Lajat, 1909  (p. 330-332)



Nijet…


Eun toullad deveziou hon doa hen anveet,
Evurus a vijemp dalc’hmad ouz e glevet.

War e zrem e vije eur mousc’hoarz dudius,
Hag en e zaoulagad eur zell trugarezus.

Ouz e galon dener e teue hep paouez
Komzou madelezus, komzou leun a furnez…

Bezan oa ’barz an ti eun êl a garante,
Dre lec’h ma tremene pep tra a hadveve.

E vouez krenv ha sklintin a domme pep kalon,
Bezan e oa d’an holl eur breur hag eur mignon ;

Karout re peb unan, peb unan hen kare :
E spered a oa eon, dinam oa e vue…

Gantan e tremene re vuhan an amzer :
Ar blijadur a deu en dro gant founusder.


An den eur pennadig zo seder ha laouen,
Al levenez, siouaz, na bad ket da viken…

Eun devez, ma Doue, an evn meurbed karet
Eus dindan hon zoën prim a zo bet nijet…

Eus dindan hon zoën nijet a denn-askell,
Douget war an avel ha tec’het d’eur vro bell.

Oh ! nag a boan-galon o kimiadi outan,
Oh ! nag a zaerou kri hon deus skuilhet d’ezan !

Gwelet a reomp c’hoaz e genavo poanius,
Kenkoulz ha ma klevomp e hirvoud truezus…

Pa oe e-unanig, gant an holl dilezet,
O vont war-zu ar ger, marvad hen deus gouelet…

O gwellan da envor hen deus lezet ’n hon zouez,
Ennan, pa’z eo nijet, e sonjomp aliez !

Krizder an Donkadur, perak evurusted,
E tremenez buhan, buhan vel al luc’hed ?

Te a zeblante henvel, henvel ouz eun evnik,
Eveltan ez out skoemp hag eveltan spontik…

A boan out tanveet, kerkent ez out tec’het,
Lezel rez war da lerc’h kalonou glac’haret !


Ar vue er bed-man n’an eo nemed avel,
Enni pep plijadur zo finvus ha marvel.

Gwir eo, evit an den, ar bed n’eo ket e vro,
N’eo nemed eun draouien, eun draouien a zaero…

Ennout ’man ma fizianz, Baradoz dudius,
Rak ennout-te hepken pep tra a vo padus !


————