. »
— « Sell, maouez, ama en nenvou, evel em eus lavaret d’it kant gwech, ama n’ez a ket an traou evel du-ze, war an douar. Ha koulskoude, santez Anna ! red mat eo d’in anzav, n’edon ket tre em eaz bremaik, abalamour ma c’helled gwelet dre doullou va bragou n’oa, siouaz ! roched ebet war va c’hroc’hen. Te da-unan, gwreg paour, ya, te da-unan, sellet em eus ouzit, te a yoa dieas ; lakaat a rees da boan evit beza dereat dirak ar zent hag ar zantezed a rea an dro d’Hor Zalver. A drugare Doue, den ebet, a gement ma ouijen, n’eo bet re zouezet o welet da zivesker noaz. »
— « Tra ! tra ! eme ar wreg, en eneb eo ; n’ec’h eus ket gwelet penaos ez oun bet saludet gant sant Josef ? »
— « Ha te, maouez, n’ec’h eus ket gwelet ar mousc’hoarz he deus great d’in ar Werc’hez ? »
— « Hag an elez o sellet ouzimp evel pa vijemp bet tud a ouen vras ? »
— « Hag an Aotrou Doue ’ta, en deus lavaret d’eomp : Ra viot deuet mat em lez, va bugaligou ! »
— « A ! va gwaz ker, eme ar wreg, ma welje ar re binvidik penaos e reer d’eomp brema, marteze e savje mez ganto da veza bet ker faeüs en hor c’henver. Na me a garfe gwelet o ardou !… »
— « Ya, ober a rafent beg moan, me gred, rak ne dalv ket d’ezo gedal beza digemeret ama evel ma ’z omp-ni bet. »
— « O feiz, nan avat ! eme ar wreg… Ya, mar vat sur !… Pep-hini d’e dro ; leal eo, mechans ! »
— « Ha koulskoude, maouez, lavar ama d’in, pet gwech ec’h eus-te grosmolet o welet eazamanchou ar binvidien, pa oa red d’eomp-ni dioueret eur bern traou ? Hag e lavares neuze : « Tiez brao o deus, ha dilhad kaer ivez, mitizien, mevelien, kement ha ma karont : netra ne vank d’ezo. Ha perak n’hon deus-ni ket bet hon lodig ivez eus an traou-ze ? Petra hon deus-ni great da Zoue ? » Sonj mat ac’h eus, n’eo ket’ta, va gwreg ? »
— « Ha perak, va den, digas an traou-ze war c’horre ? »
— « Evit digas sonj dit eus ar pez a lavaren neuze, eo an Aotrou Doue eun tad mat, e ro kement ha kement da bep-hini abret pe zivezat, hag ar re n’o deus ket bet o eürusded war an douar o devo anezi er baradoz, mar n’o deus great netra evit he c’holl. Ne felle ket d’it selaou ac’hanoun neuze, va gwreg, pa lavaren d’it eo Doue al lealded dreist. »
— « Gwelloc’h e ve d’it rei peoc’h va gwaz, n’eo ket klevet a rafe an Aotrou Doue ac’hanout. »
— « Arabat eo d’it kaout aon, va gwreg ; Doue a zo re vadelezus evit kastiza ac’hanomp brema abalamour d’an dra-ze. Kastizet out bet war an douar, dre ma’z eo bet red d’it gouzanv muioc’h, evel ar re na fell ket d’ezo plega da Zoue. Ya, kouls eo d’it hen anzav, n’oas ket a galon vat er stad m’oas lakeat gant Doue. Grosmolat a raes a-wechou, hag alies enep pep skiant vat. N’eo ket gwir an dra ze ? Pet gwech n’ec’h eus-te ket great d’in pep seurt rebechou disleal ha diskiant ? Lavaret a raes evel-hen : « Mar ez pije an dra-ma hag an dra-hont ne vijemp ket ker reuzeudik ! » Kaer am boa lavaret d’it n’hellen netra hag edomp evel-se dre ma felle da Zoue hag evit hor brasa mad da zont, te a rea gwap, hag a heje da skoaz : « Evit hor brasa mat da zont ? » emezout. Ya, va gwreg, heja raes da skoaz gant fae… ne gredi ket dislavaret ac’hanoun evelato ? »
— « Lavar d’in ’ta, va aotrou, petra eo d’it c’hoari an heg ganen hizio en doare-ze ?
— « C’hoari an heg, tamm ebet, va gwreg. Ma lavaran an traou-ze eo evit diskouez d’it edo ar wirionez ganen gwechall pa lavaren d’it e vichemp pinvidik bras eun dervez abalamour ma ’z oamp paour war an douar. Pa veze great ken nebeut a stad ouzomp gant ar re binvidik, me lavare d’it e vichemp digemeret evel prinsed e baradoz an Aotrou Doue, ha gwelloc’h zoken, p’ eo gwir e tle ar beorien beza da genta er baradoz. »
Great o devoa eur pennad brao a hent evelse, hag ez oant digouezet kouls lavaret e penn o beach ; gwelet a reant, du-ze, e penn ar vali, an nor vras alaouret a yoa o vont da zigeri evito.
Setu eun eal o nijal evel eul lapous ’us d’o fenn. Heulia a rae hent an daou goz, da lavaret eo e teue eus lez-varn an Aotrou Doue hag ez ea war eün d’ar baradoz, en e zourn eur paper bras evel eur gazeten, eur siel ledan warnezan.
Ne oe ket pell o vont betek an nor aour. Ha kerkent e oe klevet evel eur pez taol morzol o koueza war an nor. Prez bras a yoa war an eal, evit doare.
O klevet kement a drouz, sant Per a deuas buan da welet petra a yoa a nevez. An eal a lavaras eur ger bennak hepken, ha sant Per kerkept o vont da zigeri an nor dioc’h an daou du ; goude e krogas e korden ar c’hloc’h bras a yoa eno e-kichen, ha da jacha warnan, evel p’en divije bet c’hoant rei da glevet eur c’helou eus ar c’haera da dud eürus ar baradoz.
O klevet ar c’hloc’h bras e bole e teuas eur bagad bras a zent hag a zantezed da doull an nor. Dioc’h pell n’oa ket eas klevet ar pez a lavarent ; hogen, dioc’h o doare, dioc’h gwelet anezo e oa anat edont oc’h ober goulennou ouz sant Per hag ouz an eal, hag ar pez a glevent a rea d’ezo beza meurbet souezet ha laouen war eun dro. Dizrei a rejont war o c’hiz goude beza kemeret kuzul an eil digant egile ; hogen, dizale e teujont adarre, o tougen, lod garlantez ha kurunennou bokedou fresk outo, ha lod-all bannielou eus ar re gaera. Re-all a zave eun nor nevez gant skourrou glas ha bokedou aour hag arc’hant, evit ober henor d’an nep a dremenje dre zindanni.
Eun dra anat e oa dan daou bried ez ead d’ober eun digemer eus ar grana da unan pe… da veur a hini.
Hogen, an den, pe… an dud-se, piou e oant ?… Sonjal a walc’h a reant, ha koulskoude hini ebet anezo ne grede lavaret d’egile ar pez a yoa war e spered. Hag e sellent a gorn an eil ouz egile, hag e save c’houez enno… Mousc’hoarzin a rankent o welet kement-all. Hag, e gwirionez, daoust ha ne zougent ket en o c’herc’hen holl aroueziou ar baourantez, a gas da blasou kenta ar baradoz ?
Great ganto o labour, ar zent ha santezed a yeas war diou renkennad, hag a deuas daou ha daou er-meaz eus ar baradoz. Sant Per a yoa da genta, hag ar re-all a deue war e lerc’h, bannielou, skourrou palmez, garlantez ha kurunennou ganto, hag ez eant goustadik ’trezek an daou bried.
— « Lavaret a ran d’it, va gwreg, eme an den koz, n’ouzon petra da zonjal eus kement ma ; lavaret a rafed e teuont da ambroug ac’hanomp. »
— « Ya, ya, va den, lavaret a rafed sur. N’em eus mui douetanz ebet zoken. Sell ta, ema an eal o tiskouez ac’hanomp gant e viz, hag ar zent a zeblant kaout kalz a levenez ouz hor gwelet… Gra ’ta d’ezo ar zalud gant da zourn, p’eo gwir n’ec’h eus tok ebet… Gra c’hoaz ! c’hoaz ! buanoc’h ! buanoc’h ! hag izelloc’h !… Dal ! setu m’eo bet darbet d’in koueza, kement e stouen !… A ! ma welfe ac’hanomp ar re binvidik a zo aze, en traon, nak a zisplijadur o defe !… N’eus forz, karet em bije beza gwisket kempennoc’h evit mont dirak ar zent ha santezed-ze gwisket a aour hag a berlez… »
— « An dra-ze avat, va gwreg, a zo eun dra sklear, a lavaras an ozac’h, ne vezo ket sellet nemeur ouzit pa vezi gwelet a dost. »
— « Hag ar zantezed ne vezint ket douget da zellet ouzit-te, va ozac’h, » a lavaras kerkent ar wreg kroget ar c’helien enni.
— « Mat eo ! mat eo ! va gwreg, eme ar gwaz. Laka da goef eünoc’h atao, ha kuz dindannan ar c’huchennadou bleo gwenn a zo a istribilh oc’h da ividigou. »
— « Ha te, va faotr, eme ar wreg, laka da zaou zourn da guzat an daou brenestr a zo digor war bennou da zaoulin. »
— « Me a gred d’in, komerez, n’eo ket dereat da zaou bried a zoare, evel ma’z omp, beza dalc’hmat oc’h en em beilha evel-se. An dra-ze n’oa ket kalz a dra war an douar ; ama avat, en nenvou, ne vije ket brao klevet trouz. Setu ar brosesion war hed tregont kammed. Ema sant Per o vousc’hoar zin ouzomp gant madelez. N’hon deus ket a zilhad kaer, gwir eo ; bezomp laouen evelato, evel da zeiz sul ; an henor a reer d’eomp a dalv kement-se. »
Sant Per a zigoueze betek enno.
— « Deiz mat, va mignoned ! eme ar zant. Edoc’h o tont du-ma, her gwelet a ran. Mat, mat sur. Bretoned ! Plijadur am bez atao o tigemeret tud ho pro. N’eus ket bet lavaret d’in e tliec’h dont, n’eus forz a ze ; bez ez eus meur a gador vak du-ze, re gaer zoken, me lavar d’eoc’h. Gwasa zo, n’em eusket kalz a amzer da jom da varvailhat ganeoc’h. Lavaret ez eus d’in e teu eun den pinvidik bras, hag e rankan mont buan d’hen diambroug, pe e vezo drouk-laouen an Aotrou Doue. Mar hoc’h eus c’hoant da zont ivez, n’hoc’h eus nemet en em lakaat etouez ar zent hag ar zantezed, hag evel-se ho pezo ivez roet eun tammig henor d’an hini ez eomp da zigemeret. »
Ha sant Per da vont adarre gant e hent. An daou baour koz a gemeras al lost hag a yeas ivez da heul ; ne gredent ket avat trei o fenn da zellet en dro d’ezo, kement ez oant mezek.
— « Ac’hanta, Fanch, a lavaras ar wreg, gant piou ac’hanomp ema ar wirionez ? N’eo ket ganez-te, da vihana ; ha n’eo ket d’ar re binvidik eo e vez great muia trein en nenv kouls ha war an douar ? »
— « Marc’harid kez, anzav a rankan ez oun berwelet ; va zammig skiant vat, a gredan, a zo eat war an tu gin… Ha koulskoude, n’eus ket da lavaret, komzou an Aviel a dle beza ar wirionez ganto… »
— « Petra eo a zo oc’h ober dieas d’eoc’h ’ta, va zud vat ? » a lavaras eur zant koz a deue war-lerc’h ar re-all, beac’h d’ezan o vale.
Ar vaouez eo a gomzas evit he gwaz :
— « N’hell ket dont a-benn da c’houzout, emezi, na me ken nebeut, kaer am eus brouda va zammig spered, perak e laka sant Per kement a gemm etre an digemer a ra d’ar paour ha d’ar pindivik. Ar binvidien o deus bet, evel a leverer, o baradoz war an douar ; hon aotrou person koz koulskoude a hanve ar beorien izili gouliet hor Zalver Jezuz-Krist. Seblantout a ra d’in e tlefe beza great kaeroc’h da izili hor Zalver Jezuz-Krist ma vije eur c’hem bennak da ober etre eur rummad hag egile. »
— « Eun dra bennak a wir a zo er pez a livirit d’in aze, daoust ma welan sklear ez oc’h bet flemmet gant eur goz kelienen. M’ho ped da deurel evez mat ouz ar pez ez an da lavaret d’eoc’h brema. Ar re baour eveldoc’h, hag a zo, evel ma livirit ker mat, izili gouliet hon Zalver Jezuz-Krist, ar re baour a ya hag a deu dre zor ar baradoz evel tud hag a zo en o zra, kement ha ker brao ma’z eo bet red da zant Per ehana da ober gouel da bep hini anezo, anez n’en divije mui amzer zoken da halana. Dont a reont, dre wir, a vagadou, da bep heur, ha roet e vez d’ezo zoken al leac’hiou gwella. Hoc’h-unan e welot anezo dizale. Evit ar re binvidik avat eo eur c’hoari all. Petra en deus lavaret Jezuz-Krist diwar o fenn ? Eo ken dieas d’ezo lakaat o zreid er baradoz ha ma ’z eo d’eur c’hanval tremenet dre graouen eun nadoz. Sonj hoc’h eus eus an dra-ze, moarvat, moereb ? »
— « O ya, aotrou sant, » emezi.
— « Mat, abenn ma’z ay eur pinvidig dre zor ar baradoz, tra ken dieas d’ezan evel ma ’z eo d’eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eo red, ya, eo red d’ezan, klevit mat, poania da zont da veza "moan ; anzavit an dra-ze ! N’eo ket eun dra gwall-eas, pa vezer kustum da gaout pep tra dioc’h e c’hoant. Eur c’hof re deo, eur yalc’h re leun, setu peadra da ziarben eun hent. Petra ranko ’ta da ober evit ne c’hoarvezo ket kement-se gantan ? Rei kement en deus a re d’an dud n’o deus ket a-walc’h ; en eur ger, ehana da veza pinvidik, me lavar evitan e-unan hepken. Setu ar pez en deus great an den mat ez eomp da ambroug : hennez evit beza suroc’h da zont ama a zo en em zisc’hreat eus a bep tra, edo en noaz evel eur prenv ; hag abalamour ne vez ket, gwelet alies eur seurt tra, ez eomp da ober gouel d’ezan. Nan, ne vez ket gwelet alies kemend-all ; setu kant vloaz a zo abaoue m’emaon er baradoz, hag hema eo ar c’henta pinvidig a welan o tont ebarz. »
— « Ac’hanta, gwreg, a lavaras an ozac’h, piou ac’hanomp eo a lavare mat ? »
— « O feiz, va gwaz kez, ema ar zant o paouez lavaret edo ivez ar wirionez eun tammig bennak eus va zu… »