Netra na dalv va Breiz (Kentoc’h mervel)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Netra na dalv va Breiz.

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911



KANAOUENNOU KLAODA ’R PRAT
evit ar vugale hag ar yaouankiz


————


1.


NETRA NA DALV VA BREIZ



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {Yea ha buhan.}
    \dynamicUp
    \autoBeamOff
    \time 4/4
    \numericTimeSignature
    \partial 8*1
    \override Rest #'style = #'classical
    \override TupletBracket.tuplet-slur = ##t
    \stemUp d8 | g4 a b g | a8 [(g)] fis2 a4|\break
    g d e fis | g2. d4 | g a b g | a8 [(g)] fis2 a4 |\break
    g d e fis | g2. g8 [(a)] | b4 a \stemNeutral \tupletUp \times 2/3 { c4 b a } | \stemUp g2. a4 |\break
    b4 a \times 2/3 { c4 b (a) } | a2. d,4 | g a b g | a8 [(g)] |\break
    fis2 a4 | g d e fis | g2. r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Hag a -- naout a rit eur vro hen -- vel ouz Breiz I -- zel 
   Di -- a -- ze -- zet war ar roc’h, leun a ze -- ro u -- hel? 
   Ar c’hant -- ve -- jou kou -- mou -- lus, ’vel ban -- den -- nou bri -- ni 
   Hep he dis -- ka -- ra ne -- pred, o deus ni -- jet dreist -- hi.
  }
  \layout { line-width = #120 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 180 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }
————


Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Diazezet war ar roc’h, leun a zero uhel ?
Ar c’hantvejou koumoulus, ’vel bandennou brini,
Hep he diskara nepred, o deus nijet dreist-hi.


Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma chom beo atao, en despet d’an avel,
Kredennou sakr ha pouezus oberourien hor bro,
’Vel pa vent korvigellet ouz griziou an dero ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kân c’hoaz hizio ar barz a vouez uhel,
Gant telen ha biniou, evel en amzer goz,
Koulz ha ma ra en nenvou elez ar baradoz.

Hag anout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h eus eur yez ken koz, ken kaer, ken divarvel,
Bet komzet gant hon Tadou ouspen daou ’vil bloaz ’zo,
Ar Brezoneg a garomp hag a virimp atao ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Eleac’h ma kaver ken stank labour flour ar gizel,
E pep parrez, koulz laret, war vein an ilizou,
Er berejou, en henchou, war galz a galvariou ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
A vir he gwiskamanchou hag he c’hiziou santel ?
Ar Vretoned a jomo bepred ar pez int bet,
Ar bobl ar c’haloneka a zo ebarz ar bed.

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag a welas o c’henel enni tud a vrezel,
Brudet evel ma ’z eo bet Lez-Breiz ha Richemon,
Gwesklin, Arzur, Ponkalleg, Nomenoê, Klison ?

Hag anaout a rit eur vro henvel ouz Breiz-Izel,
Hag he deus gwelet barzed evel ma ’z oa Luzel,
Taliezin ha Gwenc’hlan, Gwilhou, Brizeg, Milin,
Kervarker, Prou, Yann, Ar Skour, hep ankounât Marzin ?

Ha komz a rin-me brema eus sent koz Breiz-Izel,
A skignas dre ar vro-ma sklerder an Aviel :
Kaourintin, Pol-a-Leon, Brieg ha Gwenole,
Ha tostoc’h, Mikeal Nobletz, an Tad Maner ive ?


Nan, n’eo gwir ? netra na dalv ha netra na dalvo
Kornig douar hon Tadou, Breiz-Izel, hor Mamm-Vro !
Gened koz bepred nevez, da viken m’az karo,
Ha laouen me az meuio ken teui d’in ar maro.

Laromp eta, kenvroïz, laromp gant levenez,
N’eus ket e mesk ar broiou ken din a garantez.
E Breiz-Izel oun ganet, ganti oun het maget,
Hag enni eo, d’am maro, e vezin douaret.

Eno va c’housk a vezo gant va zad koz reisoc’h,
Eno me a c’hortozo deiz ar varn vras e peoc’h ;
Ha bemnoz, dre lanneier hag aochou Breiz-Izel,
Ene ar barz a gano c’hoaz meur a werz santel.


Lanndi, 13 Mezeven 1908.

KLAODA ’R PRAT,
(Pluenzir).


————