Netra na dalv va Breiz

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Netra na dalv va Breiz (Kentoc’h mervel).

René PRUD’HOMME, 1905  (p. 24-26)



IV


NETRA NA DALV VA BREIZ !

——


D’ar Barz Erw. Berthou, Alc’houeder Treger.



Ha bez’ ez euz eur vro giz Breiz-Izel,
Diazezet gand kalz a dud santel ?
Ar c’hantvejou, ’vel bandennou brini,
Heb he diskar, ho deuz nijet dreizhi.

Klaskit eul leac’h henvel ouz Breiz-Izel,
E pini chomm, en despet d’an avel,
Kredennou sakr oberourien hor bro,
Korvigellet oc’h griziou an dero !

Ha bez’ ez euz eur vro ’giz Breiz-lzel.
E leac’h ma kan ar barz a vouez huel,
Gand an delen, evel an drouiz koz,
Koulz hag en env elez ar baradoz ?


Ha bez’ ez euz, ouspenn e Breiz-Izel,
Eur yez ken koz, ker kaer ba ken santel,
Gand ar C’helted komzet daou vil bloaz zo,
Hag enoret ganeomp-ni c’hoaz hirio ?

Ar C’hallaoued, siouaz ! gwir a laran,
D’ar Brezounek a ra brezel breman,
Hogen, Breiziz, Doue a du ganeomp,
Ouz ar gwasker kalounek enebomp !

Nan, a dra-zur, n’eo ket eun den marvek
A ziskaro e Breiz ar Brezounek !
Eur boblad tud n’hell beza dispennet
P’eo ar memprou etrezho unanet....


Ha bez’ ez euz eur vro ’vel Breiz-Izel,
Leac’h ma kaver labour kaer ar gizel,
E peb parrez war vein an ilizou,
Er berejou, war galz a galvariou ?

Ha bez’ ez euz eur vro ’vel Breiz-Izel,
Roaz buez da gand den a vrezel,
Brudet evel Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Pontkallek ha Klison ?

En da histor, ô va bro Breiz-Izel,
Me gav barzed evel ma ’z oa Luzel,
Brizeuk, Ar Skour, ar fablenner Milin,
Hep ankounât, en amzer goz, Marzin.

Ha komz a rin euz a zent Breiz-Izel,
Hag a skignaz sklerder an Aviel
Dre ar vro-ma, en denvalijen c’hoaz,
O planta doun war bep torgen ar groaz ?…

Netra na dalv, ha netra na dalvo,
Va Breiz-Izel, va Mamm garet, va bro !
Va c’harantez, beteg heur va maro,
Hep ehana da veuli me garo !


————