Armorica, 1935  (p. 72-74)



NA VARVO KET !
___________


D’an doktor A. Classe, evit beza roet d’in epad
pemp bloa sikour soursiuz eur midisin mad
ha dorn eur mignon kaloneg.


Na varvo ket gouenn ar Vretoned
A roïo c’hoaz kalz a dud vad
A viro en emzer da zoned,
Brud al ligne, enor ar gwad.
Dalc’homp bepred da iez hon tadou.
Stagomp d’ar vro neuz hon maget.
Vel an dêro don en douarou,
Griennomp ’ta, pennou kalet !

Adarre an nevez amzer
A c’hoarz en traoniennou Kerne.
En oabl ken glas an Alc’houeder
A gan gened ha bravente.
An avel deuz Roc’h Trevezel
Touez al lannou a vouskan
Ma frij karantez Breiz-Izel
Dre ar brugou hag ar balan.

Na varvo ket en hor c’halonou
Envor an amzer dremenet,
Iudal a ra c’hoaz an hirvoudou
Ha sonj ar poblou koz trec’het.

Lezomp peb den da gerzout e hent
Heb trubuill, heb aon na souez,
Mez eun devez diskriniomp hon dent
Ma teuer da noazout d’hon iez !

Selaouet ’ta mouez ar c’hleïer
Hentchet sioul gant ar goumoulen
Leun a spi, karget a zouster,
Seder, dudius ha laouen.
An den paour a hed e vuhez
Na c’houlen ket kalzik a dra
Eun tamm iec’hed ha karantez
Eur galonig, eun tamm bara !

Na varvo ket war douarou Breiz,
Ar c’hijou koz hag ar furnez.
Ha difennomp gant kalon ha meïz
Hon hêr ouz an doare nevez.
Hor peadra zo war ar garrek
Eun ti, eul liorz, hag eur c’hraou…
Dalc’homp d’hor bro vel Breiziz gwiziek
Ha miromp aneï dont en gaou.

Na glevet-hu ket ar biniou
O son e tal ar perzier kloz ?
Ha na welet-hu ket ar bleuniou
O varella girzier ar roz ?
Ha na welet ket koëffou gwen
Oc’h ebati war al leur vraz ?
Na glevet-hu ket an abaden…
Iouc’h ! tro d’an dro ! Breiziz zo c’hoaz !

Na varvo ket gouenn ar Vretoned
Rag ar baotred a denn d’ho mamm

Bea vo en amzer da zoned
Kalz mibien fur d’eur vro divlamm.
Komzomp, Breiziz, gwir iez hon tadou
An urz zo roët gant an Nenv.
Dalc’homp d’hon giziou, d’hon dillajou
Touomp chom holl feal ha krenv.

Adarre an nevez amzer
A laka ar gwad da virvi,
Peb lapous a zeu telenner
Evel peb trouz eur ganiri ;
Barzaz a zo ebars peb kalon.
Ha musc’hoarz war ar muzellou,
El levenez, ni chommo breton,
Peoc’h war bed d’an holl boblou !


_______________