Hekleo Penn ar Bed, 1910



NEDELEG JOBIG
————


Eun amzer gi en doa graet hed an deiz.

An noz na zeblante ket beza soubloc’h. Dre waskou ar vein do hag ar planch, an avel a deue e solier ar marchosi.

Jobig ar Vern, mesaer bihan Koad ar Bleiz, a grene en e wele. War an deiz, o vesa e loened, en doa tapet eur c’horfad riou, ha kaer en doa en em zoucha etouez an dillad wele ne deue ket aben c’hoaz d’en em doma d’ezan.

Trist oa e galon. An daelou a ruilhe gant e chodou…

Mes n’eo ket ar riou a rea d’ezan gouela na d’e galon beza poaniet.

Eur zonj a egaze e spered. Hag ar zonj-ze a rea d’ezan ankounac’haat ar riou.

Sonjal a rea e oa erruet an noz ma c’hanas ar Mabig Jezuz, noz Nedeleg.

Ha gouzout a rea e laka an holl vugale o boutouigou etouez ludu an oaled, da genver an noz-ze, evit digemer ar madigou a zigas ar Mabig Jezuz evit ar re a zo sentus ha devot.

An dra-ze, endeün, eo a rea nec’hamant ar potr, betek lakaat e zaoulagad da zizoura.

Hen, kez emzivad paour, n’en doa ket an distera oaled evit lakaat e voutou…

Hag oaled e vistri ??

Sonjal a reas en dra-ze. Mes ken du e kave tal e vestr ma ne grede ket ober eur goulen outan.

Hag, ouspen, selaouet e vefe e beden ?

Ar mestr en doa eur mab hag eur verc’h, Yannig ha Janig, hag oaled an ti a oa evit o bouteier, ha nan re eur paour-kez emzivad.

Koulskoude eun toullig, eur c’hougnig forz pegen dister a vefe bet awalc’h evit e re. Ar Mabig Jezuz, o tont da garga bouteier Yannig ha Janig, en dije gwelet ive e re, marteze.

Mes ne grede ket !

E zaelou a gendalc’he da redek atao...

En eun taol, en despet d’an avel yen o tont dre an doen, Jobig a daolas diwarnan linseriou ha pallennou, hag en eul lam e oa war zolier ar marchosi !

Hag e klaskas e voutou !…

Hanter-wisket, diarc’hen, e voutou en e zaouarn e tiskennas an deleg, e tigoras an nor, hag ez eas er meaz…

Redek a reas, a dreuz al leur, hep santout an avel yud a bike e groc’hen goloet gant eur roched tano, evit mont da gaout eun ti koz dilezet, a zerviche breman da verour koad ar Bleiz da loja benviou labour.

Eno — ar zonj a oa bet digaset en e spered gant er Mabig Jezuz, kredabl — eno, en ti-zoul dirapar-ze, e oa eun oaled hag eur siminal.

Ar pez a glaske, netra ken !

E kreiz an denvalijen, a ruzou ez eas eus an nor betek penn uhela an ti paour o klask an oaled gant e zaouarn.

Pa ’n doa kavet anezi, ha lakaet warni e voutou, e galon a laouennaas hag e zaouarn a strakas gant eurusted.

War gostez an hent e oa an ti koz, hag ar Mabig Jezuz o tremen ne c’halle mankout da welet anezan ha da zisken ennan dre ar siminal.

Lemel a rea, o sonjal er blijadur en dije, eus ar mintin, o kaout e voutou karget a vadigou gant Jezuz.

Sonjal a reas neuze dizrei d’e wele. Mes digouezet er marchosi, e leac’h mont etouez al linseriou, e wiskas e zilhad, hag e tiskennas adarre d’an traon.

Chenchet en doa sonj !…

C’hoant gwelet ar Mabig Jesuz o tisken dre ziminal an ti koz a oa savet gantan, evit gouzout petra lakafe en e voutou… ha pokat, zoken d’ar bugel Doue, ma vije roet d’ezan ar blijadur-ze !…

War bennou e zaoulin, e zaouarn kroaziet war e beultrin, e c’hede… ar c’housked a deue, prest, en despet d’ar yenien, da gloza malvennou e zaoulagad…

— o —

Deiz Nedeleg, eus ar mintin.

Merourez koat ar Bleiz a oa savet, abred mad, da zolier ar marchosi da zonjal dihuni Jobig da vont d’an oferen vintin, evit, goude, mont da ziouall al loened.

Mes na pegen braz ne oa ket he zouezen o kaout ar gwele goullo.

Sortial a reas, o c’hervel Jobig a bouez he fenn. An hekleo, gwaper a responte hebken.

An holl greier he doa furchet o youc’hal bepred Jobig ! Jobig ! pa deuas da zonjal en ti koz.

Eno eo e kavas Jobig, gourvezet war an oaled, e voutou oc’h ober d’ezan penn-wele, hag e gorf dommet gant ar riou, o c’hedal bepred ar Mabig Jezuz d’ober e dro !…

Yan BREZAL.