Navet Pennad. — Penoz a rae he dever a berson

E ti Prudhomme, 1894 (pp. 57-63).
◄  Eizvet Pennad. — Zant Ervoan person Louanek Navet Pennad. — Penoz a rae he dever a berson Dekvet Pennad. — Penoz a rene he vue zantel   ►


NAVET PENNAD


Penoz a rae he dever a berson.


Barz ofis koz Zant Ervoan a lenner penoz goude ma oa bet avokat ha barner-iliz a oe beleget a laket da berson, vel ma peuz lennet aman arog, hag a diskoee dre he zarmonio hent an env d’ar re a nevoa ar garg diout-he.

Dom Ervoan vel eur pastor mad, vel eun eil Jezuz-Krist, a oa prest dalc’hmad da brezek ha da instrui an dud a gave war he hent, ha tostad a rae an dud d’he glevet gant joa ha plijadur. Aliez a digouee d’ean, pa dremene dre eur park benag lec’h a vije tud o labourat, chom pennado mat da gozeal gant-he, da gomz d’he deuz ho ine, deuz an Otro Doue, dalc’hmad a gave en he galon eur gomz vad vit an oll, pe eun histoar benag tennet deuz bue ar zent. Pa gave tud ha na ouieint ket ho Fater, a chome hed eun hanter de awejo da diski d’he laret « Hon Tad pini zo n’env », ha pe nije disket d’he ho feden a lare d’he laret anei aliez. Pe vije kals pe neubet, na na vije nemet unan hepken vit he chilaou, a oa prest da laret bepred eur gomz vad benag vit mad he ine ; ha dre-ze Louanegiz a oa deut da gad eur garante vraz evit-han, karet a reint anean oll evel ho zad.

Lakat a rae he oll nerz da gomz eneb ar pec’hejo louz ha mezuz, rag c’hoant a nevoa da welet an oll o ren eur vue bur ha zantel evelthan ; laret a rae treo ken kaer diwarben ar vertu a burete, ken n’alle ket ar re hen c’hleve chom hep istimout ar vertu-ze ; ha kals a dud douget d’al lubrisite a zo bet n’em gonvertisset goude bean klevet he gomjo.

En Landreger a oa diou blac’h dirollet anveet gant an oll, Alis, merc’h Hamon Deot, ha Raoulin, hag a chanchaz a vue goude bean bet o klevet zarmonio Zant Ervoan ; ober rejont eur govizion jeneral, hag adaleg neuze a rejont pinijen pad ho bue evit rapari ar skouer fall ho devoa roet. — Kals a verc’hed a renk huel a reaz voeu a virjinite vit heuil alio ar zant ; hag Alan Thomaz a lar penoz he wreg hag hen a nevoa miret dalch’mad ar vertu a burete, goneet gant komjo Dom Ervoan.

Evel zarmoner na oa ket he bar, elec’h unan a iaje da glevet eur beleg all, ec’h aje tregont hag ouspen da glevet person Louanek ; kuitat a rae zoken an dud an Eskob evit mont d’he chilaou. Rein a rae d’intent d’an oll pez a nije c’hoant da laret, na oa ket a dro gant he gomjo, skler ha frez a oaint da bep hini d’intent ; deuz eun tu-all, he gomz a nevoa muoc’h a boez dre ma oa diouz eur renk huel, dre ma oa disket kaer hag eun den zantel. Dom Ervoan a oa ive eun den kaer ha neuet mad, gwelet anean oa traoalc’h vit bean douget d’he enori ; an tan a oa n’he daoulagad a rae d’anveout purete he ine hag he gorf, hag a rae d’an oll hen karet ha n’em stagan ouz he gomjo.

Eun devez a oa Dom Ervoan ha Hamon he vevel o veajin war droad, herve ma lar Hamon, e oaint o retorn diouz Raon, ze oa enpad an hanv deuz ar beure, skler al loar vel an de. Arriout a rejont barz an draouien lec’h a man rivier al Lenv ; bet a oa kals a c’hlao an deio diagent hag a oa kals a dour endro d’ar pont a gleeint da dremen, bean oa zoken daou doul don en daou ben ar pont, hag an dour braz a c’holoe ar pont he-unan. « Na memp ket eom da jonjal tremen dre-aze, eme Hamon ar Ber, beuet zur a vefemp. » Dom Ervoan en em lakaz da c’hoarzin, a grogaz en dorn he vevel hag a laraz d’ean : « Tremen a refomp hon daou, da c’hraz Doue, pe vefomp beuet hon daou, med ret eo d’imp tremen. » Neuze reaz ar zant zin ar groaz war an dour, ha raktal a baouezaz da redek, ha neuze dremenjont ho daou hep poan ebet ; goude ma oaint tremenet en tu-all, Dom Ervoan a reaz adare zin ar groaz war an dour, hag an dour en em lakaz da redek vel arog. Ar mirakl-ze a rez da Hamon gwelet penoz a oa an Otro Doue a du gant he vestr.

Eskob Landreger, Javre Tournemin, pa rae tro he eskopti a vije Dom Ervoan gant-han, ha he-man a zarmone ken aliez hag a vije eom d’ober ; war droad a vije dalc’hmad, kouskoude nevoa peardra da gad eul loen-kezek, med gwell a oa gant-han mont war droad, ha pa rae an Eskob digas eur marc’h evit ar zant, a lake Dom Ervoan he gloarek pe eun all benag war he gein, hag hen a gerze vit gallout komz ouz an dud war an hent, ha laret d’he eur gomz vad benag.

Kement a blije he gomjo d’an dud, ken a ie ar re nije klevet anean eun de d’he chilaou c’hoaz an de warlec’h. Na vije ket o klask enorio, pell ahane, pellaet a rae dionthe muan m’alle.

Eun de benag a oa Zant Ervoan n’eur pardon en bro Treger, hag a oa en zell an dud da glevet anean o sarmon. Med n’em gad a rez enon eur manac’h a urz zant Dominik, hag a roaz Dom Ervoan he renk d’ean. An dud fachet deuz-se en em lakaz d’ober trouz barz an iliz, ha n’ouzer ket petra vije digoueet mar na vije ket deut ar zant da laret d’he tewel en han ’Doue, ha chilaou zioul komjo ar manac’h-ze ; zentin rez an dud ouz ar zant, hag a rejont peuc’h raktal.

Arog he zarmon, Zant Ervoan a bede kals hag a greiz he galon, war he daoulin ha juntet he daouarn gant-han, ha pa zave a vije gwelet aliez an dour o tont deuz he daoulagad ; aliez zoken en kreiz he zarmon a vije stonket hag a renke n’em loskel da ouelan ; pelec’h neuze a vije chomet kalono an dud hep bean tomet gant he gomjo ; a dra-zur, na vijeint ket vit hars da ouelan.

An abostol zantel-man na skouize kammed o prezek, digoueout a rae d’ean zarmon er memez de en liez a barouz hag a vije eur pennad mat entre-he. War droad a ie dalc’hmad, hag aliez war iun, kaer a vije offr d’ean da dibri ; kement a vije he speret hag he galon gant he zarmon, ken a ankoee dibri hag evan ; ben an noz a vije ken dinerzet, ken a nije poan o chom n’he zav. Digoueet eo bet d’ean mont deuz a Gervarzin eur beurevez da zarmon d’ar Roc’h, da Bleuzal ha da Blouek-Pontreo ; hag eur beurevez all da zarmon da Landreger, Tredarzek ha Pleuveur. Eun devez, de Wener ar Groaz a nevoa zarmonet war maro ha pasion hon Zalver en seiz parouz ha da diwean en Pleuvian, hag a oa ken skouiz an de-se ken a renkaz kemer harp war brec’h he vignon Ervoan Trowel vit mont d’ar ger.

Kals a freuz a denne an dud diouz ar zarmonio-ze, ha kals a deue da govesat da vet han goude bean klevet he zarmon. Prest a oa dalc’hmad da chilaou kovizion an dud ha da rein d’he da gomunian. Aliez a deue an daero n’he daoulagad keit a vije o kovesat, ha dre-ze a douge ar re ie gant-han da govezat da gad kals a c’hlac’har d’ho fec’hejo ; hag ar re vije bet gant-han eur wej na chouleint ken hen kuitat, gant a vad a nije gret d’ho c’halon klevet he gomjo hag he alio mad.

Eun devez a oe gwelet oc’h arriout en Louanek eun divroad hag a oa deut vit gwelet ar person, he glevet ha kovesat gant-han, rag, eme-han, klevet a nevoa komz diont-han vel deuz eun den zantel meurbed. Goude he govizion, an den-ze a zantaz eun devosion ken braz, hag eur glac’har d’he bec’hejo vel na nevoa zantet biskoaz ; gouelan reaz kals war he bec’hejo, hag adaleg neuze na c’houlaz ken pellat diouz ar beleg zantel, c’hoantat a reaz chom dalc’hmad en he gichen vit he welet hag he glevet ; aliez a ie da welet Dom Ervoan da Louanek ha da Gervarzin ; daou vla a chomaz evelse en he gichen, ha neuze c’houlaz digant-han petra oa gwellan d’ean d’ober vit he zilvidigez ; ar zant o roaz ali d’ean da vont da gouent zant Fransez, ha raktal a iez an den-ze di.

Zant Ervoan a gare ar bevien, med an dud klanv a gare marteze muoc’h c’hoaz. Dal ma vije roet da c’hout d’ean a vije klanv unan benag diouz he barouz, a ie d’he welet. Tener a oa he galon en kenver ar re glanv vel kalon eur vam en kenver he bugale. Kentan tra a rae a vije kovesat anhe, neuze roe d’he da gomunian, ha goude-ze roe d’he zakramant an nouen. An Otro Doue vije gant-han en he gerc’hen n’eur voest vian arc’hant. Eur wej a vijeint nerzet evelse gant ar zakramancho-ze ha laket en peuc’h gant ho Doue, a lare d’he na devoa ken eom da gad aon rag ar maro, penoz er stad a oa lakeet ho ine a vije digoret d’ei dorejo ar baradoz. O pegen kaer a vije klevet Zant Ervoan o komz deuz evurusted ar baradoz, deuz ar zent a zo enon o veulin Doue hag o pidi evidomp, deuz ar garante hag ar vadelez a neuz hon Zalver evidomp ; hag ar c’homjo kaer-ze a rae vad d’ar glanvourien, n’ouffen ket laret pegement. Pa digouee d’ean mont da welet pevien glanv, goude bean reit ho zakramancho d’he, a roe d’he eun aluzen benag, hag a lare d’he rein da c’hout d’ean pa dije eom eun dra benag. Aliez a ouie, hep ma vije laret d’ean, pelec’h a vije tud klanv. Eun devez a oa o tremen dre ru ar Glujiri en Landreger pa deuaz eun den war he lerc’h da laret d’ean : « Dom Ervoan, deut aman prim da govesat eur c’hlanvour zo o vont da vervel. » — Raktal a distro diwar he hent vit mont da rein he zakramancho d’an den-ze ha da zikour anean da gad eur maro mad. — Ha n’eo ket evelse a ra bepred beleien Breiz-Izel ? Kad a veint dre bep sort amzer, hag en noz hag en de, o vont wardro an dud klanv da gas d’he an Otro Doue, ar Binijen hag an Nouen ha gras ar maro mad ; ze diskoe a heuillont bepred erfad roujo Zant Ervoan.


————