Me a blij d’in gwelet al laouenanik rouz,
En eul lïorz vihan, en korn eun tiik plouz,
Pa ra lammedigou,
En-mesk ar vodennou,
Zard ha koantik
Ha birvidik,
O tarnijal skanvik a vodik da vodik,
Nerz e galon, stank-stank, o kano e vuzik.
Me a blij d’in gwelet en kreiz al lanneier,
O sevel ust d’an douar an eünik alc’houeder,
Pa zispak euz an ant,
En eur gano ken drant,
Hag o sevel
Uhel, uhel,
Hag hen klevet bepred, kuzet ’barz ar voren,
O kano d’e Grouer, zeder, e ganaouen.
Me a blij d’in gwelet, kludet en bek ar wên,
Gwelet ar voualc’hik du, kanfanten bek-melen,
Mistrik, kempen ha brav,
War vek he bod, ’n he zav,
Luskellet douz
Hec’h askel kloz :
He c’hlevet o c‘hwitellat he zon gê ha sklintin,
Mesket flour ha douget gant ezen ar mintin.
Me a blij d’in gwelet ar sparfel logotaër
O sevel ust d’ar mene hag o frego an êr
Hag o vragal uhel
Bransellet en avel,
Reud e askel
Ha lemm e zell,
Hag o plavo didrouz, o plavo war e benn
Garv ha têr, en eun tol, bete deun an draouien.
Me a blij d’in gwelet eur vagad brini du,
Douget war ar goabren, o nijal a bep tu,
Douget dreist bek ar c’hoat,
Er stourm skiltr o koagat,
Pa c’houez diroll
An avel foll,
Pa groz ar c’hoajou don vel eur mor konaret,
Pa strak ar gwe derv braz, diskloset ha draillet.
Me a blij d’in klevet, klevet mouez ar gaouen,
En eur c’harzad gwe derv, en bek eur goz kleuzen,
En kreiz an noz du-dall,
Klemvanuz o iouc’hal,
O iouc’hal iud,
Diwar he c’hlud,
Ha klevet he askel moug, o torno an êr
Euz eur gleuzen d’eben, o nijal a laër kaër.
Me a blij d’in gwelet, me a blij d’in klevet,
Nij-tarnij, mesk-divesk, an eüned marellet,
Plun kaër, kan dudiuz
Te Deum laudamus,
Richan ha kan,
Kreiz an de splan,
Kant mouez flour o sevel gant an trôn deuz an de
O kano d’o C’hrouer muzik ar garante.