Ni ho salud gant karante

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Añjeluz.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 40-41)


N° 29. — An Angelus : O pia !
War an ton N° 29.


    Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
    Et cuncepit de Spiritu Sancto,


  1. Ni ho salud gant karante,
    Mari Rouanes an Ele,
    C’houi a zo beniget, O pia !
    Hag a c’hrasou karget, Ave Maria !

    Ecce ancilla Domini,
    Fiat mihi secundum verbum tuum.


  1. Ra vezo meulet ho pugel
    E peb lec’h, o Gwerc’hes-Zantel :
    Kanomp gant an Ele, O pia !
    E veulodi bemde, Ave Maria…

    Verbum caro factum est,
    Et habitavit in nobis.


  2. Genac’h e c’houlenomp ive
    Hon zikour ’n hon divezan de ;
    Hag obten gant Jezus, O pia !
    D’imp eur maro eürus, Ave Maria…

    Ora pro nobis, Sancta Dei Genitrix,
    Ut digni efflciamur promissionibus Christi.

Oremus, etc, p. 7.