Navet da Z. Anton a Badou.

Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 46-63)




EUN NAVED


DA ZANT ANTON A BADOU


Evit beza surroc’h da gaoutar grassou a c’houlenner dre an naved, n’euz netra guelloc’h eget he c’houmans dre eur govession vad. Doue, eme ar Skritur Sakr, ne blij ket dezhan rei ho goulenn d’ar bec’herien. Mad e ve ive achui dre eur gommunion vad.

Alia a reomp c’hoaz an dud fldel da vont da bedi dirag aoter ar zant, ha da ober eun aluzenn mar gellont.


KENTA DEVEZ


Va Doue, grit ma vezo sklerijennet hon eneou ha tomet hor c’halounou gant gras ar Spered-Santel, epad m’emaomp var hon daoulin dirazoc’h o vont da zonjal a zevri e vertuziou ho servicher bras.

GUELOMP


Peger buan e sente Sant Anton ouz mouez ar c’hras


Kerkent ha ma santaz ar zant oa galvet gant Doue da vont da gouent relijiuzet Sant-Augustin, e reaz raktal an dilez euz an henoriou hag euz ar pinvidigeziou a dlie dont dezhan dre he lignez huel. Senti a reaz dioc’h-tu ouz bolontez Doue hag e kinnigaz dezhan he ene, a ioa dija lakeat ker kaer gant he vam ; iaouank flam oa c’hoaz pa gemeraz ar zae a vanac’h.

Dalc’homp sonj euz ar pez a dleomp da Zoue dre hor badiziant, ha lakeomp stard enn hor spered da zelc’her mad d’ar promessaou hon doa great neuze dre c’hinou hor paeron hag hor maeronez ; greomp fae var blijadurezou trompluz ar bed ha sentomp heb dale ouz mouez ar c’hras.

Hon Tad…
Me ho salud…
Gloar…

Pater…
Ave…
Gloria…


PEDENN


Va Doue, diganeoc’h e teu pep pinvidigez ; roit deomp, dre veritou sant Anton, ar c’hras da zisprijout madou ar bed-ma evit hoc’h heulia dre hent ar baourentez hag an disprijans ; distagit hor c’haloun diouz kement tra a c’helfe miret ouzomp da zenti ouz mouez ho kras, evit ma c’hellimp en em rei deoc’h evit mad, rag ennoc’h hebken ema an eurusted guirion hag heb fin.


SANT BONAVANTUR (DIOC’H MA LEVERER)
en deuz skrivet ar RESPONCHOU
divar benn ar miraklou.


Mar c’hoantait kaout miraklou,
It da zant Anton a Badou.
Maro, goallou ha falz-kreden,
An droug-spered hag ar vossen

Si quœris miracula,

Mors, error, calamitas,
Dæmon lepra fugiunt,

Oll, dirazhan a rank tec’het.
An dud klanv a gav ar iec’hed
℟. Var he c’her e sent ar mor
Hag ar prizouniou a zigor.
Koz ha iaouank, ouz her pedi,
A reseo nerz d’ho izili.
Ha p’o deuz eun dra dianket,
Heb dale pell e vez kavet.
An danjer a bella ivez
Fin a deu d’an dienez.
C’hui hag a zant enn ho kaloun
Holl madoberou sant Anton.
C’hui, tud euruz euz a Badou
Kountit, kountit he vurzudou.
℟. Var he c’her e sent ar mor…
Gloar ato d’an Tad Eternel,

Ægri surgunt sani.

℟. Cedunt mare, vincula,
Membra, restque perditas
Petunt et accipiunt
Juvenes et cani.


Pereunt pericula
Cessat et necessitas.

Narrent hi qui sentiunt,
Dicant Paduani.

℟. Cedunt mare…
Gloria Patri,

D’ar Mab ha d’ar Spered-Santel.
℟. Var he c’her e sent ar mor…
℣. Pedit, sant Anton benniget
Evidomp, euz an eurusted.
℟. Ma vezimp din euz ar grassou
A bromet Jezus hon Aotrou.


PEDOMP


Ra vezo hoc’h Iliz, o va Doue, karget a joa dre bedennou sant Anton benniget, ho konfessor, evit ma vezo bepret harpet dre ho kras, ha ma c’hello kaout ar joaiou hag a bado ato, dre hor Zalver Jezus-Krist. Evelse bezet great !


Et Filio et Spiritui Sancto.

℟. Cedunt mare…

℣. Ora pro nobis, [beate Antoni.
℟.Ut digni efficiamur promissionibus Christi



OREMUS


Ecclesiam tuam, Deus, Beati Antonii confessoris tui commemoratio votiva lætificet, ut spiritualibus semper muniatur auxiliis et gaudiis perfrui mereatur æternis. Per Christum Dominum nostrum.

Amen

(Hon Tad Santel ar Pab Pii IX, dre eul lizer euz ar 25 a viz genver 1876, en deuz roet kant devez induljansou da c’hounit d’ar re a lavaro ar responchou-ze, hag eun induljans vras, var bouez kovez, kommunia ha pedi hervez intantionou Hon Tad Santel ar Pab, d’ar re ho lavaro epad eur miz).

Netra guelloc’h, evit achui peb devez euz an naved, eget ar bedenn a blije muia da zant Anton, desket dezhan gant he vam p’edo c’hoaz bianik, ha lavaret ganthan d’he heur diveza.

O Gloriosa Domina
Excelsa super sidera,

Quite creavit provide,

Lactasti sacro ubere

Quod Eva tristis abstulit

Tu reddis almo germine,

O Itron glorius meurbet
Dreist an holl astrou oc’h savet,
Gant ho leaz sakr c’hui a vagaz
An neb dr’eur burzud, ho krouaz.
Ar pez e doa Eva kollet
Ganto frouez c’hui peuz her c’havet,

Intrent ut astra flebiles,
Coeli fenestra facta es.
Tu regis alti janua,
Et porta lucis fulgida

Vitam datam per virginem,

Gentes Redemptæ plaudite.

Gloria tibi, Domine,

Qui natus es de Virgine !

Cum Patre et sancto Spiritu
In sempiterna secula.
Amen.

Dreizoc’h eo e za d’an envou
Ar re a vouel d’ho fec’hejou.
C’hui eo dor ar Roue souveren,
C’hui a zo porz ar sklerijen,
Dreizoc’h eo roet deomp ar vuez,
Ni ho meul, oll, gant levenez.
Deoc’hui hon Aotrou benniget,
Zo gant eur Verc’hez bet ganet,
D’ho Tad ha d’ar Spered-Santel,
Ra vezo eur c’hloar eternel.
Evelse bezet great !


(Epad an naved, e vezo gellet ober ar memes pedennou bemdez gant ar pez zo merket evit peb devez).

EIL DEVEZ


Karantez sant Anton evit ar poaniou


Roue Maroc en doa merzeriet pemp relijiuz euz a Urs Sant-Frances. Ar guel euz a relegou ar verzerien-ze a reaz d’ar zant kaout kement a c’hoant da skuill he c’hoad evit Jezus-Krist ha da veza santelloc’h, ma viskaz dioc’h-tu sae ar Breudeur-bian ha ma en em lakeaz e penn an hent da vont d’an Afrik da glask ar verzerenti ; mes eur c’hlenved a deuaz dezhan hag a viraz outhan da gaout ar pez a glaske. Abalamour da-ze en em lakeaz da iun ha da ren eur vuez kalet evit beza merzer dre ar binijen.

Ma n’omp ket galvet da skuill hor goad evit ar Feiz, arabad deomp ankounac’haat e tleomp da viana brida hon techou fall, en eur bellaat diouzomp kement tra a c’helfe hon lakaat da zisplijout da Zoue.

PEDENN


O Jezus, va Zalver, nag a gemm a zo etre ho servicher fidel ha ni ! Hen en doa c’hoant bras, dre garantez evidoc’h, da skuill he c’hoad evit ho kloar, ha ni ne ouzomp ket zoken diouall diouz hon techou fall nag ober brezel dezho. O va Doue, roït deomp ar c’hras, dre bedennou sant Anton, da zigeri hon daoulagad, da guitaat hent ar pec’het, ha da veva e guir gristenien en eur ober pinijenn er bed-ma, evit beza eüruz er bed-all.


TREDE DEVEZ


Humilite sant Anton


Sant Anton, evithan da veza guiziek bras hag euz an dud desketta, a glaske ato kuzat he vouiziegez evit miret ouz meuleudi an dud, hag en deveze c’hoant da dremen evit eun azen hag eun den gros.

Dalc’homp sonj e tleomp kuza muia ma c’hellomp, dirag daoulagad an dud, ar pez a zo a vad ennomp, ha mar deo red deomp hen diskuez, arabad deomp da viana kemeret fouge evit an dra-ze.


PEDENN


O Jezus, din da veza karet, peur e c’hellomp-ni ive beza din euz ho karantez ; ni ne glaskomp nemet beza henoret, beza guelet ha beza meulet evit an distera tra a reomp, heb sonjal eo diganeoc’h e teu deomp kement munud-mad hon euz. Abalamour da zant Anton, plijet ganeoc’h lamet ar fougerez euz hor c’haloun, evit ma santimp ne domp netra ha ma veritimp ho trugarez.


PEVARE DEVEZ


Pasiantet sant Anton


Sant Anton a zo bet goal gasset gant an heretiket e meur a gear enn Itali, droug prezeget gant he enebourien ; en despet d’an dra-ze ne golle ket a basiantet, hag, evel hor Zalver, e pede Doue, heb ean, da gonvertissa an heretiked-ze ha da bardouni he enebourien.

Evit ober evel-d-han, gouzanvomp hiviziken a galoun vad an dismegansou aberz hon nessa, ha pedomp evit ar re a ra droug deomp.


PEDENN


O va Jezus, leun a zousder, c’hui o peuz desket deomp, dre ho skuer ha dre ho komzou, peger kaer eo gouzaon gant pasiantet ha pardouni an offansou ; kemerit truez ouzomp, rag ne c’hellomp gouzaon an disterra tra, hag ato emaomp o klask en em venji.

Abalamour d’ar garantez en doa ar Zant-ma, roit deomp ar c’hras da c’houzaon, a galoun-vad, kement tra a errufe ganeomp, e pinijen d’hor pec’hejou, ha neuze, goude beza paet evel-ze hon dle d’ho Justis, e veritimp beza ive pardounet ganeoc’h.

PEMPED DEVEZ


Karantez sant Anton evit Doue


Sant Anton a ioa leun a garantez evit he grouer ha n’en deveze morse an disterra sonj hag a chelje hen distrei dioc’h Doue. He galoun a ioa ken distag dioc’h traou an douar, ma ne c’helle kaout tam plijadur e netra euz ar pez ne deue ket dezhan digant Doue pe euz he berz.

Klaskomp, evel ar zant-ma, karet Doue dreist pep tra, ha ra vezo dalc’hmad hor sonjou troet etrezeg an env.


PEDENN


O va Zalver karantezuz, c’hui hebken a virit oll garantez hor c’haloun, ha koulscoude, siouaz ! e karomp an traou krouet dre eur garantez direiz. Evidoc’h eo o peuz hor c’hrouet, roit deomp eta ar c’hras ma vezo, evel ar zant-ma, devet hor c’haloun gant an tan euz ho karantez, ha ma n’or bezo ken plijadur er bed-ma nemet ouz ho servich epad hor buez. N’euz nemedoc’h hag a vedin da gaout hor c’haloun.


C’HOUEC'HVED DEVEZ


Paourentez sant Anton


Sonjomp pegement e kare ar zant-ma ar baourentez a gomzer anezhi enn Aviel ; dilezel a ra he zanvez, disprijout a ra madou an douar, refus a ra gant eur goler zantel ar presanchou kaer a zigasset dezhan aberz Eccelino, hag, en eur chasseal a zirazhan kannadet an tirant-ze, e lavar dezho : « It da lavaret d’ho mestr ne fell ket din ranna ganthan tra ar bobl paour. »

O velet petra rea ar zant, lakeomp doun enn hor spered da zistaga hor c’haloun hiviziken diouz ar binvidigez, penn kaoz a gement a zroug. Ma on eus danvez, diouallomp da staga hor c’haloun outho ; ha m’ar domp paour, arabad deomp klask beza pinvidik, p’eo guir d’ar maro e vezo red kuitaat pep tra.

PEDENN


Jezus madelezuz, diganeoc’h e teu ar madou guirion ; c’hui zo en em c’hreat den ha plijet ganeoc’h beza paour evit deski deomp disprijout traou ar bed-ma : roit deomp ar c’hras, dre garantez ar Zant, da ober eveldhan, o tistaga hor c’haloun dioch kement a c’helfe hor pellaat diouzoc’h, hag o tisprijout pinvidigeziou ar bed-ma evit meritout kaout madou an env epad an oll eternite.


SEIZVED DEVEZ


Kassouni sant Anton ouz ar pec’het


Ar Zant en doa ar brassa aoun da goll ar stad a zantelez enn he galoun, hag evelse e c’hellaz e diouall dioc’h ar pec’het marvel. Ne c’heller ket lavaret peger bras kassouni en doa ouz ar monstr-ze euz an ifern : ober a ra dezhan ur brezel eb ean, neket hebken evithan he-unan, mes ive evit he nessa. Evelse ne skuize ket o prezeg evit ober d’ar bec’herien kuitaat hent ar pec’het. Red eo deomp ive, hiviziken, kounnari ouz ar pec’het marvel ; red eo deomp diouall da gueza ennhan morse, ha sikour hon nessa da ziouall outhan dre hor skuer hag hon aliou mad.


PEDENN


O va Jezus muia karet, c’hui o peuz trec’het ar pec’het en eur vervel var ar groaz ; dre garantez evit ar zant-ma, en deuz great dezhan eur brezel heb ean ha tennet anezhan kement a eneou, roit deomp ar c’hras da ober brezel dezhan ive ; sklerijennit hor spered, ma teuimp d’her c’hassaat ha da ziouall outhan, evit na vezo ket kollet ar goad presiuz o peuz skuillet evidomp, mes evit ma hon diouallo dioc’h an droug-spered ha ma teui da veza penn kaoz hor zilvidigez.

EISVED DEVEZ


Purete sant Anton


Sant Anton a veze ato var evez ouz he skianchou, gant aoun ne vijent kaoz dezhan da gaillara he ene ha da goll ar vertuz kaer-ze, a zao ken huel an den hag hen laka, koulz lavaret, da veza henvel ouz an elez.

Arabad deomp ankounac’haat e tleomp beza atao eveziant da ziouall ouz hor skianchou, ar penn-kaoz euz an darn-vuia euz hor pec’hejou. Diouallomp hiviziken, pep hini enn he stad, da goll tenzor presiuz ar burete.


PEDENN


O Jezus trugarezuz, anzao a reomp dirazoc’h eo ar re a gabestr on euz roet d’hor skianchou, a zo bet kaoz deomp da gueza e kalz pec’hejou. O pet truez ouzomp, ni ho ped ! Roit deomp, dre veritou sant Anton, ar c’hras da ziouall guelloc’h hor skianchou enn amzer da zont, ha da zerc’hell penn da dentasionou an droug-spered. Ni bromett deoc’h e vezimp hiviziken guelloc’h da bedi, da ziouall ouz ar goall danjerou, ha da heuilla ho lezenn, evit m’on devezo ar c’hras da veva ganeoc'h ha d’ho meuli epad an eternite.


NAVED DEVEZ


Maro euruz sant Anton


Guelomp ar Zant erru e fin he vuez. Karget eo a veritou ha kaer dre he vertuziou. Ar Verc’hez Vari a zo enn he gichenn ; lakaat a ra he ene etre daouarn he Zalver, hag e za da reseo diganthan, evit he labourou, ar rekompans hag a bado ato.

Mar fall deomp kaout ar memes rekompans, dalc’homp sonj e tleomp beva e guir gristenien ha bale enn hent euz ar zantelez beteg heur hor maro.

PEDENN


O Jezus, a ro d’ho kuir zervicherien ar c’hras da gaout eur maro mad, evit beza euruz goude-ze er baradoz, c’hui o peuz lakeat sant Anton da gaout eur maro ker kaer, ma ’zeo diskleriet sant var an douar : roit deomp ar c’hras da vale heb ean dre hent ar zantelez, evit ma c’hellimp plijout deoc’h da heur ar maro, ha mont ganeoc’h d’an eurusted heb fin.


————