Ni hou salud, stiren er mor

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ave Maris stella.



EN AVE MARIS STELLA.
Memb ton.

Ni hou salud, stiren er mor,
Ag en nean hui e zou en or,
Perpet Gùérhiès ha Mam de Zoué,
Ni hou salud guet caranté.

P’en dès en Æl hou saludet,
En hanhue a Èv zou bet changet
Én hanw tinérroh a Vari,
Ér gùir beah enta goarnet-ni.

Torret liameu er ré fal,
Dégasset sclerdér d’er ré dal,
Pêlleit a-zoh-omb hun drougueu,
Ha goulennet ol er madeu.


Discoeit-t’emb ol é oh hur mam,
Dré-z-oh e zou glan ha divlam,
Rebligeou guet hou Mab receu
Guet madeleah hur pedenneu.

Groeit, ô hui Gùérhiès hemb hé far,
Douçan merh zou bet ar en doar,
Ma vihuehemb ér bed divlam,
Douç a galon, pur èl hur Mum.

Reit-t’emb enta ur vuhé glan,
Ha laqueit-ni én hent surran,
Eit ma vehemb perpet eurus
Én ur huélèt hou Mab Jesus.

Gloër revou d’en Tad hur Hrouéour,
De Jesus hur Salvér, inour,
Querclous èl d’er Sperèd-Santel,
D’ou zri revou gloër éternel.

J. G.